Penherès Salio
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Penherez Salio.
Ar benherezic Salio,
Brava penherès ’zo er vro,
Hac a sonje d’he mamm, he zad,
Ez oa ’n he guele, cousket mad ;
Hac e d-eûs treuzet ter rivier,
Evit monet da Draonmaner,
Da c’hoari ’nn dinso, ar c’harto,
Da divertissan ann aotro.
Pa oant scuiz gant ar c’hoari-ze,
Hec’h ejont ho daou ’n eur guele ;
Hec’h ejont ho daou ’n eur guele [1],
Ober eur mab, caer ’vel ann de.
Ar benherès a hirvoude,
Na gave den hi c’honsolje ;
Na gave den hi c’honsolje,
Met Traonmaner, henès a re :
— Tawet, penherès, n’oelet ket,
Me hoc’h eureujo, pa garfet ;
M’oc’h eureujo da Lafleuri,
Coanta mevel a zo em zi.
Na Lafleuri comerret han,
Ha pemp cant scoed ho pô gant-han,
Ya, pemp cant scoed, en arc’hant gwenn,
Ha kement-all en aour melenn.
Hac ann aotro a lavare
D’he vevel Lafleur, eun dez oe :
— Comer ’r benherès da bried,
Ha me roio did pemp cant scoed.
— Gwell’ eo ganen cuitad ma bro,
’Get eureuji serc’h ann aotro,
Ha mar rinkan cuitad ma bro,
Me rei d’ar plom ma valeo ;
Me rei d’ar plom ma valeo
En-dro da justaucor ann aotro.
P’am he toullet ma barriquenn,
’Vidon ma-hunan hi virjenn...
Canet gant Mac’harit Fulup.
en Plouaret. — 1868.
- ↑ Var : — Hec’h ejont ho daou ’n eur guele
Da formi eun ine da Doue ;
Da formi eun ine da Doue,
Pe eur c’havalier d’ar Roue.