Paotr-saout Komanna
— Petra rez aze ’ta, Jopig, ken sioul-all, da-unan war eur roc’h e-kreiz al lanneg ? Ne daolez ket evez e c’hell dont ar bleiz da zamma ar c’haera eus da zanvadezed ?
— Bezit dinec’h, maeronez ; Doue a daol evez evidon keit ha m’emaon o pedi.
— O ya, hep mar ebet, Jopig ; mes petra welan ganez aze en da zourn, e leac’h ar skourjez a vez peurvuia gant mesaerien ar meneziou ?
— Kroazig an Doue [1] eo, maeronez, hag ez oun deuet a-benn da zeski ennan an teir lizeren genta.
— Traou a re !… Traou a re… ha ne dalvezont ket ar boan ! Arabat e ve d’it, Jopig, e tapfen mui ac’hanout gant c’hoariellou evel-se en da zourn. Gouzout a-walc’h a rez pegement e karan ac’hanout : hogen a-raok pep tra e fell d’in e vez eur c’hristen mat hag eul labourer douar dispar… hag e rafez da labour wardro va loened !
Oc’h huanadi, Jopig a glozas e levrig en e c’hodel, ha merourez Kerestin a zistroas d’ar gear. Eun intanvez a feson oa, gwir eo, ha mat e-kenver he fillor emzivad [2] re stag evelato a lavare lod oa ouz madou an douar evit gellout klevet petra rea d’ar paotr kez huanadi, ar pez a zigase daelou en e zaoulagad pa zelle ouz an nenv hag ar pez a waske e galon pa zelle ouz an tachou bras a zalc’h stag Jezuz Krist ouz ar groaz.
Pennherez ar maner nesa [3] avat, Gaït, an demezellig devot, he doa gouezet lenn e kalon ar potr saout ; alies e teue d’al lanneg el leac’h ma ouie kaout anezan, hag eno neuze, etrezo, e veze kaoziou dudius n’int bet klevet nemet gant an elez… Jopig a c’hellas hep dale zoken, henvel dre ho hano holl lizerennou Kroazig an Doue, daoust da c’hourdrouzou e vaeronez.
Nag hen oa desket… Eur paotr saout !… Evelato !…
Siouaz ! dont a reas eun dervez a zichans, a distridigez !
Aotrou Kerestin a fellas d’ezan e ouesfe e verc’h eun. draig bennak ouspenn lenn ar Bater hag an Ave, ha setu e kasas anezi d’ar gouent. Jopig a gollas evel-se e vestrez-skol. Nag a zaleou e skuilhas eur pardaez el lanneg ! Nag a zaolou en dervez warlerc’h. Gouela reas kement, ar c’heaz ! ma ’zoa gwalc’het lizerennou Kroazig an Doue gant e zaelou.
Karet a rea e levr hag e chome meur a heur dioc’htu da zellet ouz kroaz Hor Zalver a yoa er bajen genta, ha neuze e torre war e anken. Ar verourez, e vaeronez, a deuas eun dervez d’e welet en e labour. Siouaz ! kaout a reas ar paotr evel eat eus ar bed-ma, evel beuzet en e zonjou, ken n’en doa ket gwelet e zaout o vont da laerez a-gleiz hag a-zeou. Mont a reas eur zac’had droug er goueriadez, ken prim ha ken ter hag eur gorventen o tizac’ha en eun taol trum. Kregi a reas kerkent e levr ar paotrig hag e rogas anezan e mil damma nijas ama hag a-hont war eskel an avel.
Tra mantrus da lavaret ! Skeuden an Ao. Krist hi he-unan n’oa ket bet espernet !
A ! maeronez ! maeronez !… Kerkouls ho pije great regi d’in ive va c’halon dioc’htu !… N’he deus ket amzer, siouaz da jom d’am zelaou !… Mall eo ganti dastum he denved a-raok an noz !…
— Petra rez aze, paourig, daoubleget war al lann
leiz [4] ? O va ene ! leun c’hoad eo e zouarn gant broudou
an drez hag al lann !
— An dra-ze, Aotrou person, n’eo netra… mar galfen kaout treid va Jezuz hag unan eus e ziwreac’h a zo eat n’ouzoun dare da beleac’h gant an avel !
Treid ha diwreac’h da Jezuz, va faotrig kez ? E gwirionez, n’oun ket evit gouzout petra fell d’it lavaret ! Ha neuze, tenval eo, eat eo an heol da guzat eur pennad brao a zo. Poe nt eo d’it mont d’ar gear, paotr paour !
— D’ar gear n’ez int ket, Aotrou person, a-raok beza kavet tammou va imach kaer ! a lavaras Jopig o ouela dourek.
Hag e kountas d’ar beleg madelezus ar gounnar a yoa eat en e vaeronez o kaout eur C’hroazig an Doue etre e zaouarn, hag ar pez he doa great anezan. Ar beleg mat a oe skoet o kaout kement a zevosion en eur bugel.
Neuze — o tra gouest da deneraat ar galon ! — e oe gwelet ar persoun koz hag ar paotr-saout o vont a-ruzou a dreuz al lann, an drez hag ar spern, o klask tammou an imach benniget sebeliet e ten valijen ar pardaez, hag o lavaret Litaniou hano Santel Jezuz.
Klask a rejont pell bras, dindan lagad ar stered. Lavaret zo bet d’in ez oa en noz-ze eun arc’heal o roi d’ezo eur sked, eul luc’h dreist an ordinal.
En eun taol, setu Jopig o leuskel eur youc’haden laouen, hag o sevel evel eun tenn en e zav : kavet en doa an tamm diveza a vanke eus skeuden Hor Zalver. Hag ez ejont pep hini eus e du.
— Kerz buhan, Jopig, gant da zaout ha da zenved. Kea dre ar wenojen a zo a-drenv ar c’hardi… O santez Anna !… An ao. Person el leur !… Kea dillo, Jopig, da guzat, n’eo ket gwelet a rafe an Ao. Person da zilhad toull ha fank.
— Eo, maeronez, mont a ran.
— Deiz mat d’eoc’h ive, merounez Kerestin, ha da holl dud ho ti… Dont a ran da goms d’eoc’h eus ho filhor…
— N’eo ket posubl, Ao. Person ?… Da goms d’in diwarbenn va filhor ? Klevet mat am eus ? Siouaz ! eur paotrig dous eo, a gavan da vihana, mes paotr-saout fall ! Atao ema oc’h huvreal ! Kollet sen deus d’in ar gaera eus va danvadezed !
— Eur c’holl eo, a dra zur, hen anzav a rankan ; mes selaouit ac’hanon evelato, me ho ped. Ho paotr a zo eur bugel dibabet gant Doue evit sevel, divezatoc’h, ouz an aoter…
— Jopig… eun diskiant ?
— Eur paotrig divalis evel eun oan ! Eun eal gant eur c’horf ! C’hoant am eus d’e gas d’ar skolach.
— Evit an dra-ze, Ao. Person, e lavarin d’eoc’h dioc’htu n’hellan ket ober. N’em eus mui tamm ed ebet da gas da varc’had Lanndi, ha n’e ket deuet c’hoaz em fenn teuler va gwenneien…
— Roit peoc’h, gwreg goan a feiz… Piou a zo o c’houlen arc’hant diganeoc’h ?… Roit d’in ar bugel, ha me bourveo da bep tra.
— Perak ez eus kement a vole er mintin-ma gant kleier Komanna ? Livirit d’in ’ta, Aotrou va zad… Digorit frank ar prenestrou, ma klevin gwelloc’h o c’hanaouen a levenez ! Lakaat a reont eur peoc’h dudius da zisken em c’halon !
— Gaït, va merc’h, bez didrouz ha didrabas. Hizio ema oferen genta Jopig Kerestin, hon deus anavezet paotr-saout gwechall.
— An oferen genta, santez Anna ! O mar gallchen mont d’he gwelet !… Roet em oa va ger…
— Ne dalv ket d’it lakaat an dra-ze en da benn, merc’h kez, klanv out, ha n’hellez ket bale.
— A ! eme Gaït a vouez izel, beleg eo eta ! Brema e c’hellan mervel… Dont a rai da skuilha dour benniget war va c’horf paour.
Hag e oe klevet o c’hrosmolat komzou kenta an O salutaris. An abaden avat he doa dinerzet krenn anezi, ha Gaït a yeas da beur echui gant an elez ar c’hantik kaer d’an Osti zantel.
Daou zervez goude, kleier Komanna a yoa adarre e bole, eur bole leun a distridigez, eur bole klemmus en dro-ma, ar glazou eo a yoa ganto.
Eur brosesion a yea d’ar vered. Aotrou Kerestin a ouele puilh o vont warlerc’h an arched douget gant peder blac’h yaouank diwar-dro, hag ar beleg nevez a yea da genta o kana pedennou kanvus an Anaon.