Mont d’an endalc’had

Un abreje eus an doctrin christen

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 19-23)



CANTIC PEHINI A GOMPREN

Un abreje eus ar feiz catholic hac eus an doctrin christen, hac a ve profitapl bras he gana, pe da viana he lavaret alies ha particulieramant en Oferen-Bred, endra vezer o cana ar Credo, evit crisqui er galon ar feiz, an esptranç, an doujanç hac ar garantez en andret Doue : Var ton, Selaouit piz guitibunan, pe var an ton gallec, Chretiens, si vous êtes prudents.

DOue en deveus hor c’hrouet
Evit he anaout, he garet,
Hac be servija er bet-mâ,
Da veza en eê eurus gantâ.

P’evit tra ezomp crouet gant Doue.

Evit caout an eurusdet-se
A bado un eternite ,
Teir vertuz principalamant
So necesser absolumant.

Petra so necesser principalamant evit caout an eurusdet eternel.

Ar re-mâ int, lequeomp ivez,
Feiz, esperanç ha carantez:

An teir vertus

theologal, pere so hanvet amâ.

Nep piou bennac n’ho exerç quet
N’ouffe biquen beza salvet.

Petra eo ar feiz ?

Dre’r feiz e credomp en Doue
Ha da guement en deus ive
Revelet d’an Ilis santel,
A so hor mam spirituel.

Petra eo an esperanç ?

Gortos a reomp dre’n esperanç
D’hon œuvrou mad ar recomanç,
Ar vuez eternel dre vertu
Ar meritou eus a Jesus.

Petra eo ar garantez ?

Dre ar garantez da guenfa,
E queromp Doue dreist pep tra,
Hac abalamour da Zoue
Hon nessa eveldomp goude.

Ped Doue so, ha petra e Doue ?

Ne deus nemet un Doue epquen
So a viscoas da virviquen :
Ur speret pur, oll-galloudec,
En deus a netra grêt ar bed.

Pelec’h e ma Doue ?

Ne deus netra na oar.

Ne deus netra secret outan,
Tout ec’h ene, partout eman,
Bete’n distera sonjeson
A vel bars en fons hor c’halon.

Petra eo myster en Dreindet ?

Tri ferson a so en un Doue,
Galvet an Dreindet sacr ive,
An Tad, arMap,ar Speret Glan,
Hac a so Doue peb-unan.

Penaus e teu an Tad eternel da anjandri he Vap, ha penaus e teu an Tad hag ar Map da brodui ar Speret Santel a bep eternite ?

Ar c’henta so hanvet an Tad,
Rac ma teu d’anjandri ar Map
Dre voyen an entandamant
Oc’h en em anaout excellant.
Dre hent ar volontez ive
An eil o caret eguile
A brodu ar Speret Santel,
Hac ho zri ez int eiernel.

Ho zri ez int eternel hag egal en peb perfection an eil d’eguile.

N’ho deveus nemet un essanç,
Ur volonte, ur buissanç ;
N’ho deveus nemet ur furnez
Nemet ur memes volontez.

Ar Map evit hon redima,
So bet concevet er bet-mâ
Dre vertu ar Speret Santel,
Hervez ma coms an aviel.

Petra eo myster an incarnation ?

Ganet en ur c’hraou diabri
Gant he vam ar Verc’hes Vari,
Eo bet gouverset voar ar foen
Etre un ejen hag un asen.

Ar c’hinivelez sacr eus hor Salver, pehini so guir Doue ha guir den assambles.

Ouspen ma’z eo’ta guir Doue,
Eo assambles guir den ive ;
An hano en deus recevet
A Jesus-Christ Salver ar bet.

Galvet eo Jesus-Christ.

Cunduet en deus ur vuez
Leun a boan hac a baourentez,
O tisquez deomp eo dre boaniou
E rencomp antren en êvou.
Da ben a dri bloaz ha tregont
Gant ar Iudevien divergont
Ez oue teir heur staguet er groas,
O vervel en tourmanchou bras.

Pe seurt buez en deveus cunduet, ha pe seurt fin en deveus bet er bed-mâ.

He gorf sacr a oue sebeliet,
He ene diouz he gorf separet
So bet disquennet d’al limbou,
Evit dilivra an eneou.

Goude he varo e tisquennas el limbou da zilivra an eneou santel ac’hano.

D’an tri dez goude ma varvas,
Leun a c’hloar a ressuscitas ;
Hac en eê o veza pignet,
An tu deou d’hé Dad aseet.

He resurrection hac he asçansion en eê.

Dont a raï da varn ac’hano
Ar re veo hag ar re varo;
Ha pa sonno an trompillou ,
E savimp oll eus hor beziou.

Penaus e teui en fin ar bed d’hor barn, pa ressuscitomp oll.

Ar re fall da james a iel
Da lesqui er flammou cruel ;
Ar re vad a iel gant Jesus
Da veza da viquen eürus.

Arre vechant a veso barnet gantâ d’ar flammou eternel, hac ar re vad a gaço d’he varados.

Goude’z eus un Ilis santel
A so dre’r bed universel,

Petra eo an Ilis,

ha penaus ne deus nemet un Ilis ?

Hac a so galvet Catholic
Ha Romen hac Apostolic.

Hac emeas anezi ne deus quet a silvidiguez, ha na oufTe quet fazia.

N’eus nemet un Ilis guirion,
A so ar gongregation
Eus an oll gristenien fidel
Dindan Jesus hac he viquel.
Emeas anezi ne deus quet
A voyen da veza salvet ;
Ar Speret Santel he c’hundu
Rac-se ne fazi a nep tu.

En Ilis e ma communion ar sent.

Enni entresomp fidelet
Ez omp en ur c’horf unisset,
Gant ar sent ha gant an elez,
Ha gant an anaon vad ivez.

Petra eo communion ar sent ?

Dre vertu an union-man,
Oump participant peb-unan
En Œuvrou mad ha pedennou,
Pere a offromp d’hon Autrou.

En Ilis en deus leset hor Salver an tensor eus ar sacramanchou.

En Ilis mâ en deus leset
Jesus un tensor caer meurbet
Pini eo ar sacramanchou
A so leun eus he veritou.

Pe da dra e servij ar sacramanchou ?

Dreizo e ve ar c’hraç deomp roet,
Conservet enomp ha cresquet,
Ha dre’r pec’het mar he c’hollomp
Dreizo he recouvr a ellomp.

An ilis a so diviset en teir, ha pere int-hi ?

An Ilis a so diviset
En teir entrezo unisset,
Ha galvet Ilis militant,
Ilis souffrant ha triomfant.

Petra eo an Ilis militant ?

En Ilis militant e ma
An oll gristenien er bed-mâ,
O combati dindan ur penn
Ha dindan ur memes lesen.

Piou eo ar penn eus an Ilis, ha pe-

Daou benn a so, unan visibl,
Hac un all a so invisibl ;

An invisibl eo Map Doue,
Ar pap he viquel eguile.

naus ez eus daou benn ?

Rac-se n’ema quet en hent mad
Ar re so disent ouz ar pab,
Ha n’en heuliont quet en peb guis
Er pez a goncern an Ilis.

Ret eo senti ouz ar pab er pez a aparchant ous an Ilis.

Ilis souffrant ê an anaon
Dalc’het da baea er prison
Eus ar purgator ar boaniou
Restet da dlet d’ho fec’hejou.

Petra eo an Ilis souffrant ?

Suffrajou’n Ilis militant
A ell abreji ho zourmant,
Hac ho dilivra quent a se
Da gaout ar guel eus a Zoue.

Penaus e c’haller soulaji an anaon eus ar purcator ?

D’ar fin an Ilis triomfant
Eo ar re presantamant
O triomphi hac o repos
Er c’hloar eveus ar barados.
Honnes eo ar c’hloar infinit
A esperomp-ni da c’hounit,
O pidi Doue hac o senti
Outan hac ouz he Ilis hep-si.
Ar sent eus an eurusdet-se
A ell he frocuri deomp ive ;
Rac-se’ta e tleomp ho fidi
Evidomp da intercedi.

Petra eo an Ilis triomfant, ha penaus ez esperomp triomfi er c’hloar eus ar barados, o pidi Doue hac oc’h observi fidelamant he c’hourc’hemennou ha re an Ilis, hac o pidi ar sent da intercedi evidomp dirac he vajeste divin ?

Va Doue, houmâ ê va c’hreden
Quent renonç dezi e varfen :
Me a gred c’hoas quement a gred
Hoc’h Ilis gant ur feis barfet.

Fermete en ho c’hreden, ha cridi generalamant quement a gred an Ilis.

Guerc’hes Mañ, obtenit d’in
Ar c’hraç digant ho Map divin,
Da gridi ferm ha da ober
Quement so dlêt ha necesser.
Amen.

Peden d’ar Verc’hes evit ar sujet-mâ.