Mont d’an endalc’had

Ar preon glas

Eus Wikimammenn
A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 416-420)



AR PREON GLAS.
————

Mari Argoat a voa chomet intanvez gant eur potric hanvet Per. He goas a voa eul labourer mad hag honest, hag en doa gounezet bara d’ar vam ha d’ar map divar bouez he zivrec’h. Deut oa zoken a benn da brena eun tiic hag eun tamik douar, hag e c’hespere beza eun deis en he æz. Evel n’en doa ket, cals a vanke, arc’hant avoalc’h da baea an ti hag an tam douar-ze, e voue red dezan presta. Eun tiec pinvidic hanvet Blez, a roas dezan pemp cant scoet evit paea ar perc’hen.

Al labourer a bae eul lodennik bep bloas eus ar pemp cant scoet, ha ne dlie mui nemet daou c’hant lur da Vlez pa deuas ar maro dezan. Dre ma pae eun dra bennag, Blez a verke ar pez en doa recevet var eur c’haier, hag ar c’haier-ze a jome etre daouarn al labourer pehini her c’huze ep ma vouie he c’hreg peleac’h. Gouzout a rea gouscoude ne voant mui dleour nemet a zaou c’hant lur.

Eun nebeudig goude m’e devoa Mari Argoat collet he fried, Blez, an hini en doa prestet arc’hant dezo, a varvaz ive. Eun niz dezan a heritas eus he zanvez. O veza cavet etouez paperiou he eontr eur paper a verke en doa prestet pemp cant scoet d’al labourer ma on eus comzet anezan, an intanvez a voue galvet da renta cont a gementse. Mari a zisclerias dirag heritour Blez ha dirag ar barner ne dlie nemet daou c’hant lur var ar pemp cant scoet-ze, hag e devoa eur c’haier da ziskuez eleac’h ma voa merket an dra-ze gant Blez he unan.

Mes pa zeas da glasc he c’haier, n’her c’havas ket. Caer e devoue furchal, chench penn evit penn da gement a voa en he zi, ne gave caier ebet. Roet oue dizi eun derveziou bennag evit clasc c’hoas pissoc’h, mes ne gavas netra. Heritour Blez hag ar barner o velet kementse, a gredas e devoa clasket ho zrompla. Kemeret a rejont caz outhi, hag e voue condaonet da velet guerza he zi hag he zamic douar evit paea he dle, ha goudeze da vont gant he map eleac’h ma carje, da lavaret eo, var an douar noaz.

Me ho lez da zonjal pebez anken ha pebez calonad evit an intanvez paour ! Evel ma zoa Mari Argoat hag he fried, pa edo beo, tud honest bras ha caret gant ho amezeien, meur a hini a lavare penaus e tlie beza guir ar pez a lavare an intanvez, ha penauz heritour Blez a voa criz ha disleal Ar brud-ze a ieas beteg hema. Cridi a reas oa hi a lakea ar brud-ze da redec, hag en em hastas c’hoas muioc’h da lacat guerz varnizi.

Derc’hent ar verzidigez, da noz, edo ar vam geaz hag he mab ho daou en ti. O sonjal e rancje antronoz mont er meaz eus an ti-ze ep gouzout peleac’h mont, o sonjal petra deuje da veza gant ar potric paour-ze n’en devoa c’hoas nemet pemp pe c’huec’h vloas, ne alle ket miret da vouela, hag ar bugel o velet daelou he vam, a vouele ive.

Gouscoude, goude beza debret eun tam bennag, ar potric, (rag ar vam ne alle dibri bruzunen) ar potrig a reaz evel a ra ar vugale euz he oad, a lezaz he zaelou evit mont da redeg ha da c’hoari.

Epad ma kemere ar bugel he ebat, he vam glac’haret a voa en em daolet d’an daoulin dirag eun imach d’ar Verc’hez a voa oc’h ar voger en eur c’horn euz an ti. Eno e rea ar beden galonec-ma :

« O Mam santel da Jesus ! o va fatronez ker ! pedit evidhon ho map benniget ! Gouzout a rit n’em eus ket meritet ar pez a rer din. Ho pet truez oc’h va bugel paour. Roit da anaout d’an oll oun divlam, evit na ranco ket va map kez mont er mæz a di he dad ep den da asten dorn dezan nemet he vam cuezet en dienez hag en dishenor. Pe mar deo red din eva ar c’halir c’huero-ze, roit d’am c’halon nerz avoalc’h evit he zouten.»

Goude ar beden-ze, Mari a jomaz eno saouzanet, beuzet en he daelou dirag imach ar Verc’hez. Eur griaden losket gant he map Perig a reas dizi sevel he fenn.

— Va mam ! Va mam ! Sellit-ta ! Sellit-ta ! Eur stereden cripet ama oc’h ar voger hag o tisken en ti ! Sellit anizi o tont ! Serrit ar prenest gant aoun na zafe er meaz ha na dafe adarre d’an Env !

An intanvez ne ellas ket miret da vusc’hoarzin o velet levenez he bugel.

— Perig, emezhi, enhez ne ket eur stereden eo, mes eul loanig hag a lugern eleac’h ma vez tenval.

— Eul loanig, va mam ! Pe seurt loanig eo ?

— Eur preon glaz a rer anezan.

— Oh ! Setu aze zo brao avad ! Ha pa vez deiz-ta va mam !

— O nan, va map ; pa vez deiz ne lugern ket, ha neuze ne ket braoc’h evit ar prenvet all. En denvalijen epken e lugern evel an tân.

— Evel tân ! Petra, ne ket tân eo ? Ma touchen outhan ne boazo ket ?

— Oh nan !

— Mad, guelomp ! Oh, ien eo. Setu aze eun dra avad, tân ha ne ket tân eo.

Ar potr a c’houlennas mil dra divar benn ar steredennig, hag ar vam a ancounac’hea eun nebeut he anken o velet plijadur he map. Hema o velet e timinue sclerijen he steredennic pa deue al loar da bara varnha, her c’hassas en eur c’horn tro e doug eun armel. Goudeze evit he lacat en eul leac’h c’hoas tenvaloc’h, e tigoras an armel goustadic, hag hen tolas enhi. Mes evel na lugerne nemeur he steredennig eno muioc’h evit araog, e scuizas o c’hoari ganthi evel ma scuiz ar vugale gant pep c’hoari, hag e teuas da c’houlen oc’h he vam he gas da gousket.

— Va map, red eo pidi Doue da genta, hag evit ma en devezo Doue truez ouzoc’h, red eo ive caout truez oc’h ar preon glaz-ze hag he lezel da vont kuit.

— Oh ! va mam, scuis oan gant ar preon glaz ; serret em eus varnezan evit he zerc’hel ac’hann da varc’hoas da noz. Great em eus dezan evel a rithu ive din-me pa em lakit e pinijen.

— Perik, pa vezit laket e pinijen, o pevez gret droug ; hag e c’houzoc’h avoalc’h ar preonic glaz-ze n’en deus gret droug ebet.

Mes Perik ne felle ket dezan senti. Ar vam a reas kementse poan dizi, hag a lavaraz en eur vouela :

— Va map, ho pet sonch ez eo marteze ar vech diveza ma ho pezo da zenti ouzin en ti-ma.

Perik neuze o velet daelou he vam, a lamas da boket dizi, a c’houlennas pardon hag he c’hassas da gaout an armel. Mes ar preon a voa eat e goask ar garanou e goelet an armel. Ar potrig ne elle ket he denna ac’hano. He vam a ieas da elumi eur c’houlaouen evit dont d’he zicour. O clasc caout ar preon eus ar goasc ma edo, e teuas ar planken ganthi, ha dindan, en eun toul cuz, edo ar c’haier e doa clasket kement, hag ar paperiou-all pere a ziskueze en doa he goaz prenet an ti hag an tamig douar so outhan. Var ar c’haier-ze oa merket e guirionez gant Blez he unan a zom e som ar pez en doa paet al labourer dezan. An diveza scrit a gomze evelen : « Anaout a ran ne dle mui Jakez Argoat din nemet daou chant lur euz ar pemzeg cant am boa prestet dezan. »

An intanvez geaz en em lakeas d’an daoulin evit trugarecat Doue, hag a lakeaz he mab da drugarecat Doue ive eveldi. Goude ez eas da ziskuez he c’haier d’ar barner ha da heritour Blez. Ho daou e vouent souezet meurbet o clevet penaus e doa an intanvez dizoloet ar paperiou-ze. Neuze ar barner a lavaras d’an heritour : ha brema petra reot evit dic’haoui Mari Argoat eus ar gaou oc’h eus great outhi o cridi e claske ho trompla ?

— Petra rin ? Lezel ganthi an daou c’hant lur a jom, ha merca var he c’haier ne vanc mui netra din.

— Ha me, eme’r barner, evit beza douget en he enep eur varnedigez ha ne verite ket e vije gret, en em garg da sevel he mab. Ar bugel en deus gret Doue eur burzud evelse en he genver ne all ket mancout da zont da veza eur bugel mad.

Setu penauz e teu providans an Aotrou Doue da zicour ar re a laca ho fizians enha ; setu penauz e silaou peden ar re her ped gant eur galon eün.

————