Eun Oferen var ar mor
E mare ma edo an dispac’h en he voassa, ha ma edo ar strafuil o ren dre ar Frans oll, e Breiz-Izel couls hag e leac’h all, ha marteze zoken muioc’h e Breiz-Izel evit e leac’h all, daou zijentil a veache dre an arvor eur pardaesvez a vis mae 1794. Ne ouient nemeur peleac’h ez eant, rag ne anaient ket ar c’harter, n’o doa ket a arc’hant, na paperiou evit rei da anout piou oant.
En amzer-ze ez oa cals tud evelse, tec’het euz ho c’harter dre aoun rag an dispac’h, hag a iea eleac’h ma c’hellent mont e carteriou dianavezet. Gouscoude ar re a iea evelse da redek hent o deveze clevet araog ditour euz a eun ti, euz eur c’hastel bennag eleac’h ma c’houient e vije roet digemer dezho hag ec’h aljent cuzet.
An daou zijentil-ma a glaske an hent da vaner Kerlagen. Edont abaoue daou pe dri dervez o vale, hag evel ma voant paour Job, e voa red dezho clask ho zam hag ho lojeiz dre ma’z eant. Ne voant nemeur dinec’h, rag ouspen ma o devoa da zioual na goesjent etre daouarn ar re c’hlaz a gavet o vale dre ar vro pa zonjet nebeuta, an dud divar ar meas ne voant ket ken nebeut douget da rei digemer da dud ha ne anaient ket. Kementse ne de ket souez. Tieien Breiz-Izel n’eus ket guelloc’h evitho da zigemeret en ho zi peorien hag emzivadet, ha da ranna gantho ho bevans hag ho lojeis ; mes neuze e voa kement a drubardet o vale, kement a dud fallagr hag a laere, a laze, a zistruje tra ar re o deveze great dezho ar guella digemer, ma ne alle ket ar goueriadet, ep crena, hag ep en em lacat var ho evez, guelet tud estren o tostat oc’h ho zi.
Eun abardaesvez eta en em gavent dianket divar ho hent. Diou nosvez a ioa n’o doa ket cousket, ha ker skuiz oant ha ken dare gant an naoun ma lavarent an eil d’egile e voa red dezho mont da c’houl digor er c’henta ti a zigouesje gantho. Epad ma edont er zonch-ze, e veljont eun den o tont var ho lerc’h dre ar memes hent gantho. An den-ze a ioa eul labourer douar euz ar vro, ha dre chans e c’houie eur ger gallek bennag. Goulen a rajent outhan an hent da Gerlagen. An den-ze ho hentchaz : hogen lavaret a reas dezho e voant re hir dioc’h Kerlagen evit gallout mont beteg eno en nosvez-ze, mes e caljent var ho hent eun ti eleac’h ma vijent lojet. Hag evel ma lavare dezhan an daou zijentil e voant dare gant an naoun, e roas dezho eun troc’hat euz eun dors vara zegal a voa gantha, ha neuze ez eas dioutho adreuz an douarou en eur lavaret he chapelet.
An daou veacher kenta a rejont e voue dibri eul loden euz an tam bara du o devoa bet, ha neuze en em lakejont adarre da vale evit clask an ti eleac’h m’oa lavaret dezho e vijent digemeret. Her c’haout a rejont e guirionez goude beza great adarre eur pennad mad a hent. Skei a rejont var an or, ha kerkent e voue digoret dezho. Evel ma voa dija pell an noz e voa eat tud an ti da gousket. Ne voa var zao nemet an ozac’h, eun den vardro antercant vloaz, he vleo comanset da venna. Rei a reas dezho da zibri eun nebeut fa ha bara zegal, hag ho c’hassas da gousket d’ar c’hraou zaout goude m’en doa clevet gantho pegement a drubuillou o doa bet, ha perag oa red dezho tec’het evelse.
An daou zijentil-ma a voa daou gristen mad. Goude beza blodet ar vriad colo a dlie servichout dezho da vele, araog mouga ar goulou a ioa lezet gantho en eul letern, hag araog en em asten da gousket, en em lakejont ho daou var ho daoulin da lavaret ho fedennou. Ar c’hiz o doa da lavaret ar beden cre, unan o lavaret, hag egile o respont.
Epad ma reant ho fedennou e clefjont, pe da viana e credjont clevet trouz a zioutho en eun doare solier pe sanail great gant plench hag a ioa goascou discloz etrezho. Sclerijen zoken a gave dezho o doa guelet ; hogen evel na veljont netra, en em lakejont etouez ho c’holo, hag ep dale, skuiz evel ma voant, e voant cousket c’huek.
Antronoz e voa huel an heol pa zafjont euz ho c’housk. An tieg a voa cals laouenoc’h outho evit na voa an derc’hent, ha rei a reas dezho da zibri euz ar pep guella a voa en he di. Epadma voant o tibri, unan euz an daou zijentil a lavaraz o doa bet an derc’hent eun tamig encrez araog cousket ; e cave dezho beza clevet unan bennag o trouzial er sanail azioutho ; hogen, emezhan, credabl ne voa netra eno.
— Clevet mad o poa, eme an tiek. Va map ha me a voa eno hor bez var ar bluen, hag e tiskueze dezho eur fuzil a zaou denn oc’h mantel ar jiminal. Ar beden oc’h eus great e deus savetet ho puez deoc’h.
— Penauz, eme an daou zijentil, o pije hon lazet evelse ep laret ger ?
— N’on doa ket a c’hoant d’ho laza. Hogen gouzout a rit eus brema kement a haillonet o vale, re c’hlaz, spierien, hag avechou zoken tud euz ar vro hag a deu evit ho spia, ho tiscuil, evit ho laza hag ho laerez mar gellont, ha ma na ellont ket ober ho zro dioc’htu, evit evessaat penaus dont divezatoc’h ha sicour gantho, pe lacat ar re c’hlas da zont varnoc’h. Bemdez e veler traou evelse. Ha c’hui o poa an ear euz a vir spierien, dillad fall ha leun bri, ha pistolennou ganeoc’h ; rag me am boa guelet mad ho pistolennou.
An daou zijentil a dremenaz an dervez e grignol ar foen. Pa deuaz ar pardaez e clefjont tud an ti o tont, merc’hed ha goazed euz ar parkeier, hag al loenet o vlejal o vont en ho c’hraou. Prest goude an tieg a deuas d’ho c’herc’hat evit coania, ha goude ar pred e lavaras dezho : — Ahanta, dont a reot ganeomp d’an oferen ?
— Ia, c’hoant on eus da vont.
— Alo, grit ho pourchas.
— Petra ? dindan noz eo ez aimp ?
— Brema souden, gant aoun na vemp re zivezat. An ilis so braz, ha n’eus ket a leac’h da gaout aoun ne ve ket a frankiz evidomp enhi. Pell avad ema ahann, hag eur pennad mad a vale on eus da ober.
Ep dale ar merc’hed o doa casset ar vugale da gousket, hag ar voazet o doa great ho fourchas evit mont en hent. Pep a groc’hen maout o doa laket dreist ho dillad all, ha pephini a gase gantha eur fuzil pe eur benveg evit en em zifen. An daou zijentil a voue roet dezho ive pep a fuzil, ha neuze en em lakejont oll en hent a vanden, goazed ha merc’hed.
Tenval oa an noz, hag an avel a ioa ien. Goude beza baleet epad eun heur amzer pe ouspen, e clefjont eun trouz henvel oc’h hini ar c’houagou, hag e guirionez edont tost d’ar mor. An daou zijentil a ioa nec’het o clasc gouzout peleac’h ho c’hasset, rag n’oa ket lavaret dezho peleac’h ez eant. Souden e tigouesjont var bord an aod ; mes da zisken eno e voa red tremen evel dre eur scalier, a roc’h da roc’h, e danjer da goeza dalc’h mad var ar penn en aod. Ouspen tri c’hant troatad o doa da zisken evelse, hag eun heur da nebeuta a lekejont da zisken eno hini hag hini. Pa voant diskennet e clevent eno c’hoas re all an eil o c’hervel egile. An tieg a lavaras neuze d’an daou zijentil azeza eno var eur roc’h bennag da c’hortoz an heur.
Ep dale e voue clevet unan o lavaret : Alo ! a za ! setu anternoz !
Unan euz a botred iaouang an tieg a lavaras neuze ive :
— Ar mor so rust.
— Mad, guell a-ze, eme an tiek coz.
Neuze e safjont oll e bagou a voa stag eno oc’h ho gortoz, ha kerkent en em lakejor da rouenvat var ar c’houagou. An avel a ioa cre, hag an houillou mor a strinke dour sall oc’h ginou ar vageerien. An tieg a ioa ato he lagad o para etrezeg ar mor hag a c’houlenne bep en amzer digant he vap a ioa crog er stur : ne velez-te netra ? Abenn eur pennad e respontas : eo, setu-hi duhont.
An daou zijentil a velas neuze ive dirazho eur vag hag a ioa goulou enhi, ha bagou all oc’h en em gilla en dro dezhi. Ar vag ma edont enhi en em lakeaz ive er c’helc’h evel ar re all. Ar vag a ioa goulou enhi en em gave er c’hreiz, hag e velet pourchas enhi eun aoter, hag eur belek coz, guenn he benn, o visca he ornamanchou oferenna.
An daou zijentil a ioa estlamet oll. Biscoas n’o doa guelet kement all, ha morse eun dra evelse ne vije deut en ho speret. An oferen a gomansas. An oll en em lakeas var ho daoulin er bagou, nemet eun daou pe dri e peb bag a ioa red dezho chom da zerc’hel mad d’ar stur ha da viret na stokje ar bagou an eil oc’h eben.
Pebez taolen a voa eno neuze ! Mestr an Env hag an douar harluet euz he ilizou, a iea da zisken eno, hag en doa evit iliz bolz an Env, hag evit pave goagou ar mor bras ! Guir a lavare an tieg d’an daou zen estren e voa frank an ilis ma tlient clevet an oferen enhi. Ar mordrouz a zerviche eno da ganaouen, hag ar beden a zave c’hoek ha birvidic a vouelet an oll galonou.
Biscoaz eme an hini en deus scrifet kement-ma, unan euz an daou zijentil, biscoas n’em boa pedet ker calonek. Hogen, araog m’oa echu an oferen, e veliz unan euz a botred iaouang an tieg o tont, strafuillet oll, da gaout he dad :
— Va zad, emezhan, eul lestr so erru varnomp !
— Ne ket guir ? e peleac’h ? ne velan netra.
— Pa lavaran deoc’h. Sellit, ahont.
Kerkent e veljomp eur flam tan hag e clefjomp eun tenn canol o crozal. Ar re c’hlaz o doa hon dizoloet, hag a deue evit hor c’has d’ar gouelet, mar galjent ; hag e tennent var ar vag ma edo ar beleg enhi. Eno neuze e savas tousmac’h. Ar vag a lavaret an oferen varnezhi a voue digoret gant ar bouliji hag a ieas d’ar gouelet dres pa edo ar beleg o rei ar venediction e fin an oferen. Ar bagou all a bellea an eil dioc’h eben, ha tenna a reant ive guella ma c’hellent var ar re c’hlaz. An tieg coz a gleviz o crial : Alo ! tro var dro d’al lestr. Savomp enha, ha deomp dezho crog-ha-crog. Ep dale ar re c’hlaz a voue red dezho en em rei. Hogen ar vretoned o doa collet ive meur a zen, hag an tieg coz a ioa lazet he zaou vap.
— Hoc’h hentcher, emezhan deomp goude, eo en deuz hor guerzet ; me am euz he velet mad var lestr ar re c’hlaz, ha setu aze petra eo eur spier, eun trubard, evel ma zeuz aleiz en amzer-ma. An tieg hon digasas gantha neuze d’he gær, hag a roas deomp he vap iaouanca evit hon hentcha bete Kerlagen.