Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/64

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 64 —

d’o arnodi e meur a stumm da c’houzout ha par ez oa d’o neuz-vat o meiz hag o c’hadarnded. Ha trec’h e teuent eus an arnodou-ze, en em unani a rae ganto da gaout diwarno mibien [1].

Medubriga, hennez ez oa ano al lec’h ma veve rouanez Roudon [2]. Eur c’hrenvlec’h-mein galloudek ez oa o sevel tost a-walc’h d’ar mor, war lein eur grec’hienn roc’hellek. An dismantrou anezan a zo bet diskouezet d’in hag em eus o gweladennet. En he sav eman bepred ar voger-dro ; steuziet, avat, an ti-meur e-kreiz ar mogeriadur. Er gompezenn, e-harz ar grec’hienn, ez oa, e grez an ti-meur, eur geoded vras anvet Tarvenna [3] a zo bet pulluc’het gand an doueed. El lec’h ma save n’eus breman nemet raden, balan ha geot-strouez. Eus an tïez anezi ne van ken nemet poullou dam-atredaouet ma ra al lern o annez enno. War-dro eno e tiskouezer c’hoaz diskaraduriou all, eur voger graet a vein bras a reer anezi « Karc’har ar ouestlidi » hag, er grec’hienn, dereziou he doa ar rouanez graet bena er roc’h, d’ezi da arvesti ac’hano ouz ar c’hoarïou hag an emgannou tirvi er gompezenn [4].


An doueed a yeas da Roudon.


Bez’ ez eus gant Kelted Iberia danevellou diwar-benn an doueed a weladennas Roudon. Ar marc’heger meur Maponos, mab Matrona [5], a voe harzet eno p’edo o treuzi ar gompezennad a hir-c’heot anvet geot-houarn. En em skoulma a eure ar geotennou en a-raok hag en a-drenv,

  1. Kenveria Rev. celt, 1911, pp. 232-6.
  2. Kêr grenv eus an ano-ze (Medubriga) e Luzitania, D’Arbois, Noms gaulois, p. 126.
  3. War an ano-kêr-ze sellout D’Arbois, les Celtes, p. 50. Diwar tarvos « taro ». Diwar-benn an dilostger -enna en anoiou-kêriou, sellout Philippon, les Ibères, p. 52.
  4. Kenveria R. Dussaud, les civilisations préhelléniques, eil mouladur, p. 67 (sk. 46), p. 71, p. 72 (sk. 50), p. 394 (sk. 290), p. 395 ; Glotz, la Civilisation égéenne, Paris, 1923, p. 341, (sk. 51).
  5. Rev. celt, 1912. War Mabon ab Modron, Loth, Mabinogion, kenta mouladur, pp. 250, 265 ; Rev. celt, 1911, p. 441.