gwarezet e vezont gant c’hoarezed an doue a-hed o ergerzadenn ha derenet en-dro, yac’h ha salv, daved o zud.
Ar merc’hed yaouank a zegas ouz o zroad bleuniou, frouez ha gouriziou. Kent dimezi e skourront outo o fennad bleo [1]. Eman ar c'hef hag ar skourrou anezo, keit ha ma c’hell diraez dourn an den, golôet-holl a bennadou bleo merc’hed. Bleo gell-alaouret a zo eno, re liou gell-kistin-tano, re arvelen, melen-mell, melen-aour, melen-loued-liou-al-ludu, melen-ruz, liou-kouevr-melen, liou-kouevr-ruz. Ya, eno em eus gwelet kement liouig koant a c’houfe gwiska pennad-bleo gwerc’hezed Keltia.
Ano a zo ivez en danevellou eus brezelourien, re yaouank ha re goz, a gemeras penn o hent war-lerc’h an doueed, o kas tizout Roudon. Dre zouar ez eas darn, darn-all dre vor ; pengenni war an taol, avat, dibaot hini a hellas ober. Ne voe ket ar re a yae dre zouar evid en em ziwall diouz ar stignou a antelle outo ar pobladou ma treuzent an douarou anezo : ar maro pe ar sklavelez e voe o flanedenn. Pensea eo a reas ar re a yeas dre vor. Ha lonket gand ar mor o bagou, gand an euzviled-mor o c’horfou ! Pe c’hoaz, bet taolet en aod enezennou Albio hag Iverio, e voent dispennet ha debret gand eneziz. Ar re hepken o doa kemeret treiz war vagou roue Vassovindon [2] a zeuas da benn o hent. Hogen dont en-dro ne rejont ket, lazet darn anezo gant tirvi Medua war leur-c’hoari Tarvenna, darn all an-
- ↑ Diwar-benn aberz ar bleo kent dimezi, kenveria boaz an Deliadezed yaouank, Dottin, Anciens peuples, p. 198. Diwar-benn ar rôadou all, Léger, Mythol. slave, p. 173. Ar plac’h kelt skeudennet el lïesdelwenn eus Mirdi ar C’hapitol, anezi marteze eur plac’h nevez-dimezet, a zo d’ezi bleo peuz-verr ; sellout Von Bienkowski, Die Darstellungen der Gallier in der Hellenistischen Kunst (Wien, 1908), taolenn-skeudenn I ha p. 145, skeud. 155.
- ↑ Rhys, Celtic Heathendom, p. 153-4. — Diwar-benn debrerien-dud Albio hag Iverio, sellout Strabon, IV, 5, 4 ; Diodôros, V, 32 ; D’Arbois, Premiers Habitants, II, eil mouladur, pp, 13-4.