Prederiadennou a-zivout ar pez a zo araok
A ZO ARAOK
Er Stadou-Unanet hag e Brazil, en em gave an alamanegerien enbrôet er gwella plegennou evit mirout o yez, ha sevel gant an amzer brôadou alamanek nevez, pa oant deuet da ober o annez a-vagadou bras el lodennou didud pe peuz-didud eus ar vro (furoc’h war ar poent-se eget Iwerzoniz a oa aet d’en em dolpa er c’hêriou). Daoust da se, evel m’emaomp o paouez gwelout, e hañval ar milmiliadou-tud, anezo an advrôadennadou alamanek en Amerika, beza tonket da goll o yez ha da vont da saoznegerien er Stadou-Unanet ha da bortugalegerien e Brazil… nemet trôet e vefe penn d’ar vaz kent pell. Rak n’eo ket a-walc’h niver an enbroïdi ha dereadelez al lec’h evit suraat an difenn ha rei an trec’h. Evit dont da veza eun nerz, e tle an niver kaout simant an emskiant vrôadel, hag ouspenn-se, endevout framm, stern ha blenierez renkadou-tud diorrôet ha desket a-ratoz evit blenia, sternia ha framma. Anez-se, ne deus eus an niver, ne vern pegen bras e ve, nemet eur meneziad uloc’h a vezo skubet gant avel an darvoudou.
Eno emañ an dalc’h ! Anez beza renet, harpet, hag evel sternataet ha frammataet-start a-bep-tu gant tud all, ar bobl n’eo ket mat da stourm. A-walc’h he deus da ober gant gounit he bara. Kement-se a zo bet lavaret eur wech c’hoaz e brezoneg gant Tangi Malmanch, bez ’ ez eus bremañ tregont vloaz :
« Kredi a raer a-walc’h e Breiz e c’heller fiziout er bobl (me a fell d’in da lavarout er re vunut, er re diouiziek) evit difenn ar Yez. Hogen fazia a raer, n’em eus ket aon d’hen diskleria, ha pa rankfen beza lakaet kaner fall. Ar bobl ne ra forz ebet eus he giz-prezek. Her mirout a ra, moarvat, dre voaz ; n’hen difenno ket avat dre gefridi, pa ouezo eur c’hiz-all. Rak ar bobl ne oar ket petra eo ar superflu. Kement tra n’he deus ket ezomm anezi e lavar ez eo didalvez. Pa n’he devezo mui ezomm eus ar Brezoneg, e tilezo anezañ ».
En dilinennadou da heul, e tiskouez ar skrivagner ez eus e Breiz eleiz a dud hag o deus galloud war ar bobl dre o renk, o c’harg, o stad a vuhez, o deskadurez. Ar bobl, emezañ, a selaou ha (pez a zo muioc’h) a gred anezo. « Kement a reont, kement a leveront a gavont brao. Da skouer o c’hemeront. Ober evelto a glaskont ». Ar re-se eo ar Vrezoned desket. En o galloud emañ adsevel ha salvi ar Brezoneg [1].
Ya ! a lavaran-me d’am zro, gant ma vefe eus ar Vrezoned desket-se, ouspenn tud desket, tud a benn, a vennerez start ha diaes da ziskar, gant ma vefe anezo Brezoned emskiantek hag oberiant, saverien ha krouerien, lorc’h enno gant o Yez hag o Breizadelez. Keit ha ma vanko d’ar vrezonegerien amañ — ha da alamanegerien dremor — dibabou-tud desket kenyez d’ezo, e vano o yezou en argoll.
- ↑ Spered ar Vro, bloavez kenta, niverenn Ia, miz Eost 1903, pp. VII-VIII.