Boteu koed

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Imprimerie de la Presse libérale, 1926  (p. 11-12)



MEM BOTEU KOET
Va Boutou Koad
————
Ar skridoù-sonerezh zo diweredekaet evit poent.


1. Hinui é é asséan mem boteu koet,
m’ou doug eit er hueh ketan, mem boteu koed,
Hag ind e son ker braù, klik klak, o gé lan la,
Hag ind a zon ker braù, ma hou skoan heb arsau !

2. Breman m’ou lakei bamde, mem boteu koet
Hag ind e hrei dalbeh — klik klak, o gé lan la
Eit monet d’er skol geté — —
Hag ind e hrei dalbeh — klik klak, a beb eil hueh

3. Er parkeu, hag er lanneu — mem b. k.
Me iei de glah neihadeu, m. b. k.
En ened e gleuou: klik klak, o gé lan la
Me gargou mem boteu a blu hag a uieu.

4. Pe vou ur fest mé er ger, m. b. k.
Ne choméin ket mé er gér, m. b. k.
Me iei en ur hober : klik klak, o gé lan la
De grol ar en dachen — De heijein me hrohen.

1. Hizio eo ec’h eséan va boutou koad,
m’o doug vid ar wech kentan, va boutou koad,
Hag int a zon ker brao, klik llak, o ge lan la,
Hag int a zon ker brao, ma ho skoan heb arzao !

2. Bemdez, breman m’o lako, va botou koad,
Vit monet d’ar skol ganto, va botou koad,
Hag int a ray dalc’hmat, klik klak o ge lan la.
Hag int a ray dalc’hmat, klik klak, va botou koad.

3. Er parkou hag el lannou, va botou koad,
Me ’z aio da glask neiziou, va botou koad,
An evned a glevo : klik klak, o ge lan la !
Me gargo va botou a blu hag a viou.

4. Pa vo eur fest er pennker, va botou koad,
Me ne jomin ket er ger, va botou koad,
Me iei en eur ober : klik klak, o ge lan la,
Da goroll d’an dachenn, da heja va c’hroc’hen.


5. Pe vou dré-zé ur pardon, mem boteu koed
’En ur hober, « orezon » — m. b. k.
Me eie eué d’ino, dousig — o gé lanla !
Hemb gober trouz erbet — ér chapel beniget.

6. Pe vou achui mem buhé, m. b. k.
Mar arriù genein un dé —
Neijal d’er baraouis — klik klak, o gé lanla
Me skoei d’oh en trezeu-get penneu mem boteu.

5. Pa vo dre-ze, eur pardon, va botou koad,
En eur ober orezon, va botout koad
Me iei ivez eno, dousik, o gé lan la,
Heb ober trouz ebet, — er chapel venniget.

6. Pa vo echu va buhez, va botou koad,
Ma ’c’h erru ganen eun dez, va botou koad,
Nijal d’ar baradoz, klik klak, o gé lan la,
Skei ’rin ouz an treujou, gant pennou va botou.