Mont d’an endalc’had

Ar bassagerès (gwez kenta)

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Basajerez, gwez kenta.

1890  (Levrenn I, p. 198-200)



AR BASSAGERÈS
GWEZ KENTA
____


   Eur bennehrès iaouanc euz ar gêr a Vontroulês
Na war vordic an dour ’zo et da bassagerès ;

   ’Zo et da bassagerès na war vordic an ôd,
Hac a deus bet cavet eur vag a oa war flod.

   Ma zo digwêt d’hi c’hâd, eun dez, eun den iaouanc ;
Hen d’oa en abondans a aour hac a arc’hant :

   — Lavaret d’in, plac’h iaouanc, a c’hui a gemerfe
Eun den iaouanc ’n ho pag, ewit tremen aze?...

   ... Plac’hic, plac’hic iaouanc, breman d’in lavaret
Pegement a goustfe caout hoc’h amourousted ?

   — Hanter cant scoet, ’mezhi, oh ! ia, en arc’hant gwenn,
P’ôtramant, mar keret, ebars en aour melen.

   — Dalet ma valizen, leun a aour hac arc’hant,
Comerret ha miret ar pez raïo ho c’hoant.


   Neuze, war ar mor don pa int bet digwezet,
Da c’hoari gant ar plac’h ec’h è bet ’n em laket.

   — Losket, losket, ’mezhi, gant aon bout tamalet,
Aman ’zo calz a dud hac a vefemp guelet ! [1]

______________

  1. Var : Aman ’zo calz a dour hac a vefemp beuzet.