Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/66

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 66 —

venn. Evit ma c’hellje o sellou heulia o breur pelloc’h a ze, en em greskjont neuze ; hiraat o ment a rejont da welout al lestr en tu-hont d’an dremwel. Nemet, p’o devoe savet uhel-uhel, e viras Dêvos outo a greski ken ouz o zrei e gwez elo. An elvenned-ze am eus gwelet e bro ar Vorined (Morini) war-hed diou leo diouz bourc’h Doliakon. Daouzek a zo anezo, strollet nepell diouz ar mor, war ribl ar c’hro sakr m’en em lestras Kantamos. Diouz an eil tu eman ar c’hro skôet gand an tonnou-mor, diouz an tu all an dirienn vras ma faezas warni ar roue Diratos laeron-vor Brittia. Meur a grug a zo eno ha n’eo ket bet digoret an dirienn ha laket da barkou nemet lec’hiennou a zo anezi. A-dreuz d’an dirienn eur wazig, a zo anvet Rênos [1] gant ar c’hlannidi, a dremen ouz troad an elvenned. En tu-hont d’an dirienn eman koad Doliakon. An daouzek elvenn n’eus nemeto o sevel etre an dirienn hag ar mor. Eur sebez da neb o gwel evid an dro genta ar brasder hag ar c’haerder anezo. Digren na didrouz ne van nepred an deil warno, ha, pa azezer ouz o zroad, dre selaou piz e klever klemmadeg c’hoarezed Kantamos.

An daouzek gwezenn-ze a vez graet stad anezo gand an holl. Pedennou, rôadou, lidkinnigou a reer d’ezo, hag a bell-vro e teuer evid o gweladenni. An ergerzourien-vor, kent en em lestra, a zered war ar c’hro sakr. — « Emomp o vont war roudou ho preur, a lavaront da c’hoarezed Kantamos. Ha klevet e vo ganeomp kelou dioutan ? Rôet e vo d’eoc’h d’her gouzout. Ha kavet e vo en dienez ? Skoazell en devo. Hag en toull-bac’h eo e vo kavet ? Divac’het e vo ganeomp. » — P’o devez en em engouestlet evel se,

  1. Kenveria renu « gwaz-dour » e gouryez traonienn Bregaglia (Engadina-Uhela), Rev. celt. 1913 p. 116-7. — Mojenn an Heliadezed e-touez ar C’hresianed, D’Arbois, Premiers Habitants, I, pp. 330-343. — *Doliakon « deliek, deliaouek ». — Diratos, diwar *diros, iwerzoneg dir « dereat », Rev. celt. 1907, p. 94. — Brittia « Breiz », Loth, Chresto. bret., p. 33. — Dêvos « doue », lituaneg devas, hen-c’hermaneg Tivas, hen-saozneg Tiu, hen-alamaneg-uhel Ziu, skandinaveg Tyr, hen-islandeg tivar « an doueed », Moris Cahen, le mot « Dieu » en vieux-scandinave, Paris, 1921 ; Rev. celt. 1920-1921, pp. 350-1.