Pedenn da Sant Jozeb
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Peden ar Pab Leon XIII da Z. Josep.
O Sant Jozeb eürus, e-kreiz hon trubuilhou e teredomp d’ho kaout, ha goude beza goulennet skoazell ho Pried meurbet santel, e c’houlennomp ivez gant fizians beza difennet ganeoc’h. Dre ar garantez a Mage ho kalon ouz hini ar Werc’hez dinamm, Mamm Doue ; dre an deneridigez a dad hoc’h eus douget d’ar Mabig-Jezuz, ni hoc’h asped, grit eur sell a drugarez ouz an herez en deus prenet Jezuz-Krist gant e wad ha lakait ivez ho kalloud hag ho madelez d’hon sikour en hon ezommou.
Beilhit, o diwaller meurbet fur an tiegez santel, beilhit war ar bobl dibabet gant Hon Salver Jezuz-Krist ; pellait diouzimp, Tad meurbet karantezus, pep gwalenn gevier, pep klenved eneou ; eus lein an Nenv, er brezel diskleriet d’imp gant sperejou an denvalijenn, diskennit d’hon c’hrenvaat, c’houi hon skoazell meurbet nerzus ; hag evel m’hoc’h eus gwechall tennet ar Mabig-Jezuz eus riskl bras ar maro, evel-se breman difennit Iliz Santel an Aotrou Doue ouz lasou hec’h enebourien hag ouz pep reuz fall.
Bezit hon difenner da virviken, evit ma c’hallimp e sklerijenn ho skoueriou mat, harpet war ho prec’h madoberus, beva evel sent, mervel e gras hon Salver, ha kaout en Nenv an eürusted a bado bepred. Evel-se bezet graet.
Ma lezen-me eo ma ’n em garfet an eil egile evel am eus ho karet.
Jezuz-Krist.