Mont d’an endalc’had

Pedennou diouz ar mintin, gant an Angelus

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 30-35)


----



PEDENNOU DIOUZ AR MINTIN.
————

GOude beza roet ho calon da Zoue pa zihunit, ha grêt sin ar groas gant dour benniguet pa sivit, evel ma viot en em visquet modest, roït un amser ræsonabl da ur beden humbl ha fervant. Ne ouzet quet sonjal hep spont peguen temerer ha peguen dall eo ar gristenien pere, o chom hep pidi Doue diouz ar mintin, en em expos da goueza er maleuriou hac e pec’hejou brassa, pe diouz re ne deus nemet he c’hraç a quement a ell ho freservi : an negliganç-mâ eo ar sourcen maleurus eus ar gorruption hac ar c’holl eus a un infinite a eneou, eme un autour spirituel. Un den pehini n’en em laca quet en poan da renta he hommaj d’he Grouer ha da gaout recours dezan en commançamant en deiz, ha n’en deveus-en quet a leac’h da c’hortos e vezo abandonnet gantâ en he sempladurez ? Pebes maleur brassoc’h eguet hennez ! Grit ato’ta an exerciç-mâ diouz vintin gant un devotion beo hac ardant.

Ar c’henta eus an oll exerciçou spirituel eo ar beden diouz vintin, pehini a dle servijout da breparation general evit tremen erfat an devez. An exerciç-mâ, eme sant Frances da Sales, pehini a dleit da ober abarz sortial eus ho ty, mar guillit, a dle beza grêt gant un devotion fervant, evit dre ar voyen-se ma tennot ar venediction a Zoue var hoc’h oll dervez. Ma n’ho pe quet aviziou a spaç da ober ar pedennou-mâ er guer abars sortial, ec’h allac’h ho ober en ilis. Ha memes a hed an hent, mar ho pe da vont en nep leac’h ; hac evelse n’hoc’h eus excus ebet na illit ober ho pedennou diouz vintin en ur fæçon bennac ; rac Doue a vezo contant pa ho pezo grêt ar pez a ellot. Mæs considerit ato abars commanç ho tevez, penaus ne d’ê roet d’hoc’h nemet evit labourat en ho silvidiguez, penaus e vezo martese an devez diveza eus ho puez, hac e viot surprenet gant ar maro ma na sonjit enni erfad ; ha rac-se sellit ar voyen da ober un dervez mad, o lacat evez na offançot Doue, o sevel alies ho calon varzu-ac-ennan, oc’h offr alies ho labour hac ho poan dezan, oc’h implija erfat hoc’h amser, hac oc’h ober muia hac a hellot a œuvrou-mad epad an deiz.


CANTIC VAR AN ACTOU

Eus ar beden diouz ar mintin, hac a ell servijout ivez evit ar beden diouz an nôs, oc’h ajouti ebarz an examen a gonsianç, pehini a aller da dremen diouz ar mintin. Var ton guers ar Barados, pe guers sant Caourintin.

In nomine Patris, et Filii, et Spiritûs Sancti. Amen.

TAd, Map ha Speret Santel,
Tri ferson en un Doue,
Me a gred enoc’h fidel,
M’hoc’h ador gant feiz gre ;
C’houi eo va c’harantez,
Roït d’in ar perseveranç
D’ho servija bemdez.
[.............anç.] [1]

Actou a adoration, a feiz, a esperanç, a garantez en andret Doue, o c’houlen outan ur berseveranç d’he garet bepret.

C’houi ê hoc’h eus ma c’hrouet,
Conservet ha prenet,
Hac en Ilis recevet,
Pa’z oun bet badezet;
C’houi hoc’h eus d’in preparet
Un tensor a c’hraçou ,
Ha remed ouz peb pec’het
En ho sacramanchou.
Diguenec’h-hu, va Doue,
Eo e teu d’in peb mad,
M’em eus a greis va ene
C’hoant d’ho trugarecat,

Actou evit trugarecat Doue eus he oll mad oberou en hon andret, hac evit offr dezâ an anaoudeguez eus he c’hraçou, ar meritou infinit eus he Vap hor Salver.

 

Mæs pa n’allan he ober
James diouz ho merit,
Me offr d’hoc’h eus va Salver
Ar merit infinit.

Actou evit ansao hon ingrateri en andret Doue, hac evit goulen outan ar c’hraç da anaout ha da zetesti hor p-c’hejou.

E lec’h caout en hoc’h andret
Un aneoudeguez vad
Eus ho craçou recevet,
Oun bet un den ingrad;
Scleraït eta va speret,
Gant queuz ma enevin
An ofançou am eus grêt
D’ho majeste divin.

Examen a gonsianç var an offançou hon eus grêt da Zoue, quen dre gommission, quen dre omission ; hac a eller da dremen diouz ar mintin.

Petra am eus-me, va ene,
Sonjet pe lavaret,
Pe grêt enep va Doue
A dlien da garet ?
Ha petra am eus-me leset
A vad hep he ober,
Hervez m’az oan oblijet
E leac’h hac en amser ?

Actou a gontrition hac a zesir da chenj a vuez, o pidi hor Salver da gaout truez ouzomp en consideration he Vam ar Verc’hes, hac o proposi fermamant da guitaat an occasionou danjerus da bec’hi, o c’houlen carantez Doue hac oc’h en em soumeti d’he volontez divin.

Regret am eus em c’halon
D’ho peza offanset,
Va Doue, hep comparæson
Dîn da veza caret ;
Me fell d’in chenj a voez
Gant ho craç, va Salver ;
Sellit ouzin a druez
Er guel eus Mam guer.
Dindan he frotection
E proposan tec’het
Diouz peb goall occasion
Da goueza er pec’het ;
An tân eus ho carantez
Elumit em c’halon,
Hac hervez ho volontez
Disposit ac’hanon.

Actou evit nevezi

Me renonç d’an ærouant,
D’he bombou, d’he œuvrpu,

D’ar c’hic ha d’ar bed mech[ant] [2]
Evidoc’h, va Autrou ;
Hac a ofTr d’ho cloar divin
Atao quement a rin,
A livirin, a sonjin
Ha quement a souffrin.

ar bromessaou eus ho badiziant, hac evit offr hon oll gomportamant da Zoue ato.

Roït d’in an humilite
Hac ar batiantet,
An douçder ha chastete,
Ha disprijanç ar bed ;
Ha grit ma cresquin bemdez
Er vertuziou christen,
Dreist peb tra er garantez
D’ho caret da viquen.

Actou evit goulen ar vertuziou christen, hac ar c’hraç da grisqui enno, ispicial en carantez Doue.

Me recomtnand d’hoc’h ive
An Ilis hac ar pab,
Hor prelat hac hon roue,
Ma hor gouarnint erfad :
Va zud ha va mignonet,
Va mad-oberourien ,
An anaon vad tremenet
Hac an oll bec’herien.

Actou evit recommandi da Zoue an Ilis catholic, hon tad santel ar pab, hon prelat, hon roue, ha quement ma’z omp oblijet da bidi evit ho, quen beo quen maro.

Autrou Doue, va c’hrouer,
Va redamtor divin,
Grit trugarez em c’henver,
Ha selaouit ouzin ;
Guerc’hes Vari, mam Jesus,
Va Æl-mad, ma faëron,
Ha ma maërones eürus,
Pedit Doue evidon.
Jesus, Mari ha Joseph,
Ha Joachim, hac Anna,
Sant Mikel arc’hel, sant Ian,
Sant Per, santes Barba,
Sant Paoul ha Caourintin,
Oll sænt ha sænteset,
Ma sicourit m’erruin
Gueneoc’h en eurusdet. Amen

Actou evit pidi an Autrou Doue da glevet ouzomp ; hac ar Verc’hes, hon Æl-mad, hor paëron hac hor maërones eürus da intercedi evidomp, hac evit en em recommandi d’ar famill santel ha d’an oll sænt, ispicial d’ar re ma hon eus un devotion particulier dezo.

Varlerc’h an Actou-mâ e ve mad saludi ar pemp gouli eus hor Salver hac ar seiz cleze a gueuz eus ar Verc’hes, o lavaret en enor dezo assamblez seiz Pater, seiz Ave ha seiz Gloria Patri, pere a ell servijout er memes amser evit en em acquita en breuriez an Itron Varia Garmes hac ar Merci, pa en ur vreuriez-all bennac ma veac’h engajet enni, hac a c’houlenne an niver mâ eus ar seiz Pater hac Ave bemdez. Goude-se e leverrot ar Credo en brezonec, ar Confiteor, an Angelus Domini ha Litaniou Jesus, mar ho pe amser ; hac e finissot dre ar bedennic-mâ eus an Ilis.

DOminus nos benedicat, et ab omni malo defendat, et ad vitam perducat æternam.

Et fidelium animæ misericordiam requiescant pace.

Amen.

AN Autrou Doue r’hor bennigo
Ha diouz peb drouc r’bon difenno,
Ha dre voyen ur vuez santel
R’hor c’hasso d’ar vuez eternel.
Ra reposo en peoc’h ive,
Dre an drugarez Zoue,
Eneou ar re ho deus bevet
Gant fidelite en he andret.
Evellen bezet grét.


CANTIC VAR AN ANGELUS DOMINI.

En enor d’ar Verc’hes sacr. Var an ton gallec : Vous brillez seule en ces retraites ; och asten un nebeudic an ton er rouden diveza eus a bep coupl.

Angelus Domini nuntiavit, etc.

DIsquen a reas Arc’hel an Autrou
Bete Mari ur Verc’hes pur meurbet,
Oc’h annonç dezi ar c’helaou
E vize Mam, e vize Mam da Redamtor ar bed.

Eccè ancilla Domini, etc.

Mari a respontas gant douçder,
Da Zoue oun servijeres indin ;

Ra vezo grêt em c’henver
Hervez m’oc’h eus (bis) annoncet bremâ d’in.

Et Verbum caro factum est, etc.

En instant dre ar Speret Santel
E concevas ar Verc’hes benniguet,
Ha grêt bet den ar Verb eternel ;
Etouez an dud (bis) en deveus bet bevet.

Ora pro nobis, sancta Dei Genitrix, etc.

Santes Mari, guir Vam da Zoue
Intercedit evidomp, ni ho ped,
Ma hon rento dîn eus he vajeste,
Eus ar graçou(bis) en deveus prometet.

Oremus gratiam tuam, etc.

Va Doue, couls ha m’hon eus desquet
Eus ho Map quer an incarnation
Gant an Æl en deus hi annoncet,
Roït d’omp dreizi (bis) ho penediction.

Per passionem ejus, etc.

Grit d’omp ar c’hraç t dre he bassion
Ha dre he groas, da veza cunduet
D’ar gloar eus ar resurrection,
Evit ganta (bis) ma vezimp curunet.

Per eumdem Christum, etc.

Ni er goulen, o Tad eternel !
Dre ar memes Jesus hon Autrou-ni,
Gueneoc’h ha gant ar Speret Santel,
Un Doue epquen (bis) da james enori.
Evellen bezet grét.

abreje eus a lezen doue.

Caret a reot an Autrou ho Toue eus hoc’h oll galon, eus hoc’h oll ene, eus hoc’h oll speret hac eus hoc’h nerz. Hema eo ar brassa hac ar c’henta gourc’hemen ; beza ez eus un all henval ouz ar c’henta-mâ ; chetu en amâ : Caret a reot ho nessa eveldoc’h hoc’h-unan. An oll lezen hac an oll brofedet a so comprenet en daou gourc’hemen-mâ, eme hor Salver ; nep ho mir, a vir an oll gourc’hemennou.

  1. Mankout a ra ur werzenn er poz-mañ.
  2. Diwar embannadurioù all.