◄ Reflexionou christen var Revolution Franç | Abrege eus a grimou ar Revolution | Qenta guirione - Existanç Doue ► |
In terrâ polluerunt tabernaculum nominis tui.
Dixerunt in corde suo cognatio eorum simul : quiescere faciamus omnes dies festos Dei à terrâ. Psalm 73.
Qent blam nep particulier, en em gondaonomp oll,
Rac dibaud eo an hini n’en deffe grêt e roll
Da denna maleur e vrô : darn evit domina,
Darn all vit en em venji, darn all evit pilla.
Darn all, hac an darn-vuia, zo manqet d’o dever,
En defaut en em oppos en poent hac en amzer ;
N’o deus grêt nep resistanç, gant morhed, emeze,
Da goll buez ha madou, hac o c’holl gouscoude.
An dud mechant a zisqeuz, pa ve drouc da ober,
Art ha couraj an ifern, ha james ne veler
Da zifen ar virionez ar memes interest,
Nac ar memes union etouez an dud honest.
Nombr a re-mâ ordinal zo bian en peb brô ;
Mes en Franç, ispicial, eur pennad amzer zo,
Ne rêr nemeur a estim eus a lezen Doue :
Ar Feiz a ziminue visiblamant bemde.
Eur societe secret eus a dud dibreder,
Hanvet ar framaçonet, a zalc’he en peb qær
Assambleou danjerus, ha leun a brejudiç
Da droajou ar Rouane ha da re an Ilis.
En nôs en em dastument evel ar sorcerien,
Nebeut avoalc’h da guenta, mes bremâ o banden
A voa er rouantelez cresqet en eur fêçon,
Dibaud e voa ar c’hlubist na vije framaçon.
Re a speret zo noazus, pa ve goal implijet.
Pell zo ar scridou infam eus ar philosophet,
Oc’h attaqi an Ilis pe ar Gouarnamant,
A gontribue muioc’h c’hoas d’an debordamant.
Levriou qer pernicius a voa lennet partout
Gant mall ha gant plijadur ; d’an oll, hervez o gout,
E tebitent mâximou impi pe ridicul,
Hac hep sonj en em gavet a la fin incredul.
An darn-vuia an noblanç n’o devoa qen studi ;
Hac ar gommun ignorant, evit en instrui,
A glasqe tud a justiç, rag experimantet
En art da liva guevier ha da billa ar bed.
Da c’hounit al labourer, eo plantet en e benn
Na baeje deog, na cargou, na redevanç da zen :
Ne vanqe mui d’ar revolt nemet clêvet en templ
An intru eus e frezeg hac o rêi an exempl.
An Ilis a remercas ar bâr-mâ o tostât ;
Mes en oll parlamantchou ral voa ar magistrat
A roje dorn d’an Ilis ; an oll a voa gatet :
Ar gouli a voa daro, ar gôr a zo crevet.
Preparet voe o maleur d’ar bobl ha d’e Roue
Gant eur ministr heretiq, o fiout ennàn re,
A gonvocas d’ar stadou, nonpas evel güechal,
Tud-gentil, tud a enor, mes tud fêbl ha tud fall.
Clasq an tu da acqüitta dle ar rouantelez,
Sicour ar prinç da lacat ar bed oll en e êz,
N’o devoa qen qevredi, e gouieguez an dud ;
Var ar c’hrimou da ober e voat secret ha mud.
Teir assamble en Paris, an eil varlerc’h eben,
Dangerussoc’h d’ar c’hontre eguet an teir goalen,
Tud incapabl da c’houarn, mes habil da deceo,
Var digare reformi, o deus collet o brô.
Dispartial ar Roue diouc’h e sujedet vad,
Ar Pastor diouc’h e zénved, ar buguel diouc’h e dad,
An ezec’h diouc’h o graguez, ha Doue diouc’h an oll :
Dre eno, va broïs paour, int commancet d’ho coll.
Fouilla, confisca madou, lanterni o ferc’hen,
Spolia an dud-jentil, denonç ar vêleyen,
Disarmi an dud hônest, institui clubou ;
Ne veler, ne glêver qen decretet er stadou.
Qement a zisplich dezo, hep sujet na rêson,
A zo ractal cunduet d’an arrestation,
Pautr ha plac’h, nobl ha partabl, ar famillou a bez,
Ha pa vez leun ar prison, casset d’ar guigueres.
Gopret o deus canailles da veza fals-testou,
Da suscita ar revolt, da dâna noblançou,
Da billa, var digare eun accaparamant,
Magazin ar marc’hadour, grignel ar paysant.
Prodig a voad o breudeur, gant eun orgouill barbar
E tisclêryont ar brezel d’an ên ha d’an douar ;
Ha da c’hortos ar voyen, eo ganto dre avanç
Laqet dija ar famin en rouantelez Franç.
Qellies a antechrist int, siouas, me a gred,
Dislonqet gant an ifern da hasta fin ar bed,
D’er zamma a vlasfêmou, d’er golo a vizer,
Hac anfin da ranversi an tron hac an auter.
Prononcet eo an arrêt, formet eo ar c’homplot ;
Ret vo da Louis-C’hoezec pignat var ar chaffot ;
E grim eo e vadelez, e setanç ar maro ;
En tribunal ar bleizi an oan a berisso.
Me vel dija ar victim cunduet var ar plaç,
Divisq en corf e roched, e benn royal en noas,
Gant eur visach gracius hac a greiz e galon
E ro c’hoas d’e bobl ingrat mil benediction.
Son a rêr an tabourin, gant aon na ve clêvet
An adieu carantezus a ra d’e sujedet.
Savet eo an instrumant... ar razouer a goue :
E benn a ya d’an douar, hac e ene d’an eê.
Evelse-ta e trêter mab an Ducqes Anna !
Roue mad, mignon fidel, an den an honesta !
Biscoas e syn na roas da gondaoni den all,
Biscoas var maro hini ne synas qement all.
Trista fin, ô va Roue ! goude destum ar vrô
Evit goulen e avis ha selaou e c’hlêmou !
Gant güir dezir da renta justiç da bep-hini,
N’hoc’h eus evit recompanç nemet eur maro cri !
Deut arauc, tud aheurtet ; avancit, judevien,
Da velet c’hoas eun den just dirac e vourrevien,
Victim deus e vadelez, oc’h ober sacrifiç
Deus e vuez precius. Marvit... Adieu, Louis !!!...
Ne gredàn qet, va broïs, ho pije roet carg
Na mouez d’ho teputeet da laza ho monarq ;
Mes lach oc’h bet d’en difen : an oll, bras ha bian,
Me ho cüelo, bep dale, maleürus oc’h-unan.
Gant differi punissa revolteri tud fall,
Hoc’h eus collet ho puez, ha millionou re-all.
Re a zouçter alies zo goas eguet rigueur,
Hac eun tol autorite a arrêt mil maleur.
Goude eun torfet qer bras, a rest eus ar c’hrimou
A gommeter divorc’het. Mil ha mil a varvo
Dindan ar fals muntrerez : maleur da biou benac
A zo en Franç pinvidic, pe nobl, pe christen mad.
Pourmen a rêr dre’r c’hæriou instrumant ar maro,
Da dibenna’r Francisien. Gar d’an neb a garo.
En hano al liberte, dre oll en o forcer
Pe da vervel er brezel, pe da vervel er guær.
Crimou all zo da ober, ha da renta an oll
Effrontetoc’h da bec’hi, hardissoc’h d’en em goll,
E renonçont assambles, dre’r santimant public,
Da religion o zud côs, d’an Ilis catholiq.
Rac-se ouz ar vêleyen ema’r brassa furor ;
Ma na reont ar sermant, ha prelat ha pastor,
Oll e vint exterminet, ha mar prestont al le,
Int livret d’an disesper, d’ar vez, d’ar baourente.
Qement seurt calomniou a eller da sònjal,
Traou impossubl da gredi a glêver da damal
D’ar re santela memes deus an dud a Ilis,
Evit lacat ar gommun da gaout outo maliç.
Ar barossiou eur veach privet a vêleyen,
An Ilis a vo pillet, hac ar bobl n’o deo den
Capabl pelloc’h d’o c’helen, na da zisqeuz deze
Ar precipiç a valeur a gleuzer dindanne.
Cetu aze ar myster a glasqer da guzat :
Al le zo eun digare ; mes gout a rêr ervad
Pa na sònjer da ober nemet peb fallente,
Tud a Ilis en eur vrô a zo bepret a re.
Ar guær infam a Baris a ro dre gonsecant
Ar signal da arrêti en peb departamant
An oll glerge catholiq. Urz ar Gonvantion
Eo alumi’n o enep ar bersecution.
O Ministret an Ilis ! c’houi oll, pastoret mad,
Prest eo ar gurunennou ; digor eo ar gombat.
Qimiadit deus ho ténved hac antreit en liss :
Ho puez a c’houlenner bremâ en sacrifiç.
Qent affronti ar maro, servicherien fidel,
Heuillit d’abord gant prudanç lezen an Aviel.
Persecutet en eur plaç, clasqit eur refuch all :
Util ec’h ellit beza marteze en plaç all.
Mes pelec’h e yeot-hu arauc hoc’h adversour ?
Franç n’en deo carguet bremâ nemet a dud traitour.
Goerzet oc’h oll, dre avanç ; me vel trêgont diner
Offret d’ar c’henta Judas a laqai ho qemer.
Clasqit en tu ma qerot eur plaç a savete ;
Allas ! nemet er c’hoajou, etouez al loened goe
N’ho po pelloc’h qen repu ; ne gredfe den ebet
Rêi dêc’h eun nosvez memes eur c’horn deus e oalet.
Ret vo souffr an dienez, an naon hac ar sec’het,
Cousqet ermès alies. Mes en em remettet :
Jesus ne veve ive nemet dre aluzen,
Ha n’en devoa qet memes plaç da repos e benn.
Pebes bue, va Doue ! mes, ne bado qet pell :
Dre oll e voar o fouilla, impossubl eo tec’hel.
Êruout ra bêleyen a gargou d’ar prison ;
Staguet, treinet, insultet, hep nep compassion.
Goelet ho pije neuze pastoret venerabl,
Grizet gant ar binijen, errêt o daouarn sacr,
O renta d’an Aviel enor ha testeni ;
Gant joa int prest da vervel, e zêr d’o ezumi.
Nombr a zo a vourrevien. Calz a yêl d’ar maro,
Nonpas hini hac hini, mes a vandennadou ;
Bete seiz, eiz cant bêleg, en Paris, deiz a ve,
A vassacrer, balamour ma tifennont ar fe.
Ne zeus na form, na proces diarauc ar suppliç :
Peb bourreo en e guever a vassacr en e c’his.
Assommi, beuzi, tenna, o drailla a beziou,
Hac ar rest, sqüis o laza, exilet deus o brô.
Enor dêc’h, ô va c’hontre ! n’en doun pelloc’h qer trist ;
Pourvei a rit merzerien da Ilis Jesus-Christ.
Plijet gant Doue, outrajet dre guellies a grim,
Ho pardoni en faveur qellies a victim.
O merzerien jenerus ! ne voa qet dign ar bed
D’ho possedi davantach. Allas ! ni zo chommet
En draounien-mâ a c’hlac’har, ha ne ouzomp doare
P’eur deus prison ar c’horf-mâ en em velet pare.
Ma na ellomp, eveldoc’h, rêi da Zoue hor goad,
Ni en chencho en daerou, ha dre hon daoulagad
Evit hon merzerenti a garre en sqüilla
Hac appesi e goler dre al lom diveza.
O Religion santel a Jesus, va Doue !
O tron meurbed venerabl a Vourbon, va Roue !
Abaoue daouzec cant vloas ma voac’h ganemp o rën,
E rec’h consolation ha gloar ar Francisien.
Mes tremenet eo amzer ar peoc’h hac ar justiç.
Franç, va brô, n’en dout pelloc’h nemet repu ar viç ;
Lazet ec’h eus da Roue. Renonç a res d’ar fe :
Er bed oll e tetester da vaximou ha te.
A guichen ma sav an eol bete plaç e gousqet,
An hano sacr a Jesus a zo glorifiet.
Ne adorer qen Doue nemetàn en Europ :
Franç e-unan zo payan... Franç a zo hugunot.
En Franç eo bremâ eur c’hrim instrui ha prezeg,
Na receo nep sacramant deus a zorn eur bêleg :
Eureuji a rér hepqen gant eur municipal,
Evel ma tiseureujer, pa deu eur sorhen all.
Ne gredte den en public lavarat e Bater,
Nac ober sin ar c’hristen, pe en e zenoncer ;
Rac eur güir republican zo eun den possedet,
Coueza ra en e varriou, pa vel traou beniguet.
Drasta ra an ilizou, briza imachou’r zent,
Bete beyou’r re varo, oll e maint var e hent.
Eur c’hloc’h hepqen zo miret evit son an alarm.
O Doue ! rêson o deus : sonet-àn d’an daou lam.
Evit na vo mui memor deus ar bloa nac an de
Ma c’hanas pe ma varvas evidomp Mab Doue,
Eus grêt eur c’halandrier ne all den da entent,
N’en deus na mis, na sêson e hano diaguent.
Ar sul, ar gouël precius, qen ancien hac ar bed,
Gouël consacret ha berzet, memes gant an Drindet,
Zo substituei dezàn, evel d’an oll gouëliou,
Assambleou milliguet, hanvet an decadou.
Ar goulou hon egare en nos deus ar pec’het,
Ourgouill ar speret humen a zo diviniset ;
Templ ar Furnes eternel, an ty a orêson,
A zo, gant tud insanset, dediet d’ar Rêson !
Divar dron e garantez eo lancet Sent ar Zent
Gant dorn an Apostasi ; hac ar c’hlubou qerqent
O deus fixet en ilis o assignation.
O abomination an desolation !...
Mouguet e’r goulou el lamp, ha ranverset ar Groas
En ilis, er bêrejou, ha dre an hentchou bras ;
Abrojet e’n Aviel : ne vo prezeguet qen
Nemet doctrin Lucifer, hanvet Droajou an Den.
Da c’hortos rêi da gredi ne zeus Doue ebet,
O deus chenchet e hano, ha bremâ en gallec,
Hac er sans ma ententont eo anat ar blasfêm,
Lacat en plaç an Drindet ar guer a Etr-Suprêm.
Laqet eo var an trebe crim an idolatri ;
N’en deo pelloc’h ar C’hrouer a zo da adori ;
Mes sottizou ar Rêson, eur Vezen, eur Bonet,
Diviniteou femel, benfiou framaçonet.
Savet e’r yeot en hentchou, Sion a sqüil daelou ;
Ne deu den, eme’r Profet, d’ar solemniteou.
Allas ! deomp-ni eo goela : ar güir Doue en Franç
N’en deus pelloc’h sacrifiç, nac auter, nac ezanç.
Pardon, pardon, va Doue ! me a zoug em ene
Hoc’h imach, hac em c’halon eun templ d’ho Majeste.
Eno me rai dêc’h bemdez mil amand a enor,
Pa na gavàn d’o ober an ilisou digor.
Na gollit qet, m’ho suppli, etouez ar re vechant
Eun niver a Francisien, pere d’o badiziant
Ha da greden an Ilis a zo chommet fidel ;
Mes dindan poan ar maro, int forcet da devel.
Excusit-e, va Doue, mar reqetont ar fouldr
Da güeza visiblamant ha da laqat en poultr
An hugunodet impi. Allas ! ne ouzont qet
Pa ves brassa ho coler, na rit seblant abet.
D’o squientchou reprouvet, hac en o dallente,
Dre eur miracl a justiç e lest an dud fall-ze ;
Ha mar digor ho calon da rêi dê c’hoas support,
E vo ret eur miracl all deus ho misericord.
O Convantion milliguet ! ar vech-mâ, m’en assur,
Ne alles qet mont hirroc’h : barrec eo ar musur...
Gortos da bunition, ne c’heus qen da ober ;
Doue zo just. E receo a ri en bêr amzer.
Ar re zo c’hoas da c’henel o de’o poan o credi
Extravaganç da grimou ; mes, me ell assuri
Ha qemeret da destou an douar hac an êe
Ne meus qet c’hoas rapportet an drederen anê.
Gra entretant vanteson d’ar bobl frenesiet ;
Lavar ne zeus neb abus na c’heus-e reformet ;
Pa laqes an Aviel en renq an abusou,
Ganes ar vertu zo vis, ar virionez zo gaou.
Mes, el lec’h en em dale da ober ar recit
Deus qellies a dorfet, me ya bremâ dre scrit
Da lacat güirioneou ha rêsoniou patant
D’ho tenna, va broïs paour, diouch hoc’h egaramant.
Ret eo din, var bep gouli, applica ar remed,
Despeigni dêc’h ar monstrou gant pere oc’h tromplet,
Hac ar maleuriou nevez a dleit da c’hortos,
Ma n’ho pe qet a gourach avoalc’h d’en em oppos.
Qenta a meus-da ober eo ho tizabuzi
Diouz bavardach tud mechant, o deus grét, a sonj din,
Marc’hat gant an drouc-speret, ha pact da renia
An Aviel a gredas an oll bete vremâ.
Ne fell dê qen sclêrijen evit o chundui
Nemet hini ar Rêson. Deomp-ta de c’honsulti ;
Examinomp eur veach, hep ober dei affront,
Petra ’ lavar ar Rêson, ha pegueit ec’h ell mont.
Gentes, quæ legem non habent, naturaliter ea, quæ legis sunt, faciunt... Ipsi sibi sunt lex... Testimonium reddente illis conscientia ipsorum, et inter se invicem cogitationibus accusantibus, aut etiam defendentibus. Ad Rom. 2.