Ivonnaïc Ar Ged

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
1890  (Levrenn I, p. 282-286)



IVONNAÏC AR GED
____


I


   — Piou ê honnont ’zo vond gant ar ru,
Gant hee lêro zeï, he boto du ?
   Ladirou ladira tra la la ! (bis)

   — N’ê honnont Ivonnaïc ar Ged,
Perc’henn mado, perc’henn gened ;


   Perc’henn mado, perc’henn gened,
Perc’henn da furnès na ê ket.

   Ann aotro ar C’homt a lâre
D’he bajic hihan, en de-se:

   — Me a garrie, ’vit pemp cant scoed,
Mond gant-hi eun noz da gousked.

   — Aotro, rot d’in ho pemp cant scoed,
Ha me ho lacaï da vonet ;

   Ha me ho lacaï da vonet,
El-lec’h unan, diou, mar caret.


II


   Ar pach hihan a vonjouré,
Bars ar mauer pa arrue :

   — Bonjour ha joa er maner-man,
Ivonnaïc pelec’h eman?

   Hac ar Ged coz a lavaras
D’ar pach bihan, ’vel m’hen clewas :

   — Eman duze, en traon ann ti,
Hoc’h ampezi hac o ferri ;

   Hoc’h ampezi hac o ferri,
Pachic bihan, it da vèd-hi.

   Ar pach hihan a lavare
D’Ivonnaïc, p’hi salude :

   — C’hoant hen eus ann aotro ’r baron
Teufeac’h hennoz da Voazhamon.

   — N’in ket hennoz da Voazhamon,
Eman er gêr ma breur Guyon ;

   Mar gouvezfe hech afenn di,
E vreofe d’in ma izili ;

   E vreofe d’in ma izili,
Me a ielo kenta c’hallin.


III


   Ivonnaïc a vonjourè,
En Goazhamon pa arrue :

   — Reït d’in scabel da azean,
Serviedenn d’em dic’houezan ;

   Serviedenn d’em dic’houezan,
Mar ben-me merc’h-caer en ti-man.

   Mamm ann aotro a lavaras
D’Ivonnaïc, pa hi c’hlewas :

   — Merc’h-caer ama na vefet ket,
Mot da c’hortos well’ da donet ;

   Met merc’h ar c’homt a Lanhuon,
Honnès a vô aman itron.


IV


   Pa oa bet tri miz bars ann ti,
Commanz Ivonnaïc pommeï.

   Aotro Goazhamon a lâre
D’ivonnaïc, eun dez a oe:

   — Parti, Ivonnaïc, pa gari,
N’ioullan ket a verc’hed em zi ;

   N’ioullan ket a verc’hed em zi,
Na pa deu d’ezhe pommeï.


Canet gant Mari-Jeanne An Thao, euz a Donquédec, 1873.


______________