Mont d’an endalc’had

Plac’hic Lanhuon

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Plac’hig Lannuon.

1890  (Levrenn I, p. 196-198)



PLAC’HIC LANHUON
____


SONIC
____


Ehars en kêr Lanhuon a zo eur plac’h iaouanc
Hac a deuz tri amourous da bere a deus c’hoant.

Ar c’hentan zo piquer-min, egile zo toër,
Egile zo quiginer, da heman eo an affer.

Me am eus roët d’ezhi boutou diou wec’h griet.
Me a garrie, coantennic, beza ganeoc’h cousket.

Deut-hu ganen-me, Monic, deut-hu ganen d’am zi,
Na pô netra da ober, nemet em bourmeni.


M’ho lacaï en eur guele ebars en tal an tan,
Dindan tapisso voulouz, linsellio lien moan ;

Hac eun aval orangès vô a bep corn d’ezhan,
Hac eur rossignol bihan war-c’hore o canan.

Me ho lacaï ’n eur gador ebars en toul ma dor,
Lec’h ma welfet al listri o vragal war ar mor...

... Me ’wel arri al listri, hac hi stignet en du.
Aotro Doue ! ma Doue ! Intanvez ez oun sur !

— Tavit, tavit, Monic, tavit, na ouelet ket !
Ho pried a zo marv, ’zo marv ha douaret ;

Ho pried a zo marv, zo marv ha douaret,
Dindan ar marchepied, en iliz an Drindet...

M’oc’h eus c’hoant da glevet piou hen eus gret ar zôn,
M’ê eun toër iaouanc, euz a gêr Lanhuon.

______________