Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Trente mélodies populaires de Basse-Bretagne (1931)/Ar vaouez tapet mat ha Er vwès tape’mad .
Ha penaos ober krampoez ?
————
Ton ar zon-man a zo bet dastumet, e Landudal, e Kerne, gand an A. F. M. ; ar c’homzou a zo bet dastumet, e Kamorz, evit Dihunamb , gand an Dimezell E. L.
Bourgault-Ducoudray a renkas ivez ar zon-man en e levr : Mélodies populaires de Basse-Bretagne .
Kerkent ha m’oan dimezet,
En enr stad trist ’ voen laket.
Laket ’ voen e gwall enkrez,
N’em boa seurt em ziegez.
Paour glez ’ oan p’e gwir n’em boa
Em zi, na skudell, na loa !
N’em boa na taol, na listri,
Na tamm ganto da zebri.
Ha penaos ober krampoez,
P’edo va dour er Blanvoez ?
Da glask dour e voen kaset,
Gand eur podig pri torret ;
Gand eur podig pri torret
Hag eur c’hoz sailh didalet
Va rozell ha va spanell
A oa c’hoaz er c’hoad a-bell.
Va bleud ’oa e Gemene,
Ha va c’hoad e Kemperle.
Ha pa laken kig er pod,
Em boa eun askorn d’am lod ;
Me ’n em gave, c’hoaz, ervat
O chom en ti d’her c’hrignat.
Rak alies, ’vel ar c’hi,
E ven skarzet eus an ti !
Pa ’z een da frita viou
’N deveze dek ha me daou !
Setu, tudou, ar vuhez
A renan em ziegez.
————