Mont d’an endalc’had

Ar Vulgared e Makedonia-Uhela hag e Thrakia, e dibenn an XVIII-vet kantved hag e-doug an XIX-vet

Eus Wikimammenn


XIV. AR VULGARED
E MAKEDONIA-UHELA HAG E THRAKIA
E DIBENN AN XVIIIvet KANTVED
HAG E-DOUG AN XIXvet


Ret eo da blegennou eus an dibaota kendegouezout evit ma virfe tud eus ar bobl o yez a-dreuz kantvedou dindan renerien arallyezek. Slaved ar Balkaniou n’o deus ket dizesket o yezou ha d’ezo beza bet o veva e-pad pevar c’hantved sujet d’an Durked. Nemet ar rouantelez savet gant an Durked a c’hiz koz a oa rouantelez al lez-ober pez a c’halle beza. Gant ma vije paeet an truajou, n’oa ket an Durked a wechall e chal a dra-all ebet. Ne vije ket deuet d’ezo war o spered sevel skoliou evit klask trei bugale ar slavegerien war an turkeg. Beva a raent hag e lezent ar re-all da veva.

Dindan o beli, n’o deus ket Slaved ar Balkaniou miret hepken o yezou, o astenn o deus graet dre c’hounit d’ezo tachennou nevez. Thrakia, ha, dreist-holl, Makedonia-Uhela, bet hanter-ziboblet gant ar brezeliou o doa graet o reuz er broiou-se eus an Xvet d’ar XVvet kantved [1], a zo bet adtudet evel-se gant Bulgared eus ar bobl [2], galvet gant perc’henned-douar pinvidik ar vro, Gresianed ha Turked, evit labourat war o douarou manet fraost dre ziouer a dud.

Da genta, etro dibenn an XVIIIvet kantved, e teue ar Vulgared evel gopreosterien nemetken. A-benn eur pennad, koulskoude, e tegasjont o gwragez hag o bugale, hag en em ziazeza da vat er vro dre sevel enni kêriadennou. Eur wech gwriziennet ar Vulgared evel-se, e stagas o ferziou-mat da c’hoari kaer ha da rei d’ezo al lañs war ar gouennou-all. Ar Vulgared n’oant ket hepken gounideien-douar ha liorzerien vat, aketus d’al labour, sentus-kenañ ouz o mistri, hag ouz o servija evit goprou dister. Trôet e oant war an espern, ha n’o doa ken mennad nemet prena douarou a-benn gallout labourat war o zra. Taget a zle e oa, a-hend-all, an darn-vuia eus perc’henned an domaniou bras ma labourent warno. Aes a-walc’h e voe gant-se d’ar Vulgared enbrôet prena tamm-ha-tamm an douarou bet gouestlet da gred pa voe lakaet ar werz warno.

E dibenn an XIXvet kantved, e oa aet da get er c’hiz-se an darn-vuia eus an domaniou bras e Makedonia-Uhela, deuet en o lec’h madou bihan koueriaded, ha bulgareget ar vro da heul. Edo boulc’het zoken gant ar Vulgared Makedonia-Izela ha Thrakia. E bro-Philippopoli [3], n’oa o veva er Grennamzer nemet hellenegerien, pe hellenegerien a ouenn pe tud hellenekaet. Bulgarekaet a-grenn edo e dibenn an XIXvet kantved. War eur milion a vroïz, ne vane ken nemet hanterkant mil Gresian.

Al lanôad-se a goueriaded sioul ha peoc’hus n’o dije ket rôet kalz a zarbar da obererien leun a nerz-kalon a-seurd gant an Durked-Yaouank a zo o ren bremañ (1933) en Anatolia. Nemet gwell a se d’ezo ha d’o bulgaradelez, e kavjont, e dibenn an XIXvet kantved hag e derou an XXvet, difennerien ha renerien er « proletariad lennek » stummet gant skoliou Bulgaria. Ar proletariad-se a oa anezañ mibien koueriaded, aet dre gant ha kant er skoliou evit dont da veza kargidi, ha kouezet o meud en o dourn dre n’oa ket a-walc’h a gargou vak digor d’ezo. Ar re-se, hag ar brezel-trec’h renet gant Slaved ar Balkaniou ouz an Durked e 1912-1913, o deus salvet slavegez Makedonia ha Thrakia [4].

  1. Betek an Xvet kantved, e oa tudet ar broiou-se gant hellenegerien ha gant roumanegerien dreist-holl.
  2. Ar Vulgared, pa darz o ano evit ar wech kenta en Istor a oa eur bobl finnougriek. Deuet da veva e ledenez ar Balkaniou, e derou ar Grenn-amzer, o deus degemeret ar yez slavek komzet gant o sujidi. En abeg da se, moarvat, ez eo ar bulgareg an drefoeta eus an holl yezou slavek. A. Hovelacque, La Linguistique, pevare mouladur, p. 381.
  3. Philippopoli eo ano gresianek ar gêr anvet Plovdiv gant ar Vulgared ha Felibe gant an Durked.
  4. La situation politique de la Macédoine, war A travers le Monde (stagadenn Le Tour du Monde), 31 a viz Genver 1903, pp. 33-6. Les troubles dans les Balkans : les comités macédoniens, les bandes bulgares, id. 31 a viz Here 1903, pp. 349-50.