Sant Fransez hag ar Bleiz a Eugubio

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 413-416)



Sant Fransez hag ar Bleiz a Eugubio.
————

Sant Fransez, an den-ze kel leun a garantez Doue hag a garantez an nessa, a entente, ervez an dud euz he amzer, iez al labouset hag al loenet all, hag a gomze ouz an oll grouadurien evel ma comz an dud etrezho. Epad ma edo o chom e kær Gubbio, e tigouezaz eur bleis da deleur ar spont hag ar strafuil dre ar vro. Ar bleis-ze a ioa eur pez loen, eul loen criz ha counnaret. Sailla a rea var ar chatal ha var an dud. Ar vugale ne gredent mui mont er meaz euz ho ziez da ober ho c’hoariou, nemet crog e vijent e dillad ho mam, hag ar vam ne voa nemeur dinec’hoc’h eget ar vugale. An dud vras zoken a grene pa veze red dezho mont pell dioc’h an ti.

Sant Fransez, o velet kementse, a falvezas dezhan tenna ar strafuil-ze divar dud ar c’harter. Mont a ra da glask ar bleis. D’he heul ez a eur vanden dud euz ar re grea ha disponta, ha gantho oll pep a venvek mad en ho dorn ; c’hoaz e choment pell var lerc’h ar zant hag e crenent. Ep dale e clever al loen gouez o loskel eur iudaden skiltruz, hag o tont a lamou etrezeg ar re a iea d’he glasc, digor he c’hinou gantha o tiskuez diou renkat skilfou hir ha lem, ha daoulagad ruz evel daou guef tan. Iudal a rea evel eul loen criz ha counnaret ma zoa. Kement a ioa eat da heul Sant Fransez a gemeraz oll an tec’h. An den Doue epken a ia etrezeg ar bleiz, en eur bidi, a zao he zorn hag a ra sin ar groas. O velet ar vreac’h-ze savet d’he vennigen, o clevet mouez ar zant, ar bleiz a zerr he c’hinou, hag a deu reiz, sioul ha sentus da c’hourvez ec’harz he dreit evel eur c’hi pe eun danvad.

Neuze ar zant a lavaras d’al loen fero : « Cleo, va breur bleis, gouzout a rez ec’h eus great torfejou ep niver. Loenet ep niver, crouadurien an aotrou Doue ac’h eus lazet, draillet, dispennet, tud zoken, hag hi great dioc’h imach da grouer, ac’h eus gouliet ha lonket. Ne dlefe beza nemet ar maro evidout. Mad ! me da bardon, hag a ia da lacat ar peoc’h etre an dud ac’hann ha te. Iviziken ne ri droug ebet dezho na d’ho loenet, hag an dud-ma hag ho chas ne redint mui var da lerc’h. Otreal a ri-te ober ar peoc’h evelse ? »

Ar bleiz a blegaz he benn evit diskuez ec’h asante.

— Mar grez ar pez a lavaran dit, e vezo roet da vouet dit bemdez.

Ar bleiz a bleg he benn eun eil guech.

— P’eo guir ec’h assantez senti, eme ar zant, me a c’hourc’hemen dit, en hano Jesus-Christ da vestr ha va hini, deus ganhen e kær. Hag ar bleis varlerc’h Sant Fransez evel eur c’hi carantezus. Ar c’helou-ze a ieas buan dre gær : Erru ar bleis gant Fransez ! erru ar bleis gant ar zant ! Al loen gouez deut da veza dôn ! An oll en em zestum evit guelet ar burzud. Beac’h o deuz o cridi d’ho daoulagad.

Neuze Sant Fransez a zao var eur mean, hag en eur ziskuez ar bleis gourvezet ehars he dreid, e lavar, en eur scuilla daelou : « Pec’herien, va bugale gez, mar en deuz al loen-ma great kement a aoun deoc’h, mar oc’h eus crenet kement o velet he c’hinou digor hag he skilfou, pebez aoun na dleit-hu ket da gaout rag an ifern, rag an droug-speret, al loen-ze mil guech feroc’h eget hema, a so ato digor he c’hinou evit lonca ar re a ra an droug ? Ah ! distroit oc’h Doue ha grit pinijen. Guelit ar bleis-ma : prometet en deus din ne dago mui nag ar chatal, nag an chas, nag an dud. C’hui ive, mar doc’h va mignonet, roit dezhan he vevans. Lavarit din, hag hen ober a reot-hu ?

An oll a lavar a eur vouez : ia, ia, ni her bevo !

Clevet a rez, eme ar zant d’ar bleiz, an dud-ma a asant ganez. Setu an accord great ; mes red eo eun herres bennag. Evit tonka, digas da bao em dorn !

Ar bleiz a zao dioc’h-tu, ha ker sentuz ha tra, a ia da lacat he bao e dorn an den Doue. An oll a vouele gant laouenedigez, hag ar bleis a vije lavaret a gemere perz e laouenedigez an dud.

Ar bleiz-ze a vevas daou vloaz er c’his-se, o vale dre gær, o vont euz an eil dor d’eben da glasc he dam. An oll bras ha bihan, a rea stad anezhan. Dor ebet ne voa serret outhan ; ar vugale a iea var he lerc’h da c’hoari ganthan. Canv a voue e kær Gubbio pa varvaz al loen-ze en devoa great kement a aoun dezho guechall. — Setu eno hag a ziskuez ar gallout en doa Sant Fransez dirag Doue, hag ar guel euz ar bleiz-ze deut da veza ken dizroug hag eun oan, a c’hounezas da Zoue calonou eun niver braz a bec’herien.

————