Mont d’an endalc’had

Peden evit nevezi promessaou hor vadiziant

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1846  (p. 349-351)



Actou evit nevezi promessaou hor badiziant hac en em gonsacri d’ar Verc’hes.

Ur c’hustum ancien eo etouez ar religiused hac al leanezed, nevezi bep bloas ho vœuïou : hon tadou santel ar pabed hac an esquibien a zo en em obliget da zelebri bep bloas, devota ma ellont, ar memor eus an deiz ma zint bet sacret. Ar c’honcilou a ali ive ar veleyen, da ober ar memes trâ, bep bloas, en deiz ma o deus recevet an urzou sacr. Dre’r memes ræson, pep christen a dle celebri, bep bloas, an devez m’en deus recevet ar vadiziant, o tremen an deiz-se gant mui a zevotion, en ur drugarecât Doue eus a ur c’hraç quer precius, en ur nevezi ar promessaou o devoa græt evithan, e baëron hac e vaëronez, hac en ur c’houlen pardon eus e infideliteou da bromessaou e vadiziant... Sant Gregor a Nazianç [1] a recommand d’an tadou ha d’ar mamou digaç da zonch d’o bugale eus a zeiz o badiziant, evit ma nevezint, en deiz-se, ar promessaou græt evitho. Ar beden-ma a zo mâd ive da len e pep amzer, ispicial goude ur retret, d’ar zul, ha quellies guech ma comrmmier.

peden evit nevezi promessaou hor vadiziant.

Va Doue , guelet a rit prosternet dirazoc’h ur pec’her paour pehini a anzao, gant humilite, e ingrateri en andret ho madelez infinit. Concevet er pec’het, ez-oun deut var an douar, ô va Doue, un objet a horrol dirac ho taoulagad, un esdav d’an drouc speret, ur victim destinet da zêvi eternelamant en ifern : mæs, dre un effet eus ho trugarez, hoc’h eus græt d’în guenel er religion gristen ha beza bræsantet en ilis : eno, var ar men-fond, hoc’h eus guelc’het, purifiet ha santifiet va ene dre zour ar vadiziant ; eno, hoc’h eus scrifet va hano el levr a vuez ha va c’hemeret evit unan eus ho bugale ; eno, ez-oun deut da veza unan eus a vemprou Jesus-Christ, hæritour d’ho rouantelez ha templ beo ar Speret Santel. N’ho boa accordet d’în, ô va Doue, ar graçou caër-se, nemet goude m’am boa renoncet da Satan, d’e œuvrou ha d’e bompou, ha m’am boa prometet observi ho c’hourc’hemennou santel… Mæs, allas, va Doue, toret em eus promessaou va badiziant ; pec’het em eus a-enep an êe hac en ho præsanç ! nan, nan, ne vilitan mui beza hanvet ho crouadur, rac collet em eus dre va faut ar guir ho poa roet d’în en ho rouantelez ; militet em eus an ifern ; eno e tleie beza va flaç eternelamant, ma ho pize va zretet hervez ar rigol eus ho justiç : mæs ho trugarez e deus parlantet em faver : ne fell quet deoc’h maro ar pec’her, ô Doue a vadelez, ne glasquit nemet e gonversion hac e silvidiguez, ha ne c’houlennit nemet e tistroï ouzoc’h gant ur galon gontristet hac humiliet. Gant ar zantimanchou-se, ô va Doue, eo e quemeran an hardizeguez d’en em brosterni dirac ho majeste divin evit anzao va fec’hejou, o detesti ha renonç dezo da viquen, hac evit nevezi va-unan ar promessaou ô devoa græt evidon va faëron ha va maëronez.

Ama eta, var va daoulin, e faç an êe hac an douar, dirac an auter sacr, e præsanç ministret Jesus-Christ, e renonçan va-unan, libramant ha dre va bolontez franc, d’an drouc speret, d’e bompou ha d’e œuvrou : me a brotest penos ez-eo da Jesus, eo e fell d’în beza fidel, penos ne fell d’în servicha nemethan, ha ne fell d’în beva na mervel nemet evithan. O Jesus, me c’houlen hac a esper ar c’hraç-se diganeoc’h, dre hoc’h hano santel ha dre’r militou itifinit eus ho passion hac eus ho maro ; dre bedennou galloudus ho mam santel, ar Verc’hes Vari ; dre bedennou ha dre sicourou va æl-mâd, va zant paëron, sænt patronet va farres ha va bro, an oll ælez, an oll zænt hac an oll zantezet eus ar barados pere a suplian da intercedi evidon dirac ho madelez infinit. Amen.

  1. [Greg. Naz., Orat. XL in s. Bapt.]