Var an finvezou diveza eus an den, evit distaga hor c’haloun diouz ar bed mâ. Var ton : Biron, Biron.
Songit, den abuset,
Songit en eternite,
C’hui p’ini so sujet
D’ar pec’het, d’ar vanite ;
Songit e rencot mervel
Ha quittât ar bed-mâ,
Pa zui Doue d’ho quervel.
Abarz nemeur amâ.
Neuse gant cals à spont
E rencot apparissa,
Da renta piz ho cont
D'ar Barner rigourussa :
Ur setanç a receffot
A vuez pe à varo,
Hac ar stad m’en em gueffot
Da jamès a bado.
Nemet ur veach epquen
Ar Barados ne goller ;
Eus an ifern biquen
En em denna ne aller,
Hoguen Barados collet
Chetu tout eat da goll,
Ha barados gounezet
Chetu gounezet oll.
Roet en deveus Doue
Ar choas deoc’h en assuranç
En eil p’en eguile
Da ober ho temeuranç
En ifern p’er Barados
E rencot chom atao
Da zevi, pe da repos
Goude soufr ar maro.
En traou-se ma sounchac’h,
E tilessac’h ar viçou.
Hac en em avissac’h
Da bratica-r vertuziou.
Eveziant veac’h da dec’het
Diouz peb occasion
Da goueza è nep pec’het,
Hac en daounacion.
Gouscoude ouc’h quen dall,
Quen intourdi, quen obstinet
Na deus nemet traou-all
Oc’h occupi ho speret ;
Eleac’h songeal en affer
Eus ho silvidigues,
N’oc’h eus bet en he c’hêver :
Nemed leziregues.
Saveteit oc’h ene,
Ha d'an Ifern renoncit ;
Choasit abred an Eê,
Liquit ho poan d’e c’hounit
Dr’en œuvrou à drugares,
Dre an oll vertuziou,
Ha dre ur guir garantes
Evit Doue hon Autrou.
Covessaït à galon
Ho pec’hejou tremenet,
Ha goulennit pardon
Anezo gant guir regret ;
Grit ar resolucion
Gant courach da drec’hi
Ar goal inclinacion
Zo ennoc’h da bec’hi.
Reglit guell ho pues
Hep conta pell da veva,
Tremenit peb dervès
Evel pa ve ho tiveza ;
Distroit oc’h affeccion
Diouz an traou temporel,
Oc’h ober reflexion.
Var an traou eternel.
Ar bed a dremeno,
C’hui a dremeno ive,
An ifern a chomo
Epad an eternite ;
An tourmant a zo ennâ
Jamès ne finisso,
Mès plijadur ar bed-mâ
Souden a baouezo,
Siouas ! pe guer bras eo
Follentes ar c’hrouadur
A choas devi en beo
Evit dister plijadur,
Devi eternelamant
Assambles gant Satan,
Hep biquen soulajamant
En ur guele à dan.
Pe guer fur eo an dent,
A renonç d’an eazamant
Eus ar vuez monden.
O choas an diezamant,
Evit beza da jamès
Gant Doue o repos,
Ha gant ar Sent assambles
E joa ar Barados ?
Ar seurt-se n’o deus quet
A velconi o vervel,
Dre ur fizianç vras meurbet
Da gaout ar vuez eternel ;
Hac en laouenidigues
E vez neuze cheinchet
Quement seurt tristidigues
O deveus diouc’h ar bed.
Choas a ran, va Salver,
Em buez ar binigen,
Souffr a rign gant douçder
Pep seurt poan hiviziquen ;
Mès roït dign an assistanç
Eus ho Speret-Santel
Da drec’hi va inconstanç,
Ma vezign deoc’h fidel.
Renonç a ran d’ar c’hic,
D’ar bed ha d’an drouc-speret,
D’ar pec’hejou lubric
Ha d’an oll avarisdet,
Ma c’hellign en ho presanç
Va Jesus, er maro,
Apparissa gant fizianç,
Ha mond gueneoc’h d’am bro.