Mont d’an endalc’had

Var ar Badiziant

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1846  (p. 337-348)



SACRAMANT AR VADIZIANT.


Petra eo ar vadiziant ? Da betra hon oblich ? Necesser eo e receo ? Piou a ell e rei, p’heur hac e pe fæçon ?

I. Petra eo ar vadiziant ? Ar vadiziant a zo ur sacramant pehini a effaç ar pec’het originel hac an oll bec’hejou-all, couls hac ar poaniou eternel ba temporel dleet dezo, hac hor gra bugale da Zoue ha d’an Ilis. Ur sacramant : da lavaret eo, ur sîn sansibl eus a ur c’hraç invisibl : evel-se, er memes amzer ma velc’h an dour pen ar c’hrouadur visiblamant, graç Jesus-Christ, er guelc’h interioramant en ur fæçon invisibl, eus ar pec’het originel a behini ez-omp oll coupabl dre zizoboissanç Adam. M’en devize sentet non tad quenta, ne vezimp quet bet sujet da viseriou ar vuez-ma na d’ar maro, pere ne zint, evel a lavar an abostol, nemet ar beamant dleet d’ar pec’het : stipienda [sic] peccati mors [1] ; mæs o veza m’en deus dizentet, ar bunition eus e bec’het a bouëz hac a bouëzo var e vugale betec fin ar bed : evel-se e veler a vechou ur roue oc’h exila ur famill abalamour da grim pe da dorfet unan-bennac anezi.

Pehini a effaç ar pechet originel : hennez eo effet quenta ar vadiziant. Bugale malurus da un tad coupabl, hac hæritourien d’e bec’het, ez omp-oll, dre natur, bugale a goler : filii iræ [2] ; mæs ar vadiziant a ro deomp ur vuez nevez, ur vuez spirituel, agreabl da Zoue pehini a deu neuse d’hon adopti evit e vugale. O pebes madelez eus e bers ! ô pebes enor evidomp-nî, beza galvet, ha beza en effet bugale da Zoue ! Videte qualem charitatem dedit nobis Pater, ut filii Dei nominemur et sumus ! [3]

Hac ar pec’hejou-all, couls hac ar poaniou eternel ha temporel : cetu aze an diffaranç-so etre ar zacramant a binigen ha sacramant ar vadiziant : ar sacramant a binigen ne ra peurvuia nemet cench ar poaniou eternel e poaniou temporel ; eleac’h sacramant ar vadiziant a effaç assamblez ar pec’het originel hac an oll bec’hejou actuel, pa vez recevet goude an usach a ræson, couls hac an oll boaniou eternel ha temporel dleet d’hor pec’hejou ; n’en deus, eme an abostol, daonation-ebet evit ar re a zo er stad eürus eus a garantez parfet hor Zalver Jesus-Christ : nihil damnationis est in his qui sunt in Christo Jesu [4]. Ne roer pinigen-ebet d’an dud nevez badezet, caout a dleont hepquen un instruction suffisant hac ur vuez-vâd, pe da viana ur cenchamant guirion a vuez, mar o devoa bevet fall diaguent.

Hac hor gra bugale da Zoue ha d’an Ilis, dre’r vuez nevez a recevomp : e consideration d’ar vuez spirituel-ma, Doue hor c’honsider evel e bobl particulier, vos populus meus [5] ; evel e vugale muia-caret, hic est filius meus dilectus [6] ; evel hæritourien da Zoue, hæredes quidem Dei [7] ; hac evel breudeur ha quen hæeritourien da Jesus-Christ, cohæredes autem Christi [8] ; evel e vemprou memes, ha templou beo ar Speret Santel, non solùm cohæredes, sed membra et templum Spiritus Sancti [9]. O pebes enor evit ur c’hristen ! mæs ive pebes confusion, dont gant titrou quer caër d’en em ruillal er fanq eus ar pec’het ! Disquiantet e credfemp ar brinces, pehini, o veza guisquet ha fichet-caër, en em daulfe , dre he faut, er fanq hac er vouillen : cetu aze cousgoude imach trist an den a gomet ar pec’het goude beza recevet ar vadiziant.

II. Da betra hon oblich ar vadiziant ? Da gredi e Jesus-Christ ; da heuill e lezen, e vaximou hac e exempl ; da renonç d’an drouc-speret, d’e œuvrou ha d’e bompou.

Credi e Jesus-Christ, eo credi penos Jesus-Christ a zo Doue ha den assamblez, Doue parfet ha den parfet : credi ar pez en deus discleriet en e Aviel, ha quement a zo proposet deomp gant an Ilis da gredi eus e bers… Heuill lezen Jesus-Christ eo miret e c’hourc’hemennou. En deiz eürus eus hor badiziant, er moment ma c’houlennemp ar feiz hac ar vuez eternel, ar belec a respontas deomp eus a bers Doue hac eus a bers e Ilis : mar fell deoc’h caout ar vuez eürus-se, mirit gourc’hemennou Doue… Heuill maximou Jesus-Christ eo heuill maximou e Aviel ; beza douç hac humbl a galon, caret ar baourentez, renta ar mâd evit an drouc, renonç deomp hon-unan ha douguen ar c’hroaziou a erru gueneomp, da c’houzout eo, an oll boaniou hon deus da souffr, quen eus a bers Doue, quen eus a bers an dud… Heuill exempl hor Zalver eo lacat hor poan da bratica ar vertuziou en deus pratiguet e-unan, evel ma’z-eo, beza douç, humbl, chast, patiant, misericordius, resolvet da ober bolontez Doue e pep-tra… Da guemen-se-oll, en em obligeomp dre’r vadiziant : quicumque enim in Chrisio baptizati estis, Christum induistis [10]Renonç d’an drouc speret, eo renonç d’ar speret infernal-se, pehini, jalouz eus ar bonor prometet deomp gant Doue, ne hean da ober e oll bossubl evit hor c’holl ; d’ar speret trompler-se, pehini a bromet ar mâd hac a ro an drouc ; d’ar speret tentatour-se, pehini a rod endro deomp evel ul leon arraget, oc’h essa hon discar hac hon devori [11], da lavaret eo, oc’h essa hon lacat da gometi ar pec’het. Renonç da bompou satan eo renonç d’an ourgouill-se pehini a ra deomp disprisout ar re-all, oc’h en em gredi hon-unan guelloc’h evitho ; d’ar vanite-se, pehini a dennomp a vechou betec eus a zonæsonou Doue, eus hor madou, eus hon ners, eus hor guened ; d’ar guiscamanchou caër hac immodest-se, d’an dansou, d’an assambleou difennet-se, eus a bere en em zervich an drouc speret, evit coll an eneou… Renonç da œuvrou satan, eo renonç d’ar pec’het pehini en deus inventet hac a behini eo an tad maleurus ; d’ar mallochou, d’ar sacreou, d’an nondeou-se , d’ar zongesonou vil, d’ar c’homzou bavard, d’an actionou mezus-se ; d’ar guevier, d’ar fals testeni, d’al læronciou-se ; d’an avarisdet, d’ar gourmandis, d’ar vezventy, d’ar goler ; en ur guer, d’ar pec’het pehini ne dê netra-all, eme sant Ambroas, nemet un dorridiguez da c’hourc’hemennou Doue : cœlestium inobedientia mandatorum [12]. Renoncet hon devoa da guemen-ma oll ; rac en deiz eürus eus hor badiziant, e voue tremenet evel ur c’hontrat mutuel etre Doue ha nî : Doue eus e gostez hon recevas en niver eus e vugale, hac a roas deomp e lezen hac e c’hraç gant promessa d’hon renta eternelamant eürus, mar bizemp fidel da viret e c’hourc’hemennou ; nî ive a brometas observi-mâd al lezen divin-se , ha querquent Doue a scrivas en êe, ar promessaou solanel-se pere a vezo præsantet deomp deiz hor maro, ha var bere e vezimp barnet… Doue eus e gostez a zo bet fidel d’e bromessa, recevet hon deus diganthan e lezen hac e c’hraç ; mæs, allas ! nî, petra hon deus-nî græt, siouas ? Toret hon deus e lezen santel ha collet e c’hraç dre hon dizoboissanç : ô pebes goaleur ! Pa glêvomp c’hoas ar vouez trugarezus a Zoue, ne galedomp quet hor c’halonou : nevezomp hirio, hac a amzer da amser, ar promessaou o devoa graet evidomp hor paëron hac hor maëronez en deiz caër eus hor badiziant.

III. Necesser eo ar vadiziant ? Ar vadiziant a zo absoluamant necesser evit beza salvet : ar re ne dint quet badezet, eme hor Zalver, ne allont quet antren e rouantelez an êe : nisi quis renatus fuerit ex aqua et Spiritu Sancto, non potest introire in regnum Dei [13]. Un articl a feiz eo penos ar vugale maro hep badiziant, ne jouissont quet eus ar guel a Zoue. Pebes motif, ispicial evit ar groaguez a zoug frouez, da lacat evez ouz ar goler, ar re-veïou , al lamou, ar gourmandis hac ous an oll draou-all pere a ell noazout da vuez ar frouez a zougont ha d’o buez o-unan… Cousgoude, ar vadiziant a ell beza supleet dre’n desir sincer d’e receo, dre’r garantez evit Doue ha dre’r verzerinti. Evel-se ez-eus tri seurt badiziant : ar vadiziant dre zour, ar vadiziant dre zezir hac ar vadiziant dre voad. Ar vadiziant dre zour eo ar vadiziant ordinal pehini a recevomp ; ar vadiziant dre zezir eo an dezir ardant da receo ar vadiziant, pa na eller quet e receo en effet : evel-se ur payen pehini a oar anaout ha caret Doue, a vezo salvet, mar dê impossubl dezan receo ar vadiziant, petra-bennac m’en deus un dezir sincer d’e receo : sant Augustin [14], sant Ambroas [15], sant Bernard [16] hac ar c’honcil a Drant e-unan [17] eo a zesq deomp an doctrin-ma. Ar vadiziant dre voad eo ar verzerinti, da lavaret eo, ar maro souffret evit Jesus-Christ, pe evit souten ar guir feiz ; ar pez a c’halv an Ilis beza badezet en e c’hoad : evel-se ar bayanet pere o velet courach ar gristenien a grie ive penos e voant disquibien da Jesus-Christ, hac a vize abalamour da ze laqueet d’ar maro, a zo bet ato consideret evel tud badezet en o goad hac evel merzerien, couls hac an innoçantet santel, da lavaret eo, ar vugaligou a voue lazet dre urs Herodes, e plaç ar Messi digant pehini e falle dezan lemel e vuez.

IV. Piou a ell rei ar vadiziant ? An escop hac ar belec a zo ar vinistret ordinal eus ar sacramant-ma ; mæs, e cas a necessite, pep den a ell badezi, nemet e vezo conform e intantion da ini an Ilis. Evit rei ar sacramant-ma e tleer beza e stad a c’hraç, e quement a ma eo possubl ; goulen pardon digant Doue ma en em zanter coupabl, ha præferi ar goas d’ar plac’h, hac an hæretic d’ar payen. An hæretiquet hac ar bayanet a ell badezi e cas a necessite, mar dint instruet-mâd , ha mar conformont o intantion da intantion an Ilis, rac ar sacramanchou a brodu ar c’hraç dreizo o-unan : evel-se ar c’hreunen a zivoan hac a brodu n’eus forç gant piou eo bet hadet. Un tad hac ur vam ne dleont quet badezi o c’hrouadur, nemet impossubl e vê caout nicun-all-ebet d’en ober, rac beza ez-eus un alianç pe ur guerentiach spirituel etre’r c’hrouadur hac an ini er badez ; etre’n ini en deus badezet ar c’hrouadur ha tad ha mam ar c’hrouadur; etre’r paëron, ar vaëronez hac ar c’hrouadur, hac ive e dad hac e vam ; an dud-ma, evit dimizi assamblez a renq caout dispanç digant an escop, pe an dimizi-so fall… An Ilis a c’houlen ma vezo roet d’ar c’hrouadur ur paëron hac ur vaëronez evit beza goarant penos e vezo fidel da bromessaou e vadiziant, evit digaç dezan da sonch anezo, e cas a ezom, hac evit e zicour d’o accomplissa. Ar paëron hac ar vaëronez en em c’hra cred pe gaution evit ar c’hrouadur ; hoguen, evel ne recever evit credtaat pe gautioni, en afferiou temporel, nemet an dud a vez solvabl, pe gapabl da bêa, evel-se ive ne dleer receo evit paëron ha maëronez nemet tud a zoujanç Doue hac instruet-mâd. Hervez ar c’honcil a Drant [18], ur paëron a so avoalc’h evit derc’hel ur mab ous badiziant, hac ur vaëronez evit derc’hel ur verq, mæs ur c’hustum meulabl eo, rei d’ar c’hrouadur ur paëron hac ur vaëronez.

V. Ar c’hrouadur a dle receo ar vadiziant quenta ma vez possubl : e guærent a bec’h hac a guëz, en escopti-ma, dindân sansuriou an Ilis, o chom dre o faut hac hep permission, ouspen tri devez hep lacat badezi ar c’hrouadur. Ne dleer rei badiziant en ty nemet e cas a necessite, mæs mont a dleer d’an ilis, ha qnemeret ar brecaution da gaout dour benniguet en ur vuredic, evit rei ar vadiziant en hent, e cas a zanger a varo.

VI. Penos e roer ar vadiziant ? Ar vadiziant a roer en ur scuilla dour naturel var ben ar c’hrouadur, hac en ur lavaret er memes amzer : me ho badez, en hano an Tad †, hac ar Mab †, hac ar Speret Santel †, gant intantion da ober ar pez a ra an Ilis en ur rei ar vadiziant. En ur scuilla dour naturel ; guechal e roet ar vadiziant dre immersion, da lavaret eo, en ur blongea ar c’hrouadur da ben teir guech en dour, hac en ur brononç ar c’homzou sacramantal, me ho badez en hano an Tad, etc. An dour a dle beza dour naturel, dour feunteun, dour rifier, dour glao pe dour mor. Ar dour-se a scuiller var ar pen, pehini-so al loden nopla eus an den : cousgoude, e cas a necessite, e tleer scuilla an dour n’eus forç var behini eus a vemprou ar c’hrouadur. Red eo d’ar memes ini scuilla an dour ha prononç er memes amzer ar c’homzou : an dour a dleer da scuilla e furm ur groas, ha dre fæçon-ma toucho croc’hen pen ar c’hrouadur.

Explication eus a zeremoniou ar vadiziant

Ar belec o veza clêvet ez-eus ur c’hrouadur o c’houlen ar vadiziant, en em bræsant dirazan gant ar stol pehini eo ar merq a enor eus e garg, hac a c’houlen diganthan petra glasq digant Ilis au Autrou Doue : quid petis ab Ecclesia Dei? Ar c’hrouadur a respont e c’houlen ar feiz : fidem. Mæs, eme ar belec, petra roï deoc’h-hu ar feiz-se pehini a c’houlennit ? Ar feiz-se, eme ar c’hrouadur, a roï d’în ar vuez eternel : vitam æternam. Mar fell deoc’h, a guntinu ar belec, caout ar vuez eternel, carit an Autrou ho Toue, eus a greiz ho calon, hac ho nessa eveldoc’h hoc’h-unan. Neuse goude beza roet dezan gourc’hemennou Doue evit reglen eus e vuez, e c’huez varnezan evit chasseal an drouc-speret dre vertus ar Speret Santel pehini-so hanvet er Scritur alan Doue [19] : furmi a ra ar groas en ur c’hueza evit disquez penos eo dre vilitou Jesus-Christ e renquer chasseal an drouc speret : evel-se Doue, dre e oll c’halloud a chasse an drouc speret dre ur c’hüezaden, evel ma laca an nerc’h da deuzi hac ar scorn, dre’n ezen eus e alan : flabit spiritus ejus et fluent aquæ [20]. Ober a ra sîn ar groas var dall ha var galon ar c’hrouadur : accipe signum crucis, tàm in fronte quàm in corde, evit disquez na dlê en em c’hlorifia nemet e croas hor Zalver Jesus-Christ, he c’haret ha lacat e fizianç enni. Un tamic holen a lequeer e guinou ar c’hrouadur evit sinifiout ar furnez hac ar goût evit an traou cœlestiel pere a c’houlen an Ilis evithan : rac, evel ma præserv an holen eus ar gorruption, evel-se ive ar furnez christen a bræserv eus ar pez a ell noazout da silvidiguez an den. Ar chroaziou hac an exorcismou a ra ar belec goude, a sinifi penos ar vadiziant a dên e oll ners hac e oll vertus eus a groas Jesus-Christ hac eus a vilitou e bassion. An drouc speret o veza evel-se chasseet, ar belec a gonvi ar c’hrouadur da antren e templ an Autrou Doue, e peleac’h e cavo ar vuez eternel : ingredere in templum Dei, ut habeas vitam æternam. Ar Gredo hac ar Bater a vez lavaret en ur antren, evit disquez penos ne aller beza, nemet dre’r guir feiz, bugale da Zoue ha d’an Ilis, na caout guir e rouantelez an êe. Neuse ar belec erruet e quichen ar men-fond a ordren c’hoas, eus a bers an Drindet santel, d’an drouc speret, tec’het pell diouz ar c’hrouadur-se, pehini-so choaset gant Doue evit beza templ beo ar Speret Santel: ut fiat templum Dei vivi, et Spiritus Sanctus habitet in eo. Goude, oc’h heuill exempl hor Zalver pehini a bareas un den bouzar ha mud, en ur frotta gant un nebeudic cranch e ziou-scouarn hac e ziou-fronel, ar belec a ra ar memes tra en ur lavaret ar memes comzou, evit digueri diou-scouarn ar c’hrouadurda glevet gant joa comzou Doue hac e ziou-fronel evit ma santo ar c’hüez-vâd eus a vertuziou hor Zalver Jesus-Christ, evit ma c’hallo o c’haret hac o heuill epad e vuez. E ziou-scouarn o veza evel-se digoret d’ar virionez, ar belec a c’houlen diganthan ha renonç a ra d’en drouc speret, d’e bompou ba d’e œuvrou, hac o veza e glêvet o respont penos er gra, a greiz e galon, e quemer neuse eus an oleo sacr, hac a ra un onction var e bultrin hac etre e ziscoas, evit rei dezan da entent penos e vuez a vezo ur brezel continuel a-enep ar bed, ar c’hic hac an drouc speret, hac e renco beza præst da souffr pep-tra, ar maro memes, evit souten ar feiz… Goude beza evel-se disposet ar c’hrouadur hac e glêvet, o lavaret penos e cred ê Doue hon tad oll-galloudec, crouer an êe hac an douar ; hac ê Jesus-Christ e Vab unic hon Autrou, pehini so bet ganet hac en deus souffret ar maro evidomp ; penos e cred er Speret Santel, er Ilis santel, catholic, apostolic ha romen, e communion ar zænt, e remission ar pec’hejou, e resurrection ar c’horfou hac er vuez eternel, ha penos en deus un dezir-hras da receo ar vadiziant, ar belec a scuill var e ben an dour mysterius, hac er memes amzer graç an Autrou Doue er guelc’h eus ar pec’het originel, hac er choas evit oher ennan he demeuranç. Goude beza scuillet dour ar vadiziant var ben ar c’hrouadur, ar helec a ra ive var e ben un onction gant an oleo sacr, evit e gonsacri da Zoue en ur fæçon-bennac, evel ma vez consacret ar veleyen hac ar rouanez. Evel-se, sant Per a lavar penos ar gristenien a zo un nation choazet, ur hobl santel a veleyen hac a rouanez : genus electum, regale sacerdotium, gens sancta, populus acquisitionis [21]. En effet, o veza, dre’r vadiziant, memprou da Jesus-Christ, an union hon deus ganthan hon rent participant eus e veleguyach hac eus e galite a roue an êe hac an douar. Ouspen, gallout a eller lavaret ez-omp oll beleyen, en ur fæçon-bennac, abalamour ma zomp-oll obliget, eme an abostol, d’en em offr continuelamant da Zoue evel hostiou beo : ut exhibeatis corpora vestra, hostiam viventem [22]… Rouanez ez-omp ive, dre’r galloud a ro deomp ar c’hraç varnomp hon-unan ha var hor passionou, ha dre ma tleomp rên eternelamant gant Doue en êe. Lacat a rer ur boned guen var ben ar c’hrouadur, evit en avertissa da gonservi betec ar maro, innoçanç e vadiziant, a behini ar boned guen-se a zo ar merq hac ar zymbolen. Ur c’houlaouen a vez ive laqueet dezan en e zorn, evit m’en devezo memor e tle rei an exempl-vâd, ha derc’hel ellumet en e galon an tân eus a c’hraç hac eus a garantez an Autrou Doue. Evel ma chasse ar goulou tevaligen an nos ha ma tisquez an hent dre behini e tleer bale, evel-se ive an exempl-vâd a chasse tevaligen ar pec’het hac a zisquez an hent a gundu d’an êe ; hac evel ma chom hep mouvamant hac en ur stad a varo, ar c’horf querquent a ma’z-eo dispartiet eus an ene, evel-se ive an ene a chom en ur stad a varo querquent ama coll graç Doue a behini ar goulou-so an imach.

Ha ne zeblant quet deoc’h-hu guelet ar varn gristen-se a behini e vadezer ar c’hrouadur o chuntri he daouarn querquent a ma cleo an tauliou quenta eus ar c’hloc’h, hac he c’hlêvet o lavaret gant an Ilis : Te Deum laudamus ; ia, me ho meul, ô va Doue, hac ho trugarecâ eus a greiz va c’halon, da veza recevet va c’hrouadur en niver eus ho pugale ! O Doue mâd ! scrifet hoc’h eus e hano el levr a vuez : merquet hoc’h eus e blaç en ho barados : præparet hoc’h eus e gurunen ! Ar c’hrouadur paour-se, er moment ma oa sortiet eus va zy, a oa esclav d’an drouc speret ; mæs c’hui, va Doue, hoc’h eus toret chaden e esclavach, er guelc’het, er purifiet, er sanctifiet dre zour ar vadiziant ! un æl eta, ô va Doue, eo a recevin brema-souden etre va divrec’h ! Ia, va Doue, ho clevet a ran, gant diou-scouarn ar feiz, o lavaret d’în : ar c’hrouadur-ma a zo an objet eos va c’harantez hac ar prix eus va goad ; dihoallit-mâd anezan, hoc’h ene a responto evit e ini: hic est filius meus in quo mihi benè complacui [23]. Custodi virum istum… anima tua, pro anima illius [24].

  1. [Rom. VI, 23.]
  2. [Eph. II, 3.]
  3. [I. Joan., III, 1.]
  4. [Rom. VIII, 1.]
  5. [Cf. Lev. XXVI, 12.]
  6. [Matth. III, 17 ha XVII, 5 ; Marc. I, 11 ; Luc. IX, 35.]
  7. [Rom. VIII, 17.]
  8. [Ibid.]
  9. [Jo. Chrys., Epist. CXIX ad Theoph.]
  10. [Gal. III, 27.]
  11. [I. Pet. V, 8.]
  12. [Ambr., Expos. in Luc., V, 82.]
  13. [Joan. III, 5.]
  14. [Aug., De bapt. c. Donat., IV, 22.]
  15. [Ambr., Consol. de Ob. Valentin., 52.]
  16. [Bern., Tract. de Bapt., II, 8.]
  17. [Catech. Trident., III, c. 2, q. 35. (Disputet taer eo ster ar pennad-mañ.)]
  18. [Concil. Trident., Sess. XXIV, cap. 2 ; Catech. Trident., II, c. 2, q. 29.]
  19. [Cf. Gen. I, 2 ; ha lec’hioù all.]
  20. [Ps. CXLVII, 7.]
  21. [I. Pet. II, 9.]
  22. [Rom. XII, 1.]
  23. [Matth. XVII, 5.]
  24. [III. Reg. XX, 39.]