Eur zal, e palez ar Roue Arzul
(Pa zav ar goel, e weler, e kreiz ann teatr, Trifina
dam-zemplet war eur gador-vreac’h ; Arzul, diskabel
hag heb he gleze, daoulinet enn he c’hichen, hag
evel mantret gand ar glac’har.)
Nec’het oun, Trifina, nec’het braz, m’hel lar d’e-hoc’h,
Eunn nebeud amzer-zo, pa zellañ piz ouz-oc’h,
P’ho kwelañ ken dinerz, ken feaz, ken drouk-livet…
Doan am euz d’ho kwelout o koueza e kleñved…
Livirit diñ, mar piij, diñ ho kwella mignon,
Dre be stum e c’hellfemp laouennat ho kalon…
Mar be e va galloud, e vezo great ho c’hoant…!
Me a garje gwelet ho tremm diskuiz ha drant
Evel ma oa en deiz m’az omp bet dimezet
Ha ma ho kemeriz evit va gwir bried…
Ne guzit mann ouz-iñ, me ho ped, Trifina !
P’ho kwelañ er stad-se, ne rañ nernet krena…
Livirit d’iñ ho poan, ma klaskiñ hep dale
Medesined gwiziek d’hoc’h adlakat pare…!!!
Arzul, va fried ker, va mestr ha va Roue,
Perag diwar va fenn bout nec’het kement-se…?
Mar d’ouñ skuiz ha kastiz, dinerz ha drouk-livet,
Abenn tri miz, pe dost, e viñ c’hoaz pareet…
Abenn tri miz, pe dost, o Roue Breiz-Izel,
Trifina a vo mamm hag ho po eur bugel…!
Gwir eo…?
M’hel lavar d’e-hoc’h…!
Doue ra vo meulet !
Gwir eo ha, dioc’h ar pez a zo diñ me laret,
Eur mab, Arzul, a fiñv etre va daou goste…
Ha na wienn netra…!
Ho lagad koulskoude
A ziskwele sklear d’e-hoc’h ar c’hemm a oa enn-ouñ!
Eur c’hreg, Arzul, dreist-holl Rouanez evel-d-ouñ,
Trabell war veur a dra, a dav war gement-se !!!
Me ho kar, Trifina, hag ho karo bemde
Eunn tammik muioc’h-mui diwar vremañ, m’hen tou,
Ha ne sonjiñ kammed nemet enn ho poaniou !!!
Va foaniou ne d’int mann ! Sonjit e Breiz-Izel !
Grit ma vezo eüruz, pa c’hano hor bugel !
Grit ma savo war-eeun etrezek tron Doue
Pedenn ann den pinvik, pedenn ar paour ive
Evid-hoc’h, evid-oun, evid ar c’hrouadur
A zougañ euz ho perz !!! N’am be ken plijadur
Nemet pa ho kwelañ o poania noz ha deiz
Da gas war gresk enor hag evurusted Breiz…!
O va Doue, va c’hrouer, me o trugareka
Da veza roet d’iñ da bried Trifina,
Kalon aour, ine glann ha na glask e nep tro
Nemet ho karantez, va gloar ha mad va bro…
(Zevel a ra
E keit-se Trifina a gwez war e c’hador, dam semplet.)
Mes petra a c’hoarvez… ?
Me en em gav gwall skuiz…
It da hopa, m’ar plij, ma teuio Azilis !!!
(Mont a ra da weled ann teatr, hag e c’halv :)
Aziliz, prim amañ !
(Aziliz a zeu rak-tal)
Kasit ar Rouanez
Hep tamm dale d’he c’hampr, ha lakit mad evez
Da choum, diwar-vremañ, noz-deiz, enn he c’hichen…
Va Rouanez a oar e tougañ em c’halon
Evit-hi, pell a zo, eur garañtez wirion
A c’hell lakat enn-ouñ fisiañs, e peb mare,
Ez oun feal d’hezi, kouls ha de-hoc’h, va Roue !
Gwir a lavar, Aotrou ! Keit ma vo em c’hichen
E c’houzaviñ easoc’h va foan ha va anken…!
Mad ! Kemerit kalon ! Grit evit ar gwella
Da choum laouen ha iac’h, me o ped, Trifina !
Choumit hep doan, Arzul ha divorc’het a-grenn,
E-keit ha ma vezo Azilis em c’hichen !
Kenavo, va Roue ! Zonjit e Breiz-Izel
Zoñjit enn ho pried, zoñjit enn hor bugel…!
Kenavo, Trifina ; kenavo kalounik !
(Pokat o ra d’hezi)
War va skoaz, dizoan krenn, ho torn, Rouanezik !
(Trifina hag Arziliz ez a kuit)
Hep dale e viñ tad…! Dudiusa kelou !
Ha n’am euz ket abek da gas va fedennou
War zu ann Neñv, noz-deiz, ha da veuli Doue
Da vont madelezuz em c’heñver, er giz-se…?
Evit diskwel d’hezañ va holl anaoudegez,
D’am Breiz ker e fell d’iñ rei lod em levenez
Poania muioc’h-mui c’hoaz da rei ann eüruzted
Da gement den a zo d’am lezennou sujet !…
Da geñta, tud va Lez a dle anavezout
Hep tamm dale pelloc’h, ann hevelep darvoud…
(Mont a ra da weled ann teatr hag a c’hop:)
Hola, va embanner !…
(ann embanner a zeu)
Klaskit trompilierien,
Ha kemennit da dud va Lez, d’ar varc’heien
D’ann holl briñsed, duked, tuchentil, baroned,
D’ar gward, d’ann archerien, ha da d’ann itrounezed,
D’ann holl dud a iliz kouls ha da varnerien
D’ann holl dud a vrezel kouls ha d’ann Eskibien
En em dastum amañ da glevet eur c’helou
Talvoudek evit Breiz, a raï d’ho c’halonou
Tridal gand levenez… Abenn eunn heur amañ
E fell d’iñ ho gwelet strollet holl er zal-mañ…!
It buhan, va mignon !
Aoutrou, ho kourc’hemen
Evel ma livirit e vo sevenet krenn !
(Arzul a ia kuit)
Gwella mestr !… Gand abek eo lez-hañvet Ar Meur !
Rouane, evel-t-hañ, ne gaver ket nemeur… !
Ar Rouanez ive, dous ha madelezuz,
Bepred oc’h ober vad, bepred karañtezuz,
Ha na dle ket ann holl hi c’harout a galon…?
Evit-ouñ-me, m’hen tou, ha va le zo gwirion,
D’Arzul, da Drifina ez ouñ korf hag ine,
Hag evit’he, hep klemm, e rofenn va bue…!
(Mont a ra da weled ann teatr, hag a c’hop :)
Trompillerien gwiziek, diredit prim amañ
Ha likit enn ho karg hoc’h aked ar gwellañ
Da c’hervel er zal-mañ kement den, er palez,
Hen deuz eur garg bennag hag hen deuz reñk el Lez !
(E-keit ma lavar ar c’homziou-ze, ann drompillerien a erru).
Zonit, trompillerien, zonit kreñv hag huel
Salo ma vec’h klevet dre-holl e Breiz-Izel !!!
(Ann drompillerien, a zon, hag ar Bobl a zired a bep
tu — Pa z’eo ann holl en em renket, ann drompil-
leren a baouez da zeni, hag ann Embanner e kreiz
ann teatr, a lavar a vouez huel.)
A berz Roue Bro-Vreiz, Arzul-ar-Meur hanvet,
Ez oc’h holl er zal-mañ, Aotrounez, dastumet
Da glevet eur c’helou d’hor bro gwall dalvoudek…
Selaouit gand doujañs hor Roue galloudek,
Ha, pa hen defo de-hoc’h laret he brezegenn,
Grit holl, evel dalc’h mad, hervez he c’hourc’hemen !
Ne glask, c’houi enn goar holl, nemet mad Breiz-Izel…
Bevet Arzul-ar-Meur !!!
Ia, ia, ra vevo pell !!!
Bevet pell ar Roue !!! Mad…! Hag hor Rouanez…!
Kabluz a vemp, n’eo gwir ? O tisoñjal hou-ñez
Ken mad evid ann holl, ker karet er vro-ma
Gand pinvik ha gand paour….?
Ra vevo Trifina !!!
(Ann drompillerien a stag da zeni. Ann holl a dav hag
a choum diskabel. Arzul, kurunet hag he vaz-Roue
enn he zorn, a zeu, daou varc’hek hag he baotr
baniell enn he raog, hag a bign war e dron, gorrek
hag huel he benn. Azeza a ra eur pennadik ha tavet
ann holl a zav hag a lavar :)
Ar paotr-baniell, ann daou ward-marc’hek, ar Bobl
Trugare, va zud vad…! Bremaïk e klevenn
Ho moueziou unanet o krial evel-hen :
« Bevet Arzul-ar-Meur ha bevet Trifina !… »
Mes den n’hen deuz laret : Ra vevo Kervoura…!
Koulskoude, Kervoura eo breur-henañ va grek,
Ha kouls evel-d-omp holl, e komz e Brezonek…!
Ha n’hen karit-hu ket…? Perag…? Den na lar grik…?
Eur vouez, e-touez ar Bobl.
Den ne gar, er vro-mañ, breur hor Rouanezik !!!
Divezatoc’h, mechañs, e klevin ann abek…!
Da c’hortoz, Aotrounez, keloïou talvoudek
Evid-omp, evit Breiz, am euz da gemenn d’e-hoc’h :
Rak-se, va silaouit gand preder hag e peoc’h…!
Da genta, Trifina hi deuz d’iñ kemennet
E tlien beza tad, hep dale pell meurbed,
Ha, dioc’h hi lavar, Aotrounez, hor bugel
A vo eur Priñs, eur mab, mab Roue Breiz-Izel !
Meulet ra vo Doue ! Bevet Arzul-ar-Meur !!!
Trugare, Trugare…! Ne zaleiñ nemeur
Enn ho touez, e deiz mañ… Va selaouit erfad !
Eur c’helou all am euz, eur c’helou deread
Da gemenn c’hoas d’e-hoc’h holl. Roue doujet Bro-C'hall
Klodowik he hano, hon enebour gwechall,
A ra d’iñ ann enor d’am gervel d’he balez
D’esa gand Breiz-Izel ober eunn unvaniez,
A-eneb ar Saoz fall, hor gwasa enebour,
A viskoaz digaloun, divez krenn ha traïtour…
Ha plijout a ra d’e-hoc’h, p’am bezo great va le,
War benn va fried ker ha war va baz-Roue,
Da genderc’hel a-bez gwiriou hor bro garet,
Kevreta gand re c’hall hoc’h armou, Bretoned…?
Ia, ia ! Mar plij ze d’e’hoc’h, d’eomp e plijo ive !!!
Ne glaskañ, va zud vad, m’hen tou war va c’hleze,
Nemet mad ann diou vro, Bro-C’hall hag hon hini,
O kemer, gand ho krad, hevelep kefridi…!
Fisiañz hon euz enn-hoc’h hag enn hor Rouanez !!!
Mad !!! Mes evit diskouez sklearoc’h va levenez,
E fell d’iñ, Aotrounez, ober c’hoaz eun dra-all !
Ann holl brizounierien, nemet ann dud re fall,
A vo, diwar-vremañ, da vont kuit laosket holl !
Peb-unan anez’ho a vevo enn he roll…!
Ne fell ket d’iñ avad ho gwelet o terc'hel
D’ober trubuill ha mez d’hor bro ger Breiz-Izel ;
Anez, ha ma na blij d'hezo beza tud fur,
Out’ho e viñ digar, daoust d’am displijadur !!!
Plijout a ra ze d’e-hoc'h… ?
Ia ! Bevet hor Roue !
C’hoaz e fell d’iñ kemenn d’e-hoc’h eur c’helou neve
Ann taillou, er bloaz-mañ, na vint ket dastumet…!
Rak-se, me ho ped holl, Aotrounez pinvidik,
Da gemeret truez ouz ar paour reuzeudik,
Ha da lezel gant’hañ ar pez a zleo d’e-hoc’h…!
Bevet Arzul-a-Vreiz ! Bennoz Doue gan-e-hoc’h !
Ha bremañ, Aotrounez, kimiada a rankomp !
Peb unan enn ho tu ha, dreist holl, diwallomp
Keit ma viñ en Bro-C’hall, o klask mad hor Breizik,
Da nec’ha Trifina, a zoug va bugelik…!
A c’hendall, Kervoura a dle, am euz klevet,
Ember distrei amañ… Ra vo digemeret
Enn ho touez, Aotrounez, evel breur Trifina
Ha breur kaër ho Roue… Chetu va c'hoañt brasa
(Ar Bobl a ia kuit, heb lavarout netra)
Iskiz eo kement-se !!! Kervoura na blij ket
D'ann holl Aotrounez-ze… Ha perag ?… N'ouzouñ ket !
Iskiz eo kement-se, hag ouz-iñ e kuzer
Eunn dra hag a rankiñ gouzout gand ann amzer…
Mes me hen gwel o toñt… Gwall deñval, e kavañ,
Gwall rust, gwall divergont eo ann dremm anez’hañ…
Eun dra bennag a zo o krignat he spered…
Petra…? Evesaomp !!!
(Kervoura a zeu)
Arzul, va breur karet,
Setu me a-nevez e Breiz-Izel distro…
Hast am boa d’ho kwelet, ha va c’hoar, hag ar vro…!
C’houi a zo iac’h, va breur, an dra-ze a zo sklear…
Mes va c’hoar Trifina, ken mibin, ken dister
P’az ouñ eat em beach, livirit d’iñ, m’ho ped,
Hag hi a zo dalc’h-mad laouen hag e iec’hed…
Va fried, Kervoura, a dle, abenn tri miz,
Beza mamm, ha genel d’iñ eur mab, d’e-hoc’h eun niz !
(Kervoura a gren.)
A c’helou-ze, va breur, eo ann hini kentañ
E tleañ kemenn d’e-hoc’h, adalek m’ho kwelañ…
(Kervoura a gren gwasoc’h.)
Mes petra a c’hoarvez… Perag hevelep kemm
O klevet va c’homziou, enn eunn taol, enn ho tremm…?
Ha c’houi en em gav klañv gand tersienn Kervoura…?
Ho tigarez, Arzul!… ze holl ne d’eo netra…!
Ar skuider hag ar zouez…
Pen-follet ez oun-me !!!
Gand chalet eo fenn, ne sonjenn ket e ze !!!
Mont a rit-hu d’ho kampr, va breur, da ziskuiza…?
Da genta, e karjenn poket da Drifina…!
O va c’hoarik karet, nag a wech, pa oann pell,
Va soñj beteg enn-oud, douget gand ann avel
A zo deut noz ha deiz…!
Me ho kred, Kervoura,
Hag anaoudeg ouñ de-oc’h…! Neb a gar Trifina
A zo gan-eñ karet euz a greiz va c’halon…
Likit ho torn em dorn, va breur ha va mignon…!
(Starda a reont ho daou dorn)
(E gwelet ann téatr)
Azilis, Azilis… ?
(Hou man a erru)
Lirit d’ar Rouanez
Ez ouñ ouz hi gortoz e zal-vraz ar palez
Gand hi breur Kervoura a zo neve zistro,
Goude eur veach hirr, adarre enn hor bro…
(Azilis a zalud hag a ia kuit.)
C’hoaz hoc’h euz, emichañs, kals a neventiziou,
Da laret d’iñ, va breur… ?
Eur strollad keloiou…!
Bremaïk m’ho laro d’e-hoc’h dirag Trifina :
Ezomm hi deuz ive d’ho gouzout, Kervoura… !
Mes chetu hi o tont, war vreac’h he dimezell
Harpet evel bepred… Sellit out-hi a-bell…!
Pegen drouk-livet eo, pegen zempl da welet…!
Hi stad a dalv d’hezi da veza gwall gaset
Eunn tammik gand ar boan, mes mar plij gand Doue,
A-benn tri miz amañ, e vo iac’h adarre…
O va breur Kervoura, peger braz eüruzted…!
P’az kwelañ enn hor Breiz distro hag e iec’hed… !
Pegen hirr e kavenn ann amzer, hep gouzout
Ha ne oa ket gan-id c’hoarvezet gwall zarvoud…!
Deuz, va breurik karet, da vriata da c’hoar… !
(En em vriata a reont ho daou)
Hep-z-oud, hep va fried, n’am be war ann douar
Nemet hirnez ha poan… Bremañ, da vihana,
E choumi gand da vreur ha gand da Drifina… ?
Baléet ac’h euz bro kals re bell, va breurik,
D’am grad, ha mall braz eo diskuiza eunn tammik…!
(E pad ma lavar Trifina ar c’homziou-ze, Aziliz a zo
eat da glask eur gador-vreac’h. Lakat a ra anez’hi
e kreiz ann teatr, ha Trifina a ia da azeza war-n-hi.
Arzul ha Kervoura a azez ive war beb a gador,
Arzul a-zeou ha Kervoura, a gleiz da Drifina.
Azilis a zalud hag a ia kuit)
Ne fell d’iñ kuitât ken Breiz-Izel, Trifina…!
Gan-id ha gand Arzul am euz c’hoant da veva
Diwar-vremañ dalc’h mad, ha lakat peb evez
Da bellât diouz-hoc’h peb poan ha peb enkrez…!
Evit ar c’helou-ze, trugare, va breur mad…!
Ia, trugare, va breur…! Va list bremañ timad
Da laret d’e-hoc’h ho taou eunn nebeud keloïou
Hag a lakaï, me gred, joa enn ho kalonou…!
Da geñta, am euz great embann da dud va Lez
En em dastum amañ, e zal-vraz ar palez…
Diredet ez iñt holl, hervez va gourc’hemenn,
Priñsed ha tuchentil, duked ha barnerien,
Tud a iliz, kerkouls hag ann itrounezed,
Mevelien, mitizien, kerkouls ha baroned…
Pa oant holl dastumet, azezet war va zrôn,
Am euz laret d’hezo levenez va c’halon,
Hag e tliec’h, Itroun, abenn tri miz, genel
Eur mabik d’ho pried, eur priñs da Vreiz-Izel…
Oh, Arzul…
Trifina, ze a oa em dlead…!
Ha n’eo ket eunn enor d’eur Roue beza tad…?
Chetu va eil kelou… Roue doujet Bro-C’hall,
Klodowik he hano, hon enebour gwechall,
A ra d’iñ ann enor d’am gervel d’he balez
D’esa gand hor bro Breiz ober unvaniez
A-eneb ar Saoz fall, hor gwasa enebour,
A viskoaz digalon, divez krenn ha traïtour…
O klevet va c’homziou e oant ken sebezet
Ken am euz, er giz-mañ, digant’ho goulennet :
« Ha plijout a ra d’eoc’h, p’am bezo great va le,
« war benn va fried kear ha war va baz-Roue,
« Da genderc’hel a-bez gwiriou hor bro garet,
« Kevreta gan re C’hall hoc’h armou, Bretonned…?
— « Pa blij kement-se d’eoc’h, e plij d’eomp, eme-z-hé ! »
— « Ho mad ne glaskañ ken, m’hen tou war va c’hleze »
E lariz c’hoaz… Hag hi da grial enn eur vouez
« Fizians hon euz enn-hoc’h hag enn hor Rouanez…! »
Traou kaër ha mad dispar !!! Ne d’eo tamm souez, va breur,
Mar d’oc’h, e Breiz-Izel, hanvet Arzul-ar-Meur…!
Trede kelou…! Itroun, ha c’houi, breur Kervoura,
Lirit d’iñ frank ho sonj war eunn hevelep tra…!
Nemet ann dud falla, ar brizounierien holl
A c’hell, diwar vremañ, beva krenn enn ho roll…
Ne fell ket d’iñ avad ho gwelet o terc’hel
D’ober trubuill ha mez d’hor bro ger Breiz-Izel…
Anez, ha ma na blij d’hezo beza tud fur
Out’ho e viñ digar, daoust d’am displijadur…!
Arzul, va fried ker, great hoc’h euz kement-se…?
Ouspenn am euz great c’hoaz…!
Lirit d’eomp ann dra-ze…!
Er bloaz-mañ, taill e-bed ne vezo dastumet
Em holl rouañtelez… Ze am euz c’hoaz touet…!
Rak-se, ann duchentil hag ann dud pinvidik
A dléo kaout truez our ar paour reuzeudik
Ha lezel krenn gant’hañ, hep klemm, he holl wiriou…
Va mab a dle genel e-touez ar bennoziou…!
C’hoant am euz e vefe a-unan paour, pinvik
Da veuli ann Aotrou. pa c’hano va mabik…!
C’hoant am euz e vefe evuruz Breiz-Izel
Evit ma raï am holl eul lid kaër dam bugel !!!
Chetu aze ar pez am euz great, Trifina…
Ha great am euz awalc’h, livirit Kervoura…?
O va fried karet, na braz eo ho kalon !
Na lorc’h a zo enn-ouñ o welet war ann tron
Eur Roue evel d-hoc’h, dalc’h mad o klask ann dro
Da greski gloar, enor hag eüruzted he vro,
O veza Rouanez e vro evuruz-sé,
Oc’h ho karet muioc’h, va Aotrou, va Roue…!
Evit gwir, ne c’hellec’h va breur, ober ouspenn,
Ha Breiz, war ma meno, a dlé beza laouen…
Ne d’oc’h ket eur Roue, mes eunn tad a zibab…
Salo ma vo eunn deiz, ouz-hoc’h heñvel ho mab…!
Mar gallomp e vezo, ha n’eo gwir, Trifina…?
Eur c’helou all am euz da laret d’e-hoc’h brema…!
Red eo d’iñ hep dale, Itroun, moñt da Vro-C’hall
Da gaout Klodowik a zo ouz ma gedal
Evid ober gant’hañ, mar kavañ mad ann dro
Eunn unvaniez paduz ha mad evid ar vro…
Panaoz e c’hellit-hu, Arzul, va dilezel
Er stad en em gavañ, ha kuitad Breiz-Izel…?
Karg eur Roue, siouaz, a zo braz ha pounner,
Ha poaniuz aliez, mes red eo hec’h ober…
Bremaïk, Trifina, e larec’h e oa mad
Kemend holl am euz great ha krenn hervez ho krad…
Bro C’hall ha Breiz-Izel dorn-ouz-dorn unanet
Biken gand ar Saozon na veziñt diskaret…
Va list da voñt enn hent, me ho ped, Trifina…!
A c’hendall, choum a raï ho preur mad Kervoura
Enn ho kichen e-keit ma viñ-me e Bro-C’hall…
Heñ a wezo erfad a beb drouk ho tiwal,
Ho sikour deread da c’houarn gand furnez
Ha da glask, e peb tra, mad ar rouantelez…
Me ro d’hezañ galloud war va holl sujidi,
Ha kas a raï, m’hen goar, da vad he gefridi ;
Rak-se bezit dinec’h…! Me a vezo distro
Araog ho kwillioud adarre enn hor bro…!
Trugare d’eoc’h, Arzul ! Galloud a rit enn-ouñ
Lakat hoc’h holl flsiañs !… Eun dlead evid-ouñ,
Eur garg war-eunn-dro dous ha deread meurbed
E vezo choum dalc’h mad e kichen ho pried,
Va c’hoar ger Trifina, d’hi diwall a zarvoud,
D’hi damañti erfad ac’hann d’hi gwillioud…
Choumit dinec’h eta, mes astit, me ho ped,
Distrei d’hor Breiz-Izel, Arzul, va breur karet…!
Da gomziou,Kervoura, a ra vad d’am c’halon… !
Mar rankfenn dioueret da garañté wirion
E-keit ma vo Arzul pellaet diouz-iñ,
E venn re reuzeudik, mervel e fellfé d’iñ…!
Mall eo d’iñ mont enn hent…! Kenavo, Trifina !
(Pokat a ra d’hezi)
Kenavo, va Roue !!!
Em hini, Kervoura,
Likit ho torn bremañ, ha c’houmit den d’ho ker… !
Fisiañs enn-ouñ, va breur, ha bezit dibreder… !
(Starda a reont ho daouarn)
Kenavo c’hoaz, Arzul…! Me a bedo Doue
Da rei d’e-hoc’h distro mad enn hor Breiz hep dale…!
(Arzul a ia kuit)
Pebez glac’har spontuz, o va breur Kervoura…!
Te a c’houmo gan-iñ bepred, da vihana,
D’am frealzi eunn tam ha da rei d’iñ kalon,
Da c’hortoz distro mad va fried, va mignon… ?
Enn da gichen, va c’hoar, e choumiñ, m’hel lar c’hoaz..
Eürusoc’h tra gan-iñ ne zigouezaz biskoaz…!
N’am euz den nemed-oud !!! Dleet eo d’iñ, va c’hoar,
P’az oud va diveza tenzor war ann douar,
Diwall mad ac’hanoud, da garet muioc’h-mui
Ha pellat diouz-id peb poan, peb melkoni…!
Te a zo mad ive, ken mad ha va fried…!
Salo ma venn heñvel out’hañ, va c’hoar garet…!
Arzul a zo eunn den, a gredañ, heb he bar…
Kaer klask e vefe great, dre-holl, war ann douar
Kel leal a galon ha ken karañtezus,
Ken eeun, ken kalonek ha ken madelezus,
Ken eo red da bep den hen anaf hen karout…!
Gand pegen braz eur-vad e klevañ ac’hanoud
O veuli va fried, Kervoura, va breur kear…!
Heñ meuli a-zoare, n’hellañ ket hen ober…!
Mes bremañ, va c’hoarik, p’az omp amañ hon daou,
Me roï d’id eunn ali, mar karez va selaou…
Er palez-mañ, e-keit m’eo Arzul divroet,
Ha plijout a ra d’id choum da veva bepred..?
Me am euz e Lann-Veur, te a oar ze erfad,
Eur palez neve-Flamm, didrouz ha deread…
Mar karez ez imp di, da c’hortoz ann devez
Ma tliez beza mamm…?
Tra vad e ve houmez…!
Skuiz ouñ ha klañv, va breur, hag ar peoc’h a glaskan,
Ha n’hi c’haviñ, mechanz, kammed, er palez-mañ..!
Deomp eta, pa gari..! Ia, gwell eo kement-se..!
Mes dont a raï gan’eñ, va breur, d’ar pale-se
Ma mezell Azilis..?
Hi ha kemend hini
A blijo d’id, va c’hoar ! Da c’hoañt eo va hini… !
Te a zo mad, va breur… ! Ez añ da c’hourc’hemenn
Ma vo, hep dale tamm, laket peb tra kempenn…
Kenavo,. Kervoura… !
Kenavo, va c’hoarik… !
Ha seac’hit ho taërou, m’ho ped, Rouanezik…!
rust ha garo he zremm)
Kaëra taol!!! Ann diaoul Satanaz, war va feiz,
A ra peb tra d’am grad, aboue m’edouñ e Breiz
Distro a neve flam… Hag e Bro-Saoz ive,
Pep tra da vad gan-eñ a zo deut a-zoare…!
Paréet e-vezo ar c’hoz Abacarus
Gand al louzou e fell d’ar Zorserez heuzuz…
Ne vo ket ret d’hezañ avad choum iac’h re bell… !
Kozni, pe gleñved all, a raï d’hezañ mervel,
Ha pa ve red d’iñ-me ho zikour eunn tammik…!
Goude, he gurunen hag he benn-herezik
A vezo d’iñ ho diou… Stard e vo ar c’hoari,
Mes ar goz sorserez kammed n’en em fazi,
Ha, p’am bezo ezomm, e teui c’hoaz war va ger
Da rei d’iñ hi skoazell hag hec’h aliou ker…!
Arc’hañt am euz hag aour, ha gand al louzeu-ze
E pren eunn den peb tra…! Mes piou a zeu aze…?
A berz ar Rouanez e teuañ, va Aotrou,
Da gemenn d’eoc’h eo prest ha kempenn holl ann traou
Da vont, pa vo d’ho krad, d’ho palez, e Lann-Veur…
Mad, Gar-orjal, mad kaër ! Ne zaleiñ nemeur…!
Gra peur-ober peb tra… Lar da Roll ha da Flamm
Mont du-hont eun hon raog, dreist holl hep dale tamm !
Soñjet am boa, Aotrou, e vije ze d’ho krad…!
Roll ha Flamm e Lann-Veur a zo bremañ, m’oarvad !…
(Gar-Orjal a ia kuit,)
Great eo ar stal a-grenn…! Bremaïk, Trifina,
E vo beac’h etre-z-omp… Piou a vo ar c’hreñva…?
Kervoura a ia kuit d’he dro hag ar goel a zo diskennet.