Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/86

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 86 —

reas ar plac’h yaouank ouz al likaouerez ha ne eilgerias ket ar c’homzou. Ne ziskouezas ket zoken o c’hlevout. M’az pije lavaret ez oa aet bouzar, mut, dall ha digizidik.

Bet dizarbennet er c’hiz-se, e klaskas ar penverdead mont d’ezi dre nerz. Hogen en abadenn-man e tiskouezas an hini a rae anezi an daou gadour-doue an alarc’h gwenn he doa, diouz red, ouspenn gwennded ha kened an alarc’h, ar gadarnded hag an nerz gouez anezan [1]. Leun he c’halon a gounnar ouz an den a venne he gwalla, en em zifennas outan taer ha garo. Krabisat ha danta anezan a reas. E fri a drouc’has outan gant he dent hag e vennas tarza d’ezan e zaoulagad gant he bizied. Kregi a-dro-vriad ennan a eure, e zouara hag e vrevi a daoliou. A daoliou dourn hag a daoliou treid ez eas d'ezan gant kement a nerz ma krede d’ar paotr edo o vont da derri kement askourn a oa en e gorf. Ne voe ket ar moraer evit trec’hi warni. Mez a oa gantan gervel e verdeïdi d’e skoazell. Hag aon, ma kendalc’hje da c’houren outi, rak beza lazet pe, ma risklje hen e-unan da vont e

  1. An alarc’h a zo anezan eun evn ker gouez ha ma ’z eo krenv ha kadarn, Lacroix-Danliard, la Plume des Oiseaux, Paris, 1891, p. 223. Kenveria E. Perrier, la Vie des Animaux illustrée : les Oiseaux gant Salmon, II, pp. 327-8.