Bewan direbech er bed
Ken fall an de herie,
Miret bepred o c’hened
D’ar galon, d’an ine,
A zo tra dies meurbet
Anez bean gwell-grenv,
Ha kât nerz, nan eus ar bed,
Met kât nerz eus an Nenv !
Ar blijadur zo stignet
Dirak an den yaouank,
N’an eve ket c’hoaz gwelet
Na lousoni na fank,
Evel yeot flour eur c’hlazen,
Glas ha koant war c’horre,
Ha dindani, a vanden,
Prenved lous koulskoude.
Kinnigan a rer d’ean,
’Wit terri e zec’hed,
Evajo eus ar gwellan
Ha dudius meurbet !
’Met dioute ar vammen
’Zo bunumus bepret,
Ha kaer o deve tremen,
’Dorront ket ar zec’hed.
Dudius eo d’al lagad
Gwelet bleun dispaket ;
Met dindan ar bleun, dalc’hmad,
E ve piko kuzet.
Nag a daouarn bet blonset
O klask kuntuilh ar bleun,
Blonset gant piko kalet
Na hadont nemet keun !
Laret a rer ez eo ret
D’ar yaouankiz tremen
Pell-pell diouz ar boan-spered,
Dizoursi ha laouen.
Girio !… ’deu da herlinkat
Kalz re a galono,
Hag a laka da c’harmat
Mammo kouls ha tado.
Neuze ’ve kouls d’ec’h laret
Ez eo ret-mad ive
E vefe an den brewet
’Rok bean krenv goude ;
E tle, d’an newe-amzer,
An holl bleunio breinan
’Wit ’vo, d’an diskar-amzer,
Er gwe, freuz ar c’haeran.
Ze, ma c’hredet, n’eo ket gwir !…
Ma fell d’ec’h bean fur,
Dalc’het sonj mat eus ma gir,
A vo ’widoc’h eur stur,
A ray d’ec’h, ’lec’h c’houervente,
Kât eun tam levenez :
Tud yaouank, en han’ Doue,
Bet dalc’hmad war ewez !
Ya, bet dalc’hmad war ewez,
Ha maget ho kalon
Gant peden, hag alïes
Gret ar gomunion ;
Neuze, ’n hano hon Zalver,
Me ’lar ’po levenez,
Gwir levenez na gaver
Nemet ’barz ar Furnez !
|