Eskop Penanstank
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Eskob Penanstank.
— Aliettik, ma merc’hik koant,
Red ’vo monet da Benanstank ;
Red ’vo monet da Benanstank,
Pe goll ar gwir ar gomanant. —
— Ma vije beo nep am ganas,
Evel ma ’z eo nep am magas,
N’ vijenn ket et da Benanstank,
Pa goljeac’h ’r gwir ar gomanant. —
— Met allaz ! paour keiz, pa n’eo ket,
Senti ouz lez-vamm a zo red ;
Senti ouz lez-vamm a zo red,
Da Benanstank ’vo red monet. —
— Gwell eo ganin, wit ma enor,
’M lakafac’h endann treuz ho tor !
Kommerrit un tranch hag ur bal,
Ma laket en beo en douar ! —
’Nn aotro Penanstank a lare,
D’he baotr ar gambr, un dez a oe :
— Me well Aliettik ar Vad
O tonet a dreuz dre ar c’hoad.
Un daoulagad ’ zo en hi fenn
A luc’h ’vel diou verelaouenn,
Hi zal iwe hag hi diou-jod
Ker-gwenn hag al leaz er ribod. —
En Penanstank p’eo arruët,
War ann treuzou eo azeet ;
War ann treuzou eo azeet,
Ha gwalc’h hi c’halon ’deuz goelet. —
— Aliettik, laret ’zo d’ec’h
Gant ann aotro pignet ouz krec’h,
Da derc’hel d’ez-han ar goulou,
Wit ma kano he c’housperou. —
— Mar d’oc’h messajer ewit-han,
It d’ann nec’h, ha laret d’ez-han :
’Zo kantelleuriou aour hag arc’hant,
Da derc’hel goulou peziou koant. —
— Aliettik, laret ’zo d’ec’h,
Gant ann aotro, donet ouz krec’h ;
Gant ann aotro monet d’he gambr,
Ma roïo d’ec’h aour hag arc’hant. —
— Mar d’oc’h messajer indan-han,
It d’ann nec’h, ha laret d’ez-han
Miret he aour hag he arc’hant,
En paourentez me ’zo kountant ;
Mar d’oc’h messajer indan-han,
It d’ann nec’h, ha laret d’ez-han
Miret he arc’hant hag he aour,
Me ’zo ma dere beza paour. —
— Aliettik, laret ’ zo d’ec’h,
Gant ann aotro, donet ouz krec’h ;
Gant ann aotro monet d’he gambr,
Ma roïo d’ec’h gwalinier koant. —
— Mar d’oc’h messajer indan-han,
It d’ann nec’h ha laret d’ez-han,
Euz dewejeres n’ zere ket
Gwalinier aour d’ho bizied. —
— Aliettik, laret ’zo d’ec’h,
Gant ann aotro, pignet d’ann nec’h,
Wit monet gant-han d’ar sellier
Da danva gwinn douss ’vel ar mel. —
— Mar d’oc’h messajer indan-han,
It d’ann nec’h, ha laret d’ez-han
P’am bo sec’het, me evo dour,
A bedo Doue d’am zikour. —
— Aliettik, laret ’ zo d’ec’h
Gant ann aotro monet d’ann nec’h,
Monet gant-han d’ar c’hrineliou,
D’ divreïna per hag avalou. —
— Mar d’oc’h messajer indan-han,
It d’ann nec’h, ha laret d’ez-han
Rei ’r re-vad d’ar paour, ho zebro,
’R re-fall d’ar mooc’h, ho zivreïno. —
— Aliettik, laret ’zo d’ec’h,
Gant ann aotro, monet d’ann nec’h ;
Gant ann aotro monet d’ann nec’h,
Wit ober d’ez-han he wele. —
— Mar d’oc’h messajer indan-han,
It d’ann nec’h, ha laret d’ez-han
Donet d’ann traon, me iel’ d’ann nec’h,
Hag a reï d’ez-han he wele ;
Ha mar astenn re he baziou,
Da zont war ma lerc’h ’r skaillerou ;
Da zont war ma lerc’h ’r skaillerou,
M’hen taolo d’ ’nn traon war he c’henaou ! —
Euz ’ seitek plac’h ’ zo bet em zi,
N’euz et hinin evel-d-oc’h-c’hui ;
Met c’hui, Aliettik ar Vad,
’Zo bet kelennet gant ho tad.
Biskoas na euz bet plac’h iaouank
Na debauchjenn, p’am bije c’hoant,
Nemet-oc’h, Aliet ar Vad,
Zo bet kelennet gant ho tad. —
— Gant ma zad n’on ket kelennet,
Met gant ar zennt ar zenntezed ;
Met gant ar zennt ar zenntezed,
A zo wit-on avocaded.
Lakit ma arc’hant war ann daol,
Ma ’z inn e-meaz gant ma enor ;
Gant ma enor ha ma respet,
Tric’houec’h vloaz ’zo hini n’euz et. —
— Aliettik, me ho kwelo
Un de bars en kear, pe war-dro,
Ho kof gant-oc’h bet’ ho lagad,
Brases euz ur c’hokinn bennag. —
— Gwell ve ganin beza brases
Euz ur paotr mooc’h, ma c’harantez,
Beza brases euz ur paotr mooc’h,
Aotro, wit bezan a-c’hanoc’h.
N’ vo ket ken disenor d’am zad,
Evel bezan euz un den zakr ;
Evel bezan euz ur belek
N’hen euz na enor na respet ! —
Dastummet en paroz Plougonven. — 1863
Il s’agit dans cette chanson, très-répandue dans les environs de Morlaix. d’un évêque interdit, qui passa ses dernières années dans son manoir de Penanstank, en la commune de Plougonven, arrondissement de Morlaix. Son souvenir est encore très-vivant dans ce pays, où la tradition s’occupe beaucoup de lui, comme j’ai pu le constater moi-même sur les lieux, quand je suis allé visiter Penanstank. Voici ce que dit Albert Le Grand de cet
— Aliettik, ma merc’hik koant,
Red vo monet da Benanstank ;
Red vo monet da Benanstank,
Pe goll ar gwir ar gomanant. —
— Ma vije beo nep am ganas,
Evel ma ’z eo nep am magas,
N’am c’hasje ket da Benanstank,
Pa golje tric’houec’h komanant !
Komanantjou ’walc’h ’zo er vro,
Pa meomp arc’hant, ni a breno,
Ha ma enor, pa vo kollet,
Gant ann holl vad n’hen prenfenn ket. —
’Nn aotro Penanstank ’lavare
D’Aliettik, un dez a oe :
— Aliettik, ma c’hoarik finn,
Deut-c’hui ganin-me d’ar jardinn ;
Deut-c’hui ganin-me d’ar jardinn,
Da glask ur bouket louzou finn ;
Ma tiskouezinn d’ac’h al louzou
Ez-ia d’ober ma zoubennou. —
— Et da laret ho ofern-bred,
Ha bars neuze am bo hi gret,
Ha mar plij d’ac’h, c’hui hi debro,
Mar na blij ket, c’hui hi lezo. —
— Aliettik, ma c’hoarik koant,
Deuit-c’hui ganin-me d’am c’hambr,
D’ zivreïna per hag avalo, [1]
Pe-re ’zo eno pell a zo. —
— Mar d’eo breïnet ho avalou,
N’eo ket me ho debro, aotrou ;
Ho zaolet d’ar mooc’h ha vont debret,
Setu ’nn avalou divreïnet ! —
— Aliettik, ma c’hoarik ker,
Deut-c’hui ganin-me d’am sellier ;
Deut-c’hui ganin-me d’am sellier,
D’eva gwinn douss evel ar mel. —
— Salv-ho-kraz aotro, na inn ket,
Ar gwinn n’ zere ket d’ar merc’hed ;
P’am bo zec’het, me evo dour,
Ha ’bedo Doue d’am zikour ! —
’Nn aotro Penanstank a lare
D’Aliet ar Vad, un dez a oe :
— Aliettik, mar am c’haret,
Ur bloaz c’hoas ganin a chomfet. —
— Ur bloaz bo poa ma goulennet,
Ur bloaz am euz ho servijet ;
Ur bloaz am euz ho servijet,
Ewit pelloc’h na chomminn ket ;
Ha setu ar gomanant d’in,
Aotro Penanstank, ’n despet d’ho fri !
Me a ha gwerc’h dimeuz no ti,
Seiz vloaz ’zo na oa et hini ! —
— Aliettik, d’in-me laret,
Pelec’h ez oc’h bet kouantjet ? —
— En korn ann tann, en ti ma zad,
Me ’m euz klewet meur a gomz vad :
En korn ann tan, en ti ma zad,
Me ’m euz klewet meur a gomz-vad,
Pa oann-me euz da luskellad……
Te ’ zo d’in ur breur-mager mad ! —
— Aliettik, me ho kwelo
En ker Landreger, pe war-dro,
Hag ho kof beteg ho lagad,
Brases euz ur c’hokinn bennag. —
— Mar be euz ur c’hokinn a vo,
Kred ’n es kalon m’hen eureujo,
Mar na ve euz un den dimet,
Pe’n den da Zoue konsakret.
Te ’zo eureujet d’ann iliz,
Ha dimezet d’ar zakrifiz :
Mar sonjfes, Penanstank ’n as pec’het,
Asuramant n’hen grafes ket ! —
Kanet gant Godik Rio, mates en Kerarborn. — 1847.
- ↑ D’ zivreïna per hag avalou — pour dépourrir des poires et des pommes. Il s’agit de poires et de pommes mises en réserve et qu’on visite de temps en temps ; on emporte celles qui sont gâtées on les dépourrit, c’est- à-dire qu’on enlève la parti qui est corrompue, puis on mange le reste.