Sarmoun great var ar maro a Vikeal Morin

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Guilmer, etre 1795 ha 1818  (p. Golo-48)



SARMOUN


GREAT


VAR AR MARO


A VIKEAL MORIN,


EUS A BARRES BEAU-SEJOUR,


Prononcet gant ar C’hure e præsançz
an assistantet.



E MONTROULLES,
E Ty Guilmer, Imprimêr ha Librêr,
Plaçz ar Peſquet.


N.B. Azalec ar bagen ſeizvet betec ar bagen trivac’h, bet gueich ma zeo ſcrivet an̄, lennit àn.




SARMOUN


Great var ar maro a Vikeal MORIN, eus a barres Beau-Sejour, prononcet gant ar C’hure e præſançz an aſſiſtantet.





OMNIS HOMO MORTALIS :
Oll omp sujet d’ar maro cris.

Ar c’homſou-mâ ſo rapportet er ſeizvet chabiſtr eus an Aviel hirio.


————


Pell amzer ſo, Auditoret,
Aboue m’am eus remerquet
Ur pez hac a ſo neceſſer,
Oll ſiouas ! mervel a rancquer ;
Oll oar ſujet d’ar maro cris :
Omnis homo mortalis.
Pa feuilletàn va oll levriou,
Pa repaſsàn an hiſtoriou

Eus an amzeriou tremenet,
E remercàn eno ſcrivet
Penaos Cæſar ha Scipion,
Penaos Achill, Agamemnon,
Uliſſ, Hector ha Pompee
Hac Elexandr mœmes ive,
Do beza paotret diramaill,
O deus rancquet lamet er baill,
Ha mervel en deſpet dezo
Hep reſped ebet d’o baro.
Couſgoude an oll lecturiou
Am eus grêt eus o maleuriou
No deus quet quement va zouchet
Evel m’en deus va affliget
En deiz hirio, hirio en deiz
Morin gueaz marv-mic en hor c’hreiz.
Crenit, plant ſempl a diſouten,
Guæz fragil, izellaït ho penn :
Cædr al Liban a ſo couezet,
P’evit tra na guezot-hu quet ?
Evit rei da entent guelloc’h,
Piou ne varvo quet, a ſonch deoc’h,
Pa ze Morin a ſo maro ?
Allas ! netra, den n’achapo.
Credit-en, Parroſſianis ;
Omnis homo mortalis.

Allas ! oll mervel a rancquer ;
Pebez ſetançz e pevar guer !
Chetu te a ſe, Morin gueas,
Evel na viges bet biſcoas.
Bet out ; mæs allas ! ne dout mui :
Sic transit gloria mundi.
Eveſſaït, Parroſſianis,
Dec’h, dec’h diveza er guelis :
Ya, dec’h e velis Morin
Var dro c’huec’h heur deus ar mintin
Oc’h en em bourmen gouſtadic
En ale eus e liorzic.
Edo oc’h ober ûr regal
Gant un tronçzon bara ſeigal
Var behini en doa ledet
Ur maread quignen hed-a-hed.
Quen calonec en debre dign
Evel ma teprac’h un tam guign
Dioc’h pini an amann teuzet
A goueffe var ho piziet.
P’am guelas o vont er jardrin
E commanças da vous-c’hoarzin.
Ac’hanta, Dom Yan, emezâ,
Ne quet evellen eo beva ?
Te yoa drol, Morin, gouſcoude,
Te ouïe farsall a zoare.

Netra, vantrebleur, m’en atteſt,
Ar maro ne quet græg honeſt,
Hac e grouga a gaffen mad
Hep reſped dezi na de oad.
Piou en divige lavaret
Pen divige bet e velet
O tijuni quen dibreder
E tlige birviquen mervel ?
Guir eo ſur, den n’el lavarje ;
Mæs maro mic eo gouſcoude.
N’er guelimp mui jamæs biquen :
Pebez coll deomp, pebez anquen !
En effet, m’er goulen ouzoc’h,
Piou a lacaï daou daol er c’hloc’h ?
Piou a ſervicho an offern ?
Piou a raï tout hiviziquen ?
N’oa den capabl eus an dra-ſe,
Paour queas Morin, nemet out-te.
Te roë ar bara binniguet,
Te a rea claſq bep sul reglet ;
Te a gane oc’h al lutrin,
Iſpicial gant ûl lom guin,
An antienen couls pe vell
Hac ar Roux coz eus a Gaſtell ;
Te da-unan a rea d’ar chaſçz
Eus an ilis ſcuba er meas,

Hac erfin evit da veuli,
Te oa hon Omnis homo-ni.
(Couer pa glevas quement-mâ
A zirollas ; ha, ha, ha, ha !)
C’hoarzit-’ta, loueou pen follet,
En ſo anat oc’h azenet.
Honnez eo al lec’h da c’hoarzin
Abalamour d’ûr pez Latin !
M’ho pe ar ſqueud eus ar ſquiant
E reſpettac’h au dud ſavant
Hac ec’h admirrac’h gant ræſon
Ar peziou latin er Sarmon.
Hac evit commanç oc’h inſtrui,
Omnis homo a ſinifi
Ur paot reud, ûr paot capabl
Da denna un taol, mar deus map,
Erfin ûr paot piou nemetâ,…
Ur paot n’en deus aon rac netra,
Ur paôt a leis, ûr paot dioc’h-tu ;
Non pas ûr ſot eveldoc’h-hu.
Mæs ûr pez eo hac a ſo ſur
Evit ne màn quet er ſcritur ,
Neb a ſo ſot a ſonch dezan̄
Eo ſotoc’h an oll evintan̄.
Chetu eno petra ſo caos
Eus an ompinionou faos

Pere ho poa eus a Vorin
Abalamour ma zoa badin
Ha ma talc’he ûl lérou guenn
Hac ûr maniel camiſolen
Var bini e laquea bepret
Ur grac veſten ras diloſtet.
Mæs m’am guelac’h-me dious an noz
Gant va boutou prenn droz-droz,
M’am guellac’h neuſe er farçz-ſe
E ſongeac’h ne ve tam Latin guene.
Netra, ne de quet, tud ſignac’h,
An abit a ra ar manac’h ;
Netra, ne maouc’h quet ganti,
Cals c’hoas a rancac’h da gridi.
Hac evelſe va ſellaouït,
Mar fell deoc’h-hu tenna profit.
An neb en deus tabatieren
A ell bremàn lacqât priſen,
Hac oc’h attancion neuſe ;
Daou boënt a rin, netra goude.

Poënt quenta.

Goude’r maro, peur-lieſſa,
E vez revelet meur a dra.
Evel m’eo an turubaillou,
Ar burzudou, ar marvaillou

Great gant tud vras, tud a noblançz,
Great gant chaſçz droug dre excellançz,
Var quement-mâ, heb mont larcoc’h,
E livirin daou c’herig deoc’h.
En effet, Parroſſianis,
C’hui oc’heus bet ſur an avis
Da vedita ha da ſongeal
Var ar pez a eure Mikeal,
Brem’eus un neubeut blaveziou,
Pa grogas mouï el loſtou
Quement bioc’h a yoa er c’hartier
Ma tiretgeont oll el leur Kær
Ha ma lamgeont evel dêvet
Dreiſt ar poraſtel er vered,
En taill da bidi Sant Erbot
Da rei amann leiz ar ribot.
(Mæs piou a ouffe divinout
Pe ſeurt ſantimant o deus ſaout ?)
Diana, lamet a regeont,
An dour binniguet a efgeont
Ha c’hoas meur a ziſoneſtis ;
Mæs henvel tout a ſo isquis.
Ac’hanta, ſonch a zeu deoc’h-hu ?
Daouzec vloas ſo bet da vis du.
M’emeus ſonch mad, rac an deiz-ſe
E oue great foar ganeme.

C’hui a grie var bouez ho penn
Evel un arme a eſenn,
M’ho clévet da bep neubeuta
Ul leo anter dioc’h ar bourg-mâ :
« Forçz, forçz, ſicour, Autrou Cure,
» Savit, ſavit, en han’ Doue,
» Ar ſaout ſo lamet er vered,
» Aon hon eus na vent enteret. »
Morin, dihunet dre ar c’hri,
A zivouch er meas eus e dy,
En e zorn ûr forc’h ſpern guenn
Hac er veret en ûl lam crenn ;
Mont en aquipaich-ſe d’ar ſaout,
Bazat d’an hini a ell caout,
Taol forc’h d’houmâ, taol troad d’hounnont,
Quement ha quement ma rencgeont
Cripat er meas eus ar vered
Buannoc’h vit na doant antreet.
Ac’hanta, cleuq, ac’hanta, pagan,
Ac’hanta, na var quement-man
Petra oc’heus da lavaret ?
Aon ho poa rac al latinet
Ha ne gredac’h quet, eme c’hui,
Dar poënt noz-ſe ho c’hazardi.
Mæs Mikeal a reas deoc’h
Mont peb hini gant e vioc’h

Ar reſt eus an noz da gouſquet.
Ha c’hoas, tud cris, ne vouelit quet ?
Den, den quer map, erfin den, den
Quen douguet evit an eſtern.
Rac n’oa quet red dezan̄ neuſe
Bez’en e rochet d’ar poënt-ſe
O varequaat ar gueregeou
E riſq da gueza er beziou,
P’edo an oll en o guele
Quer couſquet hac ar vioc’h-ſe
Pehini a glévan̄ o roc’hat.
Clévet a rez-te ûr veich vad,
Louzen goz, ampoueſon ar c’hi,
Dihun, ûr veich all e couſqui.
N’oc’heus biſcoas nicun ac’hanoc’h
Songet er mad a eure deoc’h.
M’ho pige, e vigeac’h touchet
Pa velit e zeo decedet.
Allas ! ar paour queas Morin eo,
N’er guelin muy, great eo e dro.
Cant gueich bemdez e lavaran̄
D’am mainch pa er gonſideran̄.
E oa dommaich bras d’ar Roue
Deffot ne doa bet en arme ;
Rac ûr c’habiten excellant
E vige bet certenamant,

Hac e tougge hirio an deiz
Ar voyez-vois ha croas Sant Louis.
Memor am bezo da jamæs
Eus ar pez a reas un dervez
Ma varvas e c’hreg Perina,
Ur vreguic eus ar chentilla,
Ur vreguic fur, tamperet mad,
Pront da denna, lent da lacquat,
Carantezus en peb fæçon
Squer ar bopl, phenix ar c’hanton,
Ur pezic serviabl en ty,
Ur baotres hac a yoa ganti,
Fidel ouſpen d’he ozac’h queas
Evel Helen d’he Venelas,
Hac e lavarer, ſo caërroc’h
En em c’hreant græc hac ozac’h
Abars n’oa gantâ na ganti
Menec ebet da zimezi.
Pa edo clan̄ var e guele
Er ſicouras dre charite
Da vervel ; Pa fallie dezi
Sot e vige miret outhi.
P’oa great affær ar glanvoures,
E redas preſt da doull ar bez,
Neus’e tigoras ar c’heler
Hac e lacquas branl ar c’hleyer

Redec da guerc’hat Perina,
Crapa enni hac e zamma,
Da gaout ar bez neuſe ſouden,
E zeuleur ennan̄ var he phenn,
Cana couls hac al Libera
Hac ive an Dies illa,
Chacha gant ar vâr var e c’hein
Eſquern ha pri, douar ha mein,
E enteri, en ûr guer crenn,
Hep biſcoas gouela beradenn.
Neuſe evit guir oa ebad
Guelet an den-mâ o labourad.
C’hoas e c’hoarzont an traou ſorcet,
Ne quet ûr bitie o guelet ?
Ur ſeurt griſtill gouſcoude !
Eſpres emoc’h-hu ganeme ?
Tud diræſon, traou debordet,
Capabl oc’h da goll va ſperet.
Me ſo ſur, pa ouzoc’h hirra
Ne ouzoc’h quet nemeur a dra.
Ne quet caour Vigot ſo gueneoc’h
Quit atao, m’en talvezo deoc’h.
Ha te a gléo, azen guernoc,
Me raï dit lezel da ſtorloc,
Te just pini a ſo aſe
O tiſgrougnal en toul-ſe.

Foï, foï, fouetter e ſpillennic !
A golles o c’houari poullic,
Ma rancan̄ mont varzu-ſe
E paï va gamegeou din-me.
Rac an daboulin e ſpontes
Ha rac ar ſoudardet ivez.
Quea ; Morin n’oa quet eveldout,
Rac ne ſponte rac netra’n tout.
Probatur verbi gratiâ.
Peoc’h, oc’h attancion amâ.
Map ha map caër ar C’holas bras
En em ziframe evel chaſçz
Er jardrin, divarben ar prun ;
Er guæz ne oa chomet nicun.
Ar bleo a luye dre ar jardrin
Ha n’oa menec e vige fin :
Rac an daou fripon, an daou laër
A grogue evel daou forgner.
Hap ! hap ! eme Vikeal dezo
Bremâ, paotret, m’ho ſicouro.
En dont daou gamet var eguis
Evit quemeret e franquis.
Neuſe e crog el loſt e ſaë
Hac en ûr pic-lam dreiſt ar c’haë,
Crap e coleriou va phaotret
Hep caout evito neb reſped,

Stavad d’ema, taol troad d’ennont,
Flip, flap hac en em ſepargeont.
Un den, pa n’edo var e du,
A ziſclapas ſo quen er ru ;
Hac a reas dezo e bouca
Brao bras hac e relounca.
Evelſe n’eur vont abiou
E read vad n’oa fors da biou.
Evidoc’h-hu, bouc’het anat,
Ne dalit quet oll ûr c’horgniat ;
Rac panefe Mikeal, amâ
Edont c’hoas oc’h en em ganna.
Ma contenn deoc’h va fablennou
Tennet eus a goz taolennou,
Neuſe e c’halfac’h lavaret :
Dom Yan oll laca da gouſquet
O conta deomp eus e guelorn
Ur Bibl nevez ha comſou born.
Mæs ne d’ê quet traou tremenet
Na riſmadellou coz grac’het
Eo a lavaran̄ deoc’h bremâ,
Mæs ar virionez ar ſclærra
Erruet dirac ho taoulagat.
E velet hoc’heus o falc’hat ?
Jarnidiaoul ! brava falc’her !
Sacriſti ! brava labourer !

Un dudi certen oa e velet.
Eat oan a benn caër da ſellet
Pa falc’he fouennec ar prat dôn,
Ha dridal a rea va c’halon.
Pebez marvail er font ive !
Abars commançz e tiviſque
Ha goude var un alanat
Hep na bourſoufli na paſſât,
Fred, fred, fred, fred, fred,
Que na vige’r penn eruet
Hac e velgeac’h en dro dezâ
An ervennou gueot o coueza.
Erru er penn heb ober ean,
Dious e c’houris e lam e vean
Hac e lem fels, fels, fels, fels,
Drem e felc’h dious an daou goſtes.
Goude var gorf e rochet bloc’h,
Quer glep, jadorgoaë ! hac ûr broc’h,
E laca e vean en e blaçz
Hac e labour evel biſcoas.
Evit guir, pa zeus da gonta,
Ur falc’hig natur en devoa :
Mæs couſgoude e red avoui
Oa guelloc’h an troad evit-hi.
Rac, clévit, n’oa quet Yan na Per
Oa Mikeal Morin, va c’homper.

Armid, ar Vagicianes
Ne rea quet quer buan ûr Palæs
A ma rea Morin e baro
D’ûr foennec vras a dro-var-dro.
Ac’hanta, merc’het couſquereſet,
Viltanſou cam, loudourennet,
Guelet oc’heus-hu er vro-man̄
Biſcoas falc’her evel eman̄ ?
Reſpontit-ta dioc’h-tu, dioc’h-tu.
Penaos ? dre ho couſq emoc’h-hu ?
En dra vigeac’h o treï ho penn
E falc’h a droc’hge ûr garg foenn.
Chetu eno perac toſt da vad,
Oa galvet bourreo bras er prat.
Mæs gant e fals oa terruploc’h
Evel ma zan̄ da ziſquez deoc’h.
Rac pa ſonge, gant un taol guenn
E tiſtague deoc’h ûr ſcour guezenn
Hac en daou daol fals trap-fri-fred
E tiſcoure deoc’h pront ha preſt.
Cric-crac, evit ma er guiot,
En un taol dorn e re fagot,
Fagot en deün hac a ſo
Guelloc’h eguet fagot ar vro,
Fagot cloq, great e couſtiançz ;
Non pas fagodigou bian,

Mæs fagot reud tennet dre c’haol Herry,
Fagot capabl, fonnus da zévi.
Peoc’h a roï, elgues Sant Erbot,
Yan an ouignon, Fanch bleiz ar yod,
Braguezennec lous, laouënnec,
Expert ar moc’h, landruzennec,
Ha te ſonch dit eta gouzout
Petra e’r fagodou goude tout ?
Guir eo ive, fagot a rez
Fall pe vad, evel ma c’hellez,
Ya claſq ober, da barlant ſclær ;
Non pas ober evel ma tleër.
Quea, quea, ſoubl da benn, ampoueſon,
Rac poan a rez din em c’halon.
Mikeal ervad a oa ûr paot
Evit gouzout ober fagot,
Fagot, me vezo nao c’hant vloas…
Mad, adarre, ſellaouït c’hoas.
Azeſit mar quirit aſe,
Rac ne deot quet c’hoas a le-ſe.
Morin, hent all a ïoa en e eas,
Un den guirion, mar boue biſcoas.
Un dervez… Morgoaë… Anhan̄ !
Me roas ûl louis aour dezan̄
Da gaſſ da dy va alvocat.
Petra reas, nemet lacât

Ur c’hoz pez aour faos en devoa
En e blaçz da renta dezâ ?
Da benn un neubeut goude-ſe,
(Ur mis pe zaou marteſe),
Dont Ꝃdalou d’ar preſbital,
Lavaret oa ar pez aour fall.
Ha me caſſ Catell buan afo
Da guemenn an Omnis homo.
En em gaout a reas quer buan.
« Penaos, eme-ve, artiſan,
» Great oc’heus-hu an dràman dra
» Evel ma pretant an den-mâ ? »
« Ya, emezàn, Autrou Cure. »
Ræſon en devoa al laër-ſe.
« N’oa mar ebet abaoue pell
» Edo’r pez aour-se em godell.
» Pa felle din e baſſeal
» E lavariet din e oa fall,
» Quement a quement ma ſoungis
» E lacât e daouarn justiçz. »
Dioc’h quement-mâ e deoc’h anat
Penaos Mikeal n’oa quet gaouyat.
C’hui, m’ho pe ûr ſeurt attanchou
En em roë tout d’an diaoulou
En ûr nac’h crenn ho laëronci.
It, n’oc’h mad nemet da laſtri,

Fougueërien oll, tud revoltet,
Tout e rancac’h beza crouguet.
Mæs mar oc’heus devocion,
Cuntunit hoc’h attancion ;
N’eus netra edifiantoc’h
Eguet ar pez a gontàn deoc’h.
Ma viges bet a galite,
Va phaour queas Omnis homo-me,
N’oat quet bet ouzit quer cruel.
Neuſe da hano immortel
A vige er c’haſetennou
Er penn eus da accionou
Scrivet, morgoaë ! a la friſâd
Gant paragraph ha faronâd.
Mæs abalamour n’out quet nobl
Out abandonet gant ar bobl
Pehini n’all eſtimout den
A nez cleze pe cocarden.
Chetu eno p’evit ræſon
Ez dilæſer en abandon
Hep n’eus ac’hanout neb memor.
Ha gouſcoude, e bian ! da hiſtor
A ſo ûr pez eus an drolla
A ouffet clévet er bed-mâ.
Ac’hanta, va c’houeriadet,
Diſquezit a c’hui ſo paotret,

Imitit an Omnis homo
A bini em’ar gouel hirio.
Mæs houm’er c’hoars, houm’er c’hristill !
Ebad a ra deoc’h pariſill ?
E lonca reot diana ;
Tavit, pa na delit netra
Ha grit bremàn attancion
Var ar ſeizvet reflexion
Hoc’heus clévet bete vremâ
E comparæſon da netra.
Brem’eus bloas da vis Here,
(Edoc’h amàn ive neuſe)
An tan goall o veza croguet
Plæſantamant en hor porchet,
Morin a grimp oc’h an doën,
Evel un dret oc’h ûr vezen,
Ha rampa oc’h al lein neuſe
Evel var guein un ancane,
Evit aretti, emezàn,
An tan goall o cranchat varnàn.
Mæs evel m’oa ſec’h ar matier
N’ellas quet ober e affær.
Pa gommanças an tan ſquilla
Flip ha flap tro var dro deza
Ha grilla mæmes e vouſtaich,
E quitteas e varc’h louaich

Hac e tiſquennas izelloc’h
Da c’houlen ſicour digueneoc’h,
Dreist oll digant Peres Griſſart
Pini a ïoa ûr paot bavart
Gant pini e vige alies
Dre m’oant mignonet aſſambles.
E hanvet en doa e heritour
Mar bige evit e ſicour.
Peres Griſſart, ouzoc’h ervad,
N’oa quet terrupl trempet mad,
Quen neubeut hac al loue bloas-ſe
So o tiſgrougnal en toul-ſe.
Pêr a grias var bouez e benn :
Dilam eta en ûl lam crenn.
Morin dabord a zilammas
Var choug eguile hac el lazas.
Ha goude tout d’am ſantimant
E reas e daol honeſtamant
Ar charite, var a glévàn,
A gommançz dreizomp hon-unan,
Ha preferablamant d’an oll
E tlëomp miret n’en daïmp da goll,
Hac honeſtoc’h e da un den,
N’eus fors dezàn pe dre voyen,
Mar guell, en em ſaveteï
Evit n’en d’eo en em reï.

Ur veich en em gavas goaſſoc’h
Ur c’hart leo ac’hanan pe doſtoc’h
En ilis ma c’hexorciſet
Ur plac’h hac a ïoa poſſedet.
Guillou, clévit, a lavare
Dre fors biquen ne ſortige
Anez antren e corf Morin.
Chetu en nec’het a la fin.
Toſt en em gave d’an duat,
Hac erfond edo toſtic mad.
Petra reas an Omnis homo ?
En em ſila eus ac’hano,
Mont d’ar porchet hac azeſa
En ûr pincin a ïoa ennâ,
Sevel e vragues, tronçz’e vleo,
Starda e zillad var e dro,
Plant’e doc bet’e zaoulagad,
Quemeret tout treſſ ûr paot mad,
Ha da grial var bouez e benn.
« Deus ta, diaoul, mar dout un den,
» Tenn un taol, mar deus ganez,
» Soutenn ar pez a leverez.
» Diavançz eta d’an avantur,
» Da goll pe da c’honit out sur.
» Deus ta, diavançz un neubeut,
» Nemet aon a pe rag da ſqueud ;

» Rac mar dout fur, var a glevàn,
» Ne lézi quet da incitàn.
» Dired ûr veich, diou veich, teir gueich,
» Mar c’hazardes ober ûr veich. »
Petra ouffet da gaout galantoc’h,
Chriſtennien, m’er goulen ouzoc’h ?
N’oa quet e ſeurt var an douar,
Goas, ne gaffet quet en ear.
A brepos, mar d’edoc’h amâ
Diſſul Phaſq vian divezâ,
Pa edot en offern bret.
(Sonch oc’heus ? Perac n’ho pe quet ?)
Ya, diſſul e vezo bloas,
P’edot er prôn, (N’ouſoc’h quet c’hoas ?)
Edo amàn al laboucet
Gant cals a drous hac a gaquet,
Partout amàn dre ar volziou
Var ar plench hac ar mogueriou
Oc’h ober o neïzou, chetu ;
Red eo dezo ober un tu,
Ha n’oa goaz ober amâ
Pa zoa plaſſou ar re vrava.
Ouſpen daou c’hant var peb moguer,
Quent mont er meas da ober,
Quen brao e reat plaſſou dezo
Evit gournigeal tro var dro

No devoa laqueat en o divis
E oant bourc’hichen en ilis,
Ha ma reant un alamali,
Ur muſic hac ûr cholori,
M’edot o ſongeal mont affo
Da reï an alc’houeziou dezo.
Juſt e vige, e guirionez,
Po d’oa an huella mouez.
Me glaſque reï da entent deoc’h
Caout ſonch da vinouer’ ho moc’h,
Ha quercouls vige din tevel,
Ha pa vigen bet o vervel,
N’oant quet evit reï da entent.
C’hui tout, evel ſtatuou Sænt,
Digor caër gueneoc’h ho quinou
Hac ho taouarn en oll greou,
Ne droac’h ho taoulagad morſe
Divar al louënedigou-ſe
Hep claſq ar voyen do chaſſeal.
Mæs an Omnis homo Mikeal,
Dre ûr guir ſquiant a gavas
An iſign d’o c’haſſ er meas.
Edo d’an ampoënt azeſet
Aſe, e plaçz ar fabliquet,
Pa reas dìn ſin e ze dezo.
Me ſonch dìn er guelàn ato

Gant e ear naïf, brao ha quempenn
Oc’h ober ſin dìn gant e benn.
Rac hep anaout e zoare,
N’oa den er vro na guemerge
An Omnis homo Mikeal
Evit ûr Procurol fiſcal
Pa vige en e abit vrao.
(Rac an abit, clevit, a ſao
Ha Morin a oa fignoler
Diſignac’h queït ha ma rancquer.)
Pa er guelis oc’h ober ſin
E ſantis penaos er grea din.
(Rac evelſe ec’hexplique
gant e benn ar pez a garie.)
P’er guelis ſavet en e za,
Me ſonge e zea do laza :
Mæs ſouci ! ſouci ! nequet a reas,
Ur ſcubelen a guemerras,
Var ar banc e zeas en e za,
Fredi, fredon, bredi, breda.
Te yelo, ha te ne di quet,
Te pezo, te ne pezo quet,
Hac eus an eil penn d’iguile
E rafalc’has tout evelſe.
Ar guiad quenvid a ſcubas,
Al laboucet a zineïzas,

Pilat, pilat ha filboucha,
Separi, chaſſeal, difouëc’ha,
Difouſtra’n neïzou a reas crac
Hep ma chomas na fric na frac.
Panefe an Omnis homo
Petr’hor bige ni great eno ?
Neſcio vos ; nan, n’en doc’h tout
Entrezoc’h nemet guinou ſaout.
Mad, n’en deus fors, banden loueou bris,
Abars ma zìn eus an ilis,
Grit un neubeut reflexion
Var an iſtim hac ar fæçon
En devoa da garillonad
Pa veze en e imor vad.
Gant e gleyer e vuſique
Quer caër, quer brao ma c’heſtone
Quement a gléve anezàn.
Couſgoude, chetu-en amàn.
Ne ouie na bemol na becare
Na tam muſic, an oll er guye.
Hac e lavare e vam gueas
Penaos oa un domaich bras
Ne doa bet e map e Paris
O teſqui lezen an ilis.
Abil eſtranch e vige bet
Dioc’h an doare eus e ſperet ;

A dra certen, ſalo vige.
Mæs leſomp ar c’homsou caër-ſe
Ha pignomp en tour a ſperet
Da sellaou e vuſiq parfet.
E peder gorden e crogue,
Hep dont den em geini morſe,
E diou gant e zaou zorn o daou,
En un all a leiz e c’hinou
Hac e benn oc’h e dreit ſcoulmet,
Ha pa vige en em ſtrellet,
En em ſtrincquenne enep droug
Evel pa vige oc’h ar groug,
Hac e ſonnge ar pevat c’hloc’h
Evel pa barlantgent ouzoc’h :
« Ten, ten amâ, ten, ten amâ,
» Ten da eva, ten da eva,
» Ten, ten guin, ten, ten guin,
» Ten guin da Vorin, da Vorin. »
Nac ar c’heas a ioa marvaillus !
Morin te a ïoa burzudus !
Ouspen an don-ſe en devoa
Manïelou ar re vrava.
Rac un den abil un dervez
O passeal amâ dre’r barræs
A lavaras, ameus clévet,
Dre ar bourg-mâ, n’oun quet da bet,

Penaos en un neceſſite
E c’halge coms oc’h ar Roue.
Evit guir, ne quet un orin
Oa ar paot Mikeal Morin.
Cana re heb leor ebet
Quercouls hac un ogrou fachet.
E quement lec’h ma ze Morin,
Dap, taolet ar chap var e guein.
Bale a re evel un eſcop,
Ato, mardiac’h ! ſonn ha prop,
Hac en ûr rodal e roge
Ar merq deoc’h eus a guemenſe.
Ur bligeadur oa e velet
Pa rancquet mont e tro’r vered.
Petra oc’h-hu en e guichen ?
Clévet a reot bremâ ſouden.
Morin a ïoa en ho touez
Trantout ervad tra er mæmes
Evel ma vez amâ guelet
Ur gaolen bome diſpaquet
E creis ûr penguennad panæs.
Mæs, a lavaro Grand-Bragues,
O reſpont deoc’h dre ho fæçon
Comparæſon n’e quet ræſon
Petra ta ? Guelomp, Diſtinguo
Ma na de conform, Concedo,

Mæs mar de conform hed a hed
E tal ræſon evel me dleët,
Non pas ræſon ſtricto ſenſu.
Hac oc’h ar Vari emaoc’h-hu ?
P’er gomparæſon conform ta,
P’er ræſon faos eo ar guella ?
Goulennit dioc’h Goulc’hen an Hir
Pet faën a ïa d’ober teir ?
Ha c’hoas e falfe deoc’h, eme c’hui,
Diſput var ar philoſophi ?
Diſquit ſongeal abars parlant
Ha liſt e peoc’h an dud ſavant.
C’hui euteur ma prouvìn amàn
Peguer conform e ræſonàn
P’ho comparachàn oc’h panæs ?
Sellaouit ta, ne quet dies,
Ne quet red din beza biquen.
Ar guer-ſe a baneſæien
A ſo deuet eus a banæs
Ha rac-ſe ta e zeus ivez
Entrezo rapport mutuel
Ha relacion naturel.
C’houi eo ſur ar paneſæien,
Neus netra ouzoc’h da gompren.
Ergò, pa ho comparachàn
Oc’h panæs, evel ma er gràn

Emeus ræſon vad de ober.
Ahàn ! bleo brun, ahàn ! couer,
Ac’hanta ? Nequet evelſe
E digaſçz an dud d’an ere ?
Nequet evelſe eo deſqui
Penaos e rancquer ræſoni ?
Mæs ne avançzomp quet netra
Nemet ſur e vemp da guenta ;
Na quen neubeut e rea Morin.
Mæs petra dâl dezàn erfin ?
Chetu-en maro gouſcoude
Ha requieſcat in pace.
Evit quement-ſe, credit din,
N’oa quet poaſet e plaçz ar guign ;
Mar dougue ato boutou prenn,
N’oa quet dre orgouill, certen.
Rac, evit preuv a guement-ſe,
E dad-caër a ïoa quere.
Evel ma ſave e mouez
Er gouſperou en ho touez
Ne velgeac’h partout nemet chaſçz
Haï, haï, o tiſcampi er meas.
Ha panefe aon da ober
Un tam dismegançz de vam guer,
Deiz ha noz e creten facil
E vige map un digentil.

Diana, ſoupçoni ſo dleët
Oa gant e vaguerez chenchet,
Pa zoa ganet evit ober
Traou quer burzudus ha quen caër
Pere ſo tout mercou patant
N’oa quet an den-ſe païſant ?
Netra certen ; ma vige ive ?
Me ïa da brouv deoc’h quement-ſe ;
Hac etre daou c’huezomp hor fri
Ma zaïmp neuſe dioc’h-tu ganti.
Chetu aſe ar poënt quenta.
Den a ell caout abec ennâ ?
Ne gredàn quet e ve ganet,
Hac er fond ive n’en deus quet.
Mæs abars commançz a nevez
En dra m’ameus amſer ivez
Me a ïa da vont da ſcriva
Un De profundis evintâ.
Ha c’hui ive, banden ezen,
Criit quen na faout’ho corzen,
Pa n’ouſoc’h ho De profundis :
Sant Morin, ora pro nobis.
Me ïa d’azeza em c’hador
Ha da vont var don an histor.


Eil Poënt.

Un dervez, n’eus quet pell a ſe,
Ar paot Mikeal mont d’ar chaſſe,
Fuſuil carguet, bandoulieren,
Poultr, bour, drage ha cartouchen.
P’edo e penn ar Valanoc,
Chetu Mikeal lamet e doc,
Avançz e benn azioc’h al lann
Da ſellet e touez ar balan.
Hac en guelet un anter gat
Etrezec ennàn o toſtad.
Pebez ſpectacl evit Morin !
Dac, dac, ha mont var benn ûr c’hlin,
An jou, feu, paòn hac e filat.
C’hui a gauſe, brava tam gât !
Quemeret e benn, en ſouden
Da lamat var e boutonen,
Dip, hac ûl lamm dreist ar c’haë
Mont da Vetris, crap en e ſaë,
Un dro var e ſeul, ha d’ar guæar ;
Ennez a guerſe, c’hui lavar !
E diouada hac e farda,
E brocha hac e ambrocha,
Trei’r bêr, ober tan dirazi
Hac e lacat da friſſoni.

Pa oa preſt, e oue ſervichet
Oc’h taol evit beza debret.
(Rac e poënt lein oa quement-ſe,
Ha n’oa tam en ty an deiz-ſe.)
Commançz a rer heb dale pell ;
Biſcoas ne velgeoc’h netra guell.
O ar madig ! ô ar cher vad !
O guella den ! ô guella gâd !
Matta regal ! matta bouet !
Perac ive na vige quet ?
Poazet oa croc’hen ha bleo.
O excellant Omnis homo !
Netra certen, n’oa quet e bar
Etre an eê hac an douar.
C’hoas en e lammou oa noploc’h,
Evel ma zàn da ziſques deoc’h
Rac Mikeal, va ſervicher mad,
Quer fidel dìn-me ha de dad,
En deus epad nombr blaveziou
Rentet dìn cals a ſervichou.
Goude tout, n’on quet eſtonet,
Rac, evel m’oc’heus tout guelet,
Pa vige tam er presbital
Vige roët lod da Vikeal
Pa vige bioc’h beſq pe daro,
Em ſicoure brao do goro

Ha ne ſerremp an duellen
Que na vouze ar variquèn.
En dra veze bara em zy,
Ne veze quet lent o tibri,
Ha pa veze en e dy-èn
Me veze quen ardis hac èn.
Mæs eus va zy-me gouſcoude
Peur-lieſſa eo e veve.
En ûr guer, guella ma c’hellen
Er beven hac er ſicouren ;
Tentet e vigeac’h da gridi
E vige ar map eus an ty.
Marteze e zoa, n’on dare,
Mæs netra ra deoc’h quement-ſe.
Diana, ſquiant en dëoa
Ha gouzout peur e impligea.
Eus ar penn pella am zerviche
A la pilpot guella ma c’helle,
Evel m’er prouvìn amàn deoc’h.
Chetu, aſen, ha te roï peoc’h ?
Nebaon, n’er grez quet da vanac’h.
Me c’havertiſſ-ta, mintouac’h !
Quea pa zuï da c’houlen da Baſq,
M’en assur dit, e teuï de glaſq.
Mæs nemet faë e ve ganez,
Sellaou an dra-màn, mar querez ;

Sellaou peguement a vancq dit
Na dout quet ûr paot intrepid.
Ur mintinvez pevar c’hure
A zeuas d’am guelet dre hûre,
Ha tout, evel p’am bige joa
Oc’h o c’haout em zy da leina :
« Penaos emàn an Autrou Cure ? —
» Gaillard ato, na c’hui ive ? —
» Evel ma velit, treud atao. —
» Azezit. — Nòn pas ; ped heur eo ? —
» Deg heur anter nevez sonet. —
» O peoc’h ! peoc’h ! emomp abred.
» N’ec’heus quet leïnet c’hoas, Cure ? —
» Ne m’eus quet c’hoas. — Mad, quent-a ſe
» Gra oza leïn, hac etre daou
» Deomp da velet ar jardrinou
» Ha da lavaret hor brevier. »
Ne ouïen petra da ober.
Nec’het oan, c’hui lavar nec’het,
Rac n’oa forz din pellec’h ſellet
Ne velen neb lec’h dre an ty
A diſterra tam da zibri.
Ha n’oa quet un diaouſtregues
Beza en ûr ſeurt tiegues ?
Na petra oa affær ar re-ſe
Dont d’am guelet me an deiz-ſe ?

Rac chetu, etre c’hui ha me,
Neat edo Julian gane.
Nequet m’am be c’hoant gouſcoude
E ve publiet quement-ſe ;
E ſecret el lavaràn deoc’h,
Do peza ſot, m’er fiſch ennoc’h.
Mæs p’oant deut, oant deut gouſcoude,
O lezel heb tam a ïoa ive,
Evel a ouzoc’h, difæçon,
Rac dare oant gant an naon.
Mæs pe ſeurt leïn da brepari
Pa na doa tam peſquet em zy ?
Rac me ameus ſonch mad bremàn,
Derc’hent ar ſûl oa’n dramàn
Pe derc’hent ûr gouel, marteſe ;
Mæs item, goude tout ive.
Hoguen, mar quirit, fors a ſo ?
Vigil a ïoa ſur deomp ato.
Ha Mikeal Morin o teuler
E zillad var bord ar rifvier.
Drap, chetu en èn ûl lam crenn
E creis an dour var e benn.
Ni ſonge tout e oa beuzet :
Mæs ſouci ! ſouci ! ne doa quet.
Da benn un neubeut e ſavas
Ha gantàn ûr picol peſq bras.

« Ac’hanta, emezàn deomp-ni,
» Tud ar roue muchapl int-y ? »
P’en doa neuët betec ar bord,
Teuleur ar peſq divar e dort.
Vantre-chien, brava aneval !
Aſſa ! na brava penn chatal !
E c’hinou quen digor gantàn
Ma cuſſe tout ho penn ennàn.
Ennez a ïoa ſur, pa gomſot !
Peoc’h a vezo, Biel Vergot ?
Braſſoc’h e cals da c’hinou-te
Evit n’oa guinou ar peſq-ſe
Ha te ïoa capabl da ſouten
E veriou da ûr ſeurt den ?
Ya, ya, faſſou tartes,
Ennes oa quilloc ar barres.
Ar c’heas, Doue’r pardono,
Brava taol a dennas eno !
Neuſe e tronçzas e vanchou
Hac eus e abit ar bordou,
E gontel a zic’hodellas,
Tuf, tuf, ha goude el lemmas
Gric, gric, gric, gric, gric, gric,
Hac e lammas var ar peſquic,
Me lavar var ar peſqueden,
E ziſtrippa propr ha quempen.

Ma regeomp gantàn ûr frico
A dalie c’huezec var an dro,
Gant ûr ſaos hac a ïoa quer brao greet
Ma lipgeomp oll hor biziet.
O guella peſq ! ô guella den !
Nan, nan, tra, ne ſquizin biquen
O publia partout dre’r vro
Oa Morin an Omnis homo.
Ur veich c’hoas, matta frigouſſen !
Morin, brava jubiloten !
Quen excellant oa preparet,
Me garje vigeac’h o velet
Ha pa n’ho pige anezi
An diſterra tam da zibri.
Evit guir, eus an touich guella
Oa great ar frigouſſen gantâ,
Hac evit mont var eün ganti,
N’oa quet, Jarnidiac’h-din !
Netra, n’oa quet ober goab oa,
Honnez a ïoa great hac a ïoa.
Pe-a-dra lavaret gueyer ?
N’eus marmiton na paſtezier
A oſſe guell un tam boëd,
Mintouac’h, ſouezet ouet.
Ha p’eus da gonta gouſcoude,
Pebez taol a reas èn neuſe !

Va bennos dide, Morin gueas !
Ya, evit guir, un den oas ;
Rac, evel m’er gouzout ive,
Edom coc’h qy panefe-te.
Mæs en deiz hirio petra dâl
E oll viraclou da Vikeal ?
Erfin tout, chetu en aſe ;
Bez’en e blaçz piou a garre ?
Foultr an hini n’en d’e nec’het,
Ha va unan ne garren quet,
Evit oll vadou ar bed-mâ
Pa c’hallen e reſſuſcita.
Bugale, ma na davit quet,
Mar c’hoarzit ato evel ronceet,
E ven ſot lavaret guer mui.
Gouſcoude evit oc’h inſtrui
Da ziouall piz oc’h ar maro
Eo e ſarmonàn deoc’h hirio.
Rac e peb oad, ouzoc’h ervad,
E rancquer, allas ! e c’hripat.
Morin a ïoa c’hoas yaouancq flam
P’en deus rancquet ober al lam,
Ya, e fleur e yaouancquis.
Tregont vloas nemert daouzec mis,
O conta biquen ha muiquen,
En devoa juſt ha netra quen.

Tao, lavrennec ; gant a ri,
Biquen an oad-ſe ne veli,
Crouguet out abars bloas amàn,
Ha ne quet eſton, a gredàn.
Lavaromp c’hoas pa zeus amſer,
Biquen ne vanco ar matier.
Un dervez, oc’h en em bourmen,
Evel dre ûr chançz, diarc’hen,
Ur pez ſoultr a flemmas ennâ
E ſantimant vad da laza.
Ac’hanta, ûr veich gouſcoude,
Petra ſongit var quement-ſe ?
Songeal a rit ſur, ha nequet ?
E oë toſt da veza lazet.
Tao, loue, ne quet a erruas,
Rac ar ſoultr eo a grevas.
Ha goude tout domaich vige ;
Pe-a-dra en emelle ?
Netra, n’oa quet afær ſoultret
Eya o loſt doc’h Morinet.
Biscoas ne reas falloc’h dervez
Abaoue m’edo e buez.
Mæs eveſſaït tout bremâ piz,
Erru ar c’hi var an tapis.
N’oa mar ebet Mikeal o vont
D’ober e gueſt da Guevragont ;

E biſtolen a ïoa gantâ
Carguet leun couch, na petra’ta ?
Pa edo e quènver an ty
Dilamet dez’ûr foultren qy,
Rampa, morgoae ! e creis an hent,
Quer ſonn e loſt, quel lem e zent !
Evel ma remercas Mikeal,
He bian ! commançz da arzal.
An autrou pini er gouele
A gri divar bord ar c’haë :
« Iſſ gantàn, dragòn, iſſ gantàn,
» Alòn, dragòn, pill varnezàn. »
An tam ar bleis a aneval
N’oa quet neuſe e gont farçzal.
Neus fors, Morin en deporte ;
Ar c’hi, ouaou, ouaou, a zirede.
« Deus amàn, tæ-tæ, deus amàn. »
Inutil eo parlant ountàn.
Morin tenna e biſtolen,
Ar c’hi dezàn en ûl lam crenn.
Morin : « do toul. » Ha ſqueï gantàn,
Ar c’hi, haï, hai, cripat ountàn
Da glaſq devori e viſaich ;
Morin, hep deport davantaich,
Dac, dac, banta e biſtolen,
Feu, paòn, ha va c’hi oc’h torguen ;

Ar c’hi neuſe en ûr grial
Da guichen e væſtr da yudal.
Ar goad a zifuſq eus e vin
Evel an dour eus ûr velin :
Rac Mikeal, pa loſque tennou
A viſe ato d’ar guinou.
Hac an autrou en em c’houeza,
Difen teſtou quer brao a tra,
Affær da Vorin adarre
Abalamour d’an tenn caër-ſe.
Galvet ar paot da dy’r ſican,
Morin en em gaout quer buan,
Lavaret evit e ræſon
D’ar brigadier eus al laëron
Penaos n’en doa quet gret eſpres.
Caër en doa ; juget oue’r proces
Da baëa ar c’hi eno preſt
Peautramant lezel e gueſt.
Daou articl goell fachus dezàn ;
Mæs, mordiac’h ! clévit anezàn :
« Cartouch, panefe va zenn
» En doa va debret hep holen. »
Hac ar Procurol eus al lez
A reſpont dezàn : « Ma carges
» E oas bet quit a guement-màn,
» Treï groſſ da biſtolen dezàn. »

« Ræſon oc’heus, e me Vorin,
» Hac [en] ober oa va deſſin,
» Ya ma carge qy’n autrou
» Treï e loſt el lec’h e c’hinou. »
Ma oue poezet ar ræſon-ſe
Dioc’h an eil tu hac iguile,
Cavet valabl, evel ûr chançz,
Revoquet dabord ar ſetançz,
Great ſouden cals formaliteou,
Great da Vorin ha d’an autrou
Mont quein oc’h quein var guement-ſe
Evel ar guæz a Sant Jaoue.
Hac en ſo marvail ? mad ha fall
Omp obliget d’en em ziouall
Ha da veva bete’r maro,
Mar guellomp, couſto pe gouſto
Jarnigoaë ! Morin, te ïoa den !
Ya, ya, foutrailleſen !
Me euteur mont evel ûr c’huil
Mar d’oa den er vro quen abil.
Brava acoliſt, ha nequet ?
An autrou a oue ſouezet,
Sant Jupiter ! c’hui a gauſe.
Neuſe rancquas dont d’an ere.
Evidoc’h-hu, bouc’het anat,
Ne dalit quet oll ûr c’horgnat.

Ma vigeac’h bet en affær-ſe
E rancgeac’h paea ar c’hi-ſe
Ric ha rac var hoc’h ivinou,
Rac ne ouzoc’h quet ar c’hoſiou.
Netra, dogan, reſpet din-me
Ha da Vikeal quercouls ive,
Un tam re vras e da c’hinou
Da denn er c’his-ſe da demprou.
Nep a barlant dirac Notær
A rancq beza divinouer,
Ha c’hoas aoualc’h d’ober gantâ,
Ha re mæmes, peur-lieſſa.
Mikeal er gre, guir eo certen,
Mæs Mikeal ive a ïoa den
Ha n’en doa quet aon rac e ſqueud
Na rac ar justiçz quen neubeut.
Ya, partout e livirìn
Heb biquen jamæs e ſquisìn
Oa Morin un den excellant
Dreiſt an oll generalamant.
Mæs n’eller quet e explica
Na renta ræſon anezâ,
Omnis homo, chet’eno tout
Ar pez a ſo en hor galloud.
Mæs allas ! Ar c’heas, maro eo,
N’er gouelìn mui, great eo e dro.

Netra, netra, n’er gouelìn mui :
Sic tranſit gloria mundi.
Mæs dre e accion divezâ
E zàn da ziſquez deoc’h bremâ
Hac e ners vras hac e gourraich,
Erfin e neubeut a attaich
Evit ar madou terrien.
Dec’h, dec’h e varvas, chriſtennien !
Dec’h da c’houec’h heur dious ar mintin
E loncas ûr chopinat guin,
E pignas hep ſqueul na netra
E beg ar vezen huella
Evit dineïza ar biguet :
Clauſtreou oa dezàn laqueet.
Cripat a eure ta hep ſqueul
Hac ar maro cris oc’h e heuil.
P’oa pignet tout betec ar beg
Hac erruet gant ar biguet,
E commançzas gant an dorn-ſe
Pe gant hini e fagode,
Gant an dorn-ſe pe gant hini
Er guelac’h o carilloni,
Gant an dorn-ſe, a lavaràn,
Pe gant hini heb eana
Ur veiçh ma vige commancet,
E pilge ûr c’hoat hed-a-hed,

Gant an dorn-ſe e commançzas
Da denn ar biguet er meas.
Ar biguet coz en dro dezàn
A grie grac, grac, varnezàn.
En a fiche al laboucet
Hac o deſtume er gaouet.
P’en doa gret tout nemert diſquen
E c’haſez var ûr scour vezen
Hac e cri gant un ton joayus :
« Sellit tout, gounezet emeus.
» Ur veich all laquit clauſtreou,
» Gueneme zaï ar gonidou.
» Me a yel ta, mic’hyeïen,
» Divar o couſt bremâ-ſouden… »
N’en doa quet peur-echuet e c’her
Na velgeomp e guillou en ear,
Diſcolpet crac ar ſcour gantâ
Dre e ners vras, na petra-ta ?
Cueza a reas a vrancq e vrancq,
Tout e torgeont, hini ne vancq,
Flao, flao, var ar pave e couez
A dronçz-targaſſ e touez ar guæz ;
Var choug e guil e c’heruas,
E galon a eſcarmouchas,
E gorf a dreus a oue brouſtet,
E goſtez a oue diſrompet,

E gof a antreas en e guein
Gant ar ſtronçz vras dioc’h ar vein.
Nòn pas guela evel loueou bloas
O velet ûr maleur quer bras !
Evit pris ûr chopinad guin
Out maro ta, va map Morin ?
A varc’had mad, piou n’er paëje ?
Da groc’hen hepquen en talie.
Salo e vige dit, paour queas,
Na pige guelet pig biſcoas.


FIN.