Reflexionou christen var revolution Franç/Rann10

Eus Wikimammenn


SEIZVET GUIRIONE

————

ENOR D’AR GÜIR DOUE.

————

Propitius sit nobis Deus : non est nobis utile relinquere legem et justitias Dei... ut eamus alterâ viâ. 1. Mach. 2.

————

Ordinal ar Francisien a voa bet reputet
Da gaout eur speret volach ; mes biqen ne gredjet
E vijent qen dirêson da choas evit mestrou
Qen alies a vandrin da revina o bro.

O Doue ! pez dallentez eo hini ar gommun !
Pe a goulz eus e unvre er güelin-me difun ?
Mont a rêr, a greiz olla, ha gratis d’ar gombat,
Hep gout dre urz pehini, evit piou, na perac.

En despit d’o zantimant e tougont an armou
Ha gouscoude, gant eur guir, o c’hasser d’ar maro
Evel ar griminalet, mouchet o daoulagad,
Pe evel tud counnaret, n’o deus mui a sans vad.


Tud dallet, tud variant, consultet a levri
Evit piou eo ret mervel, evit piou combatti ;
Goude ar poltret fidel a meus grêt deus a Franç
N’oc’h eus affer da zelaou nemet ho conscianç.

Ho Roue var an douar, hac o Toue en Eê
A outrajer dirazoc’h. Ret eo venji anê ;
Enor ho Religion, droajou ar gurunen,
Ho Toue hac ho Roue, n’oc’h eus qen da zifen.

Dindan domination muntrerien ho Roue,
Ne zeus hini ac’hanoc’h assur eus e vue,
Ha nebeutoc’h assuret da gonservi ho tra
Gant tud n’en dint revoltet nemet evit pilla.

Mes, hac o pe ar bed-màn da bartaji gante,
Petra’ zervicho dêc’h-u, mar collit hoc’h ene ?
Or, daonet sur e vezot, ma heuillit maximou
Ar bayanet zo bremàn o cundui ho prô.

Ar buissanç tamporel a ell, me a gonsant,
Pa vez fontet gant justiç, caout furmou differant ;
Mes doctrin an Aviel eo ar güella souten
Da bep seurt gouarnamant, memes Republiqen.

En risq eta da veza esclav d’ar Republiq,
Dalc’hit mad da viana d’an Ilis Catholiq.
Maleur dêc’h anes ounnes. Hac ar pez zo tristoc’h,
Qement a deuy ho coude a vo voas ac’hanoc’h.

Ar vugale maleurus a zo c’hoas da c’henel,
A grio venjanç varnoc’h gant daerou eternel,
Da veza serret outo dôr ar zilvidiguez,
En defot, bete’r maro, souten ar c’hristenies.


Ha pa ho pez mil buez, e tlefac’h o livra
Da zifen caus Jesus-Christ a varvas d’ho prena.
Sevel a ra bleo va fenn, pa sònjàn e veet
An diveza Christenien eus raç ar Vretonet.

O Doue oll buissant ! discarguit assambles
Varnomp, mar deo necesser, brezel, vocen, qernes ;
Hor c’horfou a amanto. Contantit ho justiç,
Mes list ganemp ho toujanç ha feiz ar guir Ilis.

Penos ! renonç a raer d’ar güir Religion,
Gant aoun eus eun dornad tud zo er Gonvantion !
Piou a ro dê an droat-se qen extraordinal
D’ho laqat-hu, va broïs, en renq loened brutal ?

Penos ! n’en d’eo an Drindet na gloar, na melodi,
Na Jesus adorator, na servicher Mari ?
Na den beo sacramantchou ? nac anaon soulajet ?
Daoni’n oll corf hac ene eta zo lavaret ?

Penos ! en guis d’an oc’hen pleguet dindan ar yeo,
Pe ar mul dindan e zam, nemet d’an tol ne gleo,
Ho quelan dija rentet ! ô pebes dismeganç
Da vugale an Ilis, da dud ganet en Franç !

Eul lachete qer coupabl a laqaï var ho cont
Maleur an amzer bresant hac an hini da zont.
An histor a rapporto, ha lec’h vo da gredi,
E voac’h eus ar Francisien hac ar fanq hac al li.

N’oun ped roue d’ho sicour a velàn zo armet,
Hac evel tud furius, siouas, e preferet
Mestroniach al laeron, eur Republiq payen
Da autorite ho prinç lejitim ha christen !


Sònjit ervad na istim tud ar Gonvantion
Evit netra exposi buez deg million ;
Bete ma vint en Paris, gant ar veren en dorn,
C’houi vo casset d’ar brezel d’en em laza en form.

Gounit qenta, coll goude ; caout a reot trec’h par ;
Goude qellies a bompad, qellies a victoar,
Rod ar fortun a droyo, hac e vezot goassa :
Briatta re assambles zo dies da starda.

Prosperite ar c’hrimou ne bad qet ordinal :
Goude m’ho po servichet da gastiza re-all,
Ar voalen a vo brizet gant Doue e-unan,
E vrec’h en em zizarmo hac ho tolo en tan.

Evel ar foeltr o coeza e lessot var ho lerc’h
An natur epouvantet, hac en douar ar c’herc’h,
Ho corfou hep sepultur, ho memor execret,
Hac ar bed oll en triomph d’ho cüelet perisset.

An nemorant ac’hanoc’h dirollet var al lan,
Hep eur goennec da anzav, ha marteze hep tam.
Chommet hep ti, na tôen, nemet gant eur bonet
Ha goezen al liberte ne vezot abritet.

Ho mestrou eus ho cüelet er pare diveza,
Eur môr daelou o redec, netra qen da billa,
Gant hoc’h aour hac hoc’h arc’hant a guemero an tec’h,
Hac ho lezo, va broïs, oc’h-unan dindan bec’h.

Cetu aze ar profit ho p’o bet o selaou
Cabitenet ar revolt ha doctoret ar gaou.
Promettet mad o devoa, qent ma vijent achu,
E vije Franç eur vêred hac ar vrô en ludu.


O Francisien afflijet ! ganet oc’h en heur fall,
Da derri ho planeden, qemerit eur rout all
Assuretoch d’hoc’h ene ; rac evit ho pue,
Chommit en tu ma qerret, risq zo en daou goste.

N’oc’h eus nemet eur voyen da ellout repari
Hoc’h avantajou collet : hep dale, m’ho suppli,
Antreit en ho tever, retornit da Zoue,
Hac implijit hoc’h armou en servich ho Roue.

Hac ho pe, en nep fêçon, grêt gaou, na prejudiç
D’an noblanç, en o madou, na d’an dud a Ilis,
An oll a vo pardonet, pa vo ar Roue Mest ;
Graç Doue hac an amzer a reparo ar rest.

Ar bed a zo gouiec n’oc’h eus roet na lec’h
Nac occasion d’ar revolt, hac e zeo’n despit dêc’h
Oc’h oblijet da varcha dre reqisition,
Ha da servicha control d’hoc’h inclination.

Biscoas güell deud d’an noblanç, fidelloc’h d’ar Roue,
Preciussoc’h d’an Ilis, ne voec’h en ho pue
Eguet bremàn, mar qirit distrei a greiz calon
D’ar gaus vad, ha dilezel parti an drahison.

Peguer citoyen benac e vec’h bet betec henn,
Ne güezo qet, m’en assur, eur vlêven deus ho penn ;
Contrel da gaout rebechou, ho po mil amitie,
Hac alafin mil bennos digant tud ho contre.

Massacri tud a eur vrô en em rent d’ar rêson,
Eo micher hugunodet zo er Gonvantion :
Ober vad ha pardoni eur bobl paour zo tromplet
Eo maxim an Aviel, dever ar Bourbonet.


Francisien, qerent, breudeur, ha christenien omp oll :
Güell eo distrei diveat eguet mont crenn da goll ;
Ha mervel evit mervel, mar deo necesser ze,
Gant guiton ar fleur-de-lis marvomp evit ar Fe.

Abaoue ma zeus ranqet caout recours d’an armou
Evit difen ar justiç ha poursiou ar c’hrimou,
Biscoas caus lejitimoc’h ne voa bet difennet,
Biscoas ne voe da venji qellies a dorfet.

Ha possubl ve, Bretonet, e velfac’h en ho pro
Renia ar gouir Doue, dispen e auteriou,
Egorji e vinistret, tana, pilla, violi,
Ha chom croasiet ho tivrac’h hep en em opposi ?

Piou a velo, hep murmur, spolia e zanve,
Anlevi e vugale, dibobli e gontre ?
Ar Roue assassinet, an Dauphin er prison,
A rêr dezàn e broces qent usach e rêson.

O Louis ! va frinç yaouanq ! an nopla crouadur
Eus a raç ar rouane ! pebes displijadur
A meus-me eus ho qüe1et er prison o voela,
Én renq ar griminalet ! A boan oc’h eus deg vla !

Ho tad paour hac o mam guer, ho moereb vertuzus,
Eo eus ho huanadou ar sujet lamantus ;
Collet o deus o buez, hac ho lezet minor :
Ar Brovidanç e-unan a vo ho curator.

Sec’hit ho taelou, va mestr, hac êchuit ho caon,
Ni varvo, pe hep dale, ho tyrantet d’an traon
A zervicho da scabel dêc’h da vont var ho tron,
Da laqat rën ar justiç hac ar religion.


Mes, petra a glêvàn-me ? Eur poeson lent ha yen
A red en ho coaziet hac a fix an termen
Eus ho puez innoçant ! Va dorn, arrêt amâ ;
An natur zo revoltet.... Achuomp da rima.

O Doue ! ne oun pelloc’h petra da reqeti,
Pe paciantet da zouffr, pe nerz d’en em venji ;
Gouscoude rêson, enor, justiç, ha conscianç,
Oll a eur voüez e criont ! Venjanç zo ret... Venjanç !

Ne gaffac’h qet eur famill var douar Breiz-Izel
Ne mâ en affliction. C’houi a goll ho puguel,
Me va zad, c’houi ho pried, hac eun all e vara ;
Pep-hini en e guever en deus calz da ouela.

En eur maleur qer commun e vije grêt goechal
Processionou publiq ha yuniou general ;
Güelet e vije bemdez ar bobl en ilisou
Prosternet bete’n douar ha beuzet en daelou.

Mes, n’o deus, ar Francisien, pelloc’h permission
D’en em gonsoli memes dre ar Religion.
Poent eo eta, va broïs, hac en tuont da goulz,
D’an oll redec d’an armou, pa n’o deus qen recours.

Mar boe biscoas eun dever d’ar bobl en em zevel,
Venjanç eta, Francisien ! poent eo en em disqüel ;
Pep christen a zo soudard, pa attaqer ar Fe,
Peb soudard a dle mervel da venji e Roue.

An oll zo interesset. Ar gaus a zo commun ;
Ne zeus mui da venaji na buez, na fortun ;
Ret eo en em disober, cousto dêc’h a gousto,
Eus adversourien Doue ha bourrevien ho prô.


Biqen, anes eur Roue, Franç na ve en repos ;
Anes ar Feiz Catholiq, birviqen barados.
Maleur eta d’an den lach a drahis e Roue ;
Brassoc’h maleur d’ar c’hristen a renonç d’e Zoue.

Ar môr a vo hep mare, hac an eol hep sclerder ;
Ar stered var an douar, hac ar pesqet en aer,
Qent ma chenchfen santimant nac a Religion :
Güir Catholiq em ene, Royalist em c’halon.

Beza zo c’hoas Bourbonet ; me vel unan anê
Instruet evel David dre an adversite ;
Religius eveltàn ; ne ouffen qet e nac’h
Evit hor prinç naturel. Vive Louis-Trivac’h !

Allòn, Bretonet vaillant, gant ar gocarden venn,
Hac armet a sin ar groas, paressit en dachen ;
E mâ eno ar victor pell zo deus ho qervel,
En eun dorn ar vas royal, en all an Aviel.

Gravit var ho quittonou Doue hac ar Roue,
Da ditrou qer precius conformit ho pue ;
Bevit en doujanç ar mestr, pa zifennit e gaus ;
Trist eo gounit ar victor ha coll ar Barados.

Er gombat, Doue memes, evit gloar e hano
A bresido e-unan. An hugunod d’e dro
A velfot leun a spouron o qemeret an tec’h,
Pe, ar remors er galon, ous em renta dêc’h.

Fin eur zoudard hugunod eo o zaonation ;
Mervel a ra renegat, qiriec a drahison ;
Mes c’houi memes, o coeza, a vo victorius,
Ho recompanç assuret, ho maro precius.


O Doue an armeou, hon Autrou souveren !
Hep asistanç pehini e combatter en væn,
Roit ho pennos d’hon armou, soutenit hoc’h Ilis,
Ha conservit var an tron heritour Sant Louis.

Grit santout ho puissanç da adversour ho cloar ;
Laqit-àn en ho presanç da fonta evel coar ;
Grit santout ho madelez d’ho pugale fidel ;
Roit ar peoc’h en hon amzer da Franç, da Vreiz-Izel.

O Douar a Vreiz-Izel ! ô brô qen desiret !
Portion qer precius ! dénved abandonet !
Avanç a ra va bloaziou, eur chanç mar ho qüelàn ;
Mes mervel a rin contant, m’am bez ar mennat-màn.

Franç a zo c’hoas Catholiq. An templou digoret,
Ar bobl a red d’ar pardon ; rentet ar Bastoret.
Ne glêver a bep costez nemet cantiq a joa,
An Te Deum Laudamus, vive, vive, le Roi !

Beniguet ra vo an heur m’am bo eur seurt qêlou :
Disposit, ô va Doue ! neuze eus va deiziou.
N’em bo qet hirroc’h beach da vont d’ar Barados,
Pe me yel dre Vreiz-Izel, pe me yel dre Vro Sauz.

————


Det nobis Deus jucunditatem cordis et fieri pacem in diebus nostris. Eccl. 50.

————