Mont d’an endalc’had

Reglamant a vuez evit an deiz hac an oll amser

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 24-29)


CANTIC VAR UR REGLAMANT A VUEZ,

Pehini a so convenapl da peb seurt tud, particulieramant d’ar gommun, evit perseveri da veva en doujanç Doue hag en he garantez. Var ton : Mar credit, christen, grid evid mad.

reglamant evit an deiz

EVit beza en graç Doue bepret,
Eo necesser cundui ur vuez reglet ;
Oc’h implija erfat an oll amser ;
Chetu amâ ar fæçon d’he ober.
Boasit bemdez da sevel mintin-mad,
O vont abret da gousquet diouz ho stad :
Mintin c’houlou d’am c’hlasq nep a savo ,
Eme Zoue, a dra sur am c’havo.
Sonjit en Doue quenta ma tihunit,
Hac ho calon dezan neuse offrit ;
Grit sin ar groas gant an dour benniguet,
Ha sivit pront heb diegui ebet.
Quemerit pres ha modest ho tillad ,
O lavaret un oræson bennac,
Evel ma ve gourc’hemennou Doue,
De profundis ac ar Miserere.
Goude dirac imaj ar crucifi
Hac an imaj eus ar Verc’hes Vari,
En em liquit devot voar ho taoulin
Evit ober ar beden diouz vintin.
Adorit Doue ha trugarecaït-he,
Ha goulennit pardon outan ive ;
Offrit deza ho terves het-a-het,
Ha pedit-he d’hoc’h assista bepret.
Ar pemp gouli ha c’hoas ar seiz gleze
A ve mad deoc’h da saludi neuse,
O lavaret seiz gueich ar Gloria
Gant seiz Pater hac Ave, Maria.
Erfin Credo, Confiteor, Angelus,

Ha mar guillit, litaniou Jesus
A liverrot, ha pedit ar Verc’hes
Hac an oll sent d’ho sicour assambles.
Un dra bennac a veditation
A reot ive diouz ho tevotion,
Hac e pocot a galon aviziou
Da dreit Jesus, d’he groas, d’he c’houliou.
Ma n’ho pe spaç da chôm da vedita,
Sonjit lies en deiz da viana
En ur myster a bassion Jesus
Hac er glac’har eus he Vam druezus.
It, mar guillit, bemdez d’an Oferen,
Ma contantot an Autrou souveren,
Ha communiit spirituellamant
O tesirout receo ar sacramant.
It goude-se d’an occupation,
Ma’z ouc’h galvet diouz ho condition ;
Na chomit quet da laeres an amser,
Ha grit pep tra er guel eus hor Salver
Pa gommançot un dra a gonsecanç
E c’houlennot ouz Doue he assistanç ;
Oc’h he ec’hui, graçou dezâ rentit.
Hac ar fautou grêt ennâ regretit.
Sonjit en Doue alies var an deiz,
Oc’h he gridi presant gant ur guir feiz,
Hac avisiou galvit-en d’ho sicour,
Oc’h offr dezâ ho poan ac ho labour.
Ma c’hoarvez d’hoc’h beza controliet,
Beza afilijet, tentet, injuriet,
Ho pet recours dezâ neuse-souden,
Fizit ennâ, pedet-en d’hon [sic] souten.
Mar desirit ober ur profit bras,
Vardro creis deiz, quent ma’z eot d’ho repas,
Exarninit ha c’houi a ve couezet
Hed ar mintin en faut notabl ebet.
Mar beac’h couezet, e c’haulennot [sic] pardon,
Digant Doue eus a greis ho calon,
O proposi da laquat guel evez

Ouz ho tefaut er rest eus an devez.
Ha quelliez ma teuô ho consianç
Da rebeich d’oc’h ho pe grêt nep offanç
Grit prest un act a vir gontrition,
Ha tec’hit pell dious an occasion.
Abars dibri, ar Benedicite
A leverrot, hac Agimus goude ;
Na zibri quet etre ho repasiou,
Ma na vez ret he ober avisiou.
Ho repasiou offrit da Zoue an tad
En union d’ar re en deus grêt he Vap
Quement hi gant moderation,
Hep contanti hoc’h inclination.
Teir guech an deiz, devota ma ellot,
An Angelus d’ar Verc’hes a offrot :
Ho pet dezi ur guir devotion,
Ha pedit-hi en pep occasion.
Da nebeuta diouz nôz ha diouz vintin,
Da sant Joseph pried ar Vam divin,
Ha d’hoc’h Æl-mad, ha d’ho paëron santel,
Ho pezo c’hoas devotion fidel.
Pedit bemdez evit an anaon,
It d’an offern en ho intention ;
Pa leverrot graçou goude ho coan,
Pedit Doue d’ho lamel eus a boan.
Hep faot ebet, quent ma’z eot da repos,
Grit a galon ar beden diouz an nôz ;
Guelit penaus hoc’h eus Doue offancet
Epad an deiz, o caout ur guir regret.
Ar Confiteor, litanio’r Verc’hes,
Ha chapelet eus a bemp dijenes ;
Angele Dei hac un De profundis
A leverrot ha quement so requis.
En em liquit er stat ma tesirac’h,
Beza cafet en nôz-se ma varfac’h,
O supposi, en ho quele pa’z it,
Eo en ho pez memes e c’hourvezit.
Dour benniguet taulit dreist ho quele

Ha sin ar groas gantan grit goude-se,
Ha livirit ar Maria Mater
Na allo netra Satan en ho quever.
Ma na gousquit, sonjit er bassion,
Pe livirit un dra a zevotion,
Pe gontemplit poaniou ar purcator
Ha re’n ifern gant spont na gant horror.
Ma rencac’h chom ato en ho quele,
Sonjit pe seurt enouamant ho pe;
Hoguen penaus en ur guele a dân
Cbom da zevi hep james reposan ?
Evit cousquet etre divrec’h Jesus
Leverrot neuse an In manus,
Pehini oue an diveza peden
A reas Jesus er groas abars tremen.




reglamant a vuez evit ar sizun, ar mis.
Ar bloaz hac an oll amser : var ar memes ton.

GRit bep sizun œuvrou a trugarez,
Mén devezo Doue ouzoc’h truez,
Ha sicourit abalamour deza
En peb izom, mar guillit, ho nessa.
Da zeiz ar varne devo gant Jesus
Ar c’houvi-ma nep so trugarezos :
Deut guenê-me, tud benniguet d’am Zad,
D’ar barados evit hoc’h œuvrou mad.
D’an dud ingrat ec’h adresso neuse
Ur setanç trist ar barner terrubl-se ;
En em gacit diouzin, tud milliguet,
Hac it en tân d’an diaoul preparet.
Da justiç Doue evit satisfia
E tleit bemdes en em vonifia,
Ispicial er guelet, er c’hlevet,
En teod, er gout hac ivez er c’housquet.
Da viana bep sizun e ve mad
E praticac’h ur binijen bennac,

Evel o iun ar sadorn pe’r guener,
Da enori passion hor Salver.
En breuriez ar sacramant e ve
Profitabl d’hoc’h en em lacat ive :
Rentit dezâ bisitou en ilis,
Hac assistit da iaou er sacrifiç.
En breuriez an Itron Varia
Eus a merci, ar c’harme, ar rosera,
En em liquit, ha da sadorn ouspen,
En gloar dezi, clevit en oferen.
Me a ve avis d’hoc’h c’hoas d’en em lacât
Er vreuriez santel eus an Æl-mad,
O rei dezan bep sizun ha bemdez,
Ur merq bennac eveus ho carantez.
Mar d’ê possubl, en hoc’h ilis bepret
Sul ha gouel bers it d’an oferen-bret,
D’ar gousperou ha d’an instruction,
Gant modesti ha gant devotion.
Hac en quen cas ma veac’h en ur goall stad
Grit neuse c’hoas ur gonfession vad,
Hep coll james ar fizianç en Doue,
Na quen nebeut he zoujanç couscoude.
Goude’r servij en em antretenot
En lecturiou ha cantico devot,
Ha canit-hi voar ho labour bemdes
Da veuli Doue, och imita an Elez.
Lies-a-veich, bep mis da viana,
It da gofes ha da gommunia ;
Ispicial pa vez induljançou,
Tostaït devot ous ar sacramanchou.
Mæs ret ê d’hoch choas ur c’honfessour mad,
Ha na zeut quet hep ræson d’he guitaat ;
Discleriit franc dezan ho consianç
Evel da Zoue gant feiz ha gant fizianç.
Grit ur revu bep bloaz, pe bep c’huec’h mis,
Na veac’h manquet o coles en nep guis;
Hac evit-se beza guell preparet,
It, mar guillit, da ober ur retret.

Neuse grit ferm ar resolution
Da drouc’ha crenn bep goall occasion,
Ha da drec’hi ho coall habitudou,
Evit pelloc’h pratica ar vertuziou.
Ha mar d’oc’h mestr pe vestres en ho ti,
Sellit ouspen ar voyen d’he regli,
Ma raï ho tud bemdez ar pedennou,
Nôz ha mintin, ha goude ar prejou.
Ma frecantint ar sacramanchon [sic] dîn,
Ma assistint en oll servij divin,
Er sarmoniou hac er catechismou,
Sul ha goêl-bers hep ober labourou.
Na list nicun anezo da vezvi,
Da zroucpresec, da douet, da vlasfemi,
Da henti’n danç, na d’ober gestou sot,
Rac evit ho da Zoue e respontot.
C’houi, bugale, ha c’houi servijerien,
Douguit resped d’ho tud hivisiquen ;
Sentit outho bepret en peb fæçon
Hervez Doue hac hervez ar ræson.
D’ar fin e reot ar resolution,
Hervez ho stad hac ho condition,
Da ramplissa ho carg hac ho tever
Gant ar sicour eus a c’hraç hor Salver.
Pa chomot clan, dreist peb seurt remejou,
Ho pet recours d’hoc’h oll sacramanchou,
Evit neuse, mar deu Doue d’ho quervel,
Ma viot prest ha contant da vervel.
Er fæçon-mâ mar reglit ho puez,
Doue ouzoc’h a sello a druez,
Hac a roï d’hoc’h ar peoc’h spirituel,
O c’hortos rei ar repos eternel.
Amen.

Quicumque hanc regulam secuti fuerint, pax super illos et misericordia. Ad Galat. I.