Mont d’an endalc’had

Peden ar bugel

Eus Wikimammenn
Moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 28-29)



PEDEN AR BUGEL
————


Juntet e zaouarn munut, daoulinet ’tal e vam,
Pa ve c’hoaz e galonig digailhar ha divlam,
Na kaer eo, ’n eun tiegez, gwelet ar bugelig
O pedi, beure ha noz, henvel ouz eun Elig !

Pa bed ar bugel bihan, e seblant d’in gwelet
E toul dor ar baradoz selaouerien pleget,
Ewit sellet talarek, ’trezek an ti kristen,
Lec’h e klewont eur breurig oc’h ober e beden.

Peden ar bugel bihan a zo nerzus meurbet,
Ha dreist-oll ’c’hall tenerât kalon Salver ar bed,
Rak pa oa war an douar Hen an eus lavaret :
« Lezet ar vugaligo da dont holl d’am c’havet. »

Ewit derc’hel stag ha-stag mailho ar chaden dir
A dle unani ar re ’de ’n em roet o gir,
Ar re o deve touet ’n em garout da viken,
N’eus ket evel ar beden ’ra ar bugel kristen.

Ha ’wit ma chomo ganec’h ar bugel bihan-ze,
C’hoaz ken gwak ha ken tener, roet d’ec’h gant Doue,
N’ankoueet ket, o mammo, pez a lar e-unan :
« Me eo an Hini ’ziwal ar vugale vihan ! »


Ewit ma c’hallo eun de stourm ouz ar fall, chom mat,
Pa ne vo ken ho pugel dirak ho taoulagad,
Gant ar laez ’roet dean, bihan, war ho parlen,
Gret d’ean, abred, abred, sunan ar fe gristen !

Na truezus eo doare ar bugel n’an eus ket
Ewit stuman e galon ha sturian e spered,
Eur vam hag eun tad kristen, ’n o c’hreiz doujanz Doue !
Eus ar bugelig paour-ze, o ! me am eus true

Ya, ma ve, siouaz, dizec’h geno an tad, ar vam,
Gant ine o bugale, ma na ve pleet tam,
Eus a belec’h e redo an dour a dle nerzan
Gwrio ar plant yaouank-ze : piou a deuy d’o magan ?

O kerent kristen a Vreiz, selaouet ma feden,
Ha gret bepred ho tever, ho tever pen-da ben ;
Ma ’peus bet, digant Doue, bugale da zevel,
Disket d’e abred pedi, bean fur ha santel !

Kentel ar beden ’zo kaer, re gaer ’wit ’ve roet
Nemet stouet d’an daoulin, hag an daouarn juntet ;
An evn bihan na disk ket darnijal e-unan,
’Wit ma pedo ho pugel, gantan kemeret poan.

Selaouet pez a lavar furnez koz Breiz-Izel :
« Liou an dour, liou ar skudel, liou an dud, liou bugel ! »
Ma fell d’ec’h, en ho kozni, kât eur vaz d’ho harpan,
Ra vo bepred, en ho ti, Doue er pen kantan.


————