Mont d’an endalc’had

Sant Kevin

Eus Wikimammenn
Ivon Krog (diwar E. Domenech)
Buhez Breiz, 1922



SANT KEVIN
————


Sant Kevin a c’heller da drei e hano, e brezoneg, ar c’hrouadur koant, pulcher genitus, a zo eus ar brudeta etouez Sent Koz Iwerzon.

Genel a reas wardro ar bloavez 500, a wenn uhel : savet, azalek e zaouzek vloaz, gant tri vanac’h fur ha gwiziek, Lochan, Eogan hag Enna, e teuas da c’houde da veza diskibl d’al lean Beonan, ha d’an eskob Lugikl a zavas anezan da veleg. Wardro ar bloavez 540, Kevin a zavas leandi Glendalough : beva ’reas c’hwec’h-ugent vloaz, arok mervel, d’an 3 a vezeven 618.

Iwerzoniz na ehant ket ganto danevellou diwarben St-Kevin : setu aman unan[1] eus an danevellou-ze hag a gendalc’ho pell c’hoaz, gant he blaz c’houek ha birvidik da lakat kalon ha skouarn ar zelaouerien da dridal gant plijadur.

Eun devez, Kevin, bugel c’hoaz, a oa kousket war al letoun, hag hen ker keant ma tiskennas diouz an nenvou Elez da bokat d’e dal. Da c’houdeze, dre e vuhez skouerius, e wiziegez, hag adreist-holl dre e gomzou helavar, e tenne davetan an holl galonou, ken na teuas da jomm endro d’e leandi, eur bobl a e dud, ken gwazed, ken merc’hed, da westla da Zoue o buhez er beden, er c’han, hag en oberiou mat.

Kathleen, ar verc’h a ouenn-vras, a oa etouez ar merc’hed-ze : nag a blijadur a gave hi e gened hag e helavarded ar prezeger yaouank !

Pep gwech ma prezege, Kevin a gave dirazan kathleen oc’h eva e gomzou, ha staget outan he daoulagad ken glaz !

Ha Kevin, a-greiz-holl, a gavas, en e greiz, entanet e galon gant karantez Kathleen ! Gouela, pedi, yun a ree ; met, dalc’hmat ar gwel eus ar werc’hez estlammus a bare dirazan : dalc’hmat Kathleen en e gichen !

O ! emezi d’ezan, war riblou koant loc’h Luggelaw, evidout eo am eus dilezet al lec’hiou karet, ma’ z oun bet luskellet ha savet, maner va zad ; kerent, mignoned, brasderiou, evidout, eo am eus dilezet pep tra hag hep marc’hata.

— O ! troc’h kuit, a dreuzkomze St-Kevin. Va buhez a zo gwestlet da Zoue : n’oun ket evit terri va leou-touet, na te da-unan na garfes ket ober kement-all.

Hag ar plac’h yaouank a vane souezet he zellou ouz ar zant ; war he dioujod, kaer mirout he doa, e vere teo he daerou ; he zell eon ha gwerc’h a luc’he evel sell eur bugel skoët gant e genta glac’har, hag e lavare da Gevin :

— M’am bije me eur Baradoz da roí, kerkent e vije d’it ; met Kathleen, dilezet ganti kerent ha mignoned, na c’houlenn diganit nemet eun draïg, ma lezi anezi dindan da doën venniget, evel ar beajour distroët diwar e hent ; ma c’hello dont da zelaou da brezegennou ha da bedennou, ha dont ive davedout da c’hoarzin pa vusc’hoarzi, ha da gemmeska he daerou gant da re.

— Va fedennou, eme mouez c’hwero al lean den-Doue, n’int ken evit pignout d’an nenv, pa zaoulinez em c’hichen ; ha pa zaoulinan en da gichen, n’ez eus nemet strafuilh em c’hreiz. Ar peoc’h a zo ganit, ha ne anavezez na mez na pec’hed, ha ne welez fallagriez ebet el lec’hiou ma kavan gwall risklus, klev mat ac’hanon, Kathleen : eun deiz en em gavimp en eürusted er Baradoz, met er bed-man n’ez eus nemet harlu yen. Duhont e c’hellimp peadra en em welet, en em garout epad ma tregerno c’hoaz an Elez ; met aman, sell, kement a zeblant beza kaer, eman prenv an droug ekreiz ! Ar fallentez a vez tost warlerc’h ar blijadur, pa vez tener ha madelezus ar galonou : an droug a bourmen ekreiz tenvalijen an noz, kouls hag ekreiz sklerijen an deiz ; sourral a ra gant an avel oc’h heja delliou ha bokedou ; azeza ’ra e barlen ar garantez. O ! ya, Kathleen, an droug a zo dreist-holl ebarz sellou eur vaouez ; kent-se, kerz kuit, mar plij !

Kathleen, koant he musc’hoarz, a zistagas eur bokedig digoret war ar vodenn tosta :

— Sellet am eus, emezi, adalek ar zao-heol betek ar c’huz-heol, ha biskoaz n’am eus kavet an droug-se, na kennebeut em c’halon, nag e tro-war-dro d’in. Plijout a ra d’in meizont ouz ar bannou sklerijen epad deveziou kaer an hanv ; ouz ar c’houmoul amlivet en oablou doun ; ouz ar mor bras dirollet pe beur-gousket ; me gar selaou trouz-kan ar bed hag an holl grouadurien laouen ; kals am eus sellet ha kals am eus selaouet ; nemet an droug a welez-te dre-holl, eur wech c’hoaz, me n’am eus ket her gwelet neblec’h. C’houezen ar mintin, evel huanaden an abardaez, a zo dalc’hmat tremenet gwerc’h ha yac’h em c’hreiz. E pep tra kaer a welan, ne gavan a zroug nemet, war ar bed-man, e c’hoenv re-abred pep koantiri. Ha ma ’z eo pec’hed karout ac’hanout, perak’ ta ne zav ket em c’hreiz mez ouz da garout ? Kred ac’hanon, Kevin, pa lavaran d’it, gallout a ran sevel va daouarn ha va daoulagad etrezek bolz an nenvou, ha lavarout d’it, ken divez ha tra : me da gar, Kevin, me da gar !

Yenât a ree an amzer hag eur vogedenn wenn a gelc’he kribenn ar roz ; ha koumoul du a ginnige tarza a-uz d’an draonien ; an hentchou a oa ken skoasellek ha ker fall, ma lavaras al lean santel : « Gallout a ri, plac’h yaouank, diskuiza fenoz etal va lochenn ! »

Kevin, hag hen skuiz gant e zevez, na oa ket evit kousket, dalc’hmat e spered divorfil. Eus e oll nerz e troe e zonj warzu Doue, met ne oa ket evit ankounac’hat ar grouadurez flamm, kaer ha dinamm a oa kousket dindan e lochenn ; kaer en doa dibuna e bedennou, gant Kathleen e kendalc’he e zonjou.

Kerkent ma c’houlaouas an deiz war ar stanken, setu Kevin, evel m’edo boaz, o vont da gana e ofis betek loc’h Luggelaw ; didrouz, arok he c’huitat, ne oa ket evit mirout da drei e zellou war ar plac’hig ker koant en he c’housk, astennet e kichen an treujou, he brec’h-dehou war gouzoug Lupa, milgiez al lean, puchet en he c’hichen. O welet he mestr o vont kuit, Lupa a ziskoasas ive d’e heul, ha Kathleen a jommas he-unan.

Ha Kevin a zavas en e spered :

— O ! perak, paour kez, n’out ket evit lakat da zorn en he dorn, hag unani da vuhez gant he hini ? Ha perak ?… Hag e pelec’h ema ’n droug a felle d’in dec’h diskouez d’ezi ?…

Met kerkent riblou loc’h Luggelaw a zistonas gant kloc’h al leandi o verka glaz d’eur breur-lean nevez-tremenet !

Ha setu Kevin prim en e zav-sounn egiz skornet e wad gant eur yenien trumm, o redek d’an iliz da bedi evit an hini maro. Ha kloc’h Luggelaw a zone glaz !

Dirak an aoter, Kevin war e zaoulin a ouele c’houero. « Bennoz-Doue d’it, kloc’h benniget, evit da ali mat ! Dihunet e teus va ene morgousket ! O va Doue ! e oan oc’h ankounac’hat ho karantez ; ankounac’haït va fazi ! Na zilammit ket diganin ar gurunen aour a roït d’an nep a zisprij madou berr ar vuhez verr-man, hag a heuilh penn-da-benn hoc’h heut, hep distrei da fallgalona. Difennit va ene, ha mirit, mar plij, eur c’helc’h a zantelez da lugerni endro d’am zal en ho Paradoz. Diwallit va zempladurez a-enep eur garantez a zo war va lerc’h : rak yaouank oun, ha bresk, siouaz !

Ha neuze Kevin a glevas en e greiz egiz eur vouez hag a lavare : « Kerz kuit ac’halen, tec’h arok ! »

Hag al lean kez a zentas kerkent hag a dec’has diouz al lec’hiou benniget a oa ken tomm d’e galon !

Hag ar c’hloc’h [a] gendalc’he da dintal glaz e traonien Luggelaw.

Kerkent ha sav-heol, stanken, koajou ha meneier, a oa leun a drouz hag a vuhez : an alc’houeder a bigne e ganaouen uhella ma c’helle da zihun Sant Per an-Alc’houeziou ; karo, yourc’h hag heiez a zaoulamme dindan ar gwez bras, epad ma save en eur vogeden dano ar gliz mintin, en eur lezel hepken daerou perlez war an delhiou hag ar bokedou.

Kathleen, kerkent dihunet, a welas Kevin ne oa ken el lochen : hag hi prim d’he glask dre al leandi.

— Aoun bras am eus, emezi, na vije ar wirionez gantan, ha na vije an droug er bann-heol evel e kreizen ar rozen !… Ha treid piou’ ta a c’hell beza lezet war ar gliz-mintin o roudou a gas warzu ar menez ? Kevin !… Tec’het eo kuit arozon : ne fell ken d’ezan va gwelet ! Ha d’in-me eo red he gaout !

Epad daou zevez ha diou nozvez, he fizians ouz he bleina, e redas traonien, roz ha menez, eur goulmig o tarnijal arozi, a vod da vod, a voden da voden, ken na zigouezas gant ribl loc’h Glendalough, brevet a skuisder, he zreid blonset ha kignet.

Kathleen a c’hourvezas da ziskuiza war eur garregen, tost d’ezi fallgalona, kenta ma welas eur c’hi, a chilpadennou laouen, o tiredek da lipat he daouarn : Lupa, levranez Kevin ! Ar mestr na dlee ken beza pell ; hag ar plac’h yaouank warlerc’h al loen mat, adreuz ar bodennou strouez, diouz an eil karregen d’eben, ken na zigouezas gant eun toull-keo, izel ha striz, a zigor war gribenn tornaod lenn Glendalough.

Al lean, gourvezet er c’heo, a oa kousket pounner, e vleo o tivogedi gant ar c’houezen, e zaouarn stronset, gant an hunvre spontus a vec’hie anezan. Gwelet a ree perzier an nenv digor, hag e selaoue eur strollad sonerien ken dudius ma estlamme e ziskouarn : bagadou diniver a elez hag a zent o kana meuleudiou d’an Aotrou, pebez dudi ! Ha setu Kevin o klask en em zila etouez ar Re-Eürus…, met war dreujou ar Baradoz e kejas gant Kathleen, hag houman a vire outan da dostât, kaer en doa.

Gant e anken e tihunas.

Spontus oa da welet : kement a zroug a bare warnan, ma savas aoun gant Kathleen.

— O ! Kevin, emezi, en eur goueza d’an daoulin, n’am laz ket, lez ganin va buhez !

Ar paour kez lean na dennas nemet eun huanaden ankenius :

— Kathleen, tec’h kuit, ha kemer aoun arozon, rak an ankou zo dre aman, hag ar follentez a blav a-uz d’am fenn !

Ar plac’h yaouank, kollet pep fizians, a zastumas he oll nerz evit briata Kevin :

— Kevin, eme he mouez flour, me da gar. Kevin, me da garo !

Kerkent setu Kevin o tistroï d’an hunvre spontus a waske anezan bremaïk : klevout a ra adarre kan an elez hag ar zent ; hag en e spontaden, diskiant, a daol-krenn, e kasas Kathleen war he c’hiz, hag e stlapas anezi diwar ar garregen ebarz al lenn !…

Na pebez klemmaden estlammus a lezas gwerc’hez koant Iwerzon ! — Ha pa zeuas ennan e-unan, na pegen bras dispi e kalon ar paour kez Kevin, e zellou o furchal an islonk o nevez-serri war ar plac’h yaouank !

Eur pennad e kredas e oa c’hoaz gant e hunvre ; siouaz ! he gwad a ruzie ar c’herreg !… Goude e dorfed, torfed ha n’en doa ket, a dra zur, klasket a benn-kaer, Kevin a gemeras ken bras morc’hed, ker bras glac’har, ma teuas Doue evit dizamma ene e zervijer, da ziskouez d’ezan skeud Kathleen : gwelet a reas anezi o pignat a-uz dour al lenn, gwenn-kann he dilhad lugernus, henvel ouz ar gwerc’hezed glan a zo oc’h heuilh an Oan Dinamm, eur c’helc’h aour endro d’he fenn, eur mousc’hoarz dudius war he muzellou. Ha neuze, eur wech divec’hiet spered Kevin, skeud Kathleen a deuze tamm ha tamm, hag a ziskenne en dour, egiz ma teuz mogedennou gwenn ar mintin ouz kenta bannou an heol.

Kevin na anavezas mui nemet eur garantez ; Karantez Doue a beurentanas e ene, hag e zantelez a sklerijennas Iwerzon a-bez !

San Kevin ha Gwaz [2]
ar Roue O’Tuathal
————


Wardro ar bloavez 540, Kevin a zavas leandi Glendalough : eun danevel a zispleg penôs, ha digant piou e teuas da gaout an douar, evit e leandi ; ha setu aman an danevel-ze.

Ar roue O’Tuathal, ne ket eur penn tenval a roue a oa anezan : ar vuhez a blije d’ezan, ha brasa plijadur e vuhez a oa redek ar c’had, ar c’hefeleg, pe ar c’hirvi pe ar moc’h-gouez, adreuz e lanneier treut hag e veneier brugek. En Iwerzon, d’ar c’houls-amzer-ze, ne oa ket red furchal pell, na pell-bro, evit dineiza trizek roue evit dousen, ha rouaned, c’houi lavar, pôtred a-dailh !

Diouz an tarz-mintin betek a r serr-noz, ar roue peoc’hus O’Tuathal a hemolc’he[3]. Hag eur wech distroet, d’e lez (o ! eur c’hoz manerig koz !), e tistage eur c’hofadig mat, netra nemet evit diskuiza.

Ar vuhez-ze a badas keit ha ma padas kof ar roue da vont en dro ; met, eun devez, devez fall, an oad hag an holl skuisderiou a dôl-krenn hen ledas war e blad : a boan ma oa evit ober eun tammig-tro endro d’e lez, bemdez. War galon ar paour kez O’Tuathal e oa serret skilfou rec’hus an dristidigez skoulmet gant keuz-warlerc’h an amzer fall-dremenet. Ya, prenv an anken a dalare poull e galon, hag e zoaniou ben dije abred diskennet er bez, anez eur waz, ya, eur waz vurzudus, hag a zalc’he anezan e buhez gant he doareou dispar.

Gwir eo, biskoaz den na welas, ha biken den na welo (da gredi ’zo), eur waz da geitât gant hounez ! Bep gwener e tiskenne a bloum ebarz lenn Glendalough ; hag eur mell dluzen a-dreuz he beg, e tistroe daved he mestr koz da gas d’ezan eun tamm da lein. Hag en deveziou all war ar zizun, ar waz a oa mat da jiboesat ha bleo ha plun : n’he doa ket he far evit he zaoliou-ijin ; nan, ne oa ki-red ebet evit tostat a-dost outi, na petra ’ta ! Kent-se nag hi a oa eur blijadur da ziverra deveziou hirr he mestr. Ken na deuas ar roue koz da gaout liou ha beoder n’eus forz penôs dek vloaz a ziagent.

Met siouaz ! Omnis homo mortalis, a brezege Dom Yan ar C’hauseur person Mikeal Morin : da lavaret eo, evel pep den, pep gwaz a rank mervel : nemet arok mervel, klevit ’ta, e teu da goza ! Setu ma teuas da goza gwaz ar roue O’Tuathal, kouezet he diouaskell, hag he lost hanter-dibluet o ruza he c’hagal war he lerc’h. Ar c’hoz gwaz ! Ken na zuaë bemdez melkoni he roue !

Ya, ken du e teue e benn a zeiz-da-zeiz gant ar waz goz, ken na zonje zoken ar roue kez mont diouz ar bed en eur vont war e benn e douriou lenn Glendalough…

Ha setu, eun devez pa oa ar zonjou-ze o prenveda e benn, ar roue a welas о tostat outan eun den yaouank koant ha sart.

— Doue r’ho pennigo, roue O’Tuathal ! eme an diaveziad.

— Sell’ ta te, pôtr yaouank, na piou out-te, evit gouzout va hano, rak n’ez eus ket warnout tres ac’halen ?

— Salokras, otrou Roue, me oar piou oc’h ha meur a dra all ouzpenn…

— Hag ouzpenn ? Petra’ deu aze ganeoc’h ?

— N’ ho pe ket doan, arok kimiadi, e vo ganeomp tro d’en em anaout, otrou Roue.

— Ma ! Great anaoudegez ar c’henta ’r gwella, rak mall a zo ganin a bep tra da…

— Ya, p’ho pezo anavezet ac’hanon, n’ho po ket a geuz : met, arok mont larkoc’h, ôtrou Roue, petra eo deut ho kwaz da veza ?…

— Chê ! eme O’Tuathal kerkent-se (gant eur c’harrad leou-Doue), an diaoul eo an hini zo aman… Digant piou ho peus klevet hano diwar va gwaz ?

— Ar waz koz…

— Ya, dinerza ’ra…

— Mat, me a zo evit lakat an traou koz louedet en o nevez flamm.

— Ma ! Na c’houi zo marteze minter[4] a vicher ?

— Nan, ôtrou O’Tuathal, gwelloc’h micher am eus : rak, na petra lavarfec’h ma rofen d’ho kwaz koz nerz ha buander he yaouankiz ?

Kerkent ha klevout, ar paour kez roue koz a strinkas diouz e zaoulagad evel daredennou levenez : chê ! nag hen a c’hellfe dont c’hoaz da gaout ar blijadur a roe d’ezan e waz vurzudus ?… Nec’het e oa, ya, nec’het, ken na lavaras, aounik :

— E feiz, den yaouank, mar emoc’h evit ober hevelep burzud, me lako d’eoc’h da niveri muioc’h a arc’hant eget n’oc’h goest d’ober, hag hep keuz c’hoaz.

— Na petra ’rin-me gant arc’hant : le am eus grêt n’am bije biken : douar, adreuz eul leoiad bennak a c’hellfen a-galon vat digemeret diganeoc’h, mar plijfe d’eoc’h o roï.

— O roï, ya, ya, great ar marc’had.

— Neuze, otrou Roue O’Tuathal, galvit davedomp ho kwaz, hag e weloc’h na me zo evit ober eviti.

Ar roue a c’hwitellas kerkent da c’hervel e vignonez koz : hag ar waz, chilgamm, a ziruzas eus he gwella.

Hag an den yaouank dister d’ar roue koz :

— Ha roï a rafec’h d’in an douarou a ray anezo an dro ho kwaz ?

— A galon vat, o roïn, nemet bras, na ledan nag hir na vint, me gred.

— Neuze, Sant Kevin, rak hen eo a oa an den yaouank-se, a zibradas al labous koz kez paour etre e ziouvrec’h, a roas war he fri karnek a-uz d’e daoulagad pikousek, a roas eur mell sin-ar-Groaz ledan ha padus.

— Deut aman, kozig kez, ha me da yaouankao ; hag e stlapas ar waz dirazan…

Nag hi a zavas, diouz an tu kleiz d’al lenn, betek warzu Lugduff, ha mengleuziou Luganur hag a blavas war oll-dro al lenn.

Hag e keit-se ar roue O’Tuathal koz a dride e galon o welet o nijal e waz nevezaet : ha pa ziskennas, harz e dreid e vignonez, e pokas d’ezi ; hag he flourae, hag e ouele…

Ha neuze Sant Kevin a zisklerias d’ar roueig O’Tuathal piou edo : ha mestr ar waz a roas gant muioc’h c’hoaz a blijadur an holl douarou an oa lavaret roï.

Roue ha Sant, a c’houde-ze, ne oant nemet-unan : O’Tuathal dalc’hmat o c’houlen harp Kevin. Mervel a reas koulskoude, dizale, ar roue koz, gant kement a nec’h a gemeras pa welas e waz marvet gant eur zilien re-vras chommet a-dreuz he gouzoug. — Setu penôs e teuas Sant Kevin a-benn da gaout douar leandi Glendalough.


Yvon CROQ.

  1. Aozet eo an danevel-man diwar eul levr Beachou en Iwerzon, gant an aot. Domenech, misioner abostolel.
  2. Gwaz = oie e galleg.
  3. Hemolc’hi = chasser.
  4. Minter = chaudronnier.