Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/84

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 84 —

Alaba, kaer he doa ar plac’h yaouank enebi ha stourm. Mont a eure daveto. E zourn a lakeas war skoaz ar roue. Ker pounner oa an dourn-ze ha bolz an nenv. Ma na voe ket ar roue evit herzel ouz e bouez ha ma kouezas war e zaoulin.

« Va den, eme Esus, lez da vont ar plac’h-se ».

Aet e gouez dre m’oa bet skôet d’an douar ken aes-se dirag ar plac’h a gare, ar roue a zic’houinas e c’hougleze hag a skôas eun taol gand Esus. Heman e lezas neuze da sevel en e sav. Tenna o c’hlezeier a rejont ha setu, dirag Alaba hag e sell eus he gounit, eun taer a emgann etre an daou vrezelour. Trec'het e voe ar roue. Gloazet d’ar maro, e kouezas, ha kent na voe e skoaz stok d’an douar e trouc’has Esus e benn outan. Neuze o c’horren ar penn her c’hinnigas da Alaba en eur lavarout :

« Plac'h, ha diouz da c’hoant eman-hen breman ?

— Gwell evel-se eged ergentaouïk ! » emezi en eur vousc’hoarzin.

Medua a welas penn Morkos skourret e-tal penn e vab ha hini an naer ouz ar c’hlastenenn e toull-dor ar c’hrenvlec’h. Hag he mevelien o tiskuilha d’ezi an emgann taer a oa bet etre Esus ha Morkos dirag he merc’h hag e sell anezi. Ne zeuas gand ar rouanez nep kroz ouz Esus, hogen a-ziwar an deiz-se n’he devoe Alaba komz ebet, sell ebet digant he mamm. Houman a glaske an tu d’en em zizober diouti.

Ha setu petra a ijinas. Kelig-an-hanv ez oa hag e nesae ar pred ma tremenje strollad-listri bras Gadira o c’houelia etrezeg enezennou ar Gwalarn [1]. Ar rouanez a gasas Esus ha Kernunnos da benn reterel an Iberi. Da gevridi e rôas d’ezo paka Argantokoxa, an heizez wenn he c’harnou arc’hant [2] a laka nep he fak da berc’henn war an tenzoriou diniver e kuz e keviou menez Purena. Eun dra aes n’oa ket tizout ha paka an heizez-se, gant buanoc’h e rede eged avel skanv an nevez-amzer, ha d’ezi nerz ha meiz eun doueez.

  1. Déchelette, Manuel, II, kenta kevrenn, p. 27.
  2. Argantokoxa a dalv « an hini a zo ganti divesker pe treid arc’hant », hen-iwerzoneg coss « troad », kembraeg coes « garr ». Argantokoxos a zo ano eur c’haledoniad brudet (Dion Kassios, 76, 16).