An oferenn
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Oferen zantel.
Petra eo an oferenn ?
An oferenn eo ar sakrifis eus korf ha gwad hon Salver Jezuz-Krist kinniget da Zoue dindan ar spesou a vara hag a win.
Ar beleg, d’ar gorreou, a lavar, en ano Jezuz-Krist : « An dra man eo ma c’horf ; ha, warlerc’h : an dra-man eo ma gwad ». Kerkent, ar bara hag ar gwin a zo chenchet e korf hag e gwad Jezuz-Krist.
An oferenn, eta, a zigas d’imp sonj eus sakrifis ar Groaz, hag ouspenn, an oferenn eo ar sakrifis-se graet a-nevez. Evit petra ? Evit rei tu da bep unan da gaout lod eus ar madou gounezet d’an holl dre sakrifis ar groaz.
N’eus netra ken kaer na ken talvoudus hag an oferenn. Rak-se, lavaromp hon oferenn, war eun dro gant ar beleg, gant eur feiz krenv hag eur garantez vras.
En oferenn e kaver daou seurt pedennou.
1° Al lodenn vrasa ’vez lavaret n’eus forz peseurt Oferenn a vez graet.
2° Al lodenn all a vez dishenvel bep sul ha bep gouel : da lavarout eo : an Introït, Ar bedenn, kentel an Abostol, kan an Alleluia, pe Graduel, Aviel, Ofertouer, Pedenn a vouez izel, Prefas, Komunion, Pedenn goude ar Gomunion. Aman e kavfet an holl bedennou-se, pep-hini en he flas, an eil warlerc’h eben.
1a lodenn : Pedennou ar Gonfiteor e traon an Aoter
betek an Introit.
2l lodenn : Pedennou ha kenteliou betek fin an Aviel.
3vet lodenn : An ofertouer hag ar pedennou all betek ar Sanctus.
4vet lodenn : Pedennou ar Sanctus, ar Gorreou, ar Bater, betek ar Pax Domini, pa dorr ar beleg an Osti.
5vet lodenn : An Agnus Dei, hag ar pedennou araok ar Gommunion.
6vet lodenn : Pedennou evit trugarekaat goude ar Gomunion, betek fin an Aviel diweza.
In nomine Patris et Filii
et Spiritus Sancti. Amen.
Ar beleg. — Introibo ad
altare Dei.
Respont. — Ad Deum qui
laetificat juventutem meam.
En Ano an Tad+ hag ar
Mab hag ar Spered Santel.
Evelse bezet graet.
Ar beleg. — Me a savo ouz
Aoter Doue.
Respont. — Ouz an Doue
a ro levenez d’am yaouankiz.
Bodet endro d’an Aoter, ar beleg hag ar Gristenien a ziskouez o fizians e Doue.
Ar beleg. — Judica me,
Deus, et discerne causam
meam de gente non sancta ;
ab homine iniquo
et doloso erue me.
Respont. — Quia tu es,
Deus, fortitudo mea,
quare me repulisti, et
quare tristis incedo,
dum affligit me inimicus ?
Barnit ac’hanoun ma
Doue, ha difennit ma
gwir a enep d’eur bobl
disleal ; ma diwallit
ouz an den fall ha gidas.
Rak c’houi, Doue eo ma
nerz ; perak hoc’h eus
ma zaolet pell diouzoc’h,
ha perak e valean en
dristidigez, gwasket gant
ma enebour ?
Ar beleg. — Emitte lucem
tuam, et veritatem tuam ;
ipsâ me deduxerunt
et adduxerunt in
montem sanctum tuum,
et in tabernacula tua.
R. — Et introibo ad altare
Dei : Ad Deum qui lætificat
juventutem meam.
Ar b. — Confitebor tibi
in cithara, Deus, Deus
meus : quare tristis es
anima mea et quare conturbas
me ?
R. — Spera in Deo, quoniam
adhuc confitebor
illi : salutare vultus mei,
et Deus meus.
Ar b. — Gloria Patri, et
Filio, et, Spiritui Sancto.
R. — Sicut erat ip principio,
et nunc et semper,
et in sæcula sæculorum.
Amen.
Ar b. — Introibo ad altare
Dei.
R. — Ad Deum qui laetficat
juventutem meam.
Ar b. — Adjutorium nostrum
in nomine Domini.
R. — Qui fecit coelum et
terram.
Digasit ho sklerijenn hag
ho kwirionez ; i a reno
hag a gaso ac’hanoun
war ho menez santel,
betek ho tabernaklou.
Ha me a savo ouz Aoter
Doue, evit tostaat ouz
an Doue a ro levenez
d’am yaouankiz.
Me a gano ho meuleudi
war an delenn, o ma
Doue ; perak oc’h trist,
o ma ene, ha perak e rit
anken d’in ?
Lakait ho fizians e Doue,
rak me hen meulo c’hoaz ;
Hen eo ma Salver, ha
ma Doue.
Gloar da Zoue an Tad, ar
Mab hag ar Spered Santel.
Evel er penn kenta, breman,
dalc’hmat ha da
viken. Evelse bezet graet.
Me a savo ouz Aoter Doue.
Evit tostaat ouz an Doue
a ro levenez d’am yaouankiz.
Hon harp a zo en ano
Doue.
En deus graet an Nenv hag
an douar.
Ar beleg, stouet etrezek an Aoter, hag e zaouarn juntet, a lavar Confiteor. Ar responter a lavar, hag ar gristenien,
holl, eo mat d’eze lavarout ivez :
Misereatur tui omriipotens
Deus, et dimissis peccatis
tuis perducat te ad
vitam æternam.
Doue ra vo trugarezus en
ho kenver, da bardoni
d’eoc’h ho pec’hejou :
ma kaso ac’hanoc’h d’ar
vuhez eternel.
Hag ar responter d’e dro a lavar ar Gonfiteor :
Confiteor Deo omnipotenti,
beatæ Mariæ semper
Virgini, beato Michaeli
Archangelo, beato Joanni
Baptistæ, sanctis Apôstolis
Petro et Paulo, omnibus
sanctis, et tibi Pater,
quia peccavi nimis
cogitatione, verbo et
opere : mea culpâ, mea
culpâ, mea maxima culpâ,
Ideo precor, beatam
Mariam semper Virginem,
beatum Michaelem
Archangelum, beatum
Joannem Baptistam,
sanctos Apostolos Petrum
et Paulum omnes sanctos,
et Te, Pater, orare
pro me ad Dominum
Deum Nostrum.
Misereatur vestri omnipotens
Deus, et dimissis
peccatis vestris, perducat
vos ad vitam æternam.
Amen.
Indulgentiam, absolutionem
et remissionem peccatorum
nostrorum tribuat
nobis omnipotens et
misericors Dominus.
Amen.
Doue da veza trugarezus
en ho kenver, da bardoni
d’eoc’h ho pec’hejou ;
ma kaso ac’hanoc’h d’ar
vuhez eternel.
Evelse bezet graet.
Ra vo rôet d’imp ar pardon
hag an absolvenn
eus hon holl bec’hejou
gant Doue holl-c’halloudek
ha trugarezus.
Evelse bezet graet.
Ar b. — Deus, tu conver
sus vivificabis nos.
R. — Et plebs tua lætabitur
in te.
O Doue, sellit ouzimp, ha
rôit d’imp ar vuhez.
Hag ho pobl a gavo levenez
ennoc’h.
Ar b. — Ostende nobis,
Domine, misericordiam
tuam.
R. — Et salutare tuum da
nobis.
Ar b. — Domine, exaudi
orationem meam.
R. — Et clamor meus ad
te veniat.
Ar b. — Dominus vobiscum.
R. — Et cum spiritu tuo.
Diskouezit d’imp, Aotrou
Doue, ho trugarez.
Ha saveteit ac’hanomp.
O Doue, selaouit ma fedenn.
Ma savo ma mouez betek
ennoc’h.
Doue ra vo ganeoc’h.
Ha gant ho spered.
Oremus
Aufer a nobis, quæsumus,
Domine, iniquitates
nostras, ut ad sancta
sanctorum puris mereamur
mentibus introire. Per
Christum Dominum nostrum.
Amen.
Pedomp
Lamit, ni ho ped Aotrou
Doue, hon fec’hejou, ma
c’hallfomp mont ouz an
Aoter gant eneou glan
(pur). Dre J. K. hon Aotrou.
Evelse bezet graet.
Ni ho ped, Aotrou, dre veritou ar Sent, a zo aman o relegou, hag an holl Sent, da rei d’in ar pardon eus ma holl be’c’hejou. Evelse bezet graet.
Goude beza poket d’an Aoter, ar beleg a ya a zehou, da gorn an Aoter, hag a lavar an Introit, ar C’hyrie hag ar Gloria.
KYRIE ELEISON
Kyrie eleison… ter
Christe eleison… ter
Kyrie eleison… ter
Aotrou, ho pet truez
Krist, ho pet truez
Aotrou, ho pet truez
Gloria in excelsis Deo,
et in terra pax hominibus
bonæ voluntatis.
Laudamus Te.
Benedicimus Te.
Adoramus Te.
Glorificamus Te.
Gratias agimus tibi, propter
magnam gloriam
tuam.
Domine Deus, Rex cœlestis.
Deus Pater omnipotens.
Domine Fili Unigenite.
Jesu Chiste.
Domine Deus, Agnus Dei,
Filius Patris.
Qui tollis peccata mundi,
miserere nobis.
Qui tollis peccata mundi,
suscipe deprecationem
nostram.
Qui sedes ad dexteram Patris,
miserere nobis,
Quoniam tu solus sanctus.
Tu solus Dominus.
Tu solus Altissimus, Jesu
Christe.
Cum sancto Spiritu in gloria
Dei Patris. Amen.
Gloar da Zoue war lein
an Nenvou, ha peoc’h d’an
dud a youl vat.
Ni ho meul.
Ni a lavar d’eoc’h bennoz.
Ni hoc’h ador.
Ni a rent gloar d’eoc’h.
Ni ho trugareka evit ho
kloar ken bras,
Doue hon Aotrou, Roue an
Nenv.
Doue an Tad holl-c’halloudek.
Ha c’houi e Vab Unik,
Doue ivez, Jezuz-Krist.
Aotrou Doue, Oan Doue,
Mab an Tad.
C’houi a lam pec’hejou ar
bed, ho pet truez ouzimp.
C’houi a lam pec’hejou ar
bed, selaouit hon fedennou.
C’houi a zo azezet en tu
dehou d’an Tad, ho pet
truez ouzimp.
Rak c’houi hepken a zo
santel.
C’houi hepken a zo hon
Aotrou.
C’houi hepken a zo Uhel
meurbet, Jezuz-Krist.
Gant ar Spered Santel e
gloar an Tad. Evelse bezet
graet.
Ar beleg, goude pokat d’an Aoter, a dro ouz ar bobl, hag a lavar :
Dominus vobiscum.
R. — Et cum spiritu tuo.
Doue ra vo ganeoc’h.
R. — Ha gant ho spered.
E tu dehou d’an Aoter, ar beleg a lavar : Oremus : Pedomp. —An holl a dle pedi gant ar beleg.
Lavaret ar beden, ar responter a lavar : Amen.
Neuze ar beleg a lenn eur pennad skritur sakr eus an Testamant koz pe eus liziri an Ebestel. Ar c’holist, d’ar fin, a respont : Deo gratias.
A-raok mont e tu an Aviel, ar beleg stouet izel dirak an Aoter, a ra ar bedenn-man :
Netait ma c’halon ha ma muzellou, Doue Holl-C’halloudek, c’houi hag hoc’h eus netaet muzellou ar profet Izaiaz gant eun tamm glaou ruz-tan. En ho trugarez, lakait kaer ma ene, ma c’hallin diskleria, evel m’eo dleet, hoc’h Aviel santel.
Dre Jezuz-Krist hon Aotrou. Evelse bezet graet.
Binnigit ac’hanoun, me ho ped, Aotrou.
Ha vo Doue em c’halon ha war ma muzellou, ma c’hellin diskleria e Aviel en eun doare dereat. Evelse bezet graet.
Ar beleg a salud ar gristenien gant an « Dominus vobiscum » ; hag an holl a dle respont : « Et cum spiritu tuo ». — Ar beleg a ra sin ar groaz war levr an Aviel, war e dal, e vuzellou hag e galon, en eur lavarout : « Sequentia (pe initium) Sancti Evangelii secundum (aman ano unan eus ar pevar avieler : Maze, Mark, Lukas pe Iann), hag ar gristenien, ’n o sav, dre zoujans evit komzou Doue, a ra ivez warne o-unan, an tri sin ar groaz, evel ar beleg. An Aviel a zo ar gelennadurez rôet d’imp gant Jezuz-Krist e-unan.
Ar c’holist a respont : Gloria tibi Domine.
Pa vez echu kan an Aviel ar beleg a bok d’al Levr, hag a ra ar bedenn-man :
Dre gomzou sakr an Aviel, ra vo lamet d’imp hon fec’hejou. Amen.
Ar beleg, e-kreiz an Aoter, a lavar breman ar Credo pa vez da lavarout :
Credo in unum Deum.*
Patrem omnipotentem, factorem
cœli et terrœ, visibilium
omnium et invisibilium.*
Et in unum Dominum
Jesum Christum,
Filium Dei Unigenitum.*
Et ex Patre natum ante
omnia sæcula.* Deum de
Deo, lumen de lumine,
Deum verum de Deo vero.*
Genitum non factum,
consubstantialem Patri : per
quem omnia facta sunt.*
Qui propter nos homines
et propter nostram salutem
descendit de cœlis.
Et incarnatus est de Spiritu
Sancto ex Maria Virgine,
et Homo factus est.
Crucifixus etiam pro
nobis : sub Pontio Pilato
passus, et sepultus est.* Et
resurrexit tertia die, secundum
Scripturas.* Et ascendit
in coelos ; sedet ad
dexteram Patris.* Et iterum
venturus est cum gloria,
judicare vivos et mortuos :
cujus regni non erit
finis,* Et in Spiritum
Sanctum, Dominum, et
vivificantem, qui ex Patre
Filioqute procedit.* Qui
cum Patre et Filio simul
adoratur et conglorificatur
qui locutus est per prophetas.*
Et unam sanctam, catholicam
et apostolicam
Ecclesiam.* Confiteor unum
baptisma in remissionem
peccatorum.
Et exspecto resurrectionem
mortuorum. Et vitam venturi
sœculi. Amen.
Me gred en eun Doue
hepken, an Tad holl-c’halloudek
krouer an Nenv hag
an douar, an traou a weler
hag ar re na weler ket ; Hag
en eun Aotrou hepken,
Jezuz-Krist. Mab Unik da
Zoue. Ganet eus an Tad
araok an holl amzer Doue
eus Doue, sklerijenn deuet
eus ar sklerijenn, gwir
Doue deuet eus ar gwir
Doue. Konsevet nann
krouet, e natur a zo natur
an Tad : gantan eo bet
graet pep tra. Evidomp-
ni, an dud, evit hon savetei,
eo diskennet eus an
Nenv.
Konsevet eus ar Spered
Santel gant ar Werc’hez
Vari hag en deus en em
c’hraet Den.
Staget ivez ouz ar groaz
evidomp-ni, en deus gouzanvet
dindan Pons-Pilat,
hag eo bet sebeliet. Hag
eo savet euz ar bez d’an
trivet deiz hervez ar skritur
sakr : hag eo pignet d’an
Nenv, hag azezet en tu
dehou d’an Tad. Hag adarre
e teuio, leun a c’hloar,
da varn ar re veo hag ar
re varo ; ne vo fin ebet d’e
rouantelez. Hag er Spered
Santel, hon Aotrou ivez, a
ro ar vuhez ; a zeu eus
an Tad hag ar Mab. A zo
adoret ha meulet evel an
Tad hag ar Mab ; en deus
komzet dre ar skritur
sakr. Hag en Iliz, a zo
unan, santel, katolik hag
abostolik. Me anzav ez eus eur
Vadeziant evit lemel ar
pec’hejou.
Ha gortoz a ran rezureksion
ar re varo hag ar vuhez eternel.
Evelse bezet graet.
Aman, end-eeun, e krog ar sakrifis. Goude an Dominus vobiscum ha bet ar respont : « Et cum spiritu tuo, » digant ar c’holist, ar beleg a lavar : Oremus-Pedomp, hag a lenn ar bedenn : Ofertouer.
Digemerit, Tad santel, Doue holl-c’halloudek hag eternel, an Osti glan-man a ginnigan d’eoc’h, me ho servijer paour d’eoc’h-c’houi, ma Doue beo ha gwirion, evit ma fec’hejou, ma faziou, ma mankou ken niverus ; hag evit an holl dud a zo endro d’in, hag evit an holl gristenien vat, beo ha maro, ma talvezo d’in ha d’ezo, evit hon silvidigez er vuhez eternel.
Evelse bezet graet.
Ar beleg, e tu dehou d’an Aoter, a laka gwin er c’halir, a vinnig an dour hag a laka eur bannac’h gant ar gwin.
Doue, c’houi hoc’h eus, en eun doare burzudus, krouet an den ken uhel, ha savet anezan a-nevez en eun doare burzudusoc’h c’hoaz, rôit d’imp, dre vister an dour hag ar gwin-man, ar c’hras da gaout perz e divinite an hini en deus prizet kemer hon natur, Jezuz-Krist, ho Mab, hon Aotrou a vev hag a ren ganeoc’h hag ar Spered Santel.
Evelse bezet graet.
Ni a ginnig d’eoc’h, Aotrou, ar c’halir-man a silvidigez, hag e pedomp ho madelez, evit ma pigno dirazoc’h, evel c’houez vat an ezans, evit hon silvidigez ha silvidigez ar bed-holl. Evelse bezet graet.
Ar beleg, eun tammig stouet, hag ar gristenien gantan, en em ginnig ivez da Zoue, dre ar bedenn-man :
Gant eur spered izel hag eur galon c’hlac’haret, ni a c’houlenn diganeoc’h, Aotrou Doue, hon digemer, evit ma vo graet hon sakrifis hirie dirazoc’h, diouz plijout d’eoc’h, Aotrou Doue.
Ar beleg, en eur ober sin ar groaz war ar bara hag ar gwin, a ra ar bedenn-man d’ar Spered Santel :
Deuit, Spered holl-c’halloudek, Doue eternel, ha binnigit ar sakrifis-man graet evit enori hoc’h ano.
Ar beleg, e tu dehou d’an Aoter, a walc’h e zaouarn, evit merka pegen glan ha didamall e tleer beza evit tostaat ouz Doue ; gant ar beleg, lavaromp ar bedenn- man :
Me a walc’ho ma daouarn e-touez an dud santel, hag en em lakaio en-dro d’hoc’h Aoter, Aotrou Doue.
Ma klevin kana ho meuleudi, ha ma c’hallin diskleria hoc’h oberou burzudus.
Aotrou, me am eus karet ho ti koant, al lec’h ma oc’h en ho kloar,
Na gollit ket ac’hanoun gant an dud fall, o ma Doue, na rit ket d’in evel d’an dud a gar laza,
A zo leun o daouarn a dorfejou, hag o dorn dehou o kinnig donezonou.
Evidoun-me, em eus dilezet ar pec’hed ; ma saveteit, hag ho pet truez ouzin. Ma zreid a zo aet dre an hent mat ; me ho meulo, Aotrou, gant an dud fur. Gloria Patri.
Digemerit, Treinded santel, an donezon-man a ginnigomp d’eoc’h, e sonj eus Pasion, Rezureksion hag Asansion hon Salver jezuz-Krist, hag en enor d’ar Werc’hez giorius Vari, ha da sant Yann Vadezour, ha d’an Ebestel sant Per ha sant Paol, hag an holl sent all, ma roio enor d’ezo, ha d’imp-ni silvidigez, ma vefomp difennet en Nenv gant ar re a enoromp war an douar. Dre ar memes Jezuz- Krist hon Aotrou. Evelse bezet graet.
Ar beleg, trôet ouz ar bobl, a bed ar gristenien da unani o fedennou gant e re, hag a lavar :
Orate, fratres, ut meum
ac vestrum sacrificium
acceptabile fiat apud Deum
Patrem Omnipotentem.
Pedit, ma breudeur, ma
vo ma sakrifis, hag a zo
ivez hoc’h hini, digemeret
mat gant Doue an Tad
hollc’halloudek.
Suscipiat Dominus sacri
ficium de manibus tuis,
ad laudem et gloriam nominis
sui, ad utilitatem
quoque nostram totiusque
Ecclesiae suae sanctae.
Ra vo ho sakrifis digemeret
gant Doue, evit
enor ha gloar e ano, hag
ivez evit hon mad ha mad
an Iliz santel a-bez.
Ar beleg a lavar : Amen, ha, goude, beza lavaret eur bedenn a vouez izel war ar profou, a sav e vouez, evit ma c’hallo ar bobl respont war e lerc’h :
Per omnia saecula saeculorum.
Amen.
Dominus vobiscum.
Et cum spiritu tuo.
Sursum corda.
E-pad an holl amzer.
Evelse bezet graet.
Doue ra vo ganeoc’h.
Ha gant ho spered.
Savit uhel ho kalonou.
Habemus ad Dominum.
Gratias agamus Domino
Deo nostro.
Dignum et justum est.
O sevel a reomp war-du
Doue.
Trugarekaomp Doue hon
Aotrou.
An dra-se a zo mat ha
dleet.
Sanctus, sanctus, sanctus,
Dominus Deus sabaoth.
Pleni sunt coeli et terra
gloria tua.
Hosanna in excelsis.
Benedictus qui venit in
nomine Domini.
Hosanna in excelsis.
Santel, santel, santel eo
Doue an armeou.
An Nenv hag an douar
a zo leun eus e c’hloar.
Meuleudi d’ezan e lein
an Nenvou.
Binniget ra vo an Hini
a zeu en ano Doue.
Meuleudi d’ezan e lein
an Nenvou.
Bezomp war evez : Hon Salver a ga da ziskenn war an Aoter. Ar beleg, stouet, a bok d’an Aoter, hag a vinnig ar profou.
Ni ho ped, eta, Tad leun a drugarez, dre Jezuz-Krist ho Mab hag hon Aotrou, ni hoc’h asped a greiz kalon, da zigemer ha da vinniga an donezonou-man, ar profou- man, ar sakrifis santel-man, a ginnigomp d’eoc’h da genta, evit hoc’h Iliz santel katolik ; reit d’ezi ar peuc’h, he diwallit, he gouarnit, gant ho servijer hon Pab (…) hon Eskob (…), ha gant an holl gristenien eus an Iliz katolik hag Abostolik.
Ho pet sonj, Aotrou, eus ho servijerien ha servijerezed (aman, sonjomp en dud hon eus da bedi evitê), hag eus ar re holl a zo aman, a zo anavezet ganeoc’h o feiz hag o furnez. Evitê e kinnigomp, pe i a ginnig d’eoc’h ar sakrifis-man a veuleudi, evitê, evit o zud, evit silvidigez an eneou, evit ma vefont saveteet ha diwallet, hag e kinnigont d’eoc’h o deveriou, d’eoc’h c’houi an Doue eternel, an Doue gwirion ha beo.
Unanet er memes kredenn, ec’h enoromp ar Werc’hez glorius Vari, Mamm da Zoue, Mamm d’hon Salver Jezuz-Krist, hag hoc’h Ebestel eürus ha merzerien Per ha Paol, Andreo, Jakez, Yann, Thomas, Jakez, Filip, Berthele, Maze, Simon, ha Tadde ; Lin, Klet, Klemant, Xyst, Korneli ; Syprian, Lorans, Krysogon, Yann ha Paol, Kosm ha Damian ; hag hoc’h holl sent ; abalamour d’o meritou, ha d’o fedennou, grit ma vefomp, e pep tra, diwallet gant ho sikour. Dre Jezuz-Krist hon Aotrou. Evelse bezet graet.
Rak-se, ni ho ped da zigemer an donezon-man a ginnig d’eoc’h ho servijerien hag ho familh holl ; reit d’imp ar peuc’h e-pad hon buhez, hon diwallit eus an daonasion eternel hag hon digemerit, eun deiz, e-touez ho sent. Dre Jezuz-Krist hon Aotrou. Evelse bezet graet.
Ar beleg, eur wech c’hoaz, a vinnig ar bara hag ar gwin a ya da veza chenchet e Korf ha Gwad Jezuz.
An donezon-man, Aotrou Doue, grit ma vo e pep tra, binniget, kavet mat, digemeret, dign da blijout d’eoc’h ; ma teuio da veza evidomp korf ha gwad ho Mab karet, Jezuz-Krist hon Aotrou.
Qui pridie quam pateretur,
accepit panem in sanctas
ac venerabiles manus
suas ; et elevatis oculis in
cœlum, ad te Deum Patrem
suum omnipotentem,
tibi gratias agens benedixit,
fregit, deditque discipulis
suis, dicens : Accipite
et manducate ex hoc
omnes :
HOC EST ENIM CORPUS
MEUM.
En deiz a-raok ma c’houzanvas,
Jezuz a gemeras
ar bara en e zaouarn meurbet
santel, ha goude beza
savet e zaoulagad war-du
an Nenv, trôet ouzoc’h-
c’houi, Doue e Dad holl-
c’halloudek, o trugarekaat
ac’hanoc’h, e vinnigas ar
bara hag e rôas d’e ziskibien
en eul lavarout : kemerit
ha debrit holl anezan.
RAK AN DRAMAN EO
MA C’HORF.
Ar beleg a sav an Osti sakr da veza adoret gant ar gristenien.
Sellomp eta ouz an Osti, en eul lavarout : Ma Aotrou
ha ma Doue. Goude, ar beleg a zizolo ar c’halir, hag
a lavar :
Simili modo, postquam
cænatum est, accipiens et
hunc praeclarum calicem
in sanctas ac venerabiles
manus suas : item, tibi
gratias agens, benedixit,
deditque discipulis suis
dicens : Accipite, et bibile
ex eo omnes.
HIC EST ENIM CALIX
SANGUINIS MEI, NOVI
ET ÆTERNI TESTAMENTI :
MYSTERIUM FIDEI :
QUI PRO VOBIS ET PRO
MULTIS EFFUNDETUR IN
REMISSIONEM
PECCATORUM.
Hæc quotiescumque
feceritis, in mei memoriam
facietis.
En hevelep doare, goude
koan, o kregi er c’halir
prizius-man, gant e zaouarn
meurbet santel, goude
trugarekaat ac’hanoc’h, e
vinnigas hag e rôas d’e
ziskibien en eul lavarout :
kemerit hag evit anezan
holl
RAK, SETU AMAN KALIR
MA GWAD EUS AN
TESTAMANT NEVEZ HAG
ETERNEL : MISTER A
FEIZ : A VO SKUILHET
EVIDOC’H HAG EVIT
KALZ, DA LEMEL AR
PEC’HEJOU.
Bep tro ma refet an dra-
man, grit anezan evit
derc’hel sonj ac’hanoun.
Ar beleg a sav ar c’halir eman ennan Gwad Jezuz. Adoromp holl gant Feiz. Kinnigomp da Zoue an Tad e Vab Jezuz, ha ni hon-unan gantan.
Rak-se, Aotrou, ni ho servijerien ha ganimp ho pobl santel, o terc’hel sonj eus Pasion Ho Mab, hon Salver Jezuz-Krist, leun a c’hloar o sevel eus ar bez hag o pignal d’an Nenv, ni a ginnig d’eoc’h eus ho tonezonou ha madoberou eun Osti glan, eun Osti santel, eun Osti dinamm, Bara santel ar vuhez eternel ha kalir ar silvidigez peurbadus.
Plijet ganeoc’h, o ma Doue, sellout gant madelez ouz ar profou-man, hag o digemer evel m’hoc’h eus digemeret profou ho servijer Abel, an den fur, ha sakrifis hon Tad Abraham hag ivez an hini a ginnigas d’eoc’h ho peleg bras Melkisedeg, eur sakrifis santel hag eun Osti pur.
Ni ho ped, Doue holl-c’halloudek, grit ma vo douget ar profou-man, dre zaouarn hoc’h Ael santel, war hoc’h Aoter en Nenv dirazoc’h, evit ma c’hallfomp, ni holl hag hon do bet lod, ouz an Aoter-man, e Korf hag e Gwad sakr ho Mab, beza binniget ganeoc’h ha karget a c’hrasou. Dre Jezuz-Krist hon Aotrou. Evelse bezet graet.
Ho pet sonj ivez, Aotrou, eus ho servijerien ha servijerezed, (…N… N…) a zo aet en hon raog diouz ar bed- man, gant merk ar Feiz, hag a gousk e peuc’h ganeoc’h.
Ar beleg a chom eur pennadig evit erbedi (rekomandi) da Zoue an eneou tremenet.
D’ar re-man, Aotrou Doue, ha d’ar re a zo maro e karantez hon Salver, reit al lec’h a freskadurez, a sklaerder hag a beoc’h. Dre J.K. hon Aotrou.
Ar beleg a bed evitan e-unan hag evit ar re a zo en Oferenn, hag en eur skei war boull e galon e lavar :
D’imp-ni ivez, pec’herien gaez, ho servijerien a esper hepken en ho madelez ken bras, teurvezit rei eun tamm lod eus an Nenv, war eun dro gant hoc’h Ebestel ha merzerien santel, Yann, Stefan, Mathias, Barnabe, Ignas, Aleksandr, Marsellin, Per ; Felisite, Perpetua, Agatha, Lusia, Agnez, Sesilia, Anastasia, hag an holl sent ; ni ho ped, lakait ac’hanomp gantê er Baradoz, o Doue leun a drugarez, daoust na veritomp ket.
Dre Jezuz-Krist hon Salver. — Drezan, o ma Doue, e krouit, e santelait, e vinnigit, e lakait beo, hag e rôit d’imp ar profou-man.
Ar beleg, en eur zerc’hel gant e vizied an Osti santel,
a ra sin ar groaz, teir gwech, a-us d’ar c’halir, o lavarout :
Drezan, gantan hag ennan, eo rôet d’eoc’h-c’houi, Doue an Tad holl-C’halloulek, war eun dro gant ar Spered Santel, pep enor ha gloar.
Ar b. — Per omnia sæcula
sæculorum.
R. — Amen.
Oremus
Præceptis salutaribus
moniti, et divina institutione
formati, audemus dicere :
Pater noster qui es in
coelis, sanctificetur nomen
tuum ; adveniat regnum
tuum, fiat voluntas tua, sicut
in cœlo et in terra,
Panem nostrum quotidianum
da nobis hodie ;
et dimitte nobis debita nostra,
sicut et nos dimittimus
debitoribus nostris ;
et ne nos inducas in
tentationem.
Sed libera nos a malo.
Amen.
E-pad an holl amzer.
Evelse bezet graet.
Pedomp
Desket gant Hon Salver
en deus diskouezet d’imp
penaos pedi, e kredomp
lavarout :
Hon Tad a zo en Nenv,
hoc’h ano bezet santifiet ;
ho rouantelez deuet d’imp ;
ho polantez bezet graet,
war an douar evel en Nenv.
Reit d’imp hirie hon
bara pemdeziek, ha pardonit
d’imp hon ofansou,
evel ma pardonomp d’ar
re o deus hon ofanset ;
ha n’hon lezit ket da goueza
en dentasion, met hon
dilivrit diouz an droug.
Evelse bezet graet.
Hon dilivrit, ni ho ped, Aotrou Doue, eus an holl drougou tremenet, re a vreman, ha re da zont, ha dre zikour ar Werc’hez glorius Vari Mamm da Zoue, hag hoc’h Ebestel eürus, Per ha Paol hag Andreo, hag an holl sent, reit d’imp ar peuc’h e-pad hon buhez, ma vefomp, dre ho trugarez, diwallet eus pep pec’hed ha pep trubuilh. Dre ar memes Jezuz-Krist, ho Mab Unik, hon Aotrou, a vev hag a ren ganeoc’h war eun dro gant ar Spered Santel.
Ar b. — Per omnia sæcula
sæculorum.
R. — Amen.
Ar bel. — Pax+ Domini+
sit semper+ vobiscum.
R. — Et cum spiritu tuo
E -pad an holl amzer.
Evelse bezet graet.
Peuc’h Doue da vo ganeoc’h,
bepred.
Ha gant ho spered.
Ar beleg a laosk eun tamm eus an Osti da goueza er c’halir, evit merka eo unanet Korf Jezuz gant e Wad, hag a lavar :
Ra dalvezo d’imp, evit ar vuhez eternel, Korf ha Gwad hon Salver Jezuz-Krist, ez omp o vont da resev. Evelmse bezet graet.
Agnus Dei, qui tollis
peccata mundi ; miserere
nobis.
Agnus Dei, qui tollis
peccata mundi ; miserere
nobis.
Agnus Dei, qui tollis
peccata mundi ; dona nobis
pacem.
Oan Doue, hag a lam
pec’hejou ar bed, ho pet
truez ouzimp.
Oan Doue, hag a lam
pec’hejou ar bed, ho pet
truez ouzimp.
Oan Doue, hag a lam
pec’hejou ar bed, reit d’imp
ar peuc’h.
O Salver Jezuz-Krist, c’houi hoc’h eus lavaret d’hoc’h Ebestel : ar peuc’h a lezan ganeoc’h, ar peuc’h a rôan d’eoc’h ; na sellit ket ouz ma fec’hejou, met ouz Feiz hoc’h Iliz, ha plijet ganeoc’h rei d’ezi ar peuc’h he deus ezomm, hag ober d’imp beza unanet etrezomp ; c’houi hag a vev evel Roue a viskoz ha da viken. Evelse bezet graet.
Aman, en Oferenn-bred, ar veleien a ro ar pok a beuc’h
an eil d’egile, en eul lavarout : Pax tecum : ar peuc’h da
vo ganeoc’h ; respont a reer :Et cum spiritu tuo :ha gant
ho spered.
O Salver Jezuz-Krist, Mab an Doue bev, c’houi hag hoc’h eus gant bolantez ho Tad ha kenober ar Spered Santel, gouzanvet ar maro evit rei buhez d’an dud, lamit diganin, dre ho korf santel hag ho kwad, ma holl bec’hejou ha pep droug all ; grit ma talc’hin bepred d’ho kourc’hemennou, ha n’am lezit ket da bellaat diouzoc’h ; c’houi hag a vev evel Roue gant an Tad hag ar Spered Santel eun Doue hepken, a viskoaz ha da viken. Evelse bezet graet.
O Salver Jezuz, ec’h an da zigemer ho Korf Santel, daoust na veritan ket ; grit na droio ket ar gomunion- man enep d’in na d’am c’hondaoni ; o Doue a garantez, grit kentoc’h ma talvezo d’in d’am diwall korf hag ene, hag evel louzou d’am gwellaat : C’houi hag a vev evel Roue gant an Tad hag ar Spered Santel, eun Doue hepken, a viskoaz ha da viken. Evelse bezet graet.
Ec’h an da gemer Bara an Nenv, ha da bedi Ano Doue
Ar beleg, krog en Osti a sko war boull e galon, hag a lavar teir gwech :
Domine, non sum dignus
ut intres sub tectum
meum, sed tantum
dic verbo et sanabitur anima
mea.
Ma Doue, n’oun ket dign
e teufec’h em zi, met lavarit
eur ger hepken,
hag e vo pare ma ene.
Ar beleg a ra sin ar groaz gant an Osti, hag a lavar :
Korf Jezuz-Krist hon Aotrou ra viro ma ene evit ar vuhez peurbadus. Evelse bezet graet.
Ar beleg a chom eur pennadig ; goude e tizolo ar c’halir, e pleg e c’hlin, ha gant ar bladenn aour e tastum an tammou Osti da lakaat er c’halir, en eul lavarout :
Petra rôin-me da Zoue evit an holl vad am eus bet digantan ?
Kemerout a rin ar c’halir santel hag e pedin Ano Doue.
Meuli ha pedi a rin Doue, hag e vin diwallet diouz
ma enebourien.Gwad hon Salver Jezuz-Krist ra viro ma ene evit ar vuhez peurbadus.
Ar beleg, goude komunia, a walc’h ar c’halir, gant eun nebeud gwin, en eul lavarout :
Grit, o ma Doue, ma virfomp en eur galon c’hlan ar sakramant hon eus kemeret a c’henou, ha ma talvezo d’imp an donezon bet hirie, da c’hounit ar vuhez a bado da viken.
Ho Korf am eus kemeret, o ma Doue, hag ho Kwad am eus evet, grit ma chomfont em c’hreiz, ha grit na vano ennoun netra lous gant ar pec’hed, goude ma ’z oun bet maget gant ho sakramant kaer ha santel ; c’houi hag a vev evel Roue e-pad an holl amzer.
Ar beleg a ya e tu dehou d’an Aoter hag a lenn ar gomunion, goude beza poket da greiz an Aoter, e lavar, troet trezek an dud :
Ar bel. — Dominus
vobiscum.
Respont. — Et cum
spiritu tuo.
Doue ra vo ganeoc’h.
Ha gant ho spered.
Neuze ar beleg a ya e tu dehou an Aoter da gana pe da lenn ar beden goude ar gomunion ; echu ar beden, e serr al levr hag e tizro da greiz an Aoter da lavarout :
Ar bel. — Dominus
vobiscum.
Respont. — Et cum
spiritu tuo.
Ar b. — Ite Missa est.
Doue ra vo ganeoc’h.
Ha gant ho spered.
It, lavaret eo an oferenn.
R. — Deo gratias.
pe Benedicamus Domino.
Trugarez da Zoue.
pe Bennoz da Zoue.
En oferenn e du (vit an Anaon) e vez lavaret e lec’h, Ite Missa est, Requiescant in pace hag ar c’holist a respont. Amen.
Ar beleg, eun tammig stouet dirak an Aoter, a lavar :
Treinded santel, ra blijo d’eoc’h testeni doujus ma servij ha digemerit, me ho ped, ar sakrifis am eus kinniget d’eoc’h, daoust d’an nebeud a vad a zo ennoun : grit, o Doue leun a druez, ma talvezo an Oferenn-man d’in-me ha d’ar re am eus-hi lavaret evitê. Dre Jezuz- Krist hon Aotrou. Evelse bezet graet.
Ar beleg a bok d’an Aoter, hag a dro ouz ar bobl da rei e vennoz, en eul lavarout :
Benedicat vos omnipotens
Deus, Pater et Filius,
et Spiritus Sanctus.
Amen.
Ra deuio warnoc’h bennoz
an Doue holl c’halloudek,
an Tad, ar Mab, hag
ar Spered Santel.
Evelse bezet graet.
Ar bel. — Dominus
vobiscum.
Resp. — Et cum spiritu
tuo.
Ar bel. — Initium sancti
Evangelii secundum Joan.
Resp. — Gloria tibi
Domine.
Doue ra vo ganeoc’h.
Ha gant ho spered.
Penn kenta eus Aviel
Sant Yann.
Meuleudi d’eoc’h Aotrou.
An Aviel-man a ziskouez penaos eo deul war an douar, Mab Doue ’n em c’hraet Den evit ober eus an holl dud bugale da Zoue.
Er penn kenta e oa ar Ger hag ar Ger a oa en Doue, hag ar Ger e oa Doue. A holl-viskoaz e oa gant Doue. Gantan eo bet graet pep tra, ha hepan n’eus bet krouet netra eus ar pez a zo bet graet. Ennan oa ar vuhez, hag ar vuhez oa sklerijenn an dud, bag ar sklerijenn a zo o lugerni en denvalijenn, hag an denvalijenn, n’he deus ket bet komprenet. — Beza oe eun den digaset gant Doue, e ano Yann (Badezour). Dont a reas evit beza test, evit rei testeni d’ar sklerijenn, evit lakaat an holl dud da gredi. N’eo ket hen oa ar sklerijenn, met deuet e oa da rei testeni d’ar sklerijenn.
Ar Ger (Mab Doue) oa ar sklerijenn wirion a lugern war bep den a zeu er bed man. Er bed e oa, hag ar bed a zo bet graet gantan, ha n’eo ket bet anavezet gant ar bed. Deuet eo en e dra, ha n’eo ket bet digemeret gant e dud. Met, d’ar re o deus hen digemeret en deus rôet ar c’halloud da veza bugale Doue, d’ar re a gred en e ano, ar re n’int ket ganet eus ar gwad nag eus ar c’horf nag eus youl (bolantez) an den, met eus Doue e-unan, (aman e pleger ar glin). Hag ar Mab a zo en em c’hraet Den, ha a zo deuet da chom en hon mesk, gwelet hon eus e c’hloar, evel gloar Mab Unik an Tad, leun a c’hras hag a wirionez.
Resp. — Deo gratias.
Trugarez da Zoue.