Mont d’an endalc’had

Kilhog Betleem

Eus Wikimammenn
Moullerez Ar Bobl, 1914  (p. 57-63)



KILHOG BETLEEM


————


Bez’ ez oa e Betleem, bro ar Jude, eur c’hilhog gwisket kaer hag en doa eur vouez kaeroc’h c’hoaz, ar pez a reas henvel anezan Kan-Sklear. Kerkent ha goulou-deiz. e veze klevet e vouez skiltrus o tregerni, o tiston a-raok pep mouez all betek pennou pella ar zaonen.

Ar c’hilhog-se a yoa dre wir da Obiaz, eur mesaer koz eus ar menez, en doa e welet o c’henel e klud e yer. Kerkent ha ma tispake ar c’hilhog e vouez, ar mesaer devot kenan a rea eul lamm er meaz eus e wele hag a yea d’an daoulin da adori Doue ha d’e drugarekaat evit e vadoberou. Goude ez ea d’ar c’hraou, eno edo e holl zanvez : eun ejen kaer ha pevar benn-darvad. Leaz e zenved ha viou e yer, setu peadra da veva, ha ne c’houlenne netra ebet ken. Beva rea e unanik, en e di-soul kollet er menez, abaoue m’oa deuet Doue da lammet digantan e wreg hag e zaou vugel. Doue a sko dizamant ar re a zo karet gantan ! Obiaz a c’houie kement-se, ha setu perak e plege goustadik dindan dourn ar Mestr karantezus, ne lamm digant Job kement en deus nemet evit kaout ar blijadur da rei d’ezan en dro diou wech kement all.

Hogen, eur pardaez, d’ar 24 a viz du, endra ma koueze an erc’h a druilhadou, setu ma klev hor mesaer skei eun taol skanv bennak war an nor. Daou ziaveziad a yoa eno : eur goaz eun tammik war an oad hag eur wreg yaouank c’hoaz ha kaer dispar :

— Deuet omp da Vetleem, a lavaras ar beachour, evit lakaat hon hano war ar rollou, evel m’eo gourc’hemennet gant Sezar. En aner omp bet o klask lojeiz en hostaleriou. Va gwreg koulskoude, her gwelit a rit, a zo gwall skuis ! Ne c’houlennomp ket kalz a dra ; mes, abalamour da Zoue, roit d’eomp eun dournad kolo en ho kraou da dremen an noz.

— Tud kez, eme ar mesaer koz an daelou o tont en e zaoulagad, trempet eo ho tilhad, ha krena ra hoc’h izili. gant ar riou !… Buhan, deuit buhan em lochen ! Tostait ouz an tan, ha kemerit ho lod eus va zammig pred. Eur skudellad souben al leaz a raio vad d’eoc’h ! Goude e roin d’eoc’h va gwele da dremen an noz, hag hoc’h azen a vezo brao er c’hraou gant va loened, n’eo ket kolo a vanko d’ezan !

Daoust da galon vat Obiaz, Jozef ha Mari, anavezet hoc’h eus anezo, ne falvezas d’ezo kaout ken gwele nemet kolo seac’h ar c’hraou, hag abret ez ejont da c’hourvez, rak skuis maro oant.

Obiaz, hen ivez en em roas da gousket hepdale. Kousket kalet a rea zoken, en despet d’an avel diroll a c’houeze er meaz. Ya, an avel a yude mantrus e plegou ar menez o strilha d’an douar ar gwiskad erc’h teo a c’holoe skourrou ar gwez pin hag o regi ar c’houabr du a yoa en nevou o c’haloupat an eil warlerc’h egile.

Mes, setu e kreiz an noz, e klever evel eun taol klêron, eur pez youc’haden skiltrus a-dreuz sioulder an ti :

« Kokoriko-o-o-o ! »

Obiaz a zihunas sebezet, a zavas eun tammig en e goaze, hag hen da frota e zaoulagad, o kredi huvreal c’hoaz. Sevel a reas koulskoude nec’het bras ! Kornzigeri a ra dor e di evit sellet ouz kambr ar stered, e orolaj.

Setu ama eun dra zouezus avat, emezan. N’eo ket ouspenn hanter-noz, hag eo dihun Kan-Sklear !… Ar c’henta tro eo d’ezan da zihuna ac’hanon a-raok ar poent.

— Kokoriko-o-o-o !

Ha kerkent, gant sikour sklerijen an heol, Obiaz a welas e gilhog Kan-Sklear savet uhel war doen e graou, uhel e gribel gantan, e ziouaskel astennet, hag o kana. da vouzara :

« Kokoriko-o-o-o !! »

Peoc’h ! peoc’h ! Rei a ri peoc’h, labous fall ! Emaout o vont da zihuna ar paour kez tud a so kousket aze hag o deus kement a ezom da ziskuiza !…

Ha kredi a reot-hu ? Ar c’hilhog kerkent en em roas da goms. An holl a c’hoar e komzas al loened en nosvez eurus-se, evel ma reant gwechall araok ar pec’hed e baradoz an douar. Ar c’hilhog a respontas eta evel pa viche bet eun den eveldomp :

Digarezit ac’hanon, va mestr Obiaz, hogen mar fell d’eoc’h e tavfen eo kouls d’eoc’h starda dioc’htu ar gorden-ma war va gouzoug. Ha penaos e falvesfe d’eoc’h e tavfen, me, Kan-Sklear, me karget dre vicher da gas d’an dud kelou goulou-deiz, e tavfen en deiz-ma ar c’haera eus an deiziou ?… P’ema an Heol dreist an holl heoliou o nevez skedi, p’eo diskennet eus an nenv krouer ar sklerijen ?… Obiaz, va mestr mat ! Meulit an Aotrou ganen ! rag ar Mesiaz, Mab Doue, ar Zalver gedet a zo aze !… Ganet eo bremaik, dindan ho toen er paour kez kraou-ma. Ha me, ar c’henta eus an holl grouadurien, me a embann d’ar bed-oll ginivelez eürus an Heol dasprener ! Kororiko-o-o-o  !!

Hag an hekleoiou a dro-war-dro dihunet en eun taol a lavaras ivez peb hini d’e dro : « Kokoriko-o-o-o  !! »

Nec’het ha laouen bras war eun dro, ar mesaer koz a yeas er c’hraou, el leac’h ma kavas Mestr ar bed-oll e doare eur bugelig gourvezet war eun dournadig kolo  ! Mari ha Jozef hen adore didrouz ; an azen hag an ejen a denne d’Ezan o halan evit tomma e izili ; an denved a rea : « Bê-ê-è  ! » goustadik.

Obiaz a gouezas d’an daoulin, d’hen adori, ha goude gant prez ez eas d’ar menez da gas ar c’helou eürus d’ar vesaerien-all a yoa d’ar poent-se o tremen an noz war-dro o loened.

Obiaz neuze a welas oc’h tu ar sav-heol eur stereden gaer meurbet, a skede muioc’h-mui dre ma save dioc’h ! ar meneziou e bolz an nenv. Kerkent e klevas eur c’han ha n’oa ket eus an douar :

« Gloar da Zoue e bar an nenvou ! Peoc’h war an douar d’an dud a volontez vat ! »

Tri eal, gwisket gant dilhad gwenn skedus a dosteas ouz Obiaz hag a lavaras d’ezan evit hen dienkrezi :

« N’ho pezet nep aon, den karantezus, meulit Doue kentoc’h, rak ar Bugel a zo nevez ganet du-ze en ho ti, a vezo abeg eul levenez vras evit ar bobl a-bez : ar Zalver gedet eo, ar C’hrist, hon Aotrou !

« Kokoriko-o-o-o ! » eme Gan-Slear divar e doen goloet a erc’h.

Unan eus an elez a vousc’hoarzas d’ar c’hilhog hag a lavaras d’ezan :

« Ra vezi benniget, Kan-Sklear, te hag ac’h eus da genta meulet hag embannet donedigez ar Zalver divin, te hag ac’h eus en doare-ze gwestlet d’Ezan da vouez skiltrus ha freas !… Siouaz ! kan ar c’hilhog a zav hizio da embann ginivelez ar C’hrist a zavo ivez eun dervez da embann e Basion glac’harus ! Hekleoiou Jeruzalem hen aslavaro eun deiz, ha drezout, kilhog, ez ai broud ar morc’hed e kalon an diskibl nac’het gantan e Vestr a-benn teir gwech. Abalamour da-ze, o Kan-Sklear, — perak n’hen lavarfen ket d’it ? — e vezo lakeat da skeuden e kichen hini ar Groaz a vezo bet Jezuz warni o paea pec’hejou an dud. Evit echui, o kilhog evesiant ! evel ma ’z out bet savet war doen kraouig ar c’hinivelez, kenta iliz Hor Zalver war an douar, dont a raï eun dervez ma vezo gwintet da skeuden uhel uhel en oabl, da blava war ilizou Roue ar rouaned. Te, Kan-Sklear, a vezo kilhog an holl douriou ! evit ar c’hristen e vezi skeuden ar vertuz war evez, hag evit ar boblou da zont, skeuden ar frankiz ! »

Hag o veza lavaret kement-se, an eal a yeas gant an elez-all a-denn-askel a-dreuz an uhelderiou en eur gana :

« Gloar da Zoue e bar an nenvou ! »

Kan-Sklear,evit e drugarekaat, a huchas krenvoc’h c’hoaz eget er gwechou-all :

« Kokoriko-o-o-o !!! »