Radic Saliou
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Radig Saliou.
Radic Saliou, ar plac’h coant,
Tralira, lira, lira, diraineu !
’Zo brodet he saë en arc’hant ;
He c’hanteleurio goarnisset en aour,
Tralira, lira, lira, diraineu !
Mès en he henor, hi zo paour ;
Rac pa sonch d’he mamm ha d’he zad
A ve ’n he guele, cousked mad,
Hi ’ve o treuzi ar riviero,
D’vont da Germaner, davèd ann aotro ;
D’vont da Germaner, davèd ann aotro,
Da c’hoari ann dinz hac ar c’harto.
Radic Saliou a lâre
Eun noz, en danso, ha neuze :
— Danset, emezhi, ’r pez a geret,
Rac evit me na dansin ket.
Radic Saliou a ouele.
Met ann aotro hi c’honsole :
— Tawet, Radic, na ouelet ket,
Me raïo ma veet dimezet ;
Me raïo ma veet dimezet
Da unan ma domestiqued.
— Mar em he unan a dud ho ti,
Me a rinco caout Lafleuri.
— Te, Lafleuri, a eureujo
Ma douz coant Radic Salio ;
Ma douz coant Radic Salio,
Cant scoed en arc’hant gwenn as bô.
— Ha p’am he cant all, en aour melenn,
N’aïo ket a gernio war ma fenn.
— Daouest did pe guitad ar vro,
Pe eureuji Radic Salio.
— Mar rinkan cuitaët ar vro,
Balamour da Radic Salio,
A rin d’ar plom ma teuint en-dro,
En Kermaner ha war he dro ;
En Kermaner ha war he dro,
Hac en-dro d’ho justaucor, aotro ;
Rac pa ve trempet ma scudellad,
Mar hi debran, hi c’havan mad ;
Mar n’hi c’havfenn mad, hi lezfenn,
Ha na forsan ’n ezhi war den.
Radic Saliou ’zo dimezet,
Ann aotro Kermaner hi d’eus bet.
Radic Saliou a lâre
Da Lafleuri, eno neuze :
— Me as laco mestr breman em zi,
Hac a roïo d’id eur veureri.