Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/83

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 83 —

plac’h yaouank, kaer evel eur c’haer a alarc’h gwenn, ha hi ar verc’h he doa bet Medua eus hec’h unanidigez gand an hini a ra ar Gelted Kantamos anezan hag an Ibered Kandamos [1]. En em glevout mat a raent, ar plac’h yaouank hag an daou vrezeliad eus douar an doueed. Ma rene etrezo o zri kenfizians ha kengarantez. Hag e rae an daou gadour stad vras eus ar plac’h yaouank, dre n’oa tamm drougiez enni ; glan ez oa evel ar beure ; kunv ha karadek he c’halon evel kalon ar gudon, eeun ha kadarn hec’h ene evel eur c’hleze. D’ezi, eta, e kinnigas Esus an aval ha hen degemerout eus dourn Esus a eure Alaba. Hogen, o klevout he mamm o tont, e kuzas an aval en hec’h askre etre he diouvronn.

War-ze, e teuas Morkos e Medubriga da glemm war an dismegans a oa bet graet d’ezan ha goulenn taer pe varo ar vuntrerien pe eur bounner a zic’haouenn evit muntr e vab hag e vatez, naer an andon. En ti-meur e welas Alaba hag e voe entanet e galon ouz ar gened anezi. Ehan ebet diwar se n’he doe ken ar plac'h yaouank, p'edo dalc’hmat evel eun heizez taget gand an hemolc’her ; ne vern pe lec’h bennak ez ae e veze ar roue war he lerc’h evel eun taro warlerc’h eun ounner. Ha n’oa evid Alaba na minihi na gwarez da c’hortoz digant he mamm. Rak houman a gare an daou vrezelour eus ar mor-Bras, c’hoant d’ezi, pa zeuje ar mare, d’en em unani ganto da gaout diwarno mibien. Gant-se e kouezas war-dreuz d’ezi an emgleo hag ar gengarantez a wele o ren etrezo hag he merc’h, hag e vennas pellaat Alaba diouz he lez. Lavarout a eure da roue Libustosa rei d’ezan he merc’h. Ha ne voe harz ebet ken da zivergontiz ar roue.

Eur beurevez m’edo Esus o tanva heol hag aer vat ouz toull unan eus dorojou an ti-meur, e welas ar roue gand Alaba. Edo ar roue o paouez enka ar plac’h yaouank en eur c’hognad etre moger an ti-meur hag eur c’hrignol c’hreun harp outan [2]. Esus e welas o steki e zourn ouz divronn

  1. Philippon, op. citato, pp. 191, 206-7, 212. Kenveria an doue Candidus a gerz a-gevret gant Borvo-Apollo war daolenn arem Entrains, anezan moarvat, netra ken nemed an alarc’h, candidus ales. Déchelette, Manuel, II, kenta kevrenn (âge du bronze), p. 450-1.
  2. Déchelette, Manuel, II, kenta kevrenn, p. 350.