vor an Heoi, eben er c'hornog da vor ar Goularz [1]. Ha gand an diou froud-ze e voe kleuzet ken doun o roudenn en douar ma voe anezo eur ganol leun bepred a zour hag enni ar mor o tont gand e donnou. Hag an tonnou deut eus mor ar C’hornog o vont a-benn d’an tonnou o tont eus mor ar Reter, e kejont o-diou e-kreiz ar ganol, hag en em dourta eno. Ha dre an treuzfroudou savet e-kreiz an dour e voe krignet an diou c’hlann ha ledanaet ar ganol tamm-ha-tamm. Diwar an taol-ze, eme danevellourien an Hen-amzer, eo e kej mor ar Goularz gant mor an Heol
Klevet gantan kelou eus an darvoud a oa o paouez reuzia er vro, Sukatus, mab Momoros, en doa lusket da vont da welout. Degouezet war ribl ar ganol, e tanveas war e ziweuz eur blaz holen ha war e zremm gouyender an doureier meur. Pesked stêr a welas war c'horre an dour a-c’houen o c’hein, marvet, ha pesked mor o neunvi. Evezia a reas tonnou mor ar Reter ha tonnou mor ar C’hornog o vont a-benn e-kreiz ar ganol hag an treuz-redennou dour o krignat a-dammou an diou c’hlann anezi, ouz he ledanaat d’ober eur raz-mor. Gwelout a reas ouspenn eur plac'h yaouank gwisket e gwenn e tiskenne ar bleo melen-aour anezi beteg he dargreiz. Edo en he sav e ribl ar ganol, eur wialenn ivin en he dourn, o sellout ouz an tonnou a zeue da vervel e-harz he zreid. Gant beg he wialenn e verke aroueziou war an aod nevez, hag o diverka, goude, gant he biz-meud-troad. An den yaouank a yeas daveti :
« Ha gouzout a rez, veleta, emezan, petra a zo kiriek d'ar walenn-man ?
— Her gouzout a ran, emezi. Ar mab eo he deus bet Anna diwar hec’h avoultriez gant roue ar Sitoned. Pried Anna, Sammonos, n’en deus ket lazet ar bugel, ha setu en deus lakaet heman da zinaozin an diou lenn e traonienn ar Vebrona-Uhela [2].
— Lavar din, pa c’houzout, penaos eman doare an dud-ze, evit m’o anavezfen ma tegouezje d’in en em gavout ganto. »