Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/82

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 82 —

doa tizet hen ober. Rak kement-hini a oa bet en enezenn o doa ranket lezel eno o buhez hag o relegou. Diwallet ez oa ar seiz gwezenn gand eun naer vras, d’ezi da neiz an andon end-eeun. Ouspenn, peb-unan eus pevar-ugent mab ar roue a zeue d’e dro d’ober ged war an enezenn a-hed bloaz, hag int brezelourien ar gwella. Bez’ oa anezo paotred krenv, gwevn ha her, mailh war embreger armou, en em ganna, stigna gwidreou-brezel.

Nep krouadur en enezenn estr eged an daou-ze, ar gedour ha naer an andon. Diwar gig ar gevr gouez o redek war rec’hier ha meneziou e kreiz an enezenn eo e vevent. Er meneziou-ze edo ar mein aour. Leun anezo an holl ganiennou ha traoniennou, golôet ganto an tarroziou beteg al lein.

Esus ha Kernunnos a dreuzas ar mor e bagig aour ar rouanez hag a ziskennas en enezenn. Ha skei Esus eeun war-du an eienenn ha dont kerkent an naer er-maez eus he zoull. Laouen-holl edo houman pa gave d’ezi ez aje ganti bremaïk ar brezelour yaouank divarv a wele o nesaat, hag ivez e geneil, d’eur meuz kig drailhet ha gwad ma raje eur c’horfad diwarnan. En em zila a rae dre greiz geot, dre douez mein hag uloc’h evel eur bir divent, eur spont e welout. Ha hi sailha gand ar paotr yaouank d’e vouga ha d’e vrevi, kig hag eskern, e gweadou e gorf euzik. Esus avat, gand e gleze mat, a lazas an naer. Kernunnos, a rae ged, a welas o tont d’ezan ez noaz-pilh hag armet-mat mab roue Libustosa. Mont war arbenn d’ezan a eure, e laza ha trouc’ha outan e benn.

En deiz-se, e tebras Esus ha Kernunnos o gwalc’h a avalou. Kent kimiadi e kuntuilhjont peb a aval a voe lakaet ganto en o gouriz. Hag i kemerout douar-pri ha stumma tri aval henvel ouz ar re a oa a-ispilh er gwez. Dre nerz o drouiziez hag o doueegez e rojont d’ezo neuz, kaleter ha saour an avalou gwirion. Ar fals-avalou-ze eo a rojont da Vedua. Evid an aval en doa kuntuilhet ha laket en e c’houriz Esus her rôas dre guz da Alaba [1]. Ha piou ’oa Alaba ? Eur

  1. Philippon, les Ibères, pp. 8, 9, 93, 191. Kenveria an hen-alamaneg elbiz « alarc’h ». War ar merc’hed-elerc’h gand an hen-boblou ariek, Gresianed, Kelted, Germaned, sellout Rev. arch. 1901, II, pp. 45-50.