Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/65

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 65 —

a-gleiz hag a-zehou d’ezan, hag en em wea en-dro da beder gar e varc’h, ma voe dic’hallus d’ezan pe zerc’hel gand e hent pe dont war e giz [1]. Liammet a chadennou, e voe kaset dirag ar rouanez a zalc’has anezan da ouestlad en he c’harc’har-mein e-pad hir-amzer. Donnotarvos, a-greiz m’edo o treuzi an draonienn anvet Glen an Ivinenned, a voe paket er roued arem vras he doa ar rouanez lakaet stigna etre menez Omaos ha menez Arkantodanos [2]. Kouezet er sklavelez, e rankas mesa saout Medua er pradou a zo douret gand an Tagos hag an Duerios [3]. Kantamos-Kaer, o veza deut dre vor da lez rouanez Roudon, en em lezas da veza touellet ganti ha ne zistrôas biken e kuzuliadeg an doueed. Stlapet e voe er mor gand ar rouanez a-ziwar ar pentir Trileukos [4]. Eno eman abaoe e keviou is-morek ar C’hornog ma ren warno ar ramzez Vorgia [5]. Setu aman en-dro da Gantamos hag e c’hoarezed eun danevell am eus klevet p’edon, krennardig, o vesa denved Ollodagos.

P’en em lestras Kantamos da staga gand e ziweza ergerzadenn er C’hornog, e c’hoarezed, nec’het-maro o welout an drouk-ziouganou a c’hoarveze da vare ar c’himiad, en em stardas war e dro o klask mirout outan da gerzout en e raog. Ha Kantamos mont dre gunv, da genta, evit en em zizober diouto. Pa na c’houneze netra, e reas dre grenv, ouz o lezel bronduet ha daerou-holl war an te-

  1. Frazer, le Rameau d’Or, I, pp. 126-8. Kenveria Livingstone, Explorations dans l’intérieur de l’Afrique australe, mouladur nevez (Paris, 1881), pp. 180, 226, 463.
  2. Omao, Arkantodan war beziou-moneiz Galia. Roued vurzudus, Epopêe celtique, p. 484. Tirvi paket e rouedou, Dussaud, p. 66, sk. 45. Donnotarvos, D’Arbois, les Druides, pp. 153-5, 188-90. « Glen an lvinenned », iwerzoneg Ibarglend, Rev. celt. 1892, pp. 16-7.
  3. Hizio an Tage hag an Douro.
  4. Ptolemaios, II, 6, 4. Moarvat ar pentir a reer anezan breman Ortegal.
  5. Diwar-benn *vorgia, iwerzoneg fairge, foirge « mor strafuilhet » sellout ouz Rev. celt. 1907, p. 14. — Kantamos, diwar kanto-, hen-gembraeg cant « gwenn, skedus ». Kenveria Kandamos (menez) ha Jupiter Kandamios (doue), Philippon, les Ibères, pp. 207, 212. Sellout ouspenn Leite de Vasconcellos, Idées religieuses des Lusitaniens, in Rev. arch. 1922, pp. 139-40.