Mont d’an endalc’had

Santez Trifina/Akt kenta

Eus Wikimammenn
◄   Aktourien Akt kenta Eil Akt   ►



BUEZ SANTEZ TRIFINA


HAG AR ROUE ARZUR

————

AKT KENTA

————

Eul leurenn-gear. A-gleiz hag a-zeou d’hezi, eur renkad gwez koz, huel, ha bodennek. Adre d’ann daou renkad gwez-ze, tier, lojennou, kestell a bep seurt.

E doun diaraog palez Arzul, [1] gand mogeriou huel ha tri dour, kranellet pen-da-benn. A uz ann tour kreiz, eun tamm hueloc’h evit ann daou all, war al lein krenn, baniell ar Roue Arzul.

A-iz d’ann tour kreiz, dor-dal ar pales, hag, a gleiz hag a zeou d’ann or-ze, eur marc’hek, harnezet a grenn, ho goaf, unan enn he zorn kleiz, egile enn he zorn deou, hag ho skoed, enn eunn doare deread…. etc….

Tostik-tost da ribl an teatr, er c’hoste kleiz, eunn trôn, ha diou gador-vreac’h war-n’hezan.

E doun an teatr, er c’hoste deou (hervez ar bobl) diaraog eunn iliz, gant ann nor-dal, ann tour a-uz ha kleier en tour-ze….

War al leur-gear eunn engroez tud a bep karter a Vreiz, koz, iaouank, bihan, braz, paour ha pinvidik, deut d’ober ho marc’had.

Eur voubou-vraz a zo gand ann holl dud-se : sioul avad ha peoc’h e komzont. Peb-unan a ia gand he hent, ha den na oar ar c’helou braz ez eer da embann d’hezo….


PENNAD KENTA
————

Daou baotr korn-boud, daou drompiller, eunn

embanner, Pobl
————
Ann Embanner

  Selaouit va c’homziou gand evez, Bretoned…!
Ar Roue braz Arzul, (dre holl ra vo meulet !)
A zeu enn ho pete, he Rouanez gant'hañ.
Trifina, eur brinsez kaër e touez ar c’haërañ…
Grit d’hezo digemer evel m’az eo dleet :
Diskwellit, gan-e-hoc’h holl, pegemend int karet !
P’az oc’h holl sujidi eéun a frank a galon,
P’hoc’h euz ouz hor mestr mad eur garante wirion,
Na choumit, va zud keiz, na simud, na bouzar…
Grit ma vezo klevet, war vor ha war douar,
Holl ho moueziou, emberr, o krial enn eur vouez :
« Bevet Arzul-ar-Meur ! Bevet hor Rouanez !… »

Eunn dichentil, e kreiz ar bobl

Hervez ho kourc’hemen, e vezo gret Aotro,
Ha, mar karomp Arzul, emberr c’houi hen gwelo…
D’ar Rouanez ive lid gan-e-omp e vo gret,
Ra vezo deuet mad e-touez ar Vretoned… !

Ann Embanner

  Brao, va zud…! It bremañ e peb tu d’al leurenn,
D’en em renka erfad, tuchentil, kouerien,
Koz, iaouank, bihan, braz, tud paour, tud pinvidik,
Da zigemer Arzul hag hor Rouanezik !

(Ann Embanner en em lak e touez ar bobl, e tu deou
hag an drompillerien e tu kleiz.)
Endra ma zeont kuit, ar c’hleier hag an trompillou a
stag da zeni. Klevet a reer adre mogeriou ar pales,
krial :

Bevet Arzul-ar-Meur Bevet ar Rouanez !

Ar c’hriadennou-ze a dostaa hag a zeu da veza
freasoc’h ha krenvoc’h tammik ha tamm.
Gwelet a reer dor-dal ar palez o tigeri, ha
1° Daou drompiller ;
2° Paotr ar baniel, eur marc’hek a bep tu dez’han ;
3° Pevar floc’h, unan gand ar c’hleze, ann eil gand ar
voul, ann drede gand ar Vaz-Roue, ar bevare gand
ar gurunen, ho fevar kever ouz kever.

4° Arzul a Trifina, dorn ouz dorn, gwisket gant’he ho
aournamantchou a roue, ha kurunennet ho daou. Ar
Roue a zeu dre ann tu deou ha Trifina dre ann tu
kleiz, hag Arzul eman gant’han he zorn deou war
arzorn he gleze.
5° Marc’heien, kever-e-kever.
E-keit-se, ar bobl en em renk, ar c’hleier hag ann
trompillou a zalc’h da zeni, hag Arzul, bepred dorn
ouz dorn gand Trifina, a bign d’ann trôn. Ar rouanez
a azez war he c’hador hag Arzul a choum enn he za.
Dirag ann trôn, paotr ar baniel hag ar pevar floc’h,
daou a daou a bep tu dez'han.
An drompillerien a-zeou hag ar varc’heien a gleiz,
dirag ar bobl.
Arzul, gand he zorn deou, a ziskwez d’ar bobl tevel,
hag, ann holl o veza didrouz, a lavar a vouez huel,
ha gand eun tammik taliou, e gallek : « affection »


————


EIL PENNAD


————


Arzul

  Me, Arzul, Roue Breiz ha Roue Iberni,
Dre c’hras krouer ar bed, ho mestr ha ma hini,
Me ho salud, va fopl, hirio a greiz kalon,
Rag ouz-hoc’h holl am euz eur garante wirion !
Mar plij gand ar mestr braz, selaou va fedennou,
E skuillo war-n-hoc’h holl he wella bennoziou,
E roïo d’hor bro Breiz peoc’h, enor, eüruzted,
Hag a skigno he brud muioc’h mui dre ar bed…
  Chetu va brasa c'hoant ha va c’henta mennad…!

Ar Bobl

Bevet Arzul-ar-Meur !

Arzul

                              Trugare, va zud vad,
Trugare, c’hoaz eur wech ! Laouen eo va c’halon
O veza enn ho touez, va Bretoned gwirion !
Me oar, pell amzer zo, pegen braz karante
Oc’h euz bet a-viskoaz e keñver ho Roue,
Pegen douget oc’h holl da zifenn gwiriou Breiz,
Pe galon virvidik a lamm c’hoaz enn ho kreiz…
Chetu perag ouñ deut, e deiz-mañ, d’ho kwelet
Ha da ziskouez d’e-hoc’h holl Trifina, va fried…
Hou-mañ a zo eur verc’h da Roue Iberni

Eur vro Keltiaded, kerkouls hag hon hini…
Eno, kouls hag amañ, ann holl, bihan ha braz,
Ouz ar Zaoz milliget ho deuz diskred ha kas…
Gras ma c’hellimp, eunn deiz, pa vezo mad an dro,
Ho c’has, evit biken, pell er-meaz dioc’h hor bro…!
Va zad-kêr a roio d’iñ skoaz el labour-ze,
Ha c’houi, va Bretoned, am zikouro ive…
Iberni, Breiz-Vian dorn-ha-dorn, ha malloz,
Gwaz, mez d’hon enebour, ann traïtour Iann-ar-Zaoz…
Unvan omp holl, mechañs, war gement-mañ, paotred..?

Ar Bobl

  Gwaz ha mez da Iann Zaoz, an Traïtour milliget!

Arzul

  Klevet am euz ho lé, va Bretoned leal...
Fisiañz am euz enn-hoc’h hirio evel gwechall !…
Pa vezo red, bezomp holl pare d’ar brezel…
Bevet an Iberni, ha bevet Breiz-Izel !

Ar Bobl

  Bevet hor Rouanez, bevet Arzul-ar-Meur!

Arzul

  Na c’hellañ ken, va zud, gan’e-hoc’h dale nemeur !
Eur ger c’hoaz …! Va fried ho kar evel-d-ouñ-me !
Likit fisiañs enn-hi kouls hag enn ho Roue !
Ni a boanio, hon daou, d’ho lakat evuruz !
C'houi, dalc’hit da veza tud leal ha doujuz !

(Trifina a gouez war he daoulin,
Arzul, he zaouarn zavet etrezeg ann Nenv)



Arzul

  Doue, Mestr ann Neñvou ha Krouer ann douar,
Distro diwar-n-omp holl peb reuz ha peb glac’har …
Ro d’eomp eur peoc’h paduz, ha kendalc’h da skoazell
War va fried, war-n-ouñ, war va bro Breiz-lzel !
Skuill war-n-omp holl glizenn da vennoziou, va Zad,
Ha ro d’eomp nerz awalc’h d’az servicha erfad !!!

(Trifina a-nevez war he c’hador.)



Eunn dichentil, e Kreiz ar Bobl.

Klevet oc’h euz, Breiziz..? Kriomp holl enn eur vouez ;
« Bevet Arzul-ar-Meur ! Bevet ar Rouanez ! »


Ar Bobl

  « Bevet Arzul-ar-Meur ! Bevet Ar Rouanez !
« Bevet Arzul-ar Meur ! Bevet ar Rouanez …! »

Eunn tiek, e Kreiz ar Bobl

  Arzul, korf hag ine, d’e-hoc’h omp bete mervel…
D’e-hoc’h, d’hor Rouanezik ha d’hor Bro Breiz-Izel.

Arzul

  Trugare, c’hoaz eur wech, trugare, va zud vad,
Evit ho tigemer leal ha deread…
Me a fell d’iñ, d’am zro, krial a vouez huel :
« Gloar, enor, eüruzted ha peoc’h da Vreiz-Izel …! »

Da Drifina

  Ha bremañ, Trifina, grit eur zell, me ho ped,
War ann dud-mañ o zo enn-dro d’eomp dastumet !
Diredet int, Itron, a Dreger, a Leon,
A Wened, a Gerne, ha beteg a Roazon
Da gas d’e-hoc’h ho zalud evel d’ho Rouanez…
Holl e fiziont enn-hoc’h hag enn ho madelez…!
Red e vo, va fried, ho c’haret a galon
Rak holl ez int tud vad, kalonek ha gwirion…
Koz, iaouank, bihan, braz, tuchentil, kouerien,
Tud a vor, zoudarded, tud pinvik ha peorien,
Holl int ho sujidi, ha dleet eo d’heze
Euz ho perz, Trifina, hevelep karante…

Trifina, (en he za.)

Me a zalc’ho soñj mad a gement-se, aotro,
Hag, a-greiz va c’halon, evel-d-hoc’h, m’ho c’haro !

Arzul

Deomp bremañ d’ar palez : diskuizomp eur pennad !

Trifina,

Deomp eta, va Roue, p’eo kement-se d’ho krad !…

————


Ar Bobl a ia kuit dre ann daou du, o krial.
« Bevet Arzul-ar-Meur, bevet hor Rouanez »
Goustadikoc’h, tammik ha tam, dre ma pellaont.
E keit-se, ar Prosesion en em renk war al leur-gear.
1° Daou Drompiller

2° Paotr ar Baniell, etre daou varc’heg.
3° Ar Pevar floc’h, gant ho fevar aournamant,
4° Arzul ha Trifina, bepred dorn ha dorn a zizkenn
diwar ho zron.
Ann tri rum kenta a ia er palez dre ann nor-dal.
Arzul ha Trifina, warlerc’h, a ia da vont ive, pa zigouez,
e-kreiz al leur-gear, war benn hent d’hezo, Kervoura, hag he
floc’h war-he lerc’h.
Pa hen gwelont o tostat, Arzul ha Trifina a choum enn ho
za, hag ar varc’heien en em denn e daoudu d’ar leur.

————


TREDE PENNAD


————


E Kreiz ann teatr : Arzul a-zeou, Trifina a-gleiz,
A-goste, Kervoura, a-gleiz, tost da ribl ann Teatr,
Floc’h Kervoura, e gweled ann Teatr,
E daou du, ar Varc'heien,


————


Kervoura


  Evel mignon leal, evel breur-kaër doujuz,
M’ho salud, Roue Breiz, brudet ha gallouduz !
Mar plij gand hor C'hrouer selaou va fedennou,
E skuillo frank war-n-hoc’h he wella bennoziou.
E roïo d’e-hoc’h enor, buez hirr, eüruzted,
Ha tro-vad e kemend ho pezo c’hoantaet…!
Me az salud ive a greiz-kalon, va c’hoar.
Rag ne garañ dreist-oud netra war ann douar
P’az kwelañ e iec’hed, karet e Breiz-Izel,
Ha doujet gand ann holl, a-dost kouls hag a-bell,
A levenez, a joa va c’halon zo karget…

Trifina


  Deuet mad ra vezi ! Hast am boa d’az kwelet,
Kervoura, va breur ker, hag Arzul, a gredañ,
A galon a lar d’id ar pez a lavarañ…!

Arzul


  Gwir a lar ma fried, Kervoura ! Em falez,
Kerkoulz hag e peb leac’h euz va rouantelez,
Bezit mestr evel-d’-ouñ ! Dre holl, ho kourc’hemenn
A vo d’am zujidi zakr evel eul lezenn…
Ne c’houlennomp netra nemet ho miret pell

Da voud karet gan-eomp, da garet Breiz-Izel…!
Er vro-mañ eo dispount hag eeun ar c’halonou,
C'hwek ar gomz, dirr ar vreac’h ha garrek ar pennou :
Ac’hendall, p’ho defe gret le a fealded,
Breiz-Izelliz, va breur, a dalc’h d’ho ger bepred…
Nemet oc’h ann traïtour ne vezont digernez…!
Mar heñ pakont, eur wech, gwaz aze da hen-nez !!!
Mann na c’hell hen diwal, dioc’h ho c’hounnar erfad,
Hag heñ skei a reont, abred pe zivezad…!
Mes chetu me, ma breur, oc’h ober prezegenn…,
Ho tigarez, mar plij… !

Kervoura

                          Eüruz ouñ ha laouen
O klevet ho komziou, Arzul, ma c’hredit mad !
Evelse d’iñ, gwechall, e prezege va zad…
Skrivet int em c’halon ha, gand sikour Doue,
Sonj am bo anez’ho, e-tro pad ma bue !

Trifina

  Fiziañs hon euz enn-oud, ha va Fried. ha me!

Arzul

  Fiziañs evel em breur, m’hen tou war va c’hleze…!

Trifina

 Ha bremañ, Kervoura, choum gan-e-omp e rankez…
Pell diouz-id e venn gwall-nec’het aliez !

Kervoura

  Trugare, Trifina, trugare d’e-hoc’h, va breur !
N’hellañ ket, siouaz d’iñ, gan-e-hoc’h dale nemeur…!
Chetu paket gan-en va femp bloaz war-n-ugent,
Ha tremen mall eo d’iñ en em lakat enn hent
Da glask eunn dimizi a zoare deread
Oc’h ho renk, va breur kaër, hag oc’h hini va zad…
Va list da vont eta enn avantur Doue…
Abars nemeur, mechañs, a vin distro arre…
Bezit dinech ho taou ! A-dost, kouls hag a-bell,
Va soñj a vo gan-e-hoc’h, dalc’h-mad, e Breiz-Izel !

Trifina

  Pa blij se d’ar Mestr Braz, kenavo, ma breurik !

Kervoura

  Ken e-berr, Trifina, kenavo, va c’hoarik !

(En em vriata a reont ann eil egile.)


Arzul

  Bennoz Doue dalc’h-mad r’hoc’h heulio, Kervoura !
Choumit feal d'Hezañ, ha likit dreist peb tra
  Hoc’h evez da ziwal ouz ar gwall aliou,
Ouz ar gwal vignoned hag ho frezegennou…
P’az oc’h den pinvidik, iaouank hag a zoare
Tad ar gaou (1) war hoc’h hent a stegno marteze
E-leiz a rouejou, korvigellou e-leiz :
N’euz fors ! keit ma lammo kalon eeun enn ho kreiz,
Choumit dispount, va breur, ha n’ho pezit neb doan…
Red eo, evit gounid, lakat eunn tammik poan…!
Kenavo, Kervoura ! Doue r’ho kennerzo !…

(Kregi a ra enn he zorn.)



Trifina

  Hag a beb drouk, va breur, deiz ha noz r’az miro…!

Kervoura

  Kenavo d’e-hoc’h ho taou, ar wech-mañ evid mad…
Mall braz eo d’in mont kuit, daoust m’am euz kalonnad !
             Arzul ha Trifina a ia enn ho falez.
             Kervoura hag he floc’h a choum ho daou war ann teatr.

————


PEVARE PENNAD


Kervoura hag he Floc'h, Gar-Orjal

Kervoura, dirag ann holl, e kreiz ann teatr,
Gar-Orjal adre d’hezan, hag eunn tammik war ann tu kleiz,

Kervoura a gomz he-unan

  Eat int enn ho falez…! Ann diaoul ra zougo
Ann diou rambreer-ze ha, ma kar, r’ho mougo !
Ha klevet oc’h euz-hu, bremaïk Roue Breiz
Ha va c’hoar klouaren o tisteurel a-leiz
A guzuillou, d’am bek, diskiant, amzeré…?
Ho selaouet am euz, (red e oa kement-se !)
Doujuz hag anaoudeg evel eunn oanik gwenn...
Mes, e keit-se, va zud, em c’halon e klevenn
Eur gounnar o sevel, kounnar ann aër-wiber
War he lost, er c’hoat doun, dre zigouez, pa gerzer !
« Beach vad, eme-z-ho ; peb tro vad ha bennoz
« Digand krouer ar Bed…» Me a lavar malloz
D’Arzul, da Drifina, da Vreiz ha d’ar bed holl !

Evid eur gurunen, kemend am euz da goll,
Stripou, korf hag ine, m’ho ro da Lusifer…!
Roue a oa va zad, roue eo va breur-kaër :
Roue e viñ, m'hen tou, ha ne vezo ket pell,
Enn Iberni, er Skos, pe c’hoaz e Breiz-Izel…!
Gwaz ha malloz d’ann neb a glasko harz ouz-iñ…
Netra n'am spourono, den e-bed na zoujiñ…
Roue ha kurunet evel ma oa va zad,
Evel Arzul a Vreiz, chetu aze ar stad
E fell d’iñ-me gounid, ha koustet pe gousto…
Tad ha mamm, breur ha c’hoar, faë a rañ anez’ho…!
Roue ha kurunet !!! Dalc’h soñj mad, Kervoura !
Ma kac’h da varc’h ouz-id [2] az po kollet peb tra…!
Koll peb tra…? Ne riñ ket ! Chetu o trei em penn,
Enn eunn taol hag evel dre vurzud eur froudenn…
Mar d’eo Iann he lost hirr [3] eo he c’huzul d’iñ-me,
Foeltr fors e-bed na rañ ! Enklaskomp heb dale
Pe fall ez eo, pe vad… Gliz difounn a-wechou
A ve treac’h d’ann heol tomm hag a dorr he vannou…!

(Choum a ra eur pennadik da sonjal.)


  Tosta ouziñ, va floc’h, va mignon Gar-Orjal…
Aba ma oan bugel, te a zo d’in feal,
Hag, evit da digoll, me am meuz da laket
Er renk kenta e-touez va gwella mignoned…
Eur c’huzul mad am euz ezomm, er mare-mañ,
Ha te her roïo d’in a zoare, a gredañ…

Gar-Orjal, o tostât, gorrek ha disfiziuz

  Ma mestr, evel gwechall, me a boanio dalc’h-mad,
D’ober, e peb mare, peb tra hervez ho krad…
Livirit d’iñ ho poan ha, mar be em galloud,
Emberr, n’ho pezo ken nag enkrez nag hirvoud…
Ann dudou-koz, Aotro, daoust m'az int diwiziek
Ha divalo da gomz evel ezen gornek,
A zo goest aliez, da ziluia kudenn
Tudou iaouank, kollet gant'ho penn ho neudenn !

Kervoura

  M’her goar mad, Gar-Orjal, te a zo eur mevel
Boaz da gomz, pa ve red, ha kouls boaz da devel…
Enn-oud am euz fiziañs, pell amzer zo, va den,
Hag enn da garante stard e choum va c’hredenn.
Hogen, ar pez am euz da laret d’id hirio,
Tou d'iñ, den nemed-oud, birviken, n’heñ klevo,
Den, rak anez e vimp hon daou karget a vez…


Gar-Orjal

  Tevel, prins Kervoura, n’eo ket eunn dra diez !
Komz a zo diesoc’h…! Ann tevel a zo mud,
Mes ar gomz a zo skiltr hag, e diskouarn ann dud,
E kouez, liez a wech, pa soñjer nebeuta…
Me a raï, e peb tro, Prins, evid ar gwella !

Kervoura

  Mad, mad-kaër, Gar-Orjal ! Pouez erfad va c’homziou,
Ha zent gand aket braz oc’h va holl guzuliou…
C'hoant am euz da lakat, heb dale, war va fenn
Ha, koustet pe gousto, eur gaër a gurunen…
Ma zad enn Iberni a rene n’euz ket pell
Hag Arzul, va breur kaër, a ren e Breiz-Izel…
Ha me, mab ha breur-kaer Rouane gallouduz,
A dalc’hfe da veva evel eur paour mezuz…?
Ne riñ ket, m’heñ tou krenn !!! Chetu perag hirie
Am euz laket em fenn laret d’id va doare,
P’az oud eur spered lemm a rankez va zikour…
Paeet e vezo d’id, a zoare, da labour…
N’anavezez-te ket eur brinsez iaouank-flamm,
Emzivadez aberz he zad, a berz he mamm,
Penn-herez, merc’h Roue ha c’hoaz da zimizi,
Hag ec’h hellfenn-me mont d’ober al lez d’hezi,..?

Gar-Orjal, (goude beza choumet eur pennadik da zonjal.)

  Doue, pe ann diaoul a zo gan-e-hoc’h a du
Selaouit, ha va list da vont enn hent dioc’h-tu
Tenn kaer e vo ar beac’h, mar na zeuann a-beñ
Da c’hounid d’e-hoc’h, va frins, ha tron ha kurunen
Abenn tri miz pe dost…

Kervoura

                        Huvreal ac’h euz great,
  Va faour keaz Gar-Orjal, anez, oud penn-follet !

Gar-Orjal

  Dihun mad oun, Aotrou, ha va spered em fenn
A zo iac’h evel pesk ha skañv evel pluenn !
Teurvezit va silaou gand evez, me ho ped…
E-keit m’ho prezegañ, am euz amzer gollet…
Abacarus, Roue gallouduz ar Saozon,
A zo war-nez da goll he vuez hag he drôn
Brein eo he gorf out-hañ, siouaz, gand al lornez
Hag ann holl heñ dilez enn he dristidigez

Enn aoun da baka ar c’hleñved spountuz se…
Klevet oc’h euz, mechañs, lavar a gement se…?
Ann holl, bihan ha braz, a gemer heuz out’hañ,
Hag he verc’h, gand ann holl, a bellâ diout-hañ…
Paour keaz, paour keaz Roue !!! Ne baouez, deiz ha noz,
O c’hervel ar maro, evit galloud repoz…
Klevet am euz laret, ha gwir eo, a gredañ,
Hen deuz ar reuzeudik, aboue m’eo kouezet klañ,
Touet rei kurunen, merc’h ha rouantelez
D’ann neb a gasfe kuit digant’hañ al lornez…
Va list da gas d’hezañ, prins, ho kourc’hemennou,
Da glask, war ma buez, d’heñ gwellat, louzaoiou,
Ha, mar kasañ da vad hevelep kefridi,
Hep dale, Kervoura, mab Roue Iberni,
Breur-kaër Arzul a Vreiz, ha va Aotrou gwirion
A lakaï war he benn kurunen ar Saozon !

Kervoura

  Allaz, ma mignon ker, me a garje galloud
Kredi enn da gomziou enn hevelep darvoud…
Mes, siouaz, n’hellañ ket…! N’euz bet biskoaz louzou
A-eneb al lornez…

Gar-Orjal

                        N’emint ket er parkou,
Stank evel ann deliou, er goañv da rastellat.
Mes awalc’h e kaviñ, mar kavañ eunn dornad…
Ouspenn c’hoaz, n’eo ket me a ranko ho c’havout,
Ha, tamm ne viñ kignet gand spernenn na gand broud,
Evit mont d’ho dastum…! Me anav eur wrac’h koz,
Enn hanter hent e-tre Breiz-Izel ha Bro-Zaoz…
Hou-nez, Aotro, biskoaz n’hi deuz kavet hi far,
Aba ma z’eo krouet ar bed, war ann douar…
Hou-nez a oar, diboan, lenn el loar, er stered,
Diskleria da bep den he amzer dremenet,
Displega penn-da-benn ar pez a c’hoarvezo
Gant paour, gant pinvidik, enn amzer a vezo…
Hon-nez a oar dibab ar gwella louzaoiou
Da gas digand eun den ar gwasa Kleñvejou…
Al lornez, ar paz-iud, ar vreac’h-du, ar gounnar
Ann tagn, drouk sant Kado, kerkouls ha drouk-melar
Ann hurlou, ann drouk-sant, hag ann dersienn-velen
Ann darvoed, drouk ar felc’h, kerkouls ha drouk sant Mean
Kleñved e-bed na harz ouz he strobinellou,
Hag ann diaoul a zent ouz he drouk-pedennou…!


Kervoura

  Ha te zo Iann awalc’h da gredi ann traou-ze…?

Gar-Orjal

  Meur a zen fur, Aotro, ho c’hred evel-d-ouñ me !
Ac’hendall, selaouit ar pez a c’hoarvezaz,
Gand eur c’hoz vignon d’iñ, n’euz ket pell amzer c’hoaz
War nez da veza tad da c’houec’h a vugale
Ar paour keaz, gand abek, noz ha deiz a ouele…
Rag beva c’houec’h bugel, he wreg, heñ he-unan
Diwar eur gopr dister, ne ve ket gret hep poan !
« Gand ma c’hano eur paotr, va beac’h a vo skañvoc’h !
« Zevel plac’h, a viskoas, a oe kals diesoc’h…!
« Eur paotr, abenn dek vloaz, am zikouro eun tamm
« Da c’hounid eunn tam boed d’ar re all ha d’he vamm ! »
Da noz, e-pad ma oa kousket ann holl e ti,
E savaz va mignon, ha, sioulik evel ki,
E troc’haz eur guchenn euz a vleo he bried,
Hep gouzout da hou-mañ, hep ne eo dihunet…
Kerkent ha ma tarzaz an heol, e deiz warlerc’h,
Ma mignon a roaz d’he varc’h eur zac’had kerc’h,
Ha d’ar pevar lamm-ruz da di plouz ar c’hrac’h koz…
Houmañ, aboue diou heur, e oa oc’h heñ gortoz…
Ann diaoul emichañs, heñ doa laret d’hezi
E voa eunn den war varc’h o tiredek d’he zi…!
Adalek m’heñ gwelaz : « Hast eta lochore !
« Ro d’iñ ar guchenn vleo ac’h euz kuzet aze
« E godell da vragou…! C’hoant ac’h euz da c’houzout
« Pe baotr, pe blac’h, da c’hreg devez e gwillioud,
« A roïo did ? Selaou, ha skriv enn da galon
« Va c’homziou, mar karez, rak frank int ha gwirion.
« Abenn tri miz amañ, da c’hreg, hep poan e-bed,
« Etre nao ha dek heur, a lakaïo er bed,
« Eur bugel paotr, unan e-touez ar re gaëra
« E oe gwelet biskoas, e neb leac’h, er bed-ma…
« Diougan ar bleo-mañ a zo sklear ha kevret
« Gand diougan ann heol, ar loar hag ar stered…
« Distro bremañ d’ar gear, ker prim ha ma c’helli,
« Ha na lavar da zen petore kefridi
« Ac’h euz gret em lojen, anez, war an douar,
« N’az po, hed da vuez, nemet keuz ha glac’har…!

Kervoura

Ha deut eo holl da wir ar pez a lavarez…?

Gar-Orjal

Ia, ger da c’her, Aotro…!


Kervoura dû he zremm

                        Gand pegen gwaz enkrez
Ouñ-me gwasket, siouaz…! Kea da glask ar c’hrac’h-se
Gar-Orjal, ha gan-id digas-hi em bete,
Marteze e kavo, d’am zenna a anken,
Strobinell, korvigell, tro-bleg pe louzouen.

Gar-Orjal

Gwall diez eo, Aotrou, dont a benn anez’hi…
Ne ra kammet netra, nemet pa blij d’hezi,
Prins, Roue, impalaër, na ra fors ane-z-he,
Hag e flijadur eo c’hoarzin goap war-n-heze…
Koulskoude, ann arc’hant a blij kaër d’ar vaouez…
Pa ve pouner ar ialc’h e c’heller aliez
Gounid he grasou mad…

Kervoura

                        Arc’hant am euz hag aour
Kement ha ma karañ… N’edouñ ket eur prins paour !
Chedu amañ eur ialc’h hag enn-hi dek mil skoed
Evit ober peb tra evel ma z’eo dleet…
Mar plij d’iñ prezegenn ar c’hrac’h, divezatoc’h
Me a roïo d’hezi kemend all, pe vuioc’h…!

Gar-Orjal

 Ez añ enn hent eta ! Doue r’ho kendalc’ho
E iec’hed hag e joa, ken e veziñ distro !

Kervoura

  Doue, pe ann diaoul ! Ar foeltr tamm fors na rañ
He-mañ a dalv hen-nez d’iñ-me, diwar-vremañ !

Gar-Orjal (o vont kuit)

  Dek mil skoed !!! kollet eo, gand ma mestr he skiant
O rei d’iñ war eunn-dro kemend all a arc’hant…
Petra a venn ober…? Eunn torfed marteze…!
Digor da zaoulagad ha da ziskouarn ive…!
Da c’hortoz, Gar-Orjal, kemer eunn tamm ebad,
Hag, e-leac’h piketez, ev gwin a voutaillad !

(Mont a ra kuit)

————


PEMPED PENNAD
————
Kervoura he unan

  Den reuzeudik m’az ouñ ! na gwasa planedenn
A zo war an douar laket em lod da ren !
Iaouañk oun, piñvidik, a zoare deread,
Va c’hoant eo va lezenn ha, va lezenn, va grad…
E lez ann Iberni hag e lez Breiz-Izel,
Va zad ha va breur kaër am lak er penn huel…
Kouerien, tuchentil a bleg o fenn, doujuz,
P’am gwelont o tremen war va marc’h didreac’huz ;
Mes den na c’hoarz ouz’iñ, ha den em c’heñver-me
Na zoug enn he galon eunn tammik karante…
Perag…? Da gement se me eo a zo kiriek…
Ha da gaout kas ouz-iñ ann holl ho deuz abek…!
« Neb na gar den na dle gand den beza karet : »
Chetu ger ar re goz ha gwir ho deuz laret…
Hogen, em c’halon-me, biskoaz war ann douar
Ne zavas karañtez ouz tad, ouz mamm, ouz c’hoar :
Me ne gariz biskoaz nemet ann enoriou,
Hag, evit ho gounid, e rafenn torfedou,
Ann torfedou brasa a c’hell eunn den soñjal…!
Penaoz treac’hi, siouaz, eunn hevelep tech fall…?
Na zoujañ na Doue, na diaoul er bed mañ,
Ha re zivezad eo doñt d’ann hent mad bremañ !
Kerz eta, Kervoura, kerz war lerc’h da El fall…!
Milliget er bed mañ ha daonet er bed all…!!!
Gwaz a ze d’iñ, gand ma likiñ eur gurunen,
Daoust d’ar pez a gousto, eunn devez, war va fenn !!!
Gwaz ha malloz d’ann neb a zavo eneb d’iñ
Hag a glasko herzel, n’euz fors penaoz, ouz-iñ !
Tad ha mamm, breur ha c’hoar, kerent ha mignoned,
Hep keuz hag heb truez, m’ho flastro, mar be red !!!

(Choum a ra eur pennadik da zonjal, o kerzet gorrek
war ann teatr hag he benn pleget izel)


Gwall bell, war a gredañ, e tale Gar-Orjal !
Gand ma na vo gant-hañ deuet he daol da fall…!
Den e-bed em c’hichen da selaou va c’hlemmou…
Me gav hir ann amzer…!

————


C’HOUEC’HVED PENNAD
————
Endra ma lavar Kervoura ar c’homziou-ze, Roll-ar-Bourdou en pillaouer a zeu war ann teatr, dre eunn nor, e tu kleiz, hag, o tostât oc’h Kervoura, gorrek ha goustadik, a lavar a vouez izel.
————
Kervoura, Roll-ar-Bourdou
————
Roll-ar-Bourdou

                               Hep gwir abek, aotrou !
 

Kervoura

Penaoz, heb gwir abek…?
 

Roll-ar-Bourdou

                     Ia, ma feiz, Aotrou Keaz…!
  Zellit a bep tu d’e-hoc’h ! Na kaerët ann devez…!
Ann heol a zav skeduz hag he genta bannou
A skuill tomder ha nerz war gear, war ar maeziou…
Ann evned a zihun hag ho c’han dudiuz
A lavar meulodi d’ho Mestr holl-gallouduz…
Ann aezennik klouar a c’houez war ar c’hoajou
Hag a hej goustadik ar jeot glaz, ar bleuniou…
Enn touriou, ar c’hleier a diñs ann « Anjeluz »,
Hag ho mouez en em vesk gand moueziou arvaruz
Al loened er parkou… Pell du-hoñt, ar mor-braz
A vorgousk, o lipat ann treaz, ar bezin glaz…
Ar brug, hag ar balan, hag ar bokedou-leaz,
Al lann hag ar gwivoud, ar roz, ar rouanez,
Ar spern-gwenn, al loré, ar skav, ar munudik,
A skuill ho c’houeziou-mad… war ann derv, ar c’hoantik
A ra lammou dispar… Ar zaout hag ar c’hezek,
Ann deñved, dishual, er park hag el lannek,
A beur hag a c’hoari, dispouñt… War an douar
Biskoaz devez kaëroc’h na lugernaz, m’hel lar !!!
 

Kervoura

  Chañtre, ma den, te zo eur pabor beget mad,
Ha da glevet o komz a zo d’iñ eunn ebad…!

Peurvuia, botou toull ha dillad druillennek
A dalv da wiska treid ha korf eur genaouek…
Mes, te zo bet er skol, war va zoñj, pell amzer !…
 

Roll-ar-Bourdou

  Bet er skol, aotrou keaz..? Ne gaffchec’h, em c’harter,
Neb skol war dek leo dro… Ha c’hoaz ar skoliou-ze
Ne d’iñt pleustret nemet gand ann dud a zoare…
Ar beorien, evel-d-ouñ, evit gounid ho boed,
Kouls eo laret, adal ma veont dizounet,
A rañk labourat stard, ha n’ho deuz neb kentel
Nemet kentel ann heol, ann erc’h hag ann avel,
Kentel ar c’hoad, ar mor, al loar hag ar stered,
Kentel mouez ar c’hleier ha richan ann evned…
Ar gentel-ze, avad, a dalv kalz a re-all…!
 

Kervoura

  Biskoaz, bete vremañ, ne gleviz kemend-all !!!
Piou a reer ac’hanoud, ha peleac’h oud ganet…?
 

Roll-ar-Bourdou

  Piou a reer ac’hanouñ…? Ma feiz, n’ouffenn laret !!!
A-wechou e soñj d’iñ n’am euz bet tad na mamm
Du e oant, gwenn, melen, ruz, bihan, braz, tort, kamm ?
N’oun doare, aotrou keaz !… Peleac’h ouñ-me ganet…?
Tost d’eur gearik vihan, ha koulskoude brudet,
Enn Eskopti Treger, hanvet ar Roc’h-Derrien.
 

Kervoura

  Bro ann doerien-glaz hag ar billaouerien…?
 

Roll-ar-Bourdou

  Emoc’h gant’hi, Aotrou… Eno e vev ive
Eur c’hivijer bennag… Holl int tud a zoare !
 

Kervoura

  Mar d’int heñvel ouz-id…
 

Roll-ar-Bourdou

                                C’houi a gred, ma ine,
  Ez eo ann holl Roc’hiz, ken Iann hag ez-ouñ-me…?
Ann distera Roc’had a zo luban awalc’h
Da gemer, e godell eunn dichentil, he ialc’h,

Hep gouzout da he-mañ… Me avad, Aotrou keaz,
(Zellit eunn tamm ouz-iñ, mar d’eo ho madelez !)
C’houi gred ez ouñ-me goest d’ober hevelep tro…?
 

Kervoura

  A beleac’h…?
 

Roll-ar-Bourdou

                       O Doue, na duduisa bro !!!
  Zellit du-hoñt, Aotrou ! kaera prajeier glaz !
Du-mañ parkadou ed ha, pelloc’h, ar mor braz !
A-hoñt, lanneier brug, el leac’h all, beurjezou,
Dre-holl ar peoc’h, dre-holl kan ann evnedigou…!
Zellit, Aotrou, zellit ! .. Doue, war ann douar
Na grouaz par d’hor Breiz, a greiz-kalon, m’hel lar !!!
 

(Kervoura a zell gand evez a gleiz, a-zeou, adre hag
araog, o heulia biz dorn deou Roll ar Bourdou.
E-keit-se, he-man a dostâ tammik ha tamm, ha, pa
zonj Kervoura nebeuta, a tenn he ialc’h dioc’h he
c’hodell.)


 

Kervoura (ne oar netra)

  Gwir a larez, va den ! Er vro-mañ ne weler
Nemet traou dudiuz, traou dispar ha traou kaër…!
Foeltr fors-e-bed, avad, na rañ rak ann traou-ze
Traou all am euz an nec’h kals muioc’h evit’he…!
 

Roll-ar-Bourdou

  C’houi nec’het…? Gand petra…? D’ar beure, pa zavit
Abred pe zivezad, e-dro d’e-hoc’h e kavit
Mevelien, mitizien, iaouañk, doujuz ha koant
E doare mad d’ober peb tra hervez ho c’hoant…
Arc’hant oc’h euz hag aour e-leiz ho kodellou…
D’e-hoc’h ar boed lip-he-bao, ar gwella evachou…!
Pa ve ien ann amzer, e c’hellit tost d’ann tan
Tomma, ober eunn hun, dibreder ha diboan…
Pa ve re domm ann heol, dindan ar gwez huel
C’houi a gav ann ear fresk, e koajou Breiz-Izel,
Ha c’hoaz en em glemmit…?
 

Kervoura

                              Gwir eo, diaviz ouñ…!


Roll-ar-Bourdou

  Ah! ma vijec’h, hebken, eur bloavez evel-d’ouñ,
Hirvoudi gand abek e c’helljec’h, marteze…
 

Kervoura

  Gwall reuzeudik ez ouñ, m’hel lar d’id, koulskoude !
 

Roll-ar-Bourdou

  Ac’hanta, aotrou keaz, selaouit va ali !
Pa grogo stard enn-hoc’h kleñved ar velkoni,
Grit bourdou d’ho nesa, likit-hañ e kounnar…
Brasoc’h ebad na zo, me gred, war ann douar…!
 

Kervoura (o vouzc’hoarzin)

  Ie da, Iann Banezenn… ? Paz oud, oc’h da glevet,
Eur farser heb he bar, eur gwall ibil touet,
Diskolp d’iñ, p’az pedañ, da dremen ann amzer,
Ann taoliou ar c’hëra e-touez da daoliou kaër…
 

Roll-ar-Bourdou

  Ma zaoliou ar c’haëra…? Ne fell d’e-hoc’h nemet se ?…
Tri zevez penn-da-ben ha teir nozvez goude
E c’hellfenn marvaillat, ha c’hoaz n’am be laret
Nemet eunn nebeudik euz ma zroïou brudet…
Eunn devéz (erc’h ha skorn a oa war ann douar,)
Ec’h iz d’ober eunn dro da goat ker-Huelvar
War-zigarez dastum eur zac’had koat maro…
Selaouit mad penaoz e tigouezaz ann dro !
War eur c’hleuz e weliz, emberr, eur goz derven
Zeac’h, pell amzer a oa, kef, brañkou, korf ha penn,
Ha me da rei d’hezi zakramañt ann nouen…
Mes goude, dre be stum karreat d’am lojenn
Eunn hevelep pikol, (rak braz e oa, Aotrou,
Ha bevet hi defoa meur a gant bloaveziou… !)
Eno e oa ann dalc’h… Mes eunn den a skiañt
Ne choum ket, emichañs, gwall bell e nec’hamañt
Gand traouigou dister, evel ma oa hou-nez…
Poan am boa koulskoude, m’hel lar frañk, hag eñkrez
Hag eur c’houezenn tomm-skaot a ruille gand va zal,
Pa weliz gand ann hent, gorrek hag o vragal,
Mevel Ker-Huelvar, gand pevar a gezek,
Bet o kas teil d’eur park, d’eur prad, ha d’eul lannek,
O tostaat ouz-iñ…! « Iannik Ker-Huelvar,
« P’az oud eunn tamm paotr mad, paz eo goullo da garr,

« Kas gan-id d’am zi-plouz ar goz wezenn-derv-ma…!
« Gwall ien eo ann amzer hag ebad eo tomma,
« Pa ve kuzet ann heol, ouz eunn tantadik koat… »
   — « Pa gomzez, eme Iann, ken flour, ken deread
« Taolomp ar goz dervenn er c’harr hag, hep dale,
 « Deornp da Ger-Huelvar… Ann Aotrou, marteze
« A gavo e viñ bet pell oc’h ober va zro… »
   — « Mar fell d’ezhañ krozal, Iannik, m’hen distano…! »
Ha n’eo ket eunn taol brao hen-nez…?
 

Kervoura

                                          E gwirione,
N’am bije birviken sonjet e kement-se !
Kemer karr ha kezek ann den az poa laeret
Da gas da breiz d’az ti…
 

Roll

                                      C’houi a zo zouezet…?
Kals kaeroc’h am euz great… Mes me a wel a-hont
Eunn den a zremm garo war-zu enn-omp o tont…
Piou ar foeltr eo hen-nez…?
 

Kervoura

                                      Pe fors a ra d’iñ me ?
 

Roll

  Mad ! ze a zell ouz-oc’h…! Ha mar klask koulskoude
Gouzout piou omp hon daou, petra a lavarfomp ?
 

Kervoura

  Lar ar pez a gari !
 

Roll

                           Aotrou, en em glevomp !
Ar c’hañfard-se, me gred, a zo eur gwall ebeul
Hag he vaz a zo hirr ha teou evel eur peul
Hegal a raï ouz-omp, ann dra-ze a zo sklear,
Mar en em zikouromp, e vo brao he afer…
 

Kervoura

  Gwir a larez, va den… Fisiañs am euz enn-oud !
Gwelomp eta penaoz e troïo ann darvoud !


SEIZVED PENNAD
————

Kervoura ha Roll, e kreiz ann teatr, Flamm, gand he
benn-baz, a zeu dre ar gweled.

 

————

Flamm

  Deiz-mad d’e-hoc’h, aotrounez ! Teurvezit, me ho ped,
Ober ann aluzenn d’eur paour keaz divroed !
 

Roll

  N’am euz aour nag arc’hant, siouaz, ha dre ar bed,
Evel-d-oud, ma mignon, ez oun o klask va boed.
 

Flamm

  Gaouiad !!! Hag ar ialc’h-se a zo enn da c’hodell,
Ha mein a zo enn-hi…? Respount hep troïdell.
 

Kervoura

  Eur ialc’h…? Tan ha kurun, va ialc’h ez eo hou-nez
 

Roll

  Doue ra vo meulet ! Dalit-hi, aotrou keaz…
Ne blij ket d’iñ gwelet ann traou o vont da goll
Ha d’ann d’astum oun mad, war va hano a Roll !
   Du-hoñt, war ann douar, me am boa he c’havet
Ha, gand kals a breder, enn va godel laket,
Mes pa z’eo d’e-oc’h, aotrou, ne c’houlennañ netra
Nemet eunn aluzenn…!
 

Flamm

                                     Naoun am euz da vara,
Rak, aboue pevar deiz, n’am euz bevet, siouaz,
Nemet diwar zour sklear ha tammou louzou glaz.
Ar ialc’h-se e vo d’iñ hag heb dale nemeur,
Anez, gan-e-hoc’h ho taou e c’hoarvezo gwall-eur…
 

(E-keit-se, Roll a zo eat tammik-ha-tamm d’en em
lakat adre da Flamm hag, enn eunn taol, et tiframm
he benn-baz digant’han.)


Roll

Bremañ, choum peoc’h, va den, pe gwaz aze d’az kein,
Rak da vaz, e welañ, ne d’eo ket e koat brein,
Ha ma na vez ket fur ha sioul evel eunn oann,
Fest da vaz, m’hen tou d’id, eo az pezo d’az koan !
 

Flamm

  Dre gerniel Satanas, impalaer ann ifern,
Ez an d’ober stripou, Rollik, gand da eskern !

(Sailla a ra war Roll : He-man a glask kemer ann enkloch da rei lamm d’he enebour. Kervoura a zeu neuze da zikour Roll hag ho daou e diskarjont Flamm d’ann douar a stok e gorn, ha, gand eur gordenn e stakchont d’hezan he dreid hag he zaouarn)


Roll

  Na stripou, na netra na ri-te, boed ar groug !
Lak evez da choum fur, pe me war da c’houzoug
A dremeno, dispount, eur pennadik kordenn…
Ha, ne vezo ket hirr, m’hen tou, ann abadenn…!
Eur sachadenn, pe diou, great e stum deread,
Hag ec’h i da welet Lusifer-goz, da dad…
Mar plij ann dra-ze d’e-hoc’h, e vezo great ar stal,
Aotrou, ha Flamm-he-Beul, ma fell d’hezañ krial
Ne raï, er bed-mañ ken neb kriadenn e-bed…
 

Kervoura

  Hel lezel e buez a gavañ a zo red…!
Ac’hendall, selaouit ! Chetu va gourc’hemenn !
Ho taou ez oc’h daou laër ha, mechañs, ho krec’henn
Na gafchent d’ho frena, e foariou Breiz-Izel,
Eunn den diot awalc’h, diskiant ha diboell…!
N’euz fors ! Ezomm am euz daou vevel a skiant,
Ha, kaer klask am befe, ne gaffenn ket, war gant,
Daou all heñvel ouz-oc’h… Me ho kopra ho taou…!
It da brena dillad, ha list pill, truillou, laou…!
Petra e vo ho karg…? Emberr, c’houi he gwezo,
Mes zenti, hep krosmol, paotred, c’houi a rañko…
Piou ouñ-me…? Selaouit! Me a zo Kervoura.
Breur-kaër Arzul-ar-Meur, breur henañ Trifina,
Rouanez Breiz-Izel…!
 

Roll

                                       Pebez eur-vad..!


Flamm

                                                  Doue
Ho tigollo, va mestr…
 

Kervoura

                                  Pe Satan, marteze !
Da c’hortoz, it buan, ha na zaleit ket…
                     (Choum a ra da selaou.)
N’oc’h euz ket, evel-d-ouñ, eunn drouz bennag klevet ?…
Fazi braz a rañ-me, ma ne d’eo Gar-Orjal…!
 

————


EIZVED PENNAD


————

 
Kervoura, e-kreiz ann teatr.
Flamm ha Roll, a-gleiz hag a-zeou d’hezan.
Gar-Orjal a zigouez, dre weled ann teatr.

 

————


Gar-Orjal

  Me ho salud, va mestr, doujuz evel gwechall…!
 

Kervoura

  Ha kelou mad a zo…?
 

Gar-Orjal

                           Keloiou a zoare…!
Ho kaloun a drido o klevet anez’he…!
Ar strobinellerez…
 

Kervoura

                            Peoc’h ! kas ann daou den-mañ
Da di ar c’hemener a gavi ann tostañ :
Gwisk anez’ho erfad gand dillad a zoare…
Ho gopraet am euz hag-adalek hirie,
E vi mestr war-n-heze, ha va gourc’hemennou
A erruo gant’he, bemdeiz, dre da c’henou…
Kea ha distro buan…
                    (Roll ha Flamm a ia kuit)
 

Gar-Orjal

                                 Aotrou?…


Kervoura (goustadik)

                                        Ar sorserez.. ?
 

Gar-Orjal

  A c’hortoz ho krad-vad, du-hont, tost d’ar palez…

Kervoura

  Kea d’hi c’hlask, Gar-Orjal, ha na zale kammed
Da zont amañ gant’hi… Mall am euz d’hi gwelet…!
 

Gar-Orjal

  Hervez ho kourc’hemenn e vezo great, Aotrou !
 

Kervoura

  Setu amañ eur ialc’h evit gwiskamañtchou
Va daou vevel nevez, ha d’eva boutaillad,
Mes na choum ket enn hent re bell da varvaillat…
 

Gar-Orjal

  Choumit dinec’h, va Mestr…!

(Mont a ra kuit)


————


NAOVED PENNAD


————

  

Kervoura, he unan

                            Ar beac’h e vezo tenn
Da gas da vad ar pez am euz laket em penn
Mes n’hellañ mui trei kein. Deuet neb a garo,
Etre daou dra unan, ann treac’h pe ar maro…!
Ar maro…? Da vervel ez ouñ iaouankik c’hoaz !
Ar gounid…? Marteze eo gand eunn all, siouaz,
E rankiñ hel lezel…! N’euz fors, beteg ar penn
Ez iñ, da vihana, da heul va flanedenn…!
Gwaz d’am enebourien…! Mignoned ha kerent
Kemend denn e kaviñ tamm a-dreuz war va hent
M’ho flastro didruez… Mes chetu Gar-Orjal
O tont gant Roll ha Flam… Hag ar zorserez fall
E peleac’h ema-hi…?


DEKVED PENNAD

————

Kervoura, e-kreiz ann teatr.
Gar-Orjal, Roll ha Flamm, o tont, ann eil war-lerc’h egile, dre ann tu deou.

————

Gar-Orjal

                                  Chetu ho taou vevel
 

Kervoura

  Mad, mad ! kas anez’ho da rufla ann avel
Da c’hortoz m’ho galviñ… Ha da goz sorserez,
E peleac’h ema-hi…? Poan am euz hag eñkrez,
Te a oar, Gar-Orjal, hag e taleez c’hoaz
D’am diveac’hia eunn tamm…
 

Gar-Orjal

                            Aotrou, n’hellenn, siouaz
Ober va c’hefridi buanoc’h… It, paotred,
D’ober eunn tamm bale, da zibri eunn tamm boed…
Emberr, me ho kalvo…

 

(Roll ha Flamm a ia kuit.
Gar-Orjal, tost d’ann or, a lavar :)


                                 Ha c’houi, maouez brudet,
Tostaït, p’ho pedañ, ouz va Mestr enoret…

 

(Ar sorserez a dostâ, gorrek, dre eun tu)
Gar-Orjal a ia kuit, dre ann tu-all)


 

————

UNNEKVED PENNAD

————

Kervoura hag ar Zorserez, ho-unan ho daou

————

Kervoura

  Me ho salud, mamm goz, gand ar brasa doujañs !
Enn-oc’h, pell amzer zo, ema va holl fisiañs…
Me a garie gouzout, dre ho skiant kuzet,
Ar pez a c’hoarvezo, hag a zo tremenet,
Aboue m’az ouñ ganet ha bev war an douar…
Ha c’houi a c’hell larout ann traou-ze d’iñ, va c’hoar ?…
 

Ar Zorserez

  Me da c’hoar, genaouek…? Al loar, eur stereden
Ne oent biskoaz, mechañs, kerent d’eur velc’huedenn !…

Me da c’hoar, Kervoura…? Digor frañk da lagad
Hag evor eunn tammik… O tra amzeread
Ann heol hag ar stered, ar mor-braz hag al loar
A zent, pa c’hourdrouzañ… Enn Neñv, war ann douar,
Netra na stourm ouz-iñ, hag e fell d’id petra…?
E venn heñvel ouz-id…? Follet oud, Kervoura…!
 

Kervoura

  Ho tigarez, mar plij !… Va zad a oa Roue…
Va breur-kaër, evel-t-hañ, ha va c’hoarig ive,
A bleg d’he lezennou eur bobl kreñv ha nerzuz…
 

Ar Zorserez

  Ie da…? Galloudek int evel Abacaruz
Roue Bro-zaoz…? N’int ket!… Ha koulskoude, hen-nez,
Pell amzer zo, krignet e beo gand al lornez,
P’am bezo c’hoant awalc’h, a vezo pareet,
Hag he verc’h a vezo, pa gariñ, dimezet
Gand ar priñs am bezo d’ezañ roet va ger…
Hag e c’hoañtaez c’hoaz stourm ouz’iñ, preñv dister…?
Paourik keaz Kervoura, priñs flak ha digalon,
Trelatet az oud krenn…! Zell ouziñ, va mignon !!!
P’az pezo bevet c’hoaz eunn nebeud bloaveziou,
Marteze e klevi eunn tamm well va c’homziou…!
Awalc’h evit feteiz… Me a zistro d’ar ger,
Keuz braz d’iñ da veza gan-id kollet amzer…!
Paourik priñs Kervoura !!! Te a vije laouen
O teski ann doare da c’hounid kurunen
Ar paour Abacarus, hag he verc’h war eunn dro…
Divezatoc’h, va mab…! Da c’hortoz, kenavo !
Me a ia d’am zi-plouz… Kenavo Kervoura…
Evid-oud, va map keaz, ne c’hellañ-me netra…!
 

Kervoura

  Oh ! n’am dilezit ket enn hevelep enkrez :
Kemerit em c’heñver truez ha madelez…
Da c’hounid ho krad vad, ha da gaout ho sikour,
Petra eo red ober… Arc’hant am euz hag aour
D’ho paea a zoare… Truez, truez ouz-iñ !
 

Ar zorserez

  Da gomziou, Kervoura, a ra plijadur d’iñ…
Ha marteze, emberr, e c’helliñ da zikour
Mes diez kaer, va mab, hag hirr eo al labour
E fell d’id e raffeñn evid-oud, en deiz-ma…
Esaomp koulkoude, ha selaou mad brema !..
   Netra na c’harz ouz-iñ, mabik, war an douar…
Me a oar lenn enn heol, er stered hag el loar

Ha kempenni, dre holl, peb tra hervez va c’hoant,
Kerkouls al loened mud hag an dud a skiant…
Al louzou binimuz hag ar gwella louzou
Me oar e pe zouar e skignont ho griziou…
Ar c’hleñvejou peguz, spount al louzouerien,
En em gav pareet, pe a gouez war eunn den
Hervez va grad… Ann ed hag holl frouez ann douar
A ve gwallet gan-eñ, pe a ro eost dispar…
Me a laz pa garañ ha pa garañ ive,
Ec’h ouzouñ-dre be stum hiraat ar vue…!
Rak-se, hep doan e bed, lavar d’iñ, Kervoura,
Ar pez a c’houlennez… Dreist holl, na guz netra…
 

Kervoura

  Roue bro ar Zaozon, hanvet Abacaruz,
A zo krignet e beo gand eul lornez heuzuz…
 

Ar Zorserez

  Me a oar kement-se…
 

Kervoura

                        Hag ar paour keaz Roue,
Kaër klask hen deuz, ne gav den d’hel lakat pare…
Pa z’oc’h ken galloudek, p’ac’h anavit louzou
Da derri, da gas kuit ar gwasa kleñvejou,
Livirit d’iñ, m’ho ped, maouez madelezuz,
Dré be stum ec’h hellfenn gwellât Abacaruz…!
 

Ar Zorserez

  Pe vad a zeuïo d’id, mar hel lakañ pare…?
 

Kervoura

  He drôn, he gurunen, he benn-herez ive
A vezo d’ann hini a gaso digant’hañ
Al lornez a vourrev hag a wask anez’hañ…!
Me e fell d’iñ beza Roue evel va zad,
Hag evel va breur-kaër… N’eo ket se deread…?
 

Ar Zorserez

  Ne larañ ket..! Hogen ar pez a c’houlennez
A zo eur pez labour hirr da vad ha diez…
Esaomp koulskoude… !

 

(Daoulina a ra hag he daouarn zavet etrezeg ann Nenv)


                                      Priñsed ann iferniou,
Diredit d’am zikour, klevit va fedennou…
Dreist-holl, livirit d’iñ m’ho ped, e gwirione,
Ha galloud a rañ-me parea ar Roue…?


Klevet e reer adre goeliou ann teatr tarzou kurun, iouac’hadennou ann avel, trouz ar grizill o koueza ha kriadennou bep seurt loened gouez, hag ann amzer a zeu enn eunn taol da veza du ha tenval. E-keit-se, ar zorserez a gemer eur c’hoz levr, hag a ra neuz da lenn enn-han gand aked ha preder-braz. A benn eur pennadik, ann teatr a zeu da veza sklear adarre, hag ar zorserez enn he zâ breman, a dostâ gorrek hag evel spountet holl, ouz Kervoura, hanter-astennet hed-he-gorf, en tu kleiz ha tost da ribl an teatr.


 

Ar zorserez (evel penn-follet)

  Sperejou ann ifern ha va levriou kuzet,
Ho deuz dizkleriet d’iñ, priñs, traou spountuz meurbed,
Ken spountuz, ken va bleo gand heuz a zav em penn,
Ha ken, em gwazied, va gwad a skorn a-grenn…
Kervoura, Kervoura, emoc’h e mare c’hoaz,
List aze ho c’hañtchou…! Evit da benn ho c’has
Pebez torfed heuzuz e vo red d’e-hoc’h ober…
Distroït war ho kiz, m’ho ped stard, va map ker…!
 

Kervoura (kounnar enn-han)

  Chetu c’houi penn-follet, sorserez galloudek…!
Me a grede e oac’h eur vaouez kalounek,
Ha chetu c’houi aze evel eur iar c’hlebiet…
Rao did, boed ann ifern, koz trobell villiget !
Lavaret az poa d’iñ e oaz goest d’am zikour,
Hag am lezez bremañ, heb ober da labour…
Gwaz d’id ma na gomzez, ma na lavarez krenn
Dre be stum e c’helliñ gounid ar gurunen…!
Paeamant az pezo evel ma vo dleet,
Mes red eo d’id ober da garg, koz c’hrac’h daonet…!
 

Ar zorserez (tenval he dremm)

  Da c’hourdrouzou diot, ne rañ van anez’he,
Ha d’ho beza gret d’iñ az po keuz marteze,
Kent pell…! Selaou eta, den iaouank dievez,
Ha, pa z’oud ken pennek, choum dispount mar gellez !
C’hoant ac’h euz da c’hounid, enn eunn taol, kurunen,
Ha tron Abacaruz, ha c’hoant ac’h euz ouspenn
Da gaout da bried he verc’hik penn-herez…
Eunn dra a c’harz ouz-id, eur gwall dra, al lornez…!
Red e vo d’ar Roue beza pareet krenn
Kent rei da zen e-bed he verc’h, he gurunen…
Goest ouñ d’hen parea, m’hen tou a-neve c’hoaz,
Mes gand eur seurt louzou ne oe kavet biskoaz,
Ha n’eo ket te, mechañs, ho c’havo, Kervoura…
Rak-se, o klask pelloc’h, ne c’hounezimp netra !
Distro d’ar ger, va faotr, ha choum diwar-vremañ

Tost d’az preur-kaër Arzul ha d’az c’hoar da vevañ…!
Enn ho c’hichen, p’az oud doujet hag evuruz,
Disoñj krenn kurunen ha merc’h Abacaruz…
Ebad eo evit gwir, azeza war eunn tron,
Mes ebatoc’h eo c’hoaz miret peoc’h ar galon…!
 

Kervoura

  Awalc’h eo ! Tav, grac’h koz, gand da brezegennou :
Koll a rez da amzer o pilat da c’henou,
Ha, pa n’ouzoud netra, gwell e ve d’id tevel…!
Me fell d’iñ peur-ober, ha pa dleffenn mervel,
Ar pez am euz laket em penn pell amzer zo…
Hep-z-oud m’her raï erfad…! Evel-se, kenavo…!

(Neuz a ra da vont kuit)


 

Ar Zorserez

  Ah ! n’ouzouñ-me netra, den iaouank pennaduz…!
Selaou…! Da barea lornez Abacaruz,
E vo red d’id kavout map-henañ eur Roue,
Ha galvet, hep neb mar, da ren enn he c’houde…!
Ar c’hrouadurik-se, adal ma vo ganet,
Hep na vo gand he dad ha gand he vamm gwelet,
A rañko bout kaset, dre zouar pe dre vag,
Hag heb gouzout da zen, enn eur vro-bell bennag,
Eno, e-pad c’houec’h miz, e vo red heñ maga
Gand aket ha preder, hag heb espern netra,
Ma vezo lart ha kreñv, pa zigouezo ann de
D’ober gant’hañ louzou da wellât ar Roue…
 

Kervoura

  Tad ar Gaou r’az tougo d’he balez ann ifern
Da zevi da viken, stripou, kig hag eskern !!!
Penn-follet oud a-grenn !!! Penaoz ober louzou
Gand eur bugel c’houec’h miz da wellât kleñvejou ?
 

Ar Zorserez

  Priñsed ann iferniou a ro d’iñ gourc’hemenn
Da goms… Selaou erfad !!! Chetu ar blanedenn
Toñket d’id gand al loar, ann heol hag ar stered,
Ha skrivet penn-da-benn em levriou doujet…
Ar bugel na dleo anavout mamm na tad,
Ha red e vo d’hezañ klask eur vagerez vad…
Ar c’houec’h miz tremenet, pa gasiñ d’id kelo
N’euz fors peleac’h e vi, te d’iñ hen digaso…
Da c’hortoz, e klaskiñ, da noz, el lanneier
War c’herrek ann aochou, er c’hoat, er prajeier,
Eunn ugent seurt louzou, hag ouspenn, mar be red
E-touez ar re wella a ziwoan war ar bed,

Ha gand al louzou-ze eunn evach am bo gret,
Ken nerzuz ken e vo, hep dale, gwellaet
Lornez Abacaruz, hag e vo ar Roue
Leun a nerz, Kervoura, ha iac’h-pesk adarre
Red e vo d’eomp, avad, skuilla e ma fillig,
Ha berad ha berad, gwad tomm ar bugelik.
Anez se, va louzou ne dalveche netra,
Ha koll a rajenn krenn va foan oc’h hen aoza…!
 

Kervoura

  O klevet da gomziou e kemerañ spouron
Ha, gand ann heuz brasa, e klevañ va c’halon
O lammet, sorserez…? skuill berad ha berad
Gwad tomm eur bugelik !!! Evit petra…? M’oarvad
Evit ober n’ouzouñ pe louzou milliget
Dinerz ha dic’halloud da zigas ar iec’hed
D’eur paour keaz reuzeudik gand ar maro gedet…!
Tec’h kuit ha tec’h buan, koz verc’h ar c’hagn daonet !!!
 

Ar Zorserez

  Ra vezo great peb tra evel m’ac’h euz laret,
Kervoura…! Re bell holl gan-id ez ouñ choumet!
Kenavo, mes dalc’h mad d’am c’homziou diveza !
Kenavo, priñs abaf… !. Ha koulskoude am boa
C’hoant da ziskleria d’id ar stum difazi krenn
Da c’hounid tron, galloud, pried ha kurunen…
Ez añ kuit, va mabik…! Te, dizisk va hano !
Distro buan d’ar ger, kac’h-moudenn divalo…!
Eur gegell e fell d’id, e leac’h eur vaz-Roue !
 

Kervoura

  Komz eta, beskoulenn! Petra e fell d’ide… ?
 

Ar Zorserez

  Chetu !… Pa hor bezo gwadet mad ar bugel,
E lakiñ va louzou tomm-skaot enn eur skudell
Da sklearât a zoare, da iena eunn tammik,
Ha, goude, a-dammou ni a drouc’ho ar c’hig,
D’hen frita em fillig ha d’her rei d’ar Roue,
Pa glasko da zibri…
 

Kervoura

                                  Biskoaz, o va Doue,
Ne gleviz kemend-all !… Tenna gwad eur bugel,
Frita he gik tener, ho rei enn eur skudell,
D’eur c’hlanvour da zibri…! O torfed spourounuz ?
Nann ! Nann !!! Gwell e ve d’iñ beva pell gwall-euruz,
Beza eur mesaër-moc’h, pe varc’h eur miliner… !

Ha te, grac’h villiget, a rafe dibreder
Kemend holl a larez…?
 

Ar Zorserez

                         Ouspenn c’hoaz, mar be red !!!
Evit beza Roue ha gounid eur pried
Iaouañk ha koant dispar, heñvel oc’h penn-herez
Ar paour Abacarus, meur a zen, (ha n’eo souez),
A raje kemend all…
 

Kervoura

                               Gwir eo, ha koulskoude…
 

Ar Zorserez

  Ha koulskoude, va faotr, awalc’h war gement-se…!
Kaloun iar enn da greiz e klevañ o lammet…!
Kenavo, Kervoura !
 

Kervoura

                               Gortozit, me ho ped !
Ann holl draou spountuz-se a strafill va c’halon…
 

Ar Zorserez

  Ne vi kammed, mechañs, nemet eunn tamm kudon !
Kea da neza, paotrik, choum e-kichen da c’hoar,
Ha na glask biken ken beza war ann douar
Brezellour na Roue… Emberr Abacarus
A ginnigo d’eunn all nebeutoc’h morc’heduz
He benn-herez, he dron, kouls hag he gurunen…
 

Kervoura (d’hezan he-unan)

  Gwall luiet e kavañ, siouaz, va gwiadenn…
Penaoz ober…! Tec’hel, p’az ouñ war ann hent mad,
Evid-ouñ, da viken, e ve amzeread…!
Kenderc’hel gand va hent… ? Mez ha torfed heuzuz !!!
Mes tron, ha kurunen ha merc’h Abacarus… ?
Gwaz a ze d’iñ ! Kerzomp, ha koustet pe gousto,
Gounezomp hor frosez…! Goude, ni a welo…!
(D’ar Zorserez)
  Great ar stal hag ouz-oc’h me a zento, mamm goz !
 

Ar Zorserez

  Brao, brao ! Skuiz braz e oann, m’hen tou, oc’h da c’hortoz…!
 

Kervoura

  Pelac’h klask ha kavout mab henañ eur Roue ?
Eunn all a rafe kouls ann afer marteze…?


Ar Sorserez

  Ha pa ve mab henañ eunn duk pe eur baron,
Ne dalvese netra, hervez va levr gwirion…!
 

Kervoura

  Diesa tra, siouaz…!
 

Ar Zorserez

                              Ar gounid Kervoura
Az tigollo awalc’h… Na c’hellez ken kila…!
Me gred na ranki ket bale kals a vroïou
Da glask ar bugel-ze… Er stered, em levriou
Me am euz, oc’h al loar, a nevez-zo, lennet
E oa brazez da c’hoar… Gwir eo pe ne d’eo ket…?
 

Kervoura

  Gwir eo! A benn tri miz, Rouanez Breiz-Izel
A dle, am euz klevet, kaout he c’henta bugel…
Ha goude…? Ze na c’hell ober d’iñ drouk na vad…!
 

Ar Zorserez

  Marteze, Kervoura…! Red e ve gout avad
Pe eur paotr pe eur plac’h e vo ar bugel-ze…
 

Kervoura

  Ha penaoz e fell d’e-hoc’h anaout kement-se…?
 

Ar Zorserez

  Ne zo netra diez d’ann neb hen deuz sikour
Priñsed ann iferniou da gloza he labour,
D’ann neb a lenn hep poan er stered hag el loar,
Hag a anaf erfad traou kuzet ann douar…
Mar gellez diskwell d’iñ eur guchennik heb ken
Euz a vleo Trifina, ne fell d’iñ netra ken…!
 

Kervoura

  Pebez taol chañs !!! Va c’hoar, devez he dimizi
A roaz hou-mañ d’iñ : « Dal, va breur, eme-z-hi,
« Ha dalc’h soñj ac’hanouñ, e-tro pad da vuez,
« Enn da zeiziou a boan kouls hag a levenez…! »
Va c’hoarik Trifina, dous ha karantezuz,
Doue r’az kendalc’ho, e peb hent, evuruz…!
 (Kemer a ra ar guchenn-vleo a zindan he chupenn hag
e talc’h anez’hi enn he zorn.)

 

Ar Zorserez (Garo).

  Ro d’iñ ar guchenn-ze, ha te glev, Kervoura !
Ha lak evez, mar plij, da zont da fazia…
(Diframma a ra ar guchen digant’han)

Amañ da blanedenn, mechañs, a zo skrivet
Kouls hag hini da c’hoar…
 (Daoulina a ra, ar guchen etre he daouarn hag
he daoulagad zavet wav-zu ann Nenv :)

                                                         M’ho ped, heol ha stered,
Te, loar, c’houi holl priñsed spountuz ann islouñkou,
  Diredit d’am zikour gand ho sklerijennou…!
Trifina, Rouanez du-hoñt e Breiz-Izel,
A-benn tri miz, pe dost, a c’hano eur bugel…
Pe eur paotr, pe eur plac’h e vo ar bugel-ze…?
Kervoura a c’houlenn ho ker war gement-se…!
 (Klevet e reer tarzou kurun, ha luc’hed a splann war
ann teatr : Adre goeliou ann teatr, eur vouez a lavar
gorrek hag huel :)

  Eur paotr, eur paotr, eur paotr !
 

Ar Zorserez

                                 Ha te glev, Kervoura !
Kaër eo da blaneden !… Kea da Vro-Zaoz brema
Buana ma c’helli, ha lar d’Abacaruz
Ac’h euz kavet louzou oc’h he lornez heuzuz…
Hag e fell d’id, dre-ze, dimizi gand he verc’h
Ha kaout he gurunen hag he drôn war he lerc’h…
Me a ia d’am zi-plouz !… Te, ne dorr ket da c’her…!
Sperejou ann ifern ho deuz divreac’h pounner !!!
 

Kervoura

  Kenavo d’e-hoc’h, mamm goz ! Evit ho paeamant,
Chetu eur ialc’had barr a aour hag a arc’hañt
Mar kasan-me da benn, eunn deiz, va c’hefridi
Ho pezo eur palez e-leac’h eul lojenn-bri
Ha mevel ha matez d’ho servichi d’alc’h-mad
Ha da ginniga d’e-hoc’h kemend a vo d’ho krad…!
 

Ar Zorserez

  Kenavo, ha diwall da veza lezirek
Amzer a dal arc’hant !…
 

Kervoura

                             Oh, ne viñ tamm diek
Hag hep dale e viñ e-tal Abacaruz…
 

Ar Zorserez

  Hast, va mabik ha d’id eunn distro evuruz…!
 (Ar zorserez a ia kuit, gorrek.)


DAOUZEKVED PENNAD

————

Kervoura, he unan

  Na pebez planeden spountuz eo va hini…!
Me, ar priñs Kervoura, mab Roue Iberni
War-zigarez gounid eunn tron, eur gurunen
Ez ouñ war nez da vout mesk ann dorfederien
Ann hini heuzusa, da vañtra diou galon
Ho deuz bed evid-ouñ eur garantez wirion…
Oh, va breur-kaër Arzul oh, va c’hoar Trifina
Kel leal ha ken dous !!! Me a glev o krena
Va c’halon gand ar spount, p’am euz soñj ac’hanoc’h !
Beva a zo gwall rust, mervel e ve gwelloc’h !!!
 (Choum a ra eur pennad da sonjal.)
  Mervel…! Evit mervel eo red beza eunn den,
Ha dirag ar maro ez ouñ digaloun krenn…
Bevomp eta, bevomp, ba, koustet pe gousto,
Deomp d’ar penn ha gwelomp penaoz ez aï ann dro !
(Mont a ra da weled ann teatr hag a c’halv :)
Gar-Orjal! Gar-Orjal… !
(He-man a zeu, he benn soublet izel)
 

————

TRIZEKVED PENNAD

————

Kervoura, Gar-Orjal

————

Kervoura

                              Laket am euz em penn
Ober eur veach hirr… Red e vo d’id kempenn
Pep tra da zoñt gan-eñ da Vro-Zaoz heb dale…
Lar d’iñ, pa zeu d’iñ soñj, va daou vevel neve,
Flamm ha Roll… ?
 

Gar-Orjal

                    Ann daou-ze a zo daou gañfard mad
Ho servicho, va mestr, e doare deread…
Fisiañs am euz enn-he : c’houi a c’hell kaout ive…
 

Kervoura

  Mad, Gar-Orjal, mad kaër ! kea, ha lavar d’heze
Choum e palez Arzul ken e vezimp distro…
Hast kempenni peb tra, m’az imp da vale bro…!
 

Gar-Orjal

  Ne viñ ket pell, Aotrou…!
 (Mont a ra kuit)


PEVARZEKVED PENNAD

————

Kervoura he unan

                                   Bremaïk e weliñ
Ha gwir hi deuz laret ar goz sorserez d’iñ…!
Arzul ha Trifina, p’ho kweliñ a-neve,
E teuio kemm amañ e peb tra, hep dale !
 Gar-Orjal a zeu, eur beac’h dillad war he skoaz
 

————

PEMZEKVED PENNAD

————

Kervoura ha Gar-Orjal

————

 
Gar-Orjal

  Prest eo peb tra, va mestr !
 

Kervoura

                              Deomp enn hon hent eta,
Ha gounez da brosez, mar gellez, Kervoura…!


  1. Arzul ou Arzur.
  2. « Ma kac’h da vac’h ouz-id », da lavaret eo « ma na zeuez ket a benn da gas
    da c’hoant da vad, ma teu ann dro da fall gan-id ! »
  3. « Iann he lost hirr. » Unan euz a lez-hanoïou an diaoul.