Act a gonsecration d’ar Verc’hes

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1846  (p. 351-352)



ACT A GONSECRATION D’AR VERC’HES.


Mam garantezus d’am Zalver, sicour ar gristenien, evel n’en deus biscoas clêvet ho pe abandonet nicun eus ar re a c’houlen hoc’h azistanç, em eus an hardizeguez d’en em bræzanti dirazoc’h evit implori ho trugarez : ama eta var va daoulin, e quichen ho treid, ô va mam santel, me ho salud, hoc’h enor hac ho choas hirio evit ar rouanez eus va c’halon, ar c’houarnerez eus va buez, va fatronez, va alvocadez ha va zicour em oll necessiteou quen spirituel, quen temporel ! Me a offr deoc’h, a ro deoc’h hac a gonsacr deoc’h va c’horf, va ene ha quement a zepand ouzin. Guerc’hes carantezus, lacat a ran etre ho taouarn, ha resina a ran deoc’h, hep partach, va oll intantionou, va oll esperançou ha va oll dezirou, n’em bezo biquen quen bolontez nemet bolontez ho Mab divin, hac hoc’h ini ! Va recevit, mar plich gueneoc’h, ô va mam santel, va recevit en niver eus ho servicherien hac eus ho bugale ! quemerit ac’hanon evel un drâ pehini a zo deoc’h ha disposit ac’hanon hervez ho bolontez ! va c’hunduit e pep leac’h hac e pep amzer, non pas hervez va inclinationou, mæs hervez ma pligeo gueneoc’h. Eus va c’hostez, Guerc’hes santel, me a guemer ar propos ferm, d’ho servicha a greiz va c’halon, d’ho caret ha d’ho meuli, ha da alia eus va oll galloud, ar re-all d’ho meuli ha d’ho caret assamblez guenêen !… Recevit eta, Guerc’hes sacr, ar sacrifiç a ran deoc’h ; soutenit ha crêait ar fizianç am eus en ho madelez ; obtenit d’în digant va Zalver Jesus, ur feiz crên, un esperanç ferm, ur garantez ardant, ar c’hraç da vervel d’ar pec’het, d’ar bed ha d’în va-unan, evit ma c’hallin beva eus a vuez va Zalver, e veuli ama var an douar, ha caout an heur d’e veuli eternelamant assamblez, gueneoc’h er barados ! Amen.