◄ Eil Akt | Trede Akt | Pevare Akt ► |
(Pa zav ar goel, Flamm ha Roll, mezo o daou evel
daou zoner, hag ho chilgamma ho daou, a zeu war
ann téatr breac’h-oc’h-breac’h. Erruet ho daou e
kreiz ann téatr pe dost, e kouezont ho daou, Roll
a-gleiz ha Flamm a-zeou).
Ann dud gwiziek a hanv ar vro-mañ Breiz-Izel,
Evit petra, lar, Roll…?
Enn abek m’eo izel
Ann douar e peb leac’h, e Roazon, el Lann-Veur,
Enn holl rouantelez hor Mestr, Arzul-ar-Meur,
Pa vé pounner ar penn, evel da benn, beulké,
P’az péfé evet gwin, evel m’ac’h euz hirié…!
Mez d’id, Flamm he Benn-Baz, p’az oud ken génaouek…!
Lak evez mad, Rollik, pe e kloziñ da vek
Gand eunn taol dorn pe zaou ha, daoust m’az oud Roc’had,
Mar krogañ ez kroc’henn, az pezo kalounad…
Mar zavañ-me ac’hann…
Ne-ri ket, p’az oud kamm !!!
Me, kamm…? Oh n’ouñ ket c’hoaz…!
Nann ! n’oud nemet chilgamm…!
Ia, pe, « kamm ki pa gar ! » Doñt a rez, mic’hiek,
E-pad eunn heur gan-eñ, d’ober eur redadek…?
Neuze ni a welo piou a vo treac’h d’ann all…
(Esa a ra zevel hag e kouez adarre, a-hed he gorf.)
Ec’h ez da goueza c’hoaz, ma na gerez diwall…!
Divezad oud, Rollik, p’am gwelez azkouezet,
Da rei d’iñ kuzuliou ha n’ho goulennenn ket…
(War eunn ton gwelvanuz)
Te a zo kamm ive, ha ken kamm evel-d’-ouñ…!
N’eo tamm deread d’id ober goap ac’hanouñ…!
Paotr mad ouñ, koulskoude, ha, mar displegez d’iñ
Eunn taol-brao-kaer bennag groet gan-id, e weliñ
Ha me a c’hello c’hoaz aotren d’id ar pardon…!
(War eunn ton d’ober c’hoarzin.)
Deuz, Rollik, d’am zikour da zevel, ma mignon,
Rak, dre lost ann diaoul, biken, mar am lezez,
Ne veziñ-me em zâ ac’hann fin ann devez…
(Esa a ra zevel diou pe deir gwech, ha, bep taol, e
kouez enn he goazez.)
Ma karjez, evel-d-oun, eva a nebeudou,
E vijez, genaouek, kreñvoc’h war da ellou…!
Penaoz e c’hellez-te distaga eur seurt gaou…?
P’evenn eur chopinad, ha na louñkez ket daou,
Boed ar groug ac’hanoud…! Koañta maill oud, Roc’had,
Ha nag e prezegez e doare deread,
Tonell didal ar foeltr…!
Ze a ziskouez, va gwaz
Ez eo plañtet va fenn erfad war va diskoaz…!
Eunn dra gaër, va ine, eva dek bouteillad…!
Ma vijez bet paotr koañt, az pije, Flammik vad,
Paeet diou all ouspenn… Bete daouzek ez añ,
Bemdeiz, pe dost, va faotr, aboue m’edouñ amañ
E servich Kervoura, breur-kaër Arzul-ar-Meur…!
Mez tavomp…! Teod re hirr kammed na dalv nemeur…!
Ro d’iñ da zorn, trapet ! Mall braz eo d’id sevel…
Me a glev Gar-Orjal, du-hoñt, oc’h hor gervel…!
(Kregi a ra e dorn Flamm hag he-man a zav gand beac’h
hag o c’heja war he zivesker.)
Hen-nez na blij ket d’iñ…!
Va ine, pebez gwall…!
(Rust ha garo)
Pa na bliji d’hezañ, ann traou ez aï da fall
Gan-id, genaouek braz…! Tav ha zent…! Ze zo fur,
Ha diwall da denna war-n-oud displijadur…!
Gwir a lerez, Roll goz…! Salo na venn ket kamm !
En em dalc’h enn da zâ, tav mik ha na fiñv tamm !
(Klevet e réer, adre goeliou ann teatr, Gar-Orjal o
c’hopal : « Roll, Flamm !… »)
(O tont war ann téatr a c’hop c’hoaz a vouez huel :)
Roll, Flamm, mibien ar groug, peleac’h emoc’h ho taou…?
Amañ, Gar-Orjal geaz, e doare da selaou,
Hor diskouarn frañk digor bepred, ho prezegenn.
Ha d’ober peb tra holl hervez ho kourc’hemen…
N’am euz ket laret ze…!
Tostâ ouz-iñ eunn tamm
Ma weliñ mad da fri…! Mezo dall oud, pe gamm…?
Mezo…? Me…? Tamm e-bed…! Chilgamm, ne larañ ket !
Ar gwin war-dro Lann-Veur ne dalv foeltr mann e-bed.
Daonet, Flammik Penn-Baz, p’az kwelañ er stad-ze,
Ne d’eo ket heb abek…! Ar gwin, evit doare,
Nag ar zistr ken nebeud, ha pa veñt farlotet,
Na reont droug e-bed nemet pa vent evet,
Evel gan-id, mab kagn, a re vraz kofadou…
Dal, ne c’hellez mui ken choum zounn war da ellou…
(Flamm a c’hej muioc’h-mui)
Gwall heja a rez, paotr…! Ann avel koulskoude
A zo hirie dinerz…
Ia, mes ar paour keaz-ze
A zo dinerz ive dirag eur voutaillad…
Eunn ever fall eo Flamm…!
Ha te, mechans, Roc’had,
Eunn ever a-zibab… ?
Marteze, marteze… !
Pa blijo d’e-hoc’h paea, e welimp kement-se…!
Divezatoc’h, paotred !… Da c’hortoz, e Lann-Veur
E vo neventi vraz, hep dale pell nemeur,
Hag e teuañ a berz ar priñs braz Kervoura,
Ho mestr ha va hini…
Ann diaoul d’hen krouga…!
Petra a lerez-te…? Komz freaz ha sklear rak-tal…!
Me… ? Ne larañ netra…!
Ha goude, Gar-Orjal…?
P’az oc’h deut d’hor c’haout dre urzou Kervoura,
Petra e fell d’hezañ…? Lirit buan… Petra…?
Gourc’hemenn a ra d’e-hoc’h, (teurvezit va selaou !)
Choum war evez, diwall d’en em vezvi ho taou,
Beza prest da zenti, adalek m’ho kalvo,
Noz ha deiz, ha n’euz fors petra a c’houlenno…
Brao ! Arabad e vo eva eur voutaillad…?
Peoc’h, tan ha kurunou… Grik, ha selaou erfad…!
Da c’hortoz, Kervoura e fell d’hezañ gouzout
Da betra ez oc’h mad… Eunn hevelep darvoud
A c’hell digouez amañ, ma vo red da beb den
Dibri he skudellad, heb ober klemmaden…
Beac’h e vo, marteze, o kas ann traou da vad,
Mes hor mestr a baeo enn eur c’hiz deread
Ann dud hen servijo gand ijin ha doujañs…!
Plijout mad a ra d’id ar c’homziou-ze, mechañs,
Roll-ar-Bourdou…?
Ia, krenn !
Ha te, Flamm he Benn-Baz,
D’id e plijont ive…?
Salo m’am befe c’hoaz
Eur voutaillad gwin koz d’eva…! Va c’horzailien
A zo ken zeac’h ha toñt, hag ober prezegen
E ve gwall diez d’iñ…! Koulskoude e larañ :
Roll eo va c’huzulier… Me a raï evel-t-hañ !
Mad ! Lavar d’iñ bremañ, Roll, petore micher
A zo bet desket d’id… Petra oud goest d’ober…?
Em penn me a gavo, Gar-Orjal, p’am bo c’hoant,
Kant troidellik vrao a dalv aour hag arc’hant…!
Ha klevet oc’h euz-hu tro-gamm ar "Goz Derven…? "
E koat Ker-Huelvar…? Ia, ia ! Eunn all, va den !
Chetu ! Eunn deiz, e kear, embanner Penn-ar-C’hoat
A zeuaz da gemenn : « Ann archerien war droad,
« Ann archerien war varc’h a vale, er parkou
« War lerc’h eur vandenn fall a laëron avalou,
« Ho deuz kaset gant’he avalou ar Person
« Avalou Kastel-Pik, Ker-Iann ha Kernitron…
« Rak-se, likit evez ! Ann neb a vo paket
« D’ar prizoun, didruez, holl, a vezo kaset… »
— Mad, emouñ-me, Rollik, diskouez d’ann archerien
Ne d’int, e keñver d’id, nemet genaoueien…
Ha me da vale kear…! Hep dale, e kaviz
Ann Archer-Meur war varc’h ha d’hezañ a lariz :
— « Gwell e ve d’e-hoc’h, archer, diwall ann avalou
« A zo enn ho liorz, eget, dre ar parkou,
« Klask laeron avalou Pipi, Iann, pe Jakez… »
— « Piou eme-z-hañ, a ve foll awalc’h ha divez
« Da zoñt em liorz-me da laerez avalou…? »
— « Piou a oar ? Diwallit, diwallit mad, Aotrou…! »
Hag hen, oc’h ober goap, enn he heñt adarre…!
Paour keaz archer trapet…! War-dro diou heur goude
Avalou he liorz a oa holl em lojenn !
Brao, Roll !…
Oh ! kaëroc’h c’hoaz am euz gret…
Te, va den,
A varvo piñvidik, p’az oud ken ijinuz,
Nemet krouget e vez…
Da Flamm
Ha te, mezvier heuzuz,
Petra ouzoud ober, lavar…!
Me, Gar-Orjal,
A c’hell gand eunn taol dorn diskar eunn aneval,
Ejenn, bioc’h, taro, ebeul pe ebeulez…!
Gwechall eo bet gan-eñ digouezet aliez,
Pa gavenn tu-pe-du eunn ebeul skuiz-maro,
Hel lakat war wa c’hein ha moñt d’ober eunn dro
Da lezel al loen paour da ziskuiza eunn tamm…
Chantre ! Hag hirie c’hoaz te a rafe-ze, Flamm…?
Paeit d’iñ, Gar-Orjal, eur voutaillad gwin koz
Ha ne vo ket red d’e-hoc’h choum gwall bell da c’hortoz…
A walc’h ! gwin koz, Flammik, az pezo, ha traou all…
Mes red e vezo d’id zenti oc’h Gar-Orjal,
Evel ma señto Roll, heb klemmadenn e-bed…
Ha te a zento, Roll…?
Ia, p’am euz hel laret !
Va gourc’hemenn a vo gourc’hemenn Kervoura,
Ha me a zent out-hañ heb lavaret netra…!
Pa fell d’hezañ ober ann dra-mañ, ann dra-all,
Kement-se ne zell tamm, paotred, ouz Gar-Orjal…!
Grit evel-d-ouñ ho taou ! Paemañt ho pezo
Evit hoc’h holl labour, hervez ma talvezo…
Bremañ, it kuit ho taou, mes choumit e kichen
Evit respount rak-tal d’ann c’henta hopadenn…!
(Roll ha Flamm a ia kuit, breac’h-oc’h-breac’h, Flamm
o vransella bepred war he zivesker).
Ac’hanta, Gar-Orjal, va daou vevel neve
Ha me a c’hell lakat eunn tamm fisiañs enn-he…?
Ann daou gañfard, Aotrou, a zento krenn ouz-iñ,
Rak-se bezit dinec’h…! Evid-ouñ, pa na riñ
Nemet hervez ho c’hoañt, holl ann traou, a gredañ,
A vezo great d’ho krad, evel bete vremañ…
Me hen talvezo d’id, va c’hred mad, Gar-Orjal…!
Mes, e-keit ma soñjañ, c’hoaz am euz eunn drall all
Da laret d’id, p’az oud ma mignon ar gwella…
Abenn eiz deiz, pe dost, va c’hoar gear Trifina
A dle gwillioudi… Klask eunn amiegez
Gwiziek mad a zentuz… Pourve eur vagerez
Prest d’ober, e peb tra, hervez va gourc’hemenn…
Paz pezo ho c’havet, gra d’ezho prezegenn,
Hag ho digas amañ da glevet va c’hentel
Diwar-benn Trifina, diwar-benn he bugel…
Kea ha distro buan, mall am bo d’az kwelet…!
Ne viñ ket pell, Aotrou, bezit dinec’h, m’ho ped !
(Gar-Orjal a ia kuit)
Spouñtusa planedenn, siouaz, eo va hini…!!!
Kaër am euz, dre neb stum ne c’hellañ harz out-hi…
Ar c’hoañt re vraz da gaout enoriou am diskar…
Trec’het krenn ouñ gant’han… Hen a ra va glac’har…!
Va malloz war ann deiz ez ouñ ganet enn-hañ
Ha war ar bloaveziou am euz c’hoaz da vevañ…!
E beo, e c’houzañvañ holl boaniou eunn daonet…
Me a garje mervel ha, siouaz, n’hellann ket !!!
Beteg e kreiz ann deiz, dirag va daoulagad
Eur bern teuziou hudur, holl goloet a oad,
Am dinerz hag am spouñt, ha, pa glaskañ repoz,
Ann heuzusa moustrou am gwask é-pad ann noz…
Me a glev burtuled [1] o krignat va c’halon,
Ha chetu me dihum gand tersienn ar spouron…!
Morgousket a rañ c’hoaz…? Eur c’hrac’h, boed ann ifern,
A zispak diraz-ouñ bep seurt louzou a-vern ;
« Ar re-mañ, eme-z-hi, eo ar muia nerzuz
« Da gas kuit evit mad lornez Abacaruz,
« Da c’hounid war eunn dro he verc’h, he gurunen…! »
Ha neuze e welañ eur c’hreg gwisket e gwenn,
Heñvel oc’h Trifina ha gant’hi eur bugel,
Patrom Arzul-ar-Meur ha koañt evel eunn El,
Hag ar c’hreg paour a ouel, hag a zav he zellou
Ken glaz evel ar mor etrezeg ann Neñvou,
Hag ar bugel bihan war he c’halon stardet
A vouzc’hoarz ken dousik oc’h he vamm glac’haret…!
Ha chetu, enn dremwel, du-hoñt, ar Varnerien,
Arzul hag ar bourrev, tucheñtil, kouerien…!
Petra e fell d’hezo…! Eunn den kriz ha digar
A ziskouez d’ar Roue, mantret enn hé glac’har
Ar c’hreg e gwenn gwisket… Arzul a bleg he benn
Hag ar bourrev a sko… Chetu war ar c’hlazenn
Kouezet penn ar c’hreg paour…! O torfed griziaz !!!
Ar penn-maro a zav, hag he daoulagad glaz
A zell oc’h ar bourrev, a zell oc’h ar Roue,
Hag enn he zell ann holl a lenn ar garañté.
Ann druez, ar pardon… ! Mes heb dale e tro
War-zu ann den digar eunn daoulagad féro
Ha e tiskouez d’hezañ gand he biz, enn dremwel,
Eur marc’heg a-zoare… Hen-nez eo hi bugel…!
Ar marc’heg a dostâ ouz-iñ hag a lavar
Gand eur vouez estlammuz : « Peleac’h ema da c’hoar ?
« Peleac’h ema ive he bugelik bihan…?
« Respouñt, den milliget…! Kañt mil ha kañt mil boan,
« E-keit ha ma vevo hor C’hrouer binniget,
« Ne veziñt ket awalc’h da baea da dorfed…!!!
« Malloz, kañt mil malloz, malloz c’hoaz, Kervoura !!!
« Da c’hoar a zo enn Neñv…! Zantez eo Trifina !!! »
Er giz-se e vevañ, pe e varvañ bemdé…
Chetu va holl deiziou, va nosveziou ive…!
Teod ann den a zo krenn dinerz ha dic’halloud
Da ziskleria erfad eunn hevelep darvoud…
Mervel e ve d’iñ grad…! Ar maro he-unan
A dec’h, pa glev va mouez, hag am lez gand va foan !!
Spouñtusa planedenn eo, siouaz, va hini,
Ha penaoz, dre be stum galloud harza out-hi…?
Meneziou, war va fenn kouezit da vihana !
Digor da wagennou, te, mor braz, d’am louñka…!
Netra ! Bepred netra !!! Ha bepred a vevañ !!!
Mervel e ve d’iñ grad, ha mervel ne c’hellan !
(Koueza a ra war eur gador, eur c’houezenn o c’hlebia
he diou jod, hag e choum eur pennad enn he goazez,
evel dam-zemplet, zevel a ra emberr, hag eur
gounnar ruz enn-han) :
Ma, ma ! Kerzomp eta, ha deomp beteg ar penn,
Kervoura reuzeudik, war-lerc’h hor flanedenn…!
P’az oun eur milliget adaleg ann douar,
Gwaz d’id Arzul-ar-Meur, gwaz, Trifina, va c’hoar !
Gwaz ive d’ar bugel a dlé doñt war ar bed !
Gwaz, mil gwech gwaz a bers Kervoura « ann Daonet » !!
Mes piou a deu aze…?
Klasket am euz, Aotrou,
O señti biz-a-biz ouz ho kourc’hemennou
Eur vagerez iaouank, iac’h, kreñv hag e doare
Da vaga déréad bugelik ar Roue…
Kavet am euz unan a blijo d’e-hoc’h, me gred…
Mes tenn eo bet ann taol…! Ar baourez, spouronet
O klevet digant’hi petra a c’houlennec’h,
A raë d’in skouarn vouzar, ha pell oun bet e nec’h
Na zeurveché zenti ouz ho kourc’hemennou !
Prezeget am euz stard dre gaër, dre c’hourdrouzou,
Hag e kredañ, Aotrou, e vo ar vagerez
Doujuz kaër, ha zeñtuz, ken dous hag eunn oanez…
Mad, mad kaer, Gar-Orjal…! Hag ann amiegez…?
Nag a boan evit doñt a-benn euz a hou-nez !!!
Rag eur c’hreg gwiziek eo a hag zoujañs Doue,
Hag, o klevet o c’hoañt, gand ar spount e krene…
Ne oa ket heb abek, hen añzavit, Aotrou !
Ar pez a c’houlennit e-touez ann torfejou
A zo hañvet, me gred, enn holl al lezennou…
Peoc’h, Gar-Orjal ! Ne fell d’iñ klevet rebechou
Euz da berz, a-berz den… Va c’hoañt eo va lezenn…?
Dalc’h soñj a gement-se, diwar vremañ, va den…?
Troet eo ar c’hreg-se da zenti…?
N’oun doare !
N’euz fors ! ze zell ouz-iñ… Emaint ho diou aze…?
Ia, emaint o c’hortoz ma vo ho plijadur
Ho gervel da glevet, priñs, ho kemennadur…
Lar d’heze doñt amañ…!
(Kervoura a azez war eur gador. E keit-se Gar-Orjal a
ia er meaz hag a zistro rak-tal gand ar vagerez hag
ann amiegez.)
eunn tammik adré d’heze
Tostaït, magerez !
Klevet hoc’h euz, mechañs, ema ar Rouanez
War nez da veza mamm, hag e tlé he bugel
Doñt abenn eunn tri deiz, pe war-dro, da c’henel…
Klevet hoc’h euz erfad diwar-benn kement-se
Va gourc’hemennou striz… Chetu…! Ar bugel-ze,
Ar Rouanez, va c’hoar, ne dlé ket hen gwelet,
Ha c’houi en kemero, adal ma vo ganet
Hag e kaso, e kuz, d’al leac’h am bo merket…
Birviken ne rafenn eunn hevelep torfed…!
Diframma eur bugel, eur c’hrouadur dister
Digand he vamm, Aotrou…! O Doue, va C’hrouer…
Nann, nann ! Ne riññ ket se !!!
Pa zeñti, pe vervel !
Ze na zell tamm ouz-hoc’h !!! A c’hendall, ar bugel,
Ne fell ket d’iñ, mechañs, ober nep poan d’hezan…
C’houi hen mago erfad ha, pa vo red paeañ,
Bezañ zeñtet ouz-iñ e doare deread
E vezo, magerez, heb mar e-bed, d’ho krad…!
Kervoura ne d’eo ket ur priñs krafer ha paour ;
Nebeud a stad a ra euz ann arc’hañt, ann aour,
Ha neb hen servich mad a gav digoll bepred…
Grit ho soñj, magerez…!
Klaskit eunn all, m’ho ped !
N’hellañ ket, Aotrou keaz, zeñti ouz hoc’h urzou
Anez tenna war-n-oun kounnar Mestr ann Neñvou…!
Gar-Orjal, kea rak-tall da di ar vaouez-mañ
Ha digaz heb dale he c’hrouadur amañ !
Pa ne fell ket d’hezi zeñti a galon vad,
Ember ni a glasko eur c’hiz-all deread
D’ober d’hezi plega, da lakat enn he fenn
Ne dalv kammed netra stourm ouz va gourc’hemenn…!
Ma bugel…? Da betra ez it d’hen klask, Aotrou…?
D’hel laza dira-z-oud, d’hen troc’ha a dammou
D’her rei, goude, d’ar c’has ha d’ar moc’h da zibri !!!
Plijadur a raï d’iñ gwelet eur seurt c’hoari…!
Truez ouz-iñ, Aotrou ! Penn-follet e oann krenn,
Ha ne wienn, mechans, petra a lavarenn !!!
Ma bugellik karet, hen ken koañt hag eunn El,
Hen teurel da zibri d’eur c’hi louz, d’eur porc’hel…!
O priñs, na rit ket se ! Livirit d’iñ ho c’hoañt
Hag e señtiñ ouz-hoc’h, m’hen tou, laouen ha drañt !!!
Da belec’h e kasiñ bugel ar Rouanez…?
Chetu te fur, bremañ, ha trec’het, magerez !!!
Da beleac’h e kasi bugel Arzul-ar-Meur…?
Choum dinec’h, magerez !!! Ne zalei nemeur
Da c’houzout kement-se… Gar-Orjal a gavo
Eul leac’h hervez va c’hoañt ha d’id hen diskouezo…!
Kea bremañ, ha gortoz va gourc’hemenn neve…!
(Ar vagerez a ra neuz da vont kuit.)
Nann ! Choum eur pennad c’hoaz ! Gwell eo d’iñ kement-se…!
{D’ann amiegez.)
Klevet hoc’h euz erfad, me gred, amiegez,
Ar gourc’hemen am euz roet d’ar vagerez…
Petra a zoñjit-hu diwar benn kemeñt-se…?
Ha fellout a ra d’e-hoc’h gourenn ouz-iñ ive…?
Koll a rafec’h, m’hen tou, ho poan hag hoc’h amzer…
Chetu va gourc’hemenn e komziou freaz ha berr…
(Choum a ra eur pennadik da sonjal.)
Adalek ma vezo ar bugel er bed,
Heb hel lezel d’ober neb kriadenn e-bed,
Roït-hañ d’ar vagerez… Hou-mañ hen kemero
Ha d’eul leac’h kuzet mad, er palez, hen kaso…!
Pa ho pezo tennet ar Rouanez a boan,
Ha pa glasko gwelet he bugelik bihan
Evit pokad d’hezañ, livirit evel-hen :
« N’hoc’h euz great, Itroun geaz, nemed eur golladenn !
« Ho pugellik, siouaz, a zo ganet maro !!!
« Mes kemerit kalon ! Doue ho tigollo
« Hag a zigaso d-e-hoc’h, hen leun a vadelez
« Eur mabik all kreñvoc’h, ged ar Rouañtelez…!
« Hastit, va Rouanez, en em lakat pare,
« Da zigemer Arzul, ho pried, hor Roue,
« A dle, heb dale pell, erruout enn hor Bro…
« Mall braz eo da Vreiziz hen gwelet c’hoaz distro…! »
Klevet hoc’h euz erfad, ha gallout a rañ-me
Lakat fisiañs enn-hoc’h…?
Ann torfed heuzuz-se
C’houi en paéo, Aotrou, abred pe zivezad…!
Peoc’h d’iñ, trabell daonet, ha gra peb tra d’am grad
Anez…
Red mad eo d’iñ, siouaz, zenti ouz-hoc’h
Mes, mar kounnar ann Neñv, gwaz a ze evid-hoc’h…!
Mad, mad…! kea, Gar-Orjal, da gas ann diou c’hreg-ma
Euz va ferz da gichen va c’hoarik Trifina,
Ha lavar war-eunn-dro d’Aziliz dont amañ
Red eo d’in komz gant’hi ar c’hentañ ar gwellañ…!
(Gar-Orjal, ar vagerez hag ann amiegez a zalud hag a
ia kuit…
Kervoura, he benn soublet oc’h ann douar, a ra diou pe
deir gwech ann dro d’ann téatr. E keit-se Aziliz a
erru.)
Prins, war ho kourc’hemenn ez oun deut d’ho kaout…?
Trugare, dimezell, hast am boa da c’houzout
E pe stad en em gav hirié ar Rouanez….
Torret eo ann tammik he foaniou, hec’h eñkrez…?
Ma mestrez paour, Aotrou, a c’houzañv poaniou braz…!
Me gred eo ar gweñtrou a zo gant’hi, siouaz…!
Kalounek eo avad hag enn ec’h huvreou,
Ne baouez da laret eunn nebeud hanoïou….
Ar Roue, Kervoura, Breiz-Izel Herni…
Goude hano Arzul, Aotrou, eo hoc’h hini
A lar aliessa… Oh ! Nag ho kar hou-nez !
Gwella mestrez am euz ha gwella Rouanez
A zo war droñ va Bro !!!…
Gwir eo, va dimezell,
Ne c’hellje birviken ho Pro gaër Breiz-Izel
Beza kavet eunn all hag hi c’harje muioc’h…!
Mes eunn dra, Aziliz, am euz da laret d’e-hoc’h…
Paz omp deut da Lann-Veur, am euz e Ker-Ahez,
Ken disoñj oun, siouaz, e zal-vraz ar palez,
Ankouaet eul louzou, aozet a bell amzer,
Evit, enn he gweñtrou, rei kalon d’am c’hoar ger…
Re eo d’e-hoc’h, Azilis, hasta moñt hep dale
Da gastel Ker-Ahez da glask al louzou-ze…!
Kement hag ho mestres am euz fisians enn-hoc’h,
Anez, ne rojen ket eur seurt Kerfridi d’e-hoc’h…!
It eta, dimezell, enn hano Trifina,
Enn hanno Roue Rreiz, enn hano Kervoura…!
Pa gomzit er stum-ze, penaoz galloud, Aotrou,
Mirout da seveni hoc’h holl gourc’hemennou…?
Ez añ enn heñt eta, enn avañtur Doue…
Salo ma venn amañ distro hep pell dale…!
Gwal nec’het oun, m’hel lar, o kuitat ma mestrez…!
Kaset am euz emberr da gaout ar Rouanez
Magerez a zibab, amiegez wiziek…
Gwir eo, ha d’e-hoc’h, Aotrou, me oar eo anaoudek…
Ne gollit tamm amzer, dimezell, me ho ped !
Oh diwar gement-se, choumit krenn divorc’hed…!
(Aziliz a ia kuit.)
Pep tra a zeu da vad gan-eñ bete vremañ…!
Mar dalc’hont er giz-se, e vo gwelet amañ
Traou nevez hag iskiz, ha ne vezo ket pell…
Dalc’h da voñt, Kervoura p’az eo mad ann avel…!
Gounezet eo gan-id war ann amiegez
Da wall brosez, kercouls ha war ar vagerez…
Aziliz a zo eat du-hoñt da glask louzou…
Eunn test a nebeutoc’h euz va holl dorfejou…!
Ia, gand na zistroïo birviken d’al Lann-Vreur…
(Choum a ra eur pennadik da sonjal)
Oh ! ne zistroïo ket… Ze n’am chal ket nemeur…!
(E gweled ann téatr)
Gar-Orjal, Gar-Orjal… ?
(Gar-Orjal e erru)
Me ho salud, Aotrou !
Kas daou zen a zoare da vale ann heñtchou
Ac’hann da Ger-Ahez ha, p’ho delo kavet
Aziliz, matez-kampr va c’hoar, am euz kaset
Da gerc’hat d’iñ louzou ankouxet er c’hastell,
Lavar d’heze laza didrouz ann dimezell
Ha douara he c’horf enn eul lannek distro
Ma na vezo ken komz diwar he fenn er vro…
Kea, ha distro buan, he deuz gand Roll ha Flamm :
Ouz ann daou gañfard-se e fell d’in komz eunn tamm
(Gar-Orjal a ia kuit hag a zistro rak-tal gand Roll
ha Flamm).
Tostaït kañfarded, ha digorit erfad
Ho tiskouarn d’am selaou… Beza e ve d’ho krad
Ober p’hel lariñ d’e-hoc’h, eunn tamm bale war vor,
Eur bale a roï d’e-hoc’h arc’hant, aour hag enor…?
Ho tigarez, Aotrou ! War ar mor n’edoun bet
Nemet eur wech hebken, abaoué m’az oun ganet…
Ia, ia, sonj mad am euz… Bihanik e oann c’hoaz,
Ha, ken klañv ez oun bet, ken am euz dalc’het kas
Ouz ar gwagennou sall…! Selaouit koulskoude !
Me raï, war ho lavar, ann tammik balé-ze,
Mar teu Roll goz gan-eñ ! Hen-nez eo va sturier
Ha ia d’e-hoc’h war he lerc’h a lariñ dibuder !!
Klevet ac’h euz, Roll goz…?
Hoc’h holl gourc’hemennou
Aotrou keaz, a vezo dalc’h-mad va lezennou…
Pa blijo d’e-hoc’h eta, me a vo martolod,
Eur martolod gwelloc’h evit Flamm « he Gof-iod » !
Ma ine, me zo bet dre vor e Landreger,
Eunn deiz, m’hel lavar d’e-hoc’h, e oa fall ann amzer
Ha tamm doan n’am euz bet…! Me a lar, ann dour zall
Ne gavañ ket, Aotrou, é vé bet biskoaz fall…
Ar gwin koz, ar jistr mad a zo gwell koulskoude…
Mes ann holl a viskoaz a anaf kement-se !
Me zo Roc’had, Aotrou. hag eur Roc’had, mechañs
A zo mad da bep tra…! Enn-oun bezit fisiañs…!
Mad, mad, Roll-ar-Bourdou…! E taol-mañ, va faotr ker,
E rañki mont pelloc’h eunn tamm ’vit Landreger…?
Bete peleac’h, Aotrou…? Da Vode da Vriad,
Da Dour-Hern…?
Pelloc’h c’hoaz, eur pennadik, m’oarvad…!
Rede vo d’id, Roc’had, mont beteg Iberni…!
Ar vro-ze, Aotrou keaz, e peleac’h ema-hi…?
Ma ine, m’am euz c’hoaz, ’baoue m’az oun o ren,
Klevet hano eur vro leshanvet evel-hen…
Iberni ! Iberni!!! Petra eo ann dra-ze…?
Am godisa, mechañs, a rit…? N’eo ket brao ze…!
Ugent devez, pe dost, a zo red da vont di,
Pa ve mad ann avel…?
Iberni, Iberni…
Pe foeltr bro eo hou-nez…?
Chetu Roll ar Roc’had,
Dam dost d’ar ger gant’hañ, eur wech, paked ar c’had…
Mez a dlejez kaout, p’az oud ken genaouek,
Oc’h ober neuz da vout eur pabor ken gwiziek…!
Lared mad am boa d’id, mes da latenn daonet
A rañk fiñval dalc’h-mad, fougéer milliget…!
Ma ine, Aotrou keaz, war va feiz a Roc’had,
Ar pez am euz laret am euz lavaret mad !
Rak se, grit hoc’h afer, roït d’iñ va hini
M’az iñ, war ho lavar, da staga prim gant-hi…!
Dousik, Roll-ar-Bourdou ! Red eo kemer amzer !!!
Mall eo d’iñ, Aotrou keaz, staga gand ma micher,
Da ziskouez d’e-oc’h erfad n’oun ket eur genaouek
Evel Flamm " he Benn-Baz, kofiad ha mic’hiek " !!!
Eur Roc’had mad, mechañs…
Ro peoc’h d’iñ, lochore !!!
Me lochore, Aotrou…? Roc’had ouñ, ma ine,
Ha biskoaz ar Roc’hiz…
Chetu va gourc’hemenn !…
Adal ma c’henta ger, heb ober klemmadenn,
War lavar Gar-Orjal, a redi d’ar porz-mor
A vo diskouezet d’id…
Klozet e vo ann nor,
Aotrou…? Evel m’az oun den leal ha gwirion,
Adal ma kloz ann noz, me gred, e ve laeron
O redek er vro-mañ…!
Ro d’eomp peoc’h, ma ine…!
Ha n’eo ket heñ, Aotrou, ec’h hanvec’h " Lochore " …?
Peoc’h ho taou…! N’am euz-me nep tamm amzer da goll
O klevet ho komziou diskiant, Flamm ha Roll…!
Rak-se, d’am c’henta ger, heb ober klemm e-bed,
Redit d’ar porzik-mor a vo d’e-hoc’h diskouezet…!
Eno, c’houi a gavo eul lest pintet en gwenn,
Hag enn-hañ e safet, heb laret ger a-grenn !
Eur vagerez a deui, gant’hi eur bugelik
Ken koant evel eunn El, eunn teñzor a vabik…!
Ar gampr wella, el lestr, d’ezho a vo roet…
Magerez…? Eur bugel…? Evit petra, m’ho ped…?
Ze ne zell tamm ouz-id !!! A c’hendall ar sturier
A vo eunn den d’am grad…! Paket eo ann affer…?
Ia, Aotrou Kervoura !!!
It bremañ d’ar c’hastell,
Bezit goest da respount, pa zeuiñ d’ho kervel…!
(Roll ha Flamm a ra neuz da vont kuit)
Eur ger c’hoaz!!! War ar mor, mar d’eo gwir e klevañ,
Eun toullad « forbaned » e ve kavet bremañ…
Rak-se, likit evez…! Gwell e ve d’e-hoc’h mervel
Kent na zigouesfe drouk na poan gand ar bugel
Ha gand he vagerez…! Va c’hlevet hoc’h euz mad…?
Ia, Aotrou Kervoura…!
Eur bale déréad !!!
D’en em ganna biskoaz ne oenn-me gwall euruz
(sevel a ra war he ellou)
Evid-ouñ da veza Roc’had kreñv ha nerzuz…!
Ma iné, ma iné…? Hou-mañ zo eur zouben !!!
Deuz alessé rak-tal, Roll « teod-hir, kac’h moudenn » !…
(Kervoura ha Gar-Orjal a choum ho-unan)
Hag en em werzet oc’h da Lucifer, Aotrou…?
Pep tra a zeu gan-e-hoc’h krenn hervez ho c’hoantchou…!
Evit gwir, Gar-Orjal, klemm e ve amzéré…!
N’am euz nemet gortoz da welet ann doare…!
Ne choumfit ket e poan gwall bell… Chetu a-hont
Eun den am boa kaset da Ger-ahez o tont…
Kelou mad, a gredañ, a roio d’heoc’h, Aotrou…!
Sellit-hañ, Gand ar c’hoarz eo digor he c’henou !!!
Ac’hañta, ma mignon, penaoz eo bet ann dro…?
Brao, brao dispar, Aotrou…! Enn eur penn hent distro
E kafchomp, ma mignon ha me, ann dimezell…
Den war hon zro… kaéroc’h, ann tier a oa pell…
Oh ! ne badaz ket hir, m’hen tou, ann abadenn…!
Em godell e kaviz eur pennadik kordenn,
Hag enn-hi gand evez e riz eur skoulm-bagad…
Buan e tostajomp, me ha ma c’hamarad,
Hag enn eunn taol, krik, krak ! gouzoug ar baourezik
E oé kelc’het gan-eomp e skoulm ar gordennik…
Diou sachadenn heb-ken, Aotrou, war va lavar,
Ha chetu ar plac’hik keaz o koueza d’ann douar,
Mouget ha maro mik, heb kriadenn e-bed…!
Mes war hi dremmik flour ar spount a oa pintet…
O Doue, Aotrou keaz, gand pe seurt daoulagad
E sellé-hi ouz-omp…! Skorna a ra va gwad
Pa zonjañ c’hoaz en ze !!! Ne garfenn ket, m’hen tou,
Adober kemend-all, ha p’am béfé madou
Bro-Saoz, ann Iberni, Bro-C’hall ha Breiz-Izel
Da c’hounid war-eunn-dro…! Paourezik dimezell !!!
Paéet e vi, va den, ha paéet a-zoaré !
Mes, lar d’iñ da genta, keit ma sonjañ enn zé,
Gant korf ann dimezell, petra hoc’h euz-hu great,
Da gamarad ha te…? Peleac’h eo douaret…?
Klask a rejomp hon daou, me ha ma c’hamarad,
Eul leac’h gouez ha distro, dre ma oa ze d’ho krad,
E-kreiz eul lanneg vraz, hag ar c’horf paour gand heuz
Hon euz beziet, Aotrou, oc’h troad eunn derven gleuz,
E-leac’h na c’hello den hen kavout, a gredañ…!
Eno raio en peoc’h e gouskik divezañ !
Mad, mad! Great eo peb tra hervé va lavariou,
Ha red eo d’iñ bremañ paea ho servichou…
Dal ar ialc’h-mañ, ma den…! Tri c’hant a beziou aour
Am euz laket enn-hi…
Ne d’omp nemet daou baour
Ma c’hamarad ha me, daou glasker ho bara :
Mes, evit hon torfed, na gemerimp netra…!
Plijet gant hor C’hrouer, o welet hor glac’har,
Kemer truez ouz-imp, rei d’eomp war ann douar
Nerz ha kalon awalc’h da brena hon zorfed,
Dre ober pinijen, ha d’hor pellât bepred
Dioc’h tud heñvel ouz-hoc’h…!!!
(Strafillet krenn ha lent)
Ha c’houi, priñs Kervoura,
Likit evez !… Doue a zalc’h soñj a bep tra,
Hag he dro a erru, abred pe zivezad !!!
Doan am euz n’ho péfé, hep dalé, kalonad !!!
(Iann-Druillen a ia kuit)
Ann diaoul a zougo ar c’hoz genaouek-ze !!!
(Lent)
N’ouñ perag, Gar-Orjal (d’id a lavarañ ze !)
Gand he gomziou garo en em gavañ nec’het…
Ar re a zo maro, ma mestr, na gomzont ket…
Ann dud varo a gomz aliez, ma mignon…!
Nag a wech e kasont d’eomp hunvreou gwirion
A ra d’hor c’halonou krena gand ann anken…!
Oh ! na pegen spountuz ez eo va flanedenn !
Mes pe drouz a glevañ…?
Ar vagerez, me gred,
Gand eur bugel bihan d’ho kaout a zired…!
Bez kalon, Kervoura ! War da dremm eur gwisk dir !!
Disk gouzañv eur pennad…! Da reuz na vo tamm hir
bugel bihan
Ac’hañta. magerez !
Doue ! kaëra bugel !
Ne gredañ ket e ve eunn all, e Breiz-Izel
O tont war ann douar, kreñv, lart, koant evel-t-hañ…!
Sellit eta, Aotrou, sellit eunn tamm out-hañ…!
(Dizolo a ra eunn tammik penn ar bugel, o tostat ouz
Kervoura.)
Mad ! Mad ! Divezatoc’h…! Ha va c’hoar Trifina
N’hi deuz-hañ ket gwelet…?
Hen difennet ho poa !
A c’hendall, ken zempl eo, ken dinerz ha ken skuiz
Ken hirat he foaniou e vije bet re griz… !
Trugare, magerez…! It bremañ, me ho ped…!
Gar-Orjal ho kaso d’al leac’h am euz merket…
Eno e vo red d’e-hoc’h gortoz va gourc’hemenn…
Grit vad d’ar bugelik…!
Oh ! bezit heb anken !
Diwar-bremañ m’hen kar evel eur bugel d’iñ,
Ha d’hen zevel erfad va holl boan a lakiñ…!
(Ar vagerez a ia kuit o pokat d’ar bugel.)
Hast buan, Gar-Orjal ! Traou talvouldek meurbed
Am euz da laret d’id…!
Oh ! ne zaleiñ ket.
(Mont a ra war-lerc’h ar vagerez hag e tistro rak-tal.)
Ha kaset ac’h-euz-te, evel m’hor boa laret,
Ann daou vevel neve da borz-mor ar Ieodet…?
Ia, Aotrou, hag el lestr peb tra a zo fardet
Da zevel ar gweliou, adal m’ho po laret…
Gopraet am euz c’hoaz pevar martolod mad…
Rak, daoust da Flamm-Penn-Baz ha d’he vignon Roc’had
Tud a vor ne d’iñt tamm…
Mad awalc’h ac’h euz great…!
Varc’hoaz, klevet a rez, mar be mad ann avel,
Al lestr a guitao ar porz ha Breiz-Izel
Da dreuzi ar mor doun, da vont d’am Iberni
Bro-gavel Trifina kerkouls ha va hini…!
Klask eur mevel bennag hag heñ kas d’ar Ieoded
Da gas va gourc’hemenn prim d’ar vartoloded…!
Klevet am euz, Aotrou…! Piou eta eo hou-nez
A zo o tont amañ… ?
Dal ! Ann amiegez !!!
(Gar-Orjal a ia kuit dre eunn tu ann Amiegez a erru
dre eunn tu-all)
M’ho salud Kervoura, gant ar spount em c’halon… !
Petra zo a neve… ?
Doue, ma mestr gwirion,
A oar n’am euz zentet ouz-hoc’h, o priñs digar,
Nemet evit diwall rak poaniou ann douar…
Mes bremañ, pa welañ pegement ez eo braz
Hag heuzuz va zorfed, ha na c’hellañ siouaz
Ober netra, netra, ez ouñ dic’halloud krenn
D’heñ gwalc’hi, e krenañ, ha mervel e karfenn !!!
Ho c’hoar vad, Kervoura, Rouanez Breiz-Izel
Hi deuz laket er bed, m’heñ tou, kaera bugel
Am euz gwelet biskoaz, hag, o tont war ar bed,
Ar c’hrouadur hen deuz eur griadenn laosket,
Eur griadenn skiltruz.,. ! Ne oa da vihana
Er gampr, er mare-ze, oc’h gwele Trifina
Nemet ar vagerez ha me… ! Dre nerz ar boan,
Ho c’hoar a oa zemplet… koulskoude am euz doan
Hi defe, enn he c’housk, klevet mouez he bugel…
Mar d’eo gwir kement-se, te a rañko mervel…!
Mervel, Aotrou, mervel… ? Ma maro, Kervoura,
Na d’e-hoc’h, na da zen all na dalvezo netra…!
N’edouñ, c’houi han goar mad, nemet eur baourez keaz,
Eur c’hrek a reñk izel, nemet amiegez,
Ha ma maro biken na walc’ho va zorfed…!
Mervel, mervel kañt kwech, ouspenn c’hoaz, mar be red.
Evit gounid pardon ann dud ha va Roue
Evit ober d’ann holl klevet ar wirione
Anaout ar priñs foll, mez ha gwalenn va Bro
Ha gounid va Doue… Dudiussa maro…
Ra vo sevenet d’id ar pez a c’houlennez !
Gar-Orjal, ma mignon, krog stard er goz kiez,
Kea da glask ar bourreo, ma vezo dibennet…!
Malloz d’id Kervoura, boed ann ifern daonet !!!
o wall-gas anez’hi, Eur pennadik goude e klever
trouz eur c’horf pouner o koueza adre gweliou ann
Mad ! Chetu great ann taol !… Ar goz amiegez
Da vihana, ne raï d’iñ na poan, nak eñkrez…!
Ar re all… ? Gortozomp !!!
oc’h kreac’h ;)
Gwaz d’am enebourien !!!
Ne leziñ ket gant’he evit mann va c’hroc’hen !!!
- ↑ « Burtuled », e gallek , « Vautour », e latin « Vultur ».