Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/85

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 85 —

Hag, ez gwir, eun doueez ez oa hi, merc’h Segomo ha Litavis [1] hag evid evezia tenzoriou he mamm eo, diouz m’eman ar brud, ez oa aet da heizez. Kernunnos, dre vont e karo, a dizas he faka. Nemet n’eman ket d’in aman dezrevell an danevell-se. Setu, eta, Esus ha Kernunnos aet en o hent. N’oant ket evit mirout d’hen ober, liammet ma ’z oant dre o le. Damc’houde, sed o tegouezout strollad-listri Gadira. Ha penn ar verdeïdi o tont da saludi ar rouanez. Ha Medua o rei d’ezan he merc’h, war ar gourc’hemenn m’he c’hasje ar pella m’hallje en tu-hont d’ar mor. Eur wech degouezet e penn e hent, en em zizober diouti, pe dre he laza, pe dre he gwerza [2]. Ar penverdead a yeas en e raog, Alaba gantan.


Treiza eus an Iberi da enezennou ar Staen.


War an dreizadenn, e tommas kalon ar penverdead ouz kened Alaba. Ker bras ez oa he c’hened m’edo sklerijennet ganti evel gand eun eteo-pin war dan an toull tenval ma ’z edo, e serr ar sklaved all, e strad al lestr. Ar garantez-se a dalvezas, da genta, da Alaba eun nebeut habasteriou. Disrannet e voe diouz ar sklaved all ha roet dezi gand ar penverdead eur c’hornig kled war c’horre al lestr, tost d’al lec’h m’en em zalc’he e-unan. Eno e c’halle gwelout an heol en deiz, analat an aer distan en noz, ha beza sioul e peb amzer.

Heb-dale, avat, taget ma ’z oa gant ar c’hoant en doa d’ezi, e teraouas ar penverdead ober gwall-ardou war he zro, o klask he zouella dre gomzou flour ha likaouerez [3]. Enebi a

  1. Litavis a hanval beza bet e Galia unan eus anoiou doueez-veur an Douar, Rev. des ét. anc. 1915, pp. 60-2.
  2. An taol graet aman gant Medua a zo diouz reiz an hen-boblou arian. E-touez an holl boblou-ze ez oa e gwir ar gerent en em zizober diouz o bugale, pe dre o laza pe dre o gwerza, D’Arbois, Etudes sur le Droit celtique, I, pp. 242-53.
  3. Poblou hanternoz an Europ, yenoc’h a wad eget Kreisteiziz, o deus hed an amzer disprizet ar re-man en abeg d’o likentez. Segobranos, eur gwir-Hanternoziad ha ma ’z eo, a zo e venoz e-kenver Kreizdouaregiz holl-gwitibunan henvel ouz hini ar C’hresianed e-kenver an Aziaded : eus pep Reterad e ra ar C’hresianed eur pathenopipas « lorbour merc’hed ». Sellot Adolf Reinach, Hellénisation du monde antique, pp. 39-43. Kenveria V. Bérard, les Phéniciens et les Poèmes homériques, 1899, pp. 48-51 (tennet diwar ar Revue de l’Hist. des Religions). Arabad digemma betek re, evid an temz-spered, etre Hanternoziz ha Kreisteiziz, evel m’o deus graet kalz a skrivanierien europad a eil pe a drede renk, romantourien peurliesa. N’eo ket reiz lakaat ar c’hlanded-natur da berz-mat Hanternoziz nemet sellet e ve hepken ouz ar pep gwellaeta diwar ar ouenn homo nordicus. Hogen ne denn d’ar ouenn-ze nemed eun darn hepmuiken eus an dud anezo poblou an Hanternoz. Ar peb-all a ziskenn, evid eul lod, eus an hemolc’herien greizdouaregad (homo mediterraneus) o deus diwar ar marevez aziliad, goude steuziet ar skournredennou meur, savet en hanternoz an Europ ha gouennet eno. Evid al lod-all e tiskennont eus ar ouenn alpad (homo alpinus) a zo bet ar brasa astenn anezi en Europ da nevez-amzervez ar maen. D’ar ouenn greizdouaregad e teu peurliesa Iwerzoniz ha Breiz-Veuriz. Evit Gallaoued an Hanternoz, Hollandiz, Danmarkiz, Alamagniz, diwar ar ouenn alpad ez int, glanoc’h pe vesketoc’h. Lenn Boule, Hommes fossiles, eil mouladur, pp. 320-54 : Des hommes fossiles aux hommes actuels ; Ripley, Races of Europe, pp. 103-245, 281-334.