Mont d’an endalc’had

Penauz e vez galvet avechou eun den da eur stad a vuez

Eus Wikimammenn
A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 421-434)



Penauz e vez galvet avechou eun den da eur stad a vuez.
————
I

Eur missioner eo a gont he unan penauz eo bet galvet da brezeg an aviel.

Me, emezhan, n’oun ket bet ato ar pez ma’z oun hirio. Va zad a ioa eur bleis mor, hag am lakeas da zeski ar memes micher gantha. Da c’huezek vloaz, em boa great tro ar bed. Da ugent vloaz edon o c’hortos beza ofiser var al lestr brezel Orenok, eur fregaden goant, du he zae, diou renkad kanoliou melen hed he c’hostou evel diou c’houris tachou aour. Pa zispake he goueliou ha pa zouble eun nebeut he guerniou gant an avel, e voa henvel oc’h eul labous mor o kemeret he nij hag o vont a ribl an tarziou goloet a eonen.

E miz Even, brema ez euz eun nebeut bloaveziou, an Orenok a iea en hent evit eur veach hir var aodchou an Amerik. Ranna a rea va c’halon o lavaret kenavezo d’am mam, rak ne dlien mui he guelet. Gouscoude eun den a vor ne zalc’h ket a anken pell en he galon, ha souden ar guel euz ar mor braz hag al labour var al lestr a reas din ancounac’hat an disparti trist-ze.

Va micher nevez a blije din. Ar mor zo eur sorser hag a voar lakat d’he garet ar re a ia varnezhan. Da noz ec’h uvreen e voan savet d’ar c’hargou huela hag e voan deut pinvidik. Setu kement a glasken.

Savet oan bet evit beza den a vor, ha ne voa bet desket nemeur a dra din divar benn ar relijion. Em bugaleach em oa gouezet va fedennou hag eur ger catekis bennak ; mes pell a ioa em oa ho ancounac’het. Gouzout a rean difazi avoalc’h ar skianchou zo red d’an dud a vor da gaout. A hent all ne voan nemet eun azen.

Euz nosvez ma edon o ren al lestr, eun tremeniat a iea ganeomp evit beza caset d’ar C’hanada, a zavas var ar pont da gemeret an ear hag a azezas var eur rollad kerdin da zellet oc’h ar stered. Eur missioner oa a ioa bet pemp bloas varnugent c’hoaz e coajou ar bed-nevez, hag a ioa bet brema oc’h ober eur veach e Rom. Bez’ ez oa gantha daou velek iaouang, ha neuze eun all hag en doa a veac’h an doare euz a eun den ; braz ha cre evel eur marc’h, lijer evel eur c’haz, hag he vizach roudennet oll e guer, ruz ha glaz.

Ar pez diforch-ze a vije kemeret evit eun ours anter lipet, hag evit coms ne deue euz he c’houzouk nemet criadennou gouez. An den-ze gant eun taol dorn en divije gallet, a dra zur, bruzuna eskern ar galloudusa martolod ; mad senti a rea oc’h he vestr var ar ger, oc’h eur zell, lezel a rea an distera guidoroc’h d’he hiskinat, ha pa reat an heg outhan, e rea sin ar groaz hag e rede da gambr he vestr evel eur c’hi d’he lok.

Ar vissionerien-ze n’ho guelemp ket alies. Tremen a reant an deiz oll o pidi hag o labourat, o clask dezki iez an dud gouez ma’z eant da brezek dezho, eur iez hag a zo eur scrich clevet he goms.

En nosvez-ze ta o veza cavet ar missioner dibreder, e sonjis clask caoz outhan, hag e claskiz eun digarez evit mont d’he gaout. Eur blijadur ar vrassa am boue oc’h he glevet o coms din euz a goajou ar C’hanada, euz an Indianet pe an dud gouez, euz a zoare beva an dud-ze a zo o vont euz an eil leac’h d’egile ep chom da vad e nep lec’h.

Diskuez a ris d’ar missioner an Indian-ze a ioa oc’h he heul hag e liviris dezhan :

— Hennez, credabl, a zo unan euz ho parresionis coz ?

— Ia, emezhan, en eur vusc’hoarzin ; ar c’hras am eus bet d’he c’hounit da Zoue, hag evit beza teo ar c’hroc’hen varnezhan, evel ma velit, e tal hirroc’h hirio eget aleiz a dud seven.

— Ha gouzout a rit-hu he vuez ?

— Ia, ha nebeut a dud gouez er c’hoajou a ve cavet da gonta divar ho fenn kement hag a zo divar benn hema.

— Contit din he vuez mar plich.

— Hen ober a rin gant plijadur, rak meur a vech em euz her great kentoc’h eget hirio.

Brema ez eus pemzek vloaz, aotrou Escob Quebec a c’hourc’hemennas din mont da rei mission d’ar C’hanada izel, eleac’h ar missioner a ioa eno hag a ioa maro gant an naoun hag an dienez e creiz ar c’hoajou. Mont a ris, gant eun den evit va ren adreuz ar c’hoajou-ze, leun a laginier, hag a zo an anter muioc’h a vro dindanho evit a zo dindan ar Frans oll. Ep dale e cafjomp toulladou Indianet christen ha n’o doa guelet beleg ebet tri pe bevar bloaz a ioa. Eno ec’h ellet lavaret oa braz eost an aotrou Doue, ha nebeut a eosterien.

Gouela a reant gant ar joa oc’h va guelet, hag e tiskuezent din ar chapeled ou hag ar metalennou a ioa stag oc’h ho gouzoug, hag o doa resevet digant ar sae zu.

Chom a dlien en ho zouez eun derveziou bennag evit cofez ha rei ar sacramanchou.

Kerkent an hini a ioa e penn an Indianet a gasaz a bep tu chaseerien da gemen da oll meuriad ar c’had-vras e voa eur mestr bizach drouklivet oc’h ho gedal e kichen feunteun an Alek-Mors. Dioc’htu e voue guelet o tont, ne ket epken brezellourien, mes c’hoas tud coz ha merc’hed n’o doa ket marc’hatet evit ober meur a ugent leo a dreuz ar c’hoajou hag an toullou lagen, eleac’h ne gavent evit beva nemet eun aval egras bennag hag a ioa c’hoas rouez er mare-ze euz ar bloas. Dont a reant evit digas ho bugale da vadezi, evit cofez ha clevet comzou Doue gant cannad ar speret bras.

An dud keiz-ze a boke da vord va zae en eur vouela, a gofessee gant ar brasa glac’har d’ho fec’hejou, hag epad an oferen e canent canticou en ho iez gouez.

Guelet em oa meur a veuriad, gouzanvet em oa skuisder ha poan aleis, pa zigoueziz, e mis guengolo, var an douarou elec’h ma edo meuriad al Logod o chaseal. Daou vissioner a ioa bet kentoc’h o prezek dezho, ha sonjal a rea din e vijen digemeret gantho evel ma voan bet gant ho breudeur euz a veuriad ar c’had-vras. Pebez souezen ha pebez anken am boue pa veliz e tec’hent diouzin ! Epad meur a zevez ez is var ho lerc’h, a goat e coat, bete bord ar ster.

II

Pa velas va zud gouez ne allent mui tec’het em raog, e chomjont a za d’am digemeret. Ho fennou a ioa tenval. Caer am oa comz outho ne respontent ger din. Caer am boue mont da gaout ar c’habiten, n’em silaoue ket ; chom a rea en he za, harpet oc’h tronjen eur vezen, o sacha var he gorn butun ep ober van ebet. En em deleur a ris d’an daoulin, oc’h he bidi da lavaret din perag e rea din eun digemer ker poanius, me deut euz an tu all d’ar mor evit digas dezho ar c’helou mad. Erfin e lavaras :

— Ra ielo ar zae zu en dro da lochennou he veuriad ; brezellourien meuriad al Logod o deus dilezet relijion Jesus, map Mari.

Marteze, eme ar missioner oc’h ober eur sell oc’h an ofiser, marteze n’oc’h eus sonjet morse petra dal eun ene, n’oc’h eus ket sonjet zoken petra dal hoc’h ene hoc’h unan ; mar oc’h eus sonjet e kementse, e tleit sonjal pe ger braz oue va glac’har. Pidi a ris gant calz a zaelou an indian da jench eun hevelep mennos ; clask a ris teneraat he galon, clask a riz ober aoun dezhan. Chom a rea mud, evel pa vije scornet ; n’oa doare ebet da zont abenn anezhan. Neuze e saviz em za hag e liviris dezhan dichek :

« — Cleo, te cabiten, ha c’hui oll a zo ama en dro din, clevit petra a lavar deoc’h ar vizach drouklivet : azezet oun bet var oaled meur a veuriad ; sachet em eus var ar c’horn butun gant ar pennou kenta e pep hini anezho, hag e pep leac’h em eus cavet brezellourien ha tud a galon.

E meuriad al Logod ne velan nemet merc’hed ; ar c’habiten hag he gamaradet a zo tud digalon. » Hag o veza torret eur zaezen e meur a bennad, e taoliz ar skiliou etre treid ar c’habiten.

D’ar c’homzou-ze e savas grosmol en dro din ; ar bouc’hilli a voue savet eit ear ; ar c’habiten a zavas sounn var he aelou, o chocat he vuzellou hag o c’hoeza ar gounnar dre he zifron.

— Arrow-Raï, emezhan (ar ger-ze oa he hano) a ra fae var gomzou dipituz ar sae zu. Ma ne vije ket bet speret an den guenn dalloc’h eget eur c’hoz, n’en divije ket lavaret a gomzou ken diskiant.

— Nan, an den guenn ne ket dall evel eur c’hoz, rak guelet a ra en deuz Arrow-Raï hag he veuriad dilezet relijion Jesus, map Mari, abalamour n’o doa ket a galon avoalc’h evit miret he c’hourc’hemennou.

— Cleo, eme an indian, ma en divije va breur bizach drouklivet bet eur pried en he lochen en tu all d’ar mor, hag epad ne vije ket er gær ma vije deut eun all euz he veuriad dre laer d’he lochen, ma en divije lazet he bried hag he debret, va breur ha pardonet en divije d’an den-ze evel ma c’hourc’hemen Jesus, map Mari ?

— Ia, pardonet em bije.

— Ha ma en divije bet va breur, er memes lochen, eur verc’h, ha ma en divije ar muntrer caset ar verc’h-ze gantha evit he dibri ive, ha pardonet en divije c’hoas ?

— Ia, pardonet em bije.

— Ha ma vije deut ar muntrer seis guech da ober ar memes torfet, ha pardonet en divije va breur seis guech dezhan ?

— Jesus, map Mari en deus pardonet d’ar vourrevien her stage oc’h ar groas ; pedet en deuz evitho ; maro eo evitho.... hag en em lakis da ziscleria dezho passion hor Zalver. Nebeut ha nebeut an dud gouez a dostea ouzin hag am silaoue eveziant.

Pa eanis da gomz, ar c’habiten a astennas var an douar he vantel croc’hen ours, hag a reas din azeza varnezhi en he gichen :

« Cleo, emezhan en eur zevel he vouez evel eun tamaller dirag eul lezvarn, cleo, eun den a jome en hon touez, a ioa map euz hor meuriad, hag a valee ive e guenoden Jesus crucifiet. Eun dervez ma edomp o chaseal er c’hoat, lod ama lod ahont, eo deut d’am lochen. N’em boa nemet eur verc’h, hag en deuz he lazet, caset he c’horf gantha hag he zebret. Seis maouez all en deus savet ha caset gantha d’ar c’hoat. An denvleiz en em guze en eun toul mengleuz ; var roudou ar goad omp bet hentchet beteg eno. Eno edo eskern hor merc’hed, anter grignet, hag en ho c’hichen he benn baz ruziet gand ar goad. Diou loariad zo eo tec’het kuit, rak gouezet en deuz on doa dizoloet he doul mengleus. Ni on eus soubet hor birou hag hor bouc’hilli en douar distrempet gant ar goad. Jesus crucifiet a c’hourc’hemenne deomp pardoni ; hon Doueou coz a roe otre deomp d’en em venji. Ni on eus dilezet guenoden Jesus evit distrei da hini hon Doueou coz. »

O clevet traou ker scrijuz, e scorne ar goad em goazied, hag an indianed a verve gant ar gounnar.

Ar c’habiten, en he za dirazhon, he zaoulagad o lugerni, a rea lis gant he vouc’hal evel pa vije o vont da skei an torfetour. Comz a riz outhan c’hoeg ha pell. Pe ger braz eo nerz ar relijion ! An dud counnaret-ze a habascaaz ; ar c’hras a vruzunaz ar c’halonou mein-ze, hag an dud-ze, a felle dezho va laza eun nebeut araog, a blegaz ho fenn dindan va zell hag am pedas da gaout truez outho. Ar c’habiten, ker soublig ha tra, a c’houlennaz evit he veuriad beza resevet adarre dindan lezen Jesus crucifiet.

— Ar speret-bras ne anavez evit he vugale nemet ar re a bardon.

An indian a zellaz oc’h he vreudeur ; an oll brezelourien a blegas beg ho birou varzu an douar.

— Va breudeur ha me a bardon, eme ar c’habiten ; mes ne ouzomp ket peleac’h ema hon enebour.

Anaout avoalc’h a rean giziou an indianet evit gouzout ne dalie netra ar pardon roet da eun den ha n’edo ket var al lec’h.

— Me a ielo d’he glask, eme ve, hag hen digaso d’ho caout.

— Ne da ket ! ne da ket ! eme an oll chasseerien, lazet ha debret e vezi gantha ! hag e reant kelc’h en dro din evel evit va dioual.

— Ho comzou ne dalont netra. Eur vizach drouklivet ne voar ket petra eo caout aoun. Mont a rin. Piou a deui da ziskuez an hent din ?

Eun den iaouang a dosteas : Deomp, tad, emezhan, hag e zejomp dioc’h-tu en hent.

Da bardaez e tigouesjomp er vengleuz eleac’h ma voa eur guele deliou hag eskern tud a ioa c’hoas roudou an dent anat varnezho. Ar chaseer a zellas piz oc’h ar roudou tro var dro d’ar vengleus.

— Larcoc’h eo eat, emezhan, e trezeg an anternoz.

— Mad, deomp larcoc’h.

— Ne velan ket sclear avoalc’h evit anaout he roudou. — Red e voue deomp eta tremen an noz eno. Antronoz mintin mad en em lakejomp adarre da vale. Ien oa an amzer ; n’oa ket bet c’hoaz a erc’h ; eur guiscat mad a scorn avad a ioa var an douar. An heol a zavas digatar, ha prest e comansas discorni, hag on doa poan vraz o vale var al lec’hit eleac’h ma sanclemp bete pennou hon daoulin. Goude e teuas tom, hag or boa eur boan vras gant ar c’huibu ; ne voan ket souezet gant ar chench amzer-ze, rak boaz oan diouthan. Guelet em oa meur a vech er C’hanada tom da zevi e creiz an deis petra bennak ma voa scorn dioc’h ar mintin.

N’on doa caset tam bouet ganeomp, ha ne gafchomp da derri hon naoun nemet trinchin coat hag eur c’hrizien louzou gouez bennak. Da bardaez e teuaz an douar da galedi, hag e valeemp aessoc’h, ha pa voa deut an noz e c’hourvesjomp an eil e kichen egile var an douar scornet. An domder euz hor c’horf a voukaaz an douar dindanhomp, ha pa zihunjomp e voamp sanclet hag evel moullet er pri.

En deis varlerc’h ne veljomp adarre netra, ha va rener a felle dezhan mont en dro. Kement a ris varnezhan, ma teuas larcoc’h ganhen. D’an trede devez da vintin, e cafjomp adarre roudou, ha va rener o veza eveseat mad outho, a lavaraz e voant roudou an hini a glaskemp. Ar roudou-ze hor c’hasas da gaout eul lenn vraz, hag a eane eno. Credabl an indian en doa eur vag hag en doa treuzet al lenn. Ober a rejomp an dro d’al lenn-ze gant ar brasa evez.

Erfin e veljomp ar vag hag eun den epken enhi ; mes re hir e voa diouzomp evit ma c’heljemp he anaout. Gouscoude e c’houiemp ervad eo hen e ranke beza. N’em boa mui izom a rener ha va den iaouang a ieaz en dro. Me a jomaz eno va unan adre eur roc’hel eleac’h ma en em zalc’hen cuzet evit na vijen ket guelet gant ar pesketer. Pardaez oa pa deuas d’an douar ; staga a reaz he vag, ha goude beza sellet tu ha tu en dro dezhan evit guelet ha ne voa den a dost, e c’hoezas tan gant geot seac’h, hag e lakeas pesked da c’hrilla evit he goan. Pa en devoa great he bred, e sellaz adarre tro var dro, ha neuze e c’hourvezaz e kichen an tan. Me a jomas da dremen an noz e douk va roc’hel, eleac’h ma crene va izili gant ar riou ha gant ar strafuil am boa. Evel ne gousken ket, e tremeniz an noz o pidi Doue da voucaat ar galon gris-ze.

III

Goude beza pedet Doue caloneg, ez is goustadik beteg an Indian. Cousket oa c’hoaz ; he gousk avad a ioa cousk eun den crignet gant ar morc’hed ; eun ear gouez a ioa var he zrem, he vleo a ioa diskempen, he zorn a zalc’he crog en eur picol penn baz ; eur scrij oa he velet.

Crena a rea va oll izili o tostat outhan, gouscoude en em erbediz oc’h Doue hag hen hejiz eun tamic. Losker a reaz eur griaden c’houez ; evel eun tigr e savaz en he za en eul lam, ha kerkent e veliz ar penn baz o trei azioc’h va fenn ; n’em boue nemet an amzer da drei a gostez ; ar vaz o coeza a zistagaz eun tam dioc’h eur roc’hel a ioa eno hag a rogas din va zoudanen. Neuze e clascas tec’het kuit varzu he vag, hogen ne rois ket a amzer dezhan. Scoet neuze gant ar strafuil-ze a zant an dorfetourien-vraz, en em daolas d’an douar var he c’hinou oc’h va fidi da lezel gantha he vuez. Ober a ris dezhan sevel ha goude beza her briateet, e liviris dezhan :

— Deut oun d’as clask, ne ket evit da laza, mes evit digas dit da c’hras.

— N’eus gras ebet evidon-me mui, emezhan gant eur vouez pounner ; va enebourien a glask va roudou e guenoden ar venjans ; lemmet o deuz ho bouc’hilli oc’h mean-lemma ar gounnar, hag an drouk-sperejou a c’hortos va ene evit he zourmanti.

Neuze, goude beza sellet gant encrez en dro dezhan, e lavaras c’hoaz :

Gouzout a rez-te petra am eus great ?

— Her gouzout a ran ; hogen gouzout a ran ive e c’hell daelou ar binijen goalc’hi an oll dorfejou.

An Indian a hejaz he benn evel eun den ha ne gred ket.

— Bez keus d’as pec’het, hag ar Speret-braz her pardono, hag ouspen e c’hourc’hemenno d’as preudeur pardoni dit.

— Pardoni din ?.... Dilezet o deus relijion Jesus crucifiet evit gallout en em venji.

— En em drompla a rez. Deut int adarre da relijion Jesus. Gouzout a rez comzou ar zaeou du a zo comzou a virionez. Deus ganhen ; ne vezo great droug ebet dit.

Pell e vouen araok dont abenn anezhan. Doue gouscoude a roaz nerz avoalc’h d’am c’homzou, hag e teuaz ganhen. En em zerc’hel a rean var evez gant aoun na dec’hje kuit, hag ive gant aoun na scoje gant ar picol penn baz a ioa en he zorn. Da noz e couskjomp an eil e kichen egile, pe kentoc’h, me reas neus da gousket, rak ne allis serra lagad. Antronoz da bardaez, pa dostajomp oc’h camp an Indianet, e velis va den o crena hag o chench liou ; gouscoude e teue ato d’am heul.

Diou vaouez, a ioa o testum geot en eur c’hoadig a dremenemp, en em lakeas da grial ha da dec’het, strafuillet oll oc’h hor guelet. Kerkent e savaz eur safar etouez oll dud ar meuriad. Va Indian neuze a zonjas tec’het. Eur boan vraz am boue o clask he zelc’her ; hogen ne zeuas ket eur gamed hirroc’h. Etre daou oll brezelourien ar veuriad o doa kemered ho goaregou, ho birou, ho fennou bizier, hag a ioa en em zestumet en dro deomp. Ar guel euz ho enebour en doa dihunet ho oll gounnar ha ne brometent netra vad. Eil pennat a reant ho bizier hag e reant ariezou ar re c’houesa hag ar re scrijusa. Couls lavaret em boa keus da veza digaset an torfetour-ze da gaout he genvreudeur, rak sonjal a rea din ne aljen ket he denna a dre ho daouarn. En em deleur a riz etre an Indian hag ar chaseourien hag en em lakis da ober rebechou d’ar c’habiten, o lavaret dezhan n’oa nemet eun trubard hag eur gaouiad. Ar c’homzou-ze eo ar re voassa a oufet da lavaret da eun den gouezha skei a rejonte calon ar c’habiten. Ober a reas sin gant he zorn, hag ar bouc’hilli a voue pleget. Neuze e teuas da gaout he enebour hag ec’h astennas dezhan he zorn evit diskuez oa pardonet. Dioc’h-tu an Indianet a blegas ho goafou pe ho lansou, a zizantellaz ho goareier, hag an torfetour a stouas teir guech d’an douar dirak Arrow-Raï, a grogaz en he droad hag hen lakeas var he benn evit diskuez e felle dezhan beza sentuz iviziken, ha prest da ober ar pez a c’houlenjet digantha.

A neuze, pep casoni a voue tolet a gostez. Da noz e voue great eur fest evit lida an taol eurus-ze. Eun ours lazet gant an Indianet, a voue dispennet, poazet ha debret.

IV

Goude beza laket ar peoc’h e meuriad al Logod, goude beza bet an heur vad d’ho lacat var an hent eün, e chomiz eun nebeut derveziou en ho zouez. Neuze e voue red din mont adarre en hent, rag eur veach hir am oa da ober. An Indianet vad a deuas d’am diambrouk beteg ar penn pella euz ho douarou. Pa’z is da gimiada dioutho en eur rei dezho va bennoz araok mont var douarou meuriad ar C’hastor, an indian am oa great ar peoc’h etrez-han hag he vreudeur, a grogaz er pacadig a ioa ganhen hag hen lakeaz var he scoas.

— Ra lezo ar sae zu ac’hanon da vont d’he heul, emezhan.

— Ne ouzout-te ket, eme ve, pegement a skuisder as pezo, pe gen alies e vezi e danjer o tont d’am heul ?

— Da heuilla rin, emezhan, evel ma ra ar c’hi ar chaseour ; senti a rin var eur ger, var eur sin eus da zorn ; va breudeur o deus pardonet din ; me avad ne bardonin ket din va unan.

Setu tost da zeis vloaz abaoue m’en deus an den a velit aze astennet lavaret ar c’homzou-ze, hag abaoue biscoas n’eus clevet eur glemaden o tont euz he c’hinou, biscoas n’en deus debret nemet griziou ha bara du, biscoas n’en deuz efet nemet dour. Bemnoz, pe ger skuis bennag e ve, e sao evit pidi, hag e chom pell stouet dirak Doue o c’houlen trugarez outhan. Hirio ez emp adarre d’ar broiou gouez, hag e c’hoar avoalc’h he gatekiz evit va zicour da zeski ho reljion d’he vreudeur. Setu aze histor an den-ze.

Lavarit din brema, eme ar missioner, en eur zevel varzu an Env eur zell leun a garantez Doue, lavarit din hag hen a eller caout e nep leac’h plijadur ebet ker c’hoeg evel ar re a ro avechou an Aotrou Doue d’he vissionerien, d’ar re a labour da c’hounit eneou dezhan !

Ama, eme an ofiser a vor a scrif kement-ma, ar missioner a davaz, hag ar picol goueziad a zavaz hag a deuas da lavaret eur ger bennak dezhan. Me a stardas dorn ar missioner em hini ; ne gaviz ket avad eur gomz evit he drugarecaat. Disken a ris d’am c’hamprig, hag en em lakiz em guele a istribil. Hogen pell e vouen ep gallout cousket ; eur bern sonjou a ioa em ene. En nosveziou varlerc’h, e chomen pell da gaozeal gant ar beleg, ha nebeut ha nebeut e voan chenchet oll. Pemzek dez goude em boue urs da gas ar missioner hag he indian d’an douar, ha pa ho gueliz o taoulina var an aod, hag o vont goude, ep sellet var ho lerc’h, varzu ar gouelec’hiou-ze a dlient da drempa gant ho c’huezen ha marteze gant ho goad, e savas ganhen eur c’hoant bras da ober eveld’ho.

Dek mis divezatoc’h e voan distro d’am bro, hag e rois va discarg a ofiser. Tri bloas goude e voan beleg hag e saven var eul lestr evit servich an dud a vor. Ar gark-ze a ran c’hoaz hirio. Va lestr en deus bet eur c’hrogat tenn oc’h hon enebourien. Me am eus bet va lod a c’hloaz, eun tamik gouli hag a vezo pare ep dale, ha neuze ez in adarre da gaout va martolodet ker.

Setu penauz en deus Doue va galvet da veza missioner pa zonjen nebeuta.

————