Mont d’an endalc’had

René Lambal

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Rene Lambal.

1890  (Levrenn I, p. 294-298)



RENÉ LAMBAL
(KENTA GWEZ)
____


   Rene Lambal a lavaré,
O clask he gezec, eur zul beure,
      Irei tra la, tra la la la !

   — Ma dousic coant, d’in-me lâret,
N’oc’h eus ket gwelet ma c’hezec ?
      Irei tra la, tra la la la !

   — C’hui na oc’h ket o kezeca,
C’hui ’zo en hent o verc’heta.


   Rene Lambal, p’hen eus clevet,
En-hi a vriad ’zo croget :

   — Paouezet, Rene, ouzin-me,
Pe me c’halvo tud ar c’hure,

   — Galvet cure, galvet person,
Eur plac’h coant garan em c’halon.

   — Ma lezit, Rene, d’vont a-c’hann,
Deut d’am goulenn digant ma mamm ;

   Ma lezit, Reno, d’vont d’ar gêr,
Ha deut-hu d’am goulenn, en-bêr.

   Ar verc’h iaouanc a lavare,
Er gêr, d’he mamm, pa arrue :

   — Mar deu Rene Lambal aman,
Ma mammic, ma nac’het out-han.

   — Tawet, ma merc’h, na oelet ket,
Me a disco d’ec’h eur secret ;

   Me a disco d’ec’h eur secret,
’Distago ouzoc’h ar baotred :

   P’efet da nea, goude coan,
Cassit ganec’h eur pech bihan ;

   Cassit ganec’h eur pech hihan,
Ha stignet-han en ho barlan.

   René Lambal a voujoure,
’N ti he vestrès pa arrue :

   — Demad ha joa hol, en ti-man,
Ha debret ez eo coan en-han ?

   — Ia-vad, René, debret ê coan,
Na tostaët da dal ann tan.

   — Me hec’h a d’azean aman,
Kichenn ma dous, ’zo o nean.

   En he c’hichenn p’eo azeet,
Ho dorn ’n he barlenn ’n eus laket ;

   Hen lacad he dorn ’n he barlan,
Ha distignan ar pech bihan.

   Hen ’c’h ober eur griadenn forz,
Hac o lampad crenn bars ar porz.


   P’ee René Lambal dre ar c’hoad,
A vije heuillet euz he voad ;

   P’ee René Lambal dre ann hent,
A vije heuillet penn-da-benn.

   René Lambal a lavare,
Er gêr, d’he vamm, pa arrue :

   — Grêt ma guele, ha gret-han ez,
Rac ma c’halon a zo diez ;

   Rac ma c’halon a zo diez,
Cregi ’ra kiès ma mestrès.

   — Meur a-wech ’m eus ho kelennet,
Ann tu a-dreon euz ar c’hezec ;

   Ann tu a-dreon euz ar c’hezec,
Ann tu a-raoc euz ar merc’hed !


Canet gant Mac’harit Fulup. — 1868.

______________