Mont d’an endalc’had

An ermaeziadegou peorien dizesk ha distur. Hini an Alamaned er Stadou-Unanet hag e Brazil

Eus Wikimammenn


XII. AN ERMAEZIADEGOU PEORIEN
DIZESK HA DISTUR
HINI AN ALAMANED ER
STADOU-UNANET HAG E BRAZIL


An Alamaned, kalz niverusoc’h er Stadou-Unanet eget Iwerzoniz [1], a zo manet fealoc’h d’o yez daoust d’o abafted ha d’o spered a veveliez. Diwar ar bloaz 1830, eo bet laosket da redek e-touez alamanegerien ar Stadou ar ger-gourc’hemenn-mañ deuet eus a dremor : Erhaltung des Deutschtum « Mirout an Alamanegez ! » Bez’ ez oa, kent Brezel 1914-1918, en tu-hont da zek milion hanter a alamanegerien bodet dreist-holl e Stadou an diabarz hanternozel : Pennsilvania, Ohio, Indiana, Illiniz, Michigan, Wiskonsin, Minnesota, Iowa, Missouri, Dakota, Nebraska [2]. An dek milion hanter-se a dud o komz alamaneg o doa e 1900 eur c’houec’h kant bennak a gelaouennou en o yez ha moulet evito er vro end-eeun ma vevent enni. Darn eus ar c’helaouennou-se (New-York Staatszeitung e New-York, Illinois Staatszeitung e Chikago, Westliche Post e Sant-Loeiz) a oa da lakaat e-touez brasa kelaouennou Norz-Amerika. Koulskoude, daoust d’o niver bras ha d’o c’helaouennou stank, alamanegerien ar Stadou-Unanet a ra d’o dinerza, e-keñver ar yez, ar gwanedigeziou end-eeun a vez o reuzia ouz Iwerzoniz ha Breiziz. Bez’ ez eus anezo, peurliesa, tud eus ar bobl, tud a renk izel, abaf da embreger [3], divarrek da stourm evit mirout o alamanegez, dic’houzvez eus an alamaneg unvan, o komz rannyezou alamanek ken disheñvel an eil diouz eben ma n’int ket barrek d’en em glevout kenetrezo. Ouspenn dizunvaniez ar yez, ez eus etrezo dizunvaniez a gredenn. Bez’ez eus katoliked en o zouez, hugunoded diwar veur a ranngredenn, ha tud digredenn. An holl sparlennou-se a laka eus an diaesa an unvaniez a vefe ret sevel kenetrezo evit mirout an alamanegez.

A-zivout an dizunvaniez a gredenn etre Alamaned ar Stadou-Unanet, n’eo ket didalvez evesaat kement-mañ : ar re aesa anezo da saoznekaat eo an alamanegerien gatolik, dre n’o deus ket a iliz d’ezo o-unan. Bodet ez int a-gevret gant Iwerzoniz, Poloniz, Italianed, Gallaoued, en eun ilizad nemetken, e dourn Iwerzoniz ar renerez anezi. Distera preder an Iliz-se eo poania da vevaat an alamaneg, pa ’z eo gwir e vefe kement-se harpa an dizunvaniezou en he diabarz ha mont a-enep d’he mad-hi. Er Stadou-Unanet muioc’h c’hoaz eget e lec’h-all, emañ spered etrevrôadel ar gatoligiez en e varr hag a-du gant an unyezega ar vro. Diskleriadur Leon XIIIvet, ma tlee beza er vro-se ar saozneg vez ar gatoliged, a zo bet kondaonidigez an alamaneg d’ar maro. An alamanegerien lutheriat, er c’hontrol, renet ha sternataet-start ma ’z int gant tud kenyez d’ezo, a zo anezo gwella kreñvlec’hiadou an alamanegez en Norz-Amerika. Rannet ez int e 65 urziad pe sened. Ar galloudeka eus ar senedou-se, an Deutsche evangelische-lutherische Synode von Missouri, Ohio, und anderen Staaten, a zo alamanek-rik. Bez’en deus 2000 pastor, 2500 kumuniez, hag e tegemer skodou a-berz 450000 kengredenneg. Derc’hel a ra 2000 skol darempredet gant 100000 bugel. Bez’en deus 9 c’hloerdi ha kelenndi, 19 klañvdi pe emzivadti, eun ti-moulerez bras e Sant-Loeiz, e-lec’h ma embann, en tu-hont d’eun niver bras a levriou hag a levriouigou-leda-kredenn en alamaneg, dek kelc’hgelaouenn sizuniek pe viziek, trizek kelaouenn pemdeziek pe sizuniek, holl skrivet en alamaneg [4].

An hevelep pennabegou a wanded a gaver gant an Alamaned aet stank da veva e Brazil. Tost da bevar c’hant mil a zo anezo, bodet dreist-holl e Stadou kreisteizel ar vro : Rio Grande do Sul ha Santa Katarina. Bez’ ez eus bet anezo, etre 1825 ha 1890, difraosterien an Urwald, an hen-goadou ec’hon a oa dindano kevrennou meneziek an diou Stad-se [5]. Bremañ e c’heller marc’hegez e-doug derveziou-pad e Rio Grande do Sul ha Santa Katarina hep kavout netra-all war an hent nemet atantou, kêriadennou ha bourc’hiou savet ha tudet gant Alamaned.

Savet ez eus bet evito, e kêriou ar vro, eun tregont bennak a gelaouennou en o yez. Ha koulskoude, diouz ma lavar an dud o deus o gweladennet ha studiet an doareou ganto, diaes-bras e vezo d’ezo mirout o yez. Portugaliz lezirek ha lez-ober ar Brazil a zo, gwir eo, evit an alamaneg hag an alamanegez, amezeien dizrastusoc’h eget Saozamerikaned oberiant ar Stadou-Unanet. Ne vern koulskoude pegen lezirek ha lez-ober e vent, ez eus ganto, en o daouarn, holl loc’hiou-levia ha gourc’hemenni ar vro, hag an daou greñva anezo : ar renerez politikel hag an deskadurez. E Brazil, gwasoc’h c’hoaz eget er Stadou-Unanet, amañ eus an Alamaned enbrôet tud dizesk ha digevret, koueriaded o komz meur a rannyez disheñvel, ha digas ouz kement tra er-maez eus al labour-douar hag ar maga-loened. N’o deus ket a vistri-skol vat evit deski d’ezo an alamaneg unvan, hag e tioueront ouspenn blenierien, tud a benn hag a zeskadurez evit o c’hevredadi hag o heñcha e sell d’ar yez ha d’ar vrôadelez, evit o zomma e pep giz ouz an alamaneg hag an alamanegez. Damgasaet ha disprizet ez int ouspenn, o veza ma ’z int Germaned, gant Braziliz, lorc’h enno leiz o c’hroc’hen gant o latinegez [6].

  1. Bez’ e lakaer etre eitek milion ha pemp milion war-nugent niver an Amerikaned diskennet eus an Alamaned enbroet er Stadou-Unanet abaoe 1885. E. Tonnelat, L’expansion allemande hors d’Europe, p. 11, notenn 1.
  2. En enep d’ar pez o deus graet Iwerzoniz, an darn-vuia eus an Alamaned enbrôet er Stadou-Unanet a zo aet da veva war ar maez. Nemet abaoe m’emañ bet o stankaat al labouradegou er vro (da lavarout eo abaoe hanterenn diweza an XIXvet kantved), hoalet eo bet eur c’halz anezo gant ar c’hêriou bras. Ar pep muiia koulskoude o deus dalc’het da veva war ar ploue.
  3. Ha laket abafetoc’h c’hoaz dre ma ’z int damzisprizet gant ar Saozamerikaned a sell anezo evel eur siseurd a zanvez-poblañs, en o c’hreiz elfenn ebet a nerz-emreiza.
  4. E. Tonnelat, L’expansion allemande hors d’Europe : Etats-Unis, Brésil, Chantoung, Afrique du Sud, 1908, pp. 52-0.
  5. Evel-se en Norz-Amerika, etre 1685 ha 1766, e oa bet difraostet gant kenyezerien d’ezo koadou bras milvloaziek Pennsilvania.
  6. Da c’houzout hiroc’h, lenn e levr Tonnelat, l’expansion allemande hors d’Europe, ar pennad diwar-benn an advrôadennadou (trevadennadou) Alamaned e Brazil, pp. 91-154. Hag e levr Per Denis. Le Brésil au XXe siècle, pevare mouladur, 1911, ar pajennadou 232-52.