Penheres Crec’hgoure

Eus Wikimammenn
(Adkaset eus Penheres Crec'hgoure)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Penherez Krec’hgoure.

Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 434-444)



PENHERES CREC’HGOURE.
________


I


   Kant skoed en aour e koustet d’in,
Gortoz ma mestres da zimin :

   Kant skoed a deu, kant skoed a ha,
Kant skoed en aour na eo netra ;

   Kant skoed en aour na eo netra
D’un den iaouank da ober joa.

   Pa ’z een d’ar studi ha d’ar skol.
Me zalude ma dous war hi dor ;

   M’hi zalude a ziabell :
— Demad, ma dousik dimezell ;

   Me ho salud a ziabell,
Ma vijenn tost, me ’ raje gwell !

   — Diskennet, Kloarek, deut en ti,
D’ gonta d’in doare ho studi. —

   — Na ziskenninn na ’z inn en ti,
Na gontinn doare ma studi ;

   Met da Landreger eo ez han
Da vouit ma urzou diwezan. —

   — Diskennet, Kloarek, deut en ti,
Kontet d’in doare ho studi. —

   — Doare ma studi mar faot d’ac’h,
Brema-soudenn m’hen konto d’ac’h :

   Tric’houec’h kemener ’ zo em zi,
Oc’h ober dillad newez d’in ;

   Oc’h ober dillad satin griz
Da vont d’ar studi da Baris. —

   — Ma dousik Kloarek, d’in laret,
Na perag d’ar studi ma ’z et ;

   Perag ma ’z et-c’hui d’ar studi,
Mar ’ma ’n ho speret dimizi ;

   Dimizi ha kommer pried,
Ha ma godisa eo a ret ? —

   — Ho godisa me na ran ket,
Karet ober na rafenn ket ;

   Karet ober na rafenn ket,
Na beza en lec’h ma ve gret :


   Ouspenn da ze a fellfe d’in
Difenn ho kaoz ha ma hinin. —

   — Laret da varkiz Coatanhai
Dont d’am goulenn da Grec’hgoure ;

   Dont d’am goulenn da Grec’hgoure,
A zo denjentil, kouls ha me.

   Mar be refuset Coatanhai……
Med na vo ket, dre c’hraz Doue ! —


II


   Ar C’hloaregik a vonjoure
En Coatanhai pa ’z arrue :

   — Demad ha joa holl en ti-man,
Medi ’r Markiz, pa n’hen gwelan ?

   Medi ’r Markiz, pa n’hen gwelan,
Ezom am euz da gomz out-han ? —

   — Eman en he gambr o leina,
Pez ezom oc’h euz an-ez-han ? —

   — Laret d’ezhan donet d’ann traon,
M’ komzinn out-han ur gir pe daou.

   Demad d’ac’h, aotro Coatanhai !
— D’ach-c’hui, ma breur-mager iwe :

   Neubeud a wes ’deut d’am gwelet,
Ha me a ran euz ho karet !

   Neubeud a wez a teut d’am zi,
Hag hen penaos e plijet d’in !

   Petra newez ’zo c’hoarvezet,
P’oc’h deut hizio d’am gwelet ?

   P’oc’h deut hizio d’am gwelet,
Kustum da zonet na oc’h ket.

   — Me a zo deut gant ur sujet,
Hag am euz mez hen lavaret. —

   — Petra a newez ’t’euz te gret,
Hag a t’euz mez da lavaret ?

   Mar na t’euz tanet, na laeret,
Na gwallet plac’hik koant a-bed ;

   Na gwallet plac’hik koant a-bed,
Ha goude n’hi eureujfes ket ?

   Hag ’s pe gret ’n eill hag egile,
Keit m’ vo beo markiz Coatanhai,

   Keit m’ vo beo markiz Coatanhai,
Birwikenn nep drouk n’as po te. —


   — N’am euz na tanet na laeret,
Na gwallet plac’hik koant a-bed :

   Deut ganin-me da Grec’bgoure,
Da c’houll ’r benheres a-c’hane. —

   — Ma breur-mager te ’n goar er-vad,
Ann dra-ze na ve ket gret mad,

   Perc’henn pemp mill-skoed a leve,
Mab ur païsant a defe ;

   A defe mab ul labourer
Merc’h a di nobl ha dimezell. —

   — Markiz Coatanhai, m’hen goar-mad,
Ann dra-ze na ve ket gret mad ;

   Gwelloc’h ganin beza belek,
Med ar plac’h n’hen permetfe ket. —

   — Beza belek a zo kargus,
Kouls ’vel beza religius :

   Mar ’man ar plac’h euz da goste,
Me iel’ ganid da Grec’hgoure ;

   Me hi zenno did a-c’hane
War-bouez ma lanz ha ma c’hleze.


III


   Markiz Coatanhai ’c’houlenne,
En Crec’hgoure pa arrue :

   — Demad ha joa holl en ti-ma,
Markiz Crec’hgoure pelec’h ’ma ? —

   — Markiz Crec’hgoure a laras
Da Goatanhai, ’vel m’hen klewas :

   — Diskennet, Markiz, deut en ti,
Ma ’z aï ho ronsed d’ar marchosi.

   Laket war-n-he tapissiri,
Ma ’z aimp hon daou da bourmeni ;

   Ma ’z aimp hon daou da bourmeni,
Da c’hortoz lein da darewi. —

   — Na ziskenninn, na ’z inn en ti,
N’am bo laret ma c’hefredi ;

   N’am bo laret ma c’hefredi,
Na zavfe ’n tre-z-omp fachiri. —

   — N’ zavo ket ’n tre-z-omp fachiri,
Mar ’ma ho koulenn ’bars ma zi. —

   — Ho penherezik a faot d’in,
D’am breur-mager da zimizin ;


   Ho penherez, d’am breur-mager,
Mab a di mad, ha skrivanier ;

   Skrivanier en dalc’h ar roue,
Breur-mager d’ann aotro Coatanhai. —

   — Wit pa hen defe tric’houec’h grad,
Ann dra-ze n’ ve ket deread ;

   Hen defe-han un dimezel,
A ligne nobl, a wad uhel ;

   M’ vije wit-oc’h hi goulenjac’h,
Coatanhai, me hi roje d’ac’h. —

   Markiz Coatanhai a lare
D’he baj-bihan eno neuze :

   — Kerz-te da gaout ar benheres,
M’ klewfomp a hi zo godiseres. —

   Ar paj-bihan a lavare,
Bars ar geginn pa arrue :

   — Demad d’ac’h-c’hui, kegineres,
Pelec’h eman ar benheres ? —

   — Eman er gambr a uz d’ann ti,
Ezom ho euz da gomz gant-hi ? —

   Ar paj-bihan, pa ’n euz klewet,
Crec’h gant ar vinz a zo pignet ;

   Crec’h gant ar vinz ez eo pignet,
Ar benheres ’n euz saludet :

   — Na demad d’ac’h-c’hui, penheres,
D’ac’h ha d’ho holl kompagnones ;

   Pedet oc’h da ziskenn d’ann traon,
D’ gomz gant ma mestr ur gir pe daou. —

   Ar vates vihan a lare
D’ar benheres eno neuze :

   — Penherezik, n’ diskennet ket,
Rag Coatanhai ’zo gwall-fachet ;

   Ema du-hont bars ar geginn,
Hag hen ker glaz vel ar glizinn ;

   Ker glaz hag ar glizinn eman,
Laza ho tad a fell d’ez-han ! —

   Ar benheres, pa deuz klewet,
Traon gant ar vinz ’ zo diskennet,

   Traon gant ar vinz ’eo diskennet,
Bars ar geginn ’eo antreet.

   — Demad, penheres Crec’hgoure ! —
— D’ac’h iwe, markiz Coatanhai ;


   D’ac’h iwe, markiz Coatanhai,
Pelec’h ema ma c’harantez ? —

   — Et ’ ho karantez da Baris
D’ resev ann urzou ’m euz avis ;

   D’resev he urzou diweza,
Disul vo hi ofern genta ! —

   Ar benheres, pa deuz klewet,
D’hi faotr marchosi deuz laret :

   — Dibret d’in-me ma inkane,
Ma ’z inn da Baris adarre. —

   — Da betra ’z afec’h da Baris ?
Na euz ket davantaj tri miz,

   Na euz ket davantaj tri miz
Ez oc’h retornet a Baris. —

   — N’euz forz ha na ve ket tri de,
Me a renk monet adarre ;

   Ha m’arruann kent ewit-han,
Birwikenn urzou ’n defe-han. —

   Hi zad neuze a lavaras,
D’ar benheres, ’vel m’hi c’hlewas :

   — En Grec’hgoure ’zo chadeno,
Penherezik, hag ho talc’ho ! —

   — Miret, ma zad, ho chadeno,
D’ stagan ho chass c’hui ho c’havo,

   Ha rentet d’in ma leveïo,
A douchet-c’hui tric’houec’h bloaz ’zo. —

   Markiz Coatanhai a lare
D’ar benheres eno neuze :

   — Penherezik n’em fachet ket,
’Ma ho karantez euz ho klewet ;

   Ema duze e-toul ar porz,
Gant ’n inkane euz ho kortoz ;

   Gant-han ’zo un inkane gwenn,
Hag ur brid arc’hant en he benn ;

   Hag ur brid arc’hant en he benn,
Kapabl, penheres, d’ho tougenn. —

   Hi zad neuze a lavare,
D’ar benheres, na pa glewe :

   — Mar oc’h-c’hui gant Doue choaset,
Penherezik, n’ho dalc’hinn ket. —


IV


   Setuint dimet hag eureujet,
Pa ’z int-hi gant Doue choaset.

   — Ma breur-mager, te a t’euz bet,
Ur chans ha na verites ket :

   Perc’henn pemp mill skoed leve bet,
Ha te na t’euz ket ur gwennek !

   Selte ar benheres aze,
Diwar bouez ma lanz ha ma c’hleze ;

   Mar arru gant-hi nemet mad,
Me dreuzo m’ c’hleze dre da wad ! —


Kanet gant Jane-Yvonn ar Merl,
maoues à 75 vloaz, ha skrivet gant ma eontr J. M. ar Huerou,
en paroz Prat. — 1936.


________


NOTE.

Cette ballade est très-répandue dans tout le pays de Tréguier, et dans les longues veillées d’hiver, les fileuses aiment à la chanter sur leurs rouets. La version que je donne a été recueillie par mon oncle, J. M. Lehuërou, l’auteur des Institutions Mérovingiennes et Karolingiennes, en l’année 1836 ou 37. Il avait compris de bonne heure l’importance de ces poésies du peuple, dont on ne se souciait guère alors, et il en avait recueilli plusieurs dans les communes de Plouaret et de Prat, où il passait ordinairement ses vacances. Je ne puis donner aucun éclaircissement historique sur cette chanson. Je sais seulement qu’il existe dans la commune de Prat quelques ruines informes, comme une ancienne motte féodale, qu’on appelle dans le pays Kastell Crec’hgoure. Dans la commune de Trézélan, à environ deux lieues de là, il y a aussi un manoir de Coatgouré, encore habité, et les chanteurs disent tantôt Grec’hgouré, tantôt Coatgouré, mais plus souvent Crec’hgoure. J’ai recueilli plusieurs versions, mais celle-ci est la plus complète, et les autres ne présentent aucun détait intéressant qui ne s’y trouve.