1
Pautred iouank a Vreih-Izel,
mar karet me cheleu,
Me sonnou d’ho a voeh ihuel,
Bro karet ho tadeu !
2
Saùet, chetu achiù en noz
Duhont en hiaul e splann
Labour e zou doh hou kortoz
Er parkeu hag er lann.
3
En doar digor, én doar santel
Streùet a zornadeu
Er gràn e huès er graniel
Goarnet eit en erùeu.
4
Pautred, en doar troeit a neué
Taulet get plijadur
Taulet, er gran e zei un dé
De vout hou magadur.
5
Er gran hadet e saù, pautred !
Chetu glas er parkeu !
Er chistr eué ne vankou ket
Chetu er gué é bleu !
6
Pautred iouank a Vreih izel
Mar karet me cheleu
Me larou d’oh a voeh ihuel
Karet bro hou tadeu.
7
Karet hou bro a groeit el dé
chomet ar er mezeu
Hui viùou got sekour Doué
guel aveit ér hérieu.
|
1
Paotred yaouank a Vreiz-Izel,
mar kirit va selaou,
Me gano d’eoc’h a vouez uhel,
Bro garet ho tadou !
2
Savit, setu echu an noz,
Du-hont an heol a splann ;
Labour a zo ouz ho kortoz,
Er parkou hag el lann.
3
Er méziou doun, er parkeier,
Strewit holl a-zevri,
Ar greun mat ho peus er zolier
Miret vid an irvi.
4
War an douar aret ha leiz
Taolit gant plijadur,
Taolit ar greun a vo eun deiz
ho kwella magadur !
5
Ar greun hadet a zav, paotred,
Setu glas ar parkou,
Ar chistr ivez ne vanko ket
Er gwez eman ’r bleuniou !
6
Paotred yaouank a Vreiz-Izel,
Mar karit va selaou,
Me ’laro d’eoc’h a vouez uhel
Karet bro ho tadou.
7
Karit ho Preiz ha grit ’veldo
chomit war ar meziou,
Harpet gant Doue c’houi vevo
Gwell eget er c’hêriou.
|