Mont d’an endalc’had

Pater noster (Kelien)

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Pater Noster.

J. Maisonneuve ha Ch. Leclerc, 1889  (p. 209-265)


PATER NOSTER



Pater noster, dibi doub,
’Man ma c’has o nean stoup ;

Ha ma c’hi war lein an ti
Oc’h ozan boued d’ann ouidi ;

Ann ouidi dorn ha dorn
O kas toaz d’ann ti-forn ;

Ar c’hoele braz gand he gorn
O lakat ’nhe-zo ’barz ar forn ;

Ar blei bihan gand he lost
O Lakat an-he tost ha tost ;

Ann hini goz ’kreiz ann hent
O krial fors war he dent ;

Ar potr koz tost d’ann tan
O c’houl para vo da goan :


— Iodik du...
Ha bac’hado en daou-du ;

Iodik kerc’h...
Ha bac’hado war-he-lerc’h. —


PATER NOSTER

\score {
\relative c'{
    \clef treble
    \tempo \markup {\italic "Andantino"}
    \key c \major
    \time 2/4
    c'4 d | c b | c d | c2 | \break
    c4 d | c b | c d | c2 \bar "|." 
}
\addlyrics {
Pa -- ter nos -- ter di -- bi -- doub’
Man ma c’haz o ne -- an stoup.
}
  \layout {
  indent = #00
  line-width = #123
 }
 \midi {
  \context {
    \Score
    tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
  }
 }
}
\header { tagline = ##f }


————