Mont d’an endalc’had

Santez Trifina/Pevare Akt

Eus Wikimammenn
F. Hamon, 1899  (p. 146-180)


————

PEVARE AKT

————

PENNAD KENTA

————

Kervoura, Gar-Orjal

————

Kervoura

  Tamm-ha-tamm, Gar-Orjal, e kouez ann holl harzou
Hag ann hent a zeu plean dindan va c’hammejou…!
Lazet eo Azilis, hag ann amiegez
A zo bet dibennet, hervé ma lavarez…
Ann diou-ze n’hellint ket rei skoaz da Drifina…
Daou dest a nebeutoc’h, ha foll ouñ o krena,
Rak Iann-Druillen kerkoulz hag he goz kamarad,
Peleac’h emaint bremañ…?

Gar-Orjal

                                         Piou hen goar…? Den m’oarvad ?


Kervoura

  Ar glaskerien-vara ne choumont, Gar-Orjal,
Da goza e neb bro…!

Gar-Orjal

                            Ze zo gwir !

Kervoura

                                                 A c’hendall,
Ha pa vefent amañ, n’anavéont netra…!
Ha pa rafent…? Da stourm ouz ar priñs Kervoura
Ann daou druillennek-se, mechañs, a zo dister…

Gar-Orjal

  Ha komz diwar ho fenn a zo koll hon amzer…!

Kervoura

  Ar vagerez bremañ a zo enn Iberni
Gand bugel Trifina… Nep kelou anez’hi
N’am euz klevet…? Ha te…?

Gar-Orjal

                                        Me ken nebeud, Aotrou !…

Kervoura

  Red e vo klask…! Flamm-goz ha Rollik-ar-Bourdou
A zo du-hont ive… Keit m’ho defo arc’hant
D’en em vezvi bemdeiz gand gwin ha gwin ardan,
E vezo mad ann taol…! Mad eo d’eomp koulskoude
Evesât oc’h peb tra ha gouzout a zoare
Petra ober hon daou ha petra lavarout,
Ha beza a-unan, n’euz fors e pe zarvoud,
Anez, ma mignon paour, e vo gwall denn ar beac’h…!

Gar-Orjal

  Re speredet mad oc’h, ha me a zo dinec’h…!

Kervoura

  Mad ! Chetu da gentel…! Adal ma oa ganet,
Bugel ar Rouanez, siouaz, a zo marvet,
Kaër a zo bet esa hen derc’hel e bue…
Aze, ar penn kenta, dalc’h soñj a gement-sé ?
Gwell e ve d’id mervel, kent larout birviken
Eunn dra all disheñvel, e neb leac’h, dirak den…!

Gar-Orjal

  Bezit dinec’h, Aotrou ! Bepred hag e peb tra,
Gar-Orjal a vezo féal da Gervoura…!


Kervoura

  Ne golli tamm, m’heñ tou, oc’h ober kement-se !…
Pa c’houzoud da gentel, e fell d’iñ-me ive
Larout d’id va hini… Ma breur kaër enn hor bro
A vo, heb dalé pell, am euz klevet, distro…
Ac’hanta, Roue Breiz, Arzul ann Enoret
A rañk kredi eo bet gand Trifina lazet
He bugelik kenta, hag hi deuz c’hoant ouspenn,
Adalek ma welo sklear mad ann abadenn,
D’hel laza hec’h-unan, pe d’ober hel laza…
Ha klevet ac’h euz mad…?

Gar-Orjal

                                    Mechañs, priñs Kervoura,
Am godisit bremañ…! Ho c’hoar, ar Rouanez,
Skouer ann holl dechou mad ha kel leun a furnez…
Hag Arzul, ho preur-kaër, dre-holl evel eunn tad
Karet e Breiz-lzel…? Farsal a rit, m’oarvad…!

Kervoura

  Ne farsañ tamm e-bed ! Dalc’h soñj mad, pa larañ,
D’ober, heb klemm e-bed, ar pez a c’houlennañ,
Anez, tro Azilis, tro ann amiegez
A C’hoarvezo gan-id…!

Gar-Orjal

                                    Ho c’hoar, gwella mestrez !!!
Hag ho preur-kaër Arzul, hi ker karet ho daou !!!

Kervoura

  Ne fell ket d’iñ, va den, choum pelloc’h da selaou
Da brezegennou fall… Zenti te a rañko
Pe varc’hoaz, marteze, e vi kavet maro
Enn eur c’hoat doun bennag… Petra a lavarez…?

Gar-Orjal

  Me a zento ouz-hoc’h !

(Eunn tammik a goste, ha pleget he benn oc’h ann douar)

                                                Paourezik Rouanez !!!

Kervoura

Me a wel Trifina o tont… Lez ac’hanomp…!
Ar pez a vo laret bremaïk etre-z-omp
Na zell tamm ac’hanoud, dalc’h sonj a gement-se !!!


Gar-Orjal (o vont kuit)

  N’euz fors ! c’hoañt braz am euz da glevet koulskoude.
Klevet a riñ, m’hen tou…!

(Mont a ra kuit dre eunn tu ha Trifina a erru dre eunn
tu all.)


————

EIL PENNAD

————

Trifina, Kervoura

————

(Trifina, oc’h erruout e kreiz ann teatr, a azez war eur
gador, kinniget d’hezi gand he breur.)

————

Kervoura

                                     Laouen eo va c’halon
P’az kwelañ ken abred dam-bareet, Itron…

Trifina

  Trugare Kervoura ! Gwall dinerz ez ouñ c’hoaz,
Ha gand eur boan spountuz ez ouñ gwasket, siouaz…
Ma bugelik bihan, ma mab, mab ar Roue,
Lavar d’iñ, p’az pedañ, pegouls heñ gweliñ-me…?
Hast am euz, Kervoura, d’heñ starda em divreac’h…
Digas-hañ diñ,va breur…! N’am lez pelloc’h enn nec’h…!

Kervoura

  Da vugel, Trifina, adal ma oa ganet,
Kaër hon euz bet ober, siouaz, a zo marvet…!

Trifina

  Gaou a lerez, ia, gaou…!

Kervoura

                                       M’hen tou d’id, va c’hoarik…!

Trifina

  Hag eur fals le a rez, rak eur griadennik
Am euz klevet distak, keit ma oa o c’henel…!
Lar d’iñ, peleac’h ema va mabik, va bugel…?

Kervoura

  War va lavar, he gorf gand ann amiegez
A zo bet douaret…


Trifina

                               Peleac’h…?

Kervoura

                                                     E Ker-Ahèz,
N’ouzouñ peleac’h… Damdost d’ar c’hastell, a gredañ !

Trifina

  Gaou, gaou a lerez c’hoaz…
 

Kervoura

                                         Nemet gwir na larañ !
Me a wel mad, va c’hoar, e choumez diskredik…
Penaoz ne venn ket-me poaniet ha reuzeudik…?

Trifina

  Evel gwechal, va breur, me a garje galloud,
Gand kement az karañ, lakat fisiañz enn-oud…
Er mare-mañ, siouaz, kaer am euz, n’hellañ ket…!
Kervoura, va breur ker, petra d’id am euz great…?
Peleac’h ema, lavar, va bugelik bihan…?
Perag am lezez-te ken pell amzer e poan…?

Kervoura

  Lavaret am euz d’id kemend holl a wienn…!

Trifina

  Hag ann amiegez…? Hi gwelet e karjenn
Da c’houlenn digant’hi peleac’h hi deuz beziet
Korfik va c’hrouadur… Da beleac’h ez eo eat…!

Kervoura

  Ann amiegez-se, va c’hoar, a zo maro !!!
O tistrei da Roazon, gant’hi great mad hi zro,
Enn eur c’hoat doun, hervez ma zo bet d’iñ laret,
Gand eur vandenn laéroun, siouaz, eo bet lazet…
Chetu perag n’ouzouñ lavaret heb fazi
E peleac’h eo beziet korf ar bugel gant’hi…

Trifina

  Kervoura, va breur paour, am spounta krenn a rez
Eunn dra bennag a fall, me gred, a ijinez
Em eneb, mes Doue, kals kreñvoc’h evid-oud,
A vo va difenner, va skoaz e peb darvoud…
Abred pe zivezad, e splann ar wirione !!!
Hag Aziliz…? Peleac’h ema ar plac’hik-se…?
Hou-nez am c’hare stard, ha n’hi gwelañ mui ken…!


Kervoura

  Diwar-benn ar plac’h paour am euz poan hag anken
Araog da wilioud, eunn daou pe dri devez,
E oa eat, war va ger, da gastel Ker-Ahez
Da guerc’hat eul louzou gand preder braz aozet
D’az kennerza, va c’hoar, da rei d’id ar iec’hed…
Aboue, kaër am euz bet, e nep tro ne gleviz
Kelou, na mad na fall, diwar-benn Aziliz !!!

Trifina

  A walc’h, ma breur, a walc’h ! Gwall skuiz en em gavañ
Ha d’am c’hampr, e fell d’iñ mont adalek bremañ !

Kervoura

  Lak da vreac’h var va skoaz ! kemer kalon va c’hoar,
Da zougen beac’h pounner da boan ha da c’hlac’har !

(Mont a reont kuit dre ennn tu, Trifina harped var he
breur. Gar-Orjal a erru dre eunn tu all.)

————

TREDE PENNAD

————

Gar-Orjal, he-unan

  Den fallakr ha digar ! Den trubard ha gaouiad
Divez ha digalon, ne glask nemet skuil goad,
Amprevañ milliget !!! Ann diaoul, a gredañ,
Eo hen deuz da grouet ha laket er bed-mañ…!
Rouanez gwal eüruz…! Bremaïk e lare :
« Abred pe zivezad a splann ar wirione !!! »
Splanna a raï, m’hen tou !! Ha me, me, Gar-Orjal,
Me, me boed ar gordenn, den a goustians fall,
A lakaï va holl boan da ober kement-se…
Evesaomp erfad, ha, pa zeui ar mare,
Zikouromp Trifina…! Mes, pe drouz a glevañ ?
Kan-bale Roue Breiz eo hen-nez, a gredañ…

Klevet a reer adre goueliou ann teatr ann trompillou,

o seni. Gar-Orjal a ia kuit dre eunn tu. Eo gweled
eunn nor a zigor, hag Arzul, daou drompiller enn
he raog ha daou varc’hek war he lerc’h, a erru war
greiz ann teatr. Diskouez a ra d’ann drompillerien

ha d’ar varc’heien mont kuit hag e choum he-unan.

————

PEVARE PENNAD

————

Arzul, he-unan

  Doue ra vo meulet ! Chetu me c’hoaz distro
Iac’h, ha drañt va c’halon, e Breiz-Izel, va bro !

Kaset am euz da vad eur gefridi diez…
Etre Bro-C’hall ha Breiz a zo eunn uñvaniez
A vo talvouduz braz d’ann eil bro ha d’eben…!
Mes kaer zellet am euz, amañ ne welañ den !
Gwall iskiz e kavañ n’eo ket deut Trifina
D’am zaludi keñtoc’h… Hag he breur Kervoura
N’hen gwelañ kennebeut… Petra zo a neve…?

(Gar-Orjal, eur maskl war he visaj, a zeu hag a lavar :)

————

PEMPED PENNAD

————

Arzul ha Gar-Orjal masklet

————

Gar-Orjal

  Enn hano hor C’hrouer, diwallit, va Roue !…
E oer o stegna d’e-hoc’h pechou… ! Diwallit mad,
Rak, mar kouezit enn-he, ho pezo kalonad… !

Arzul, sebezet

  Piou oud-te, ha petra e fell d’id lavaret…?

Gar-Orjal

  Piou ouñ-me? Pe fors d’e-hoc’h… ? Diwallit mad, m’ho ped !!!
Ne gredit ket re brim ann holl brezegennou
A vezo laret d’e-hoc’h… ! Aliez, ar c’homziou
A zo ken binimuz ha flemm ann Erouañt,
Gouliou a reont, na dalv aour nag arc’hañt,
Siouaz, d’ho farea…! Pa vezo mad ann dro
C’houi am ad gwelo c’hoaz… Diwallit…! kenavo !!!

(Mont a ra kuit).


————

C’HOUEC’HVED PENNAD

————

Arzul (he-unan)

  Gand komziou ann den-ze ez oun gwall strafillet…!
Petra e fell d’hezañ diskleria d’iñ… ? N’oun ket…!
Traou iskiz a dremen em palez, a gredañ…
Petra ober…? Gortoz !!! Penn-folla krenn a rañ…!
Pechou a stegner d’iñ… Pere…? N’ouzouñ netra !!!
Da vihana, chetu va breur-kaër Kervoura…!
Marteze e c’hello rei d’iñ eunn ali-mad…!
Mes bezomp war evez…!

(Azeza a ra war eur gador, endra ma teu Kervoura dre
weled ann teatr).

Kervoura (a erru hag a zoubl he benn dirak ar Roue)

                                             Va breur, pebez eur-vad !!!
Ra vo Doue meulet, p’ho kwelañ c’hoaz distro
Laouen hag e iec’hed adarre enn hor bro !!!
Kaset hoc’h euz da vad ho kefridi diez…?
Etre Bro-Chall ha Breiz great eo ann unvaniez
A-eneb ar Saozon, hon enebourien fall…?
Klevet hoc’h holl doaré gan-eñ-me a zo mall !!!

Arzul, tenval he zremm

  E iec’hed ouñ, va breur, mes va c’halon biskoaz
Enn hevelep eñkrez, m’hen tou, n’en em gavaz…
Poaniet, poaniet braz ouñ…! Perag…? N’ouzouñ netra…!
Traou iskiz a dremen e Breiz-Izel… Petra…?
Livirit d’iñ a-grenn, p’ho pedan a galon,
Petra zo a névé… Komzit freaz ma mignon…!
 

Kervoura, klouar hag oc’h ober neuz da veza mantret

  Petra zo a neve…? kals re abred, siouaz,
C’houi hen desko Arzul !!! Ann amzer a zigas
Kemm enn traou hag enn dud, hag ar pez a garomp
Hirié, gand gwir abek, varc’hoaz hen disprizomp
Gand gwir abek ive…! Krouer ann Neñv hebken
Ne zeu tamm kemm enn-Hañ. hag a wechou zoken,
Gwall pouner e ve beac’h he zorn, pa sko war-n-omp,
E teufe kemm enn-Hañ, hep kals poan hen kredomp…
Mes eunn den evel-d-hoc’h, kalonek ha leal,
A oar kemer ar vad, a oar gouzañv ar gwall
Hep na deufe he dal da veza roufennet…!
Bezit kreñv, Roue Breiz ! Bezit kreñv, me ho ped…!
Red e vo stourm ! Stourmit e doare deread !!!
Goude ar barr-arne, e tigouez amzer-vad !!!

Arzul

  Perak komz er giz-se e komziou goloet…?
Lirit Brezounek freaz, Kervoura, me ho ped…!

Kervoura

  Ha gwell eo, evit gwir…! Abred, pe zivezad
E vo red d’e-hoc’h gouzout peb tra…! Ma c’hlevit mad !!!
Rouanez Breiz-Izel ha va c’hoar Trifina,
Me amañ diraz-hoc’h, me, ar priñs Kervoura,
Me, ho preur-kaër, Arzul, mab Roue Iberni,
Me, ho kwellañ mignon, a damall anez’hi
Da veza hec’h-unan hag a c’hrad-vad mouget
Ho pugellik keñta, rak-tal ma oa ganet…!

Arzul

  Petra a lerez-te…? Ah ! diwal, Kervoura !!!
Mar lavarez gevier, m’hen tou, den na netra

Ne viro ac’hanoud oc’h ar varnedigez
Ne vo biken e-skoaz eur seurt fallagriez…

Kervoura

  Ar pez am euz laret a zo re wir, siouaz !!!
Ha na gredit-hu ket eo evid-oun eur gloaz
Dont amañ, diraz-hoc’h, da veza tamaller
Ho pried, Roue Breiz, Trifina, va c’hoar ger…?
Mes Doue a lar d’eomp : « Klaskit ar wirione…! »
Ne rañ nemet zenti oc’h ar gourc’hemenn-ze…!

Arzul, mantret.

  Trifina, eur pried am euz kement karet,
Da behini am euz roet peb euruzted.
Hag am euz evit-hi lezet meur a dra-all,
Trifina, eunn El beo, hi, ober kemend all…?
Follet oud, Kervoura, m’hen tou war va c’hleze !
Lavar d’iñ prim, va breur, n’eo ket gwir kement-se !!!

Kervoura

  Salo ma vije gaou va c’homziou, Roue Breiz !
Mes, siouaz, ne d’iñt ket, ha me a glev em c’hreiz
Va c’halon o lammet gand ann heuz hag ar spount
Pa sonjañ ez ouñ breur eur c’hreg ken divergont…!
Va c’hoar oc’h ober drouk a gav he flijadur
Hag eunn drouk braz a oa mouga he c’hrouadur…!
Mes ne oa ket awalc’h evit-hi, ma breur paour !
Touet hi deuz ouspenn, war-bouez arc’hañt hag aour,
Antell stigna d’e-hoc’h rouejou hag ober ho laza
Gand eur mignon d’hezi, pa soñchfot nebeuta…!
Eur c’hreg, pa fell d’ezhi beza torfedourez,
Ne choum ket hanter hent enn he fallagriez…

Arzul

  Ar pez a livirit ne d’eo tamm gwir-heñvel…
Ma lazañ me, mad c’hoaz, mes lazañ he bugel,
Eur c’hrouadur divlam, neve c’hanet er bed…!
Evit petra ma breur…? Komzit distak m’ho ped !

Kervoura

  Trifina, Roue Breiz, aboué hi dimezi,
N’hi deuz biskoaz ouz-hoc’h bet nemet kasoni,
Ha, pa ziskoueze d’e-hoc’h ar garañte vrasa,
Ar vleizez nemet gwell na glaske ho touella…!
Oh ! va c’hoar, m’hen tou d’e-hoc’h, a zo diheñvel krenn
Dioc’h ann holl c’hragez all… Ne gredañ ket zoken
E ve kavet, er béd, eur c’hant heñvel out’hi…


Arzul

  Eur breur kaout oc’h he c’hoar hevelep kasoni…
Ha bez hoc’h euz testou da ziskouez eo gwirion
Kemend holl a lirit…?

Kervoura

                               Ia !

Arzul, glac’haret

                                         Pebez rann-kalon !!!
Trifina, grek heuzuz, enn ifern eo eta
Ez oud-te be ganet…?

Choum a ra eur pennadik da sonjal :


                                  Selaouit, Kervoura,
Ma list bremañ eunn tamm…! Faouta a ra va fenn
Ha, mar n’am mir Doue, foll e teuiñ a grenn…!
C’hoañt am euz da welet eur wech c’hoaz va fried…
C’houi, na guitait ket ar palez, me ho ped…!

(Kervoura a ia kuit dre eunn tu. Gar-Orjal, masklet a
erru dre eunn tu-all.)


————

SEIZVED PENNAD

————

Arzul, Gar-Orjal (he-mañ masklet)

————

Gar-Orjal

  Ac’hanta, Roue Breiz, pe zoñj eo hoc’h hini…?
Kervoura, ho preur kaër, mab Roue Iberni,
P’en em lak da damall, ne choum ket pell, me gred,
Da « glask pemp troad d’ar maout »… Hen-nez a zo beget
Mar boe biskoaz eunn all… N’euz fors ! Ar c’hañfard-se,
Pa doue e oa gwir ar pez a lavare,
A rae fals le douet, ann dra-ze a zo sklear,
Ha c’houi hen gwelo mad, kent na vo hir amzer,
Mar teuvezit heulia ann aliou leal
A ro d’e-hoc’h eur Breizad, ho servijer feal…

Arzul

  Lavar d’iñ da hano da vihana… ?

Gar-Orjal

                                                     Doue
A oar ho karañ stard, va Mestr ha va Roue,
Ha ne glaskañ nemet ho mad ha mad va Bro…
Mes rabad eo d’iñ c’hoaz lavaret va hano…!
Divezatoc’h, Arzul…! Evit hirie, m’ho ped,

Chilaouit va c’homziou…! N’ho pezo keuz e-bed…!
C’hoant hoc’h euz da welet eur wech c’hoaz Trifina,
Ha mad, mad kaer a rit…! Pa zeui d’ho priata,
Bezit enn he c’heñver, evel ma oac’h gwechall,
Mad ha karañtezuz… Lemit diwar ho tal
Ar roufennou enn-hañ gand ar glac’har kleuzet.
Likit hoc’h holl evez da selaou ho pried,
Ha, p’hoc’h euz dalc’het soñj a gomziou Kervoura,
Likit enn ho c’heñver lavariou Trifina…!
Disheñvel a vezint, m’hen tou d’e-hoc’h, va Roue,
Diwar-benn meur a dra, talvoudek koulskoude…!
Unan a lavar gwir, ha gevier egile…
Gand piou ema ar gaou, gand piou ar gwir, Roue…!
Doue heñ diskouezo…! Fisiañz enn-Hañ bepred
Ha fisiañz enn-ouñ me, o va friñs enoret !!!
Ember ar wirionez a sklerio ho kalon…
Doue r’ho kennerzo !… Me a wel va Itron
Ho tont enn ho pete…! Kemerit hoc’h amzer
Ha grit d’hezi, mar plich, ar gwela digemer…!

Arzul

  Me a zento ouz-hoc’h…! Ha me ho kwelo c’hoaz…?

Gar-Orjal

  Ia, mar plij gand Doue, ha, m’heñ kred stard, warc’hoaz… ?

(Gar-Orjal a ia kuit dre eunn tu, Trifina, zempl ha
dinerz a erru dre eunn tu all.)


————

EIZVED PENNAD

————

Arzul, Trifina.

————

Trifina

  Me ho salud, Arzul !!! O va Roue karet,
O c’hortoz ho tistro, nag e oann-me nec’het…?
Mil bennoz da Zoue !!! Bremañ, da vihana,
C’houi a choumo dalc’h mad e-tal ho Trifina…?

Arzul, strafillet.

  N’am euz ken c’hoant nemet da choum e Breiz-Izel !!!
Eur pok, va fried ker !!!
(Pokat a ra d’hezi)
                                  Mes, lirit, hor bugel…?
Rak mamm ez oc’h, Itroun…! Oh! n’am list ket e poan !

Peleac’h, peleac’h ema hor bugelik bihan…?
Mall eo d’iñ heñ gwelet, heñ starda em divreac’h…!

(Trifina a gouez, dam-zemplet, war eur gador-vreac’h.)


Na livirit netra…? Va fried ker, pe-leac’h
Ema hor bugelik…?

Trifina

                                     Krouer braz ann Neñvou
A lez he zorn pouner da goueza a-wechou
War he vugale baour…! Arzul, plegomp hor penn !
Pep den war ann douar hen deuz he blanedenn…
Hon hini, e taol-mañ, ha zo rust ha garo !
Va Roue, hor bugel a zo, siouaz, maro…!

Arzul

  Maro…?

Trifina

             Ia, ia, maro, adal ma oa ganet !
Chetu, da vihana, ar pez hen deuz laret
D’iñ va breur Kervoura… Koulskoude, e kredenn
Hen doa va c’hroadur laosket eur griadenn
Pa oa o toñt er bed…! Oh ! ar griadenn-ze !
N’hec’h ankouaïñ biken, keit ma viñ e bue !!!
A c’hendall va fried, me na ouzouñ netra,
Nemet ar pez hen deuz laret d’iñ Kervoura…
Zemplet e oann a-grenn, ha war nez da vervel…!
Ha bepred e klevañ kriadenn va bugel !

Arzul, d'hezan he-unan

  Gwir a lare ar maskl !

Da Drifina, a vouez huel.


                                     Ha peleac’h eo beziet
Korf ar c’hrouadurik…?

Trifina

                            Siouaz d’iñ, n’ouzouñ ket…!
Kaër goulenn am euz bet, bete vremañ va breur
N’hen deuz laret d’iñ mann…!

Arzul

                                  Doue, pebez gwall-eur !!!
Livirit d’iñ, m’ho ped, hag ann amiegez
A reaz ho kwillioud…? Peleac’h ema hou-nez ?

Trifina

  N'oun doare, va fried ! Marteze Kervoura
A oar peleac’h ema…? Me na ouzouñ netra,
Ha ze a ra d’iñ souez…! Adaleg ma c’hanaz

Hor bugel, ar c’hrek-se rak-tal heñ kemeraz,
Hag, aboué, tamm kelou n’am euz bet ane-z-hi…!

Arzul

  Hag ho plac’hik a gampr, Trifina, ann hini
A c’hanvet Aziliz…?

Trifina

                                Eunn daou pe dri devez
Araog va gwillioud am c’huitaaz hou-nez…
Perag…? N’ouzouñ doare ? Eur garantez wirion
E tougenn evit-hi e gweled va c’halon…
Hi ive, da welet, am c’hare… Mes perag
Ann holl goulennou-ze…? Arzul, eunn dra bennag
A strafill ho spered… Lirit-hañ d’iñ, m’ho ped !
Perag, va fried ker, ho kwelañ ken nec’het…?

Arzul

  Ia, nec’het ouñ, m’hen tou, nec’het braz, Trifina…!
Ouz-iñ, da vihana, na guzit-hu netra…?
Gwir eo hoc’h holl gomziou…?

Trifina

                                           Ken gwir m’ema Doue
Krouer ar bed o ren war-n-omp holl, va Roue…!

Arzul

  Awalc’h eo, Trifina ! Va list eur pennadik
Da zoñjal hag ive da ziskuiz eunn tammik…!
C’houi a zo dinerz c’hoaz ha gwall zempl, a welañ,
It d’ho kampr, va fried, ha va lezit amañ…?

Kregi a ra e dourn Trifina ha goude beza roet d’hezi
eur pok, e kas anez’hi beteg ann nor, e gweled ann
téatr.
E keit-se Gar-Orjal, masklet a erru dre eunn tu all.


————

NAOVED PENNAD

————

Arzul ha Gar-Orjal, masklet

————

Gar-Orjal

  Lavaret am boa dont eur wech c’hoaz… Chetu me !
Klevet hoc’h euz komziou ho pried, va Roue,
Ha mechañs, ho spered a zo bremañ e poan
Da c’houzout mad doare ho pugelik bihan…
Pe varo hen deuz bet…? Marvet o toñt er bed,
Hervez komz Trifina, pe gand hou-mañ mouget,
Hervaz lavar hi breur…?


Arzul

                                     Penaoz heñ gweziñ-me…?

Gar-Orjal

  O terc’hel da lakat ho fisiañs e Doue,
O terc’hel da veza dalc’h-mad war hoc’h evez
O c’hervel tud ho Lez da glevet ar prosez
Etre ar Rouanez hag hi breur Kervoura…!

Arzul

  Doan am euz, ma mignon, ne dalvese netra
Diskleria ken huel ha dirag ar bed holl
Va foan ha va glac’har…!

Gar-Orjal

                                   N’hoc’h euz netra da goll !
A c’hendall, pa fell d’e-hoc’h gouzout ar wirione
E rañkit klask ann tu d’hi c’havout a-zoare…
Dastumit, va Roue, e zal-vraz ho palez
Kement hen deuz eur reñk pe eur garg enn ho Lez
Da zougen barn leal er strif a zo zavet
Etre priñs Iberni hag he c’hoar, ho pried…!

Arzul

  Trifina na gavo test e-bed, ma mignon,
Enn hi c’heñver… !

Gar-Orjal

                                  Doue a zo eunn test gwirion
Hag a wezo erfad, pa vezo deut he heur,
Sklerijenni awalc’h spered Arzul-ar-Meur
Ha rei d’ar varnerien galloud da ziluia
Eunn hevelep prosez e doare ar gwella…!
Hag ouspen : Trifina a gavo marteze,
Pa zoñjo nebeuta, testou enn he c’hoste…!
Doue, pa blij gant’han, a c’hell dre eur burzud
Gervel ar re zo pell, rei ar gomz d’ar re vud…!

Arzul

  Ra vezo great peb tra hervez ma c’houlennez…!
Peur, siouaz, e c’helliñ gouzoud ar wirionez…?
Trugare ! va mignon ! Holl duchentil va lez
A vo galvet varc’hoaz e zall-vraz ar Palez…!
Da c’hortoz, e fell-diñ ober eur gouskadenn…
Gwall skuiz en em gavañ… stourm pelloc’h na ouffen !!!

Gar-Orjal, o vont kuit

  Doue r’ho kendalc’ho e iec’hed, va Roue,
Ha ra zisklerio d’e-hoc’h he c’hoant, eun eunn huvre !


NAOVED PENNAD

————

Huvre Arzul

————

Arzul choumet he-unan, a azez war eur gador-vreac’h
hag, heb dale, a choum kousket maro.

————

Arzul, oc’h huvreal

  Me a wel eur vagik o vont d’ann Iberni,
C’houec’h den a vor, eur c’hreg hag eur bugel enn-hi !
Ar bugelik a leñv !… Ar c’hreg e vagerez,
A ouel ive dourek… Me a wel ar baourez
O starda ar bugel war he c’halon. Perag…?
Eur bar-arne spountuz… Bransellet eo ar vag
Evel eur blouzenn skañv war lein ar gwagennou…!
A-gleiz, kouls hag a-zeou, e tigor islounkou…!
Doue, mirit erfad ar c’hreg hag ar bugel !!!
Eul lestr braz, eul lestr zaoz, pell du-hoñt, e dremwel…!
Lestr eunn enebour eo, hag enn-han « forbaned »
Tud digalon, divez, heb koustiañs e-bed…!
Ar vagik paour, ember e vo paket, siouaz
Gand ar « forbaned-se », pe war ar c’herreg braz
A vezo bruzunet…! Ar stourm ne bad ket pell !!!
Al lestr braz a zo treac’h !!! Ar c’hreg hag ar bugel
A zeu d’ann aot ho daou, douget war eur plankenn…!
Ann amzer a zo du… Enn Neñv, neb sklerijenn !!!
Eunn den koz, eur belek, eunn Eskop, a gredañ,
War ann aot o vale…! Petra e fell d’hezañ…?
Gwelet a ra ar c’hreg war ann treaz astennet,
Bepred war he c’haloun ar bugelik stardet…
Kas a ra ane-z-ho d’he di… Ar c’hrouadur
A zo koant, speredet, m’az eo eur blijadur
Choum da zellet out-hañ… Piou eo ar bugel-ze…?
Eur prins a wenn huel, map henañ eur Roue,
Da vap-henañ, Arzul !!! Hag hen kredez maro…!
Zent ouz ann den masklet, hag embann dre ar vro
D’az holl tuchentil dont, hep dale, d’az palez,
Pa fell d’id penn-da-benn gouzout ar wirionez !!!

(Dihuni a ra)


Gwall iskiz e kavañ ann huvre am euz gret !
Ha, pa zonjañ, dihun, ar pez am euz gwelet,
En em gavañ nec’het ha strafillet a-grenn !
Gwella am euz d’ober eo heulia penn-da-benn
Ali ann den masklet, ha dastum em palez
Tuchentil ha priñsed ha va-holl dud a lez

Da glevet divizou va greg ha Kervoura…
Doue, plijet gan-e-Hoc’h dont d’ho sklerijenna !!!

(Mont a ra kuit dre eunn tu ha Trifina a erru dre eunn
tu all.)


————

UNNEKVED PENNAD

————

Trifina, hec’h unan, azezed war eur gador-vreac’h

  Eunn dra bennag iskiz a dremen dre-amañ…!
Kaër am euz, noz a deiz, nemet krena na rañ…
Beac’hiet oun gand eur boan na c’hellañ lavaret,
Ha, war bouez klask siouaz, neb louzouen e-bed
Ne gavañ da wellat eñkreziou va c’halon…!
Oh ! n’am dilezit ket, Doue, ma Mestr gwirion !!!
Petra zo a neve…? Choum a rañ va-unan
Noz ha deiz da ouela, bourreviet gand ar boan…
Lavaret a vefe am bo gret eun torfed
Ha ne z euz evit-hañ nep didamall e-bed,
Nep pardon da c’hortoz !!! Va mestr ha va Roue
Gwechall, gand plijadur, em c’hichen a choume…
Aboue m’az eo distro, nemet eur wech hebken
N’hen deuz komzed ouz-iñ, nebeud amzer zo-ken !
Va breur, gwechall ive em c’heñver deread,
A choum pell diouz-iñ…! Na poaniuz eo va stad !
Den e-bed d’am zikour, hep pried, na bugel,
Heb breur, heb eur mignon, beteg heb dimezell !!!
Ah Trifina, pried eur roue gallouduz,
Matez e ti da dad, te a vije eüruz…!

(Endra ma lavar Trifina he c’homziou diveza, Gar-Orjal,
masklet, a zeu goustadik, hag a lavar :)


————

DAOUZEKVED PENNAD

————

Trifina, Gar-Orjal

————

Gar-Orjal

  Klevet am euz klemm, Rouanez Breiz-Izel
Ha pa pellfé d’ann holl, Itroun, ho tilezel,
Me n’ho tileziñ ket… Bezit nerz ha kalon !
E peb darvoud diez, ho pezo eur mignon
Prest da rei evid-hoc’h, mar be red, he vue
Ha da azgounid d’e-hoc’h karañtez ar Roue !
Fizians enn-oun eta ! Kalon, va Rouanez !
Heb dale pell, m’hen tou, e torro hoc’h enkrez…!

Mont a ra kuit


TRIZEKVED PENNAD

————

Trifina, hec’h unan

  N’ouzouñ petra soñjal diwar benn ann den ze…!
Piou a reer ane-z-hañ…? Ha perag, er giz-se,
A lavar e teuje d’am zikour em poaniou…?
Ha galloud a rañ-me flziout enn he gomziou.
Ar martolod, pa wel digor ann islounkou,
Da stourm ouz ann amzer rust ha kounnaret kren,
Na zispriz na bagig, na tamm gwern, na plankenn…
Ouz ar martolod-se, ne d’ouñ-me ket heñvel…?
Ken reuzeudik m’az ouñ, me a garje mervel ?

War he daoulin


O Doue, va c’hrouer, c’houi ken madelezuz
E keñver al loen gouez, ha ken karantezuz
E kenver peb unan euz ho krouadurien
Distroït diwar-n-ouñ eunn heveleb anken… !

Eunn El adre gweliou ann teatr

Den, heb stourm, ne ve treac’h …! Stourm eta…!

Trifina

                                                 Doue mad,
Me a stourmo, heb klemm, keit ha ma vo d’ho krad !
Ha kennerzet e viñ, e-kreiz va holl boaniou
O klask enn-he zikour da c’hounid ann Nenvou !…
Koulskoude e karjenn gwelet c’hoaz va fried…?
Perag, o ma Doue, diouz-iñ eo pellaet ?
M’heñ kare koulskoude gand holl nerz va c’halon,
Ha bepred ez ouñ bet pried fur ha gwirion…!
Ha va breur Kervoura, m’heñ kare stard ive…
N’heñ gwelañ kennebeud ! Perag, o ma Doue…?

Ann El

  Mab Doue, Trifina, da c’hounid d’e-oc’h ar gloar
Adalek Bethleem bete menez Kalvar,
Hen deuz gouzañvet poan hag eur verzerenti
Kañt mil gwech spountusoc’h eget n’eo oc’h hini…
Hag heñ ne glemme ket !

Trifina

                                        Ha me, diwar vremañ
Ne riñ tamm klemm e-bed, va Doue, mar gallañ…!
Da vihana, torrit, kent pell, va chadennou !!!

Ann El

  Choumit e peoc’h ma merc’h, hag enn ho pedennou,
Goulennit nerz awalc’h da vont beteg ar penn…!


Trifina

  Ra vezo gret peb tra hervez ho kourc’hemenn !!!

Ann El

  It d’ho kampr, Trifina ! Warc’hoas, araog ann noz,
Ho pezo eur joa vraz, mes pedit, da c’hortoz,
Zent Breiz d’ho kennerza, d’ho skleria, d’ho sikour
Da dreac’hi, evit mad, ho kwasa enebour !!!

Trifina

  Gand joa vraz em c’halon, me a zento ouz-hoc’h,
Rag n’am euz ken fiziañs, Aotrou, nemet enn-hoc’h !

Mont a ra kuit hag ar gweliou a gouez.